Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Gwez ar vro

Gwez ar vro

Emañ Al Lanv gant danvez ul levr nevez un tammig ispisial : GWEZ AR VRO.

Ul levr diwar-benn 36 spesad gwez a gaver stank e Breizh. Skrid displegañ gant Padrig an Habask ha dourlivadurioù liv kaer gant Anna Duval-Gwennog, arzourez skiantel.


Ul levr kaer a ledañ-deskadurezh, studi ha dudi war un dro.

O vezañ ma koust ker embann ul levr e liv penn-da-benn ha paeañ labour an arzourez hon eus soñjet er strollarc'hantiñ ha lañset eo abaoe dec'h hor frapad rakpren war g-KENGO. Muioc'h a zisplegadurioù, skeudennoù hag ar video graet gant Kenan an Habask war
https://www.kengo.bzh/projet/1481/gwez-ar-vro

Hor pal eo tizhout 100 levr rakwerzhet, ha... ma c'heller, mont en tu-hont d'ar pal-se !

trouducru