Blog - Category: No name
Skrivagnerezed 2
Ar pesketaer
Ur wech e oa, ur wech ne oa ket hag ur wech e oa bepred hag e oa ur pesketaer paour e anv Maodez al Luron o chom e Ploumanac'h. Paour e oa evel Job; koulskoude 'nevoa nemet e wreg hag eñ da vevañ gant ar frouezh eus e labour. Ur gazeg treut-treut en devoa hag ur gozh gwetur bet en aluzen digant unan eus pinvidien Perroz, na lârin ket e anv. P'an nije tapet un toullad pesked ac'h ae da Lannuon da werzhañ anezhe da gêriz. An holl a anaveze Maodez evit bezañ un den a feson hag un den onest ar seurt na valee ket nemeur war hent Perroz.
Un devezh deus ar beure e savas abretoc'h evit an devezhioù all evit mont da besketa. Mont a reas ha pa oa erru en ribl ar mor, e kavas ur pesk bihan korf-ruz, unan eus ar bravañ. Tapout a reas anezhañ hep poan, hep e higen nag e rouejoù ha kerkent, ar pesk bihan a gomzas outañ hag a lâras dezhañ:
“Taol ac'hanon er mor,” emezañ.
“Na rin ket,” eme Vaodez.
“Taol ac'hanon er-maez, lâran dit, rak re vihan ac'h on c'hoazh da vezañ pesketaet; kalz brasoc'h evidon a gavi aze er mor.”
Maodez a sentas outañ hag e daolas er mor.
(Kontadenn war he hed e Kroaz ar Vretoned 10 a viz Eost 1902. Embannet ivez en Al lanv niv. 113 Gouhere 2007)
Marie-Louise Charran (Kervaria-Sular 1883, Lannuon 1934)
Skrivagnerezed 1
Melkoni
Gwenilied skañv, dudi ma daoulagad,
Perak n'ho kwelan ken o fraoñval 'us d'ar prad?
Kemeret peus an tec'h ha nijet pell deus Breizh,
Ha pa oc'h aet e-kuit, me a zo trist e-leizh.
Delioù ledan ha glas a ra kaerder ma bro,
Perak e tougit-hu liv sklaset ar maro?
Moarvat c'hwi wel o tont kañvoù kuzh 'vit tud Breizh,
Dirak ho tremm liv koar me a zo trist e-leizh.
Kloc'h bihan ma farrouz a gane ken seder,
Perak ne glevan ken bemdez ho kalv tener?
Tec'het eo an hini lakae buhez 'n ho kreiz,
Ha pa ne ganit ken, me a zo trist e-leizh.
Digabestr
Mari-Jozefin Milon (Koadoud 1880 - Koadoud 1964)
Katalog Nedeleg 2019
Katalog Nedeleg 2019, Keleier an embann n° 23, zo deuet er-maez: kavet vo ennañ nevezentioù ar bloaz hag un dibab levrioù marc'had-mat.
Prizioù da dalvezout betek an 31 a viz Genver 2020. Paeamant dre chekenn pe dreuzvankadenn war anv Kuzul ar Brezhoneg. Evit an estrenvro deuit e darempred ganeomp.C'hoariva
1añ Kerzu 2019
4 EUR GOUDE MERENN
Abadenn ziwezhañ!
http://www.teatr-brezhonek.bzh/Galnys-pe-priz-ar-gwad
http://www.teatr-brezhonek.bzh/Galnys-ou-le-prix-du-sang-1251?lang=br
GWENGAMP
C’hoariva Maez ar Roue
Théâtre du Champ au Roy
Skrivagnerien o sinañ e Karaez
Ar skrivagnerien-mañ a vo o sinañ e saloñs al levrioù e Karaez salon d'ar 26 hag 27 a viz Here 2019:
Annie Coz: Lucio e-kreiz K
Erwan Hupel: Chuchumuchu , Conferançou curius, Klask 12
Goulc'han Kervella: Gouel ar c'hlas termen, Malo ar soner violoñs
Yann Gerven: Dre faot Faure
Ólöf Pétursdóttir ha Mich Beyer: Baradoz hag ifern
Fulup Lannuzel: Koroll an dasorc'h
Yann-Fulub Dupuy: Beuzet diwar ar pont bras
Anaig Lucas ha Daniel Doujet: Torkad
Georges Cadoudal ha Gege Gwenn: 'Veze ket dañset plinn!
Bernard Gery: Unanet adarre
Loig Campion: Tasmant Canterville
Yann Bijer: Diougan ar Seizh Sant
Kristian Braz: Merc'hed war-dro
Serj Richard: Ar baron pintet
UN DIBENN-SIZHUN E BREZHONEG
gouel al levrioù 2019
Kenstrivadeg danevelloù 2019
Evit ar 8et gwech e vez aozet gant kêr Garaez ha Festival al levrioù e Breizh ur genstrivadeg danevelloù. Ur priz 1 500 € zo evit ar gounezer.
Amañ-kevret e kavot reolenn ar genstrivadeg. Mar fell deoc’h kemer perzh, trugarez da gas ar skridoù dimp dre bostel a-raok ar 25 a viz Gwengolo : festivaldulivre@gmail.comPIKNIK E TERRUG
PEDADENN D'AR PIKNIK FEST D'AR SADORN 14 A VIZ GWENGOLO DA GREISTEIZ WAR AOD TRAEZH-BELEG E TERRUG
Ledenez KRAOZON - PENN-AR-BED
Evit derc'hel bev hon anvioù-lec'h brezhonek, hor glad,
liested ar yezhoù hag ar sevenadurioù...
Deuit niverus gant ho poued, ho serviedennoù,
ho pinviji sonerezh evit ar fest-deiz...
PLIJADUR 'VO !
Savet gant ur strollad kevredigezhioù ha gant Kevre Breizh