Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Fêtes et expositions

Brezhoneg

D'ar 16 a viz Du e vo aozet e Gras-Gwengamp ur foarig levrioù kozh. Deuit 'ta da furchal e-touez ar bernioù levrioù, kavit ho teñzorioù a-raok ar re all! 4€ ar c'hilo! Kazi roet!

Le 16 novembre prochain sera organisée une petite foire aux livres d'occasion. Venez donc fouiner dans les tas de livres, et trouvez vos trésors avant les autres! 4€ le kilo! Quasiment donné!

Brezhoneg

> Nevez : Digor d'an MTB
Div droiad MTB a zo kinniget ar bloaz-mañ : 23 ha 40 km.
 
> Digor eo an enskrivadurioù
Adalek bremañ e c'hallit  lakaat hoc'h anv da gemer perzh en dTro-Vale, an enskrivadurioù (amañ).
Paeet e vo war ar plas.
 
> Prest eo an hentoù
Setu echu da ziharzhañ an hentoù. Prest int evidoc'h.
Emaomp ivez o c'houlenn an aotreoù digant perc'henned hentoù 'zo hag a zo prevez. Mar plij, na enrollit ket an troïadoù war ar binvioù GPS.
 
Da c'hortoz gwelet ac'hanoc'h d'an 13 a viz Ebrel e c'hallit mont da welet hol lec'hienn da gaout muioc'h a ditouroù.
 
 
 
> Nouveau : Circuits VTT
Deux circuits sont proposés cette année : 23 et 40 km.

> Les inscriptions sont ouvertes
Vous pouvez vous inscrire  ici au Tro-Vale à partir de maintenant. Le paiement de fera sur place.

> Les chemins sont prêts
Pour votre plus grand plaisir les chemins sont enfin prêts à être foulés par vos pas.
Nous sommes aussi à demander les autorisations auprès des propriétaires de terrains privés. SVP, n’enregistrez pas les parcours sur vos GPS.

Plus d’infos sur notre site internet.

 

Brezhoneg
D'ar yaou 3 a viz Ebrel - Jeudi 3 Avril
da 8 eur 30 noz -  à 20h30
war leurenn Sal an Arvorig - Salle de l'Arvorik
e Lezneven - Lesneven
hon dezo ar blijadur da zisplegañ deoc'h 
nous aurons le plaisir de représenter 
 

 
Il s'agit d'une création originale en langue bretonne, fraîche, enlevée et dynamique.  Jeunes et moins jeunes, amateurs ou non du Roman de Renart pourront y retrouver Renart, le facétieux personnage et quelques-uns de ses compères bien connus : Ysengrin, le roi Noble, Dame-Fière et bien d'autres…  
Ce spectacle est à la portée de tous, petits et grands. Nous avons eu la volonté de lui donner un esprit bande dessinée. Les illustrations réalisées par Anna Duval-Guennoc, les musiques et chansons créées par Pol Madec ainsi que le jeu des comédiens sont autant d'éléments permettant de suivre la pièce aisément.
 
Aozet gant - Organisé par : TI AR VRO LEON 
 
MONT E-BARZH - ENTREE
 
10 € pep hini ha 4 € evit an dud dindan 16 vloaz, evit ar studierien hag an dud dilabour
10 € chacun et 4 € pour les moins de 16 ans, étudiants et pour les personnes sans emploi
 

--

Madarjeu
Strollad c'hoariva
Compagnie de théâtre
B.P. 7
29250 Kastell-Paol / St-Pol-de-Léon
Lisañsoù : 2-1071583 ha 3-1071584
    Brezhoneg

    Sul 6 a viz Ebrel

    Dimanche 6 avril

    GWISENI

     

    Abaoe daou vloaz eo krog Ti ar Vro Bro Leon da aozañ pourmenadennoù war velo er Vro Bagan.
    Daou vloaz diouzh renk eo bet graet war parrezioù  Plouneour-Traezh, Brignogan ha Kerlouan. Er bloaz-mañ e loc'ho eus Gwiseni. Displegadennoù e brezhoneg a vo roet gant tud eus ar vro a-hed an hent. Berroc'h e vo er bloaz-mañ : 13 km evit kaout amzer da flapat hag evit gellet degemer ar familh a-bezh. Hag evit echuiñ ur banne, un tamm farz hag ur frapad dañs round...

    Le TRO-VELO, est un itinéraire balisé pour une balade à vélo sans difficulté, sur les petites routes et les « ribins » du Pays Pagan. Il vous amène à la découverte du patrimoine et des richesses linguistiques de la côte des légendes.
    Ce circuit est ponctué de reportages, véritables créations originales faisant appel à la mémoire et aux connaissances de la population locale: chansons et comptines, danses,  interviews sur l’histoire et sur les métiers anciens et actuels.

    Titouroù pleustrek / Infos pratiques:

    Displegadennoù vo gant tud eus ar vro a-hed an hent :
    Différents locuteurs interviendront sur plusieurs sites :

    Manoir de Kerangoff - Etienne Cabon

    Brendaouez - Jean-Louis Breton
    Saint-Gildas - Marie-Thérèse Letty
    Saint-Gildas - Elouan Moal
    Brendaouez - Michel Thépaut
    Ranhir - Yves Pascoet
    La Palud - Nicolas Loncle

    Emgav da 2e
    dirak Ti an Douristed Gwiseni

    Rendez-vous à 14h
    à l'Office du Tourisme de Guissény  

    Enskrivadurioù / Inscriptions :     

    Ti ar Vro Leon
    09 83 22 42 96
    tiarvroleon@gmail.com

    Office du Tourisme
    02 29 61 13 60
    tourisme@lesneven-cotedeslegendes.fr

    Brezhoneg

    Kinniget e vez bep bloaz ar Skrivadeg un tamm pep lec'h e Breizh ha pelloc'h c'hoazh.
    Evit ar bloaz e vo dalc'het tro gentañ ar Skrivadeg e Treger-Goueloù d'ar

    Sadorn 05 a viz Ebrel
    Degemeret e vo an dud da 2e g.m.

    e Ti an Holl - Plistin

    Pal ar Skrivadeg eo kaout plijadur gant ar yezh.

    Meur a live a zo kinniget d'ar berzhidi, deus an aezetañ d'ar startañ,
    graet eo evit ar vugale (adalek kelc'hiad 3) kenkoulz hag
    evit an dud deuet, adalek A1 (Live 2-3 kentelioù-noz) :

    Live 1 : bugale CE ha tud deuet live A1;
    Live 2 : bugale CM ha tud deuet live A2;
    Live 3 : skolajidi ha tud deuet live B1;
    Live 4 : liseidi ha tud barrek.
    Live 5 : Tud a-vicher


    Profoù a vo evit re gentañ pep rummad.
    Adverenn a vo servijet d'ar genskriverien ha c'hoarioù a vo da c'hortoz an disoc'h.

    Ar re wellañ eus pep rummad a c'hello kemer perzh er gourfenn a vo
    e Gwened d'ar Sadorn 21 a viz Even.

    N.B. : Gwelloc'h eo lakaat e anv en a-raok

     

    Titour/Renseignements :

    Ti ar Vro Treger-Goueloù
    Hent Jean Monnet 22140 Kawan - Cavan

    02 96 49 80 55/ skolallevrig@orange.fr 

    Brezhoneg

    Ur redadeg a-eilek eo « ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz.

    Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud deiz ha noz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha gant startijenn !

    Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet ar c’hilometradoù d’an dougerien. Dasparzhet e vez ar gounid etre raktresoù nevez ha liesseurt dibabet bep bloaz, bepred evit skoazellañ ar yezh er gevredigezh a-vremañ, ar c’helenn pe ar mediaoù, implijout ar yezh er vuhez foran, reiñ tu d’ar vrezhonegerien d’ober gant o yezh...

    Tremen a ra dre 5 departamant Breizh a-hed 1500 km ha dre vuioc'h a 300 kumun.

    Difenn a ra ar Redadeg gêr-stur « Brezhoneg ha plijadur » !
    Gallout a reer redek gant ar familh, etre mignoned pe genlabourerien, treuzwisket, en ur seniñ, heuliañ ar Redadeg war droad pe gant botoù-ruilh, gant karrigoù-babig pe war varc’h-houarn... sevel gouelioù pe ober e vad eus ar festoù-noz pe ar festoù-deiz, eus an abadennoù c’hoariva, eus ar standoù, an dijunioù... kavet diouzh al lec’h hag ar c’houlz ma tremeno ar Redadeg.
    Kemer plijadur eo ar pal kentañ , bezañ gwelet ha diskouez omp niverus o vezañ mennet gant ur yezh vev e Breizh hag evel just un digarez brav da glevout ha da gaozeal brezhoneg !

    Ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo kuzhet enni ur gemennadenn hag a vo kaset a zorn da zorn betek kêr an degouezh, hag a vo lennet ur wech erru ar rederien.

    Gant ar pevare Redadeg e 2014 e redimp noz ha deiz eus Montroulez d’ar Sadorn 24 a viz Mae betek Groñvel d’ar Sadorn 31 a viz Mae. Erru a raio ar Redadeg da-geñver Gouel an Dreujenn Gaol.

    Un darvoud war un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur.

    Un darvoud dezhañ ul levezon bras war ar mediaoù (e Breizh ha pelloc’h), war an armerzh (war eeun pe da eil) ha war ar sevenadur.

    http://www.ar-redadeg.org/?lang=br

     

    An hent :

    Pajennoù

    Subscribe to RSS - Fêtes et expositions
    trouducru