Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Jarl Priel o komz 2

Jarl Priel o komz 2

Selaouit mouezh Jarl Priel o lenn ur pennad tennet eus e levr Ma zammig buhez.

Penaos e varvas ma mamm

Ar bloaz-se, e tegouezhe da ouel Itron-Varia Hanter-Eost bezañ ur Sul, hag ar Merc'her d'abardaez e teuas stad ma mamm da vont ken buan war washaat, ma redas ma zad da gerc'hat ar mezeg. N'ouzon ket gant peseurt louzoù, gant peseurt pikadenn e reas e daol, met kalz welloc'h en em gavas a-daol-trumm ar glañvourez, ha kement-hini a zeuas bete du-mañ ar Yaou a zisklêrie e-leizh e c'henou: “Ma! frankaat a ra dezhi, ouzh a ra!” — “Frankaat?” eme darn-all, “ya, mar karan, hag un tamm mat zoken!” Krediñ a rae din ivez en devoa graet ar c'hleñved e varead, ha setu me prest da nijal gant al levenez.

Ar Gwener beure-mat e lavaras din va mamm-gozh: “Kae, mabig, d'an iliz da bediñ dirak an Itron Varia Lourd; mar plij d'ar Werc'hez Santel e teufe Ann-Mari e-barzh, mont a raimp holl du-hont da vloaz evit he zrugarekaat.” Sentiñ a ris raktal outi.

Kristen ebet ne oa en iliz d'an ampoent-se, ha stagañ a ris da bediñ evel ma ouien, gant va holl nerzh, gant va holl fiziañs, ken ma teue an dour war ma daoulagad. Biskoazh n'am boa pedet gant kement a feiz hag a galon, ha biskoazh moarvat ne zegouezho din hen ober. Lakaet am boa em fenn e vijen selaouet gant ar Werc'hez Vari, ha krediñ a rae din en divije truez ouzhin ar Mabig Jezuz bennozh d'erbedenn e vamm, ha ne fellje ket dezhañ ober ken abred ganin ur minor.

Siwazh, ne oa gwellaenn ar Yaou netra nemet “frankadenn ar marv” hervez ma lavarer em c'horn-bro, ur bourd kriz, un taol-yud a-berzh an Ankou na dremen ket alies hep deskiñ dimp ez eo mestr d'ober e giz ma kar evit ma vo trenkoc'h hon anken ha c'hwervoc'h hon glac'har. Ar Sadorn d'an noz e oa va mamm war he zremenvan (Marteze, fent o devo darn 'zo gant ar pennad-mañ, met n'eus forzh. Edo d'an ampoent-se ar baotred e ti va c'henitervez Soaz an Aubin o vutunat ur c'hornedad kent mont da gousket, pa glevjont en hent-don damdost d'ar vereuri e Roc'h Velen, trouz un dumporellad vein diskarget gant ur safar spontus, ha goude, gwigour ur c'harr o pellaat war e blaen. Lammat a reas Soaz e-maez. Sklaer e oa al loar; nag er porzh, na war an hent, neblec'h ne oa na tud, na kezeg, na tumporell, na maen. Ober a reas va c'henitervez sin ar groaz en ul lavarout: “Ma Doue, emañ Ann-Mari e par ar marv.” Ha hep dale kerzhout a reas gant he zad war du ar vourc'h. Ne oant ket hanter-hent pa zeuas en arbenn dezho ur vaouez, herr warni, pedet gant ma mamm-gozh da vont di da gemenn ar c'heloù: “Goût ’ouzomp, va flac'h,” eme va zonton Loeiz, “bet int dija du-mañ.”).

Kaset e voe raktal un den da Landreger da di ar mezeg, met ne deurvezas ket an Aotrou Gwezenneg dont da Briel: “Ur gwall zevezh am eus bet,” emezañ, “faezh on gant ar gozhni hag al labour, ha neuze... ha neuze ne dalv ken ar boan”. Goude holl, ar wirionez oa gantañ. Graet e oa bet din mont d'am gwele evel boaz, ha daoust din da stourm ouzh ar c'hoant kousket, krog e oan da vorediñ pa ziredas va zad d'am bete.

“Damañ din va faotr bihan,” eme ar glañvourez dare da vervel, “ma pokin dezhañ c'hoazh ur wech!”

Seizh vloaz ha hanter-kant a zo tremenet abaoe an noz-se, met netra n'am eus ankounac'haet, na zoken an disterañ hini. Krediñ a ra din n'emaon ket amañ, em liorzh Krec'h Eliez, war greiz an deiz en derc'hent gouel Sant-Erwan 1954, o skrivañ gant un tammig kreion an eñvorennoù-mañ... Nann! n'on ket amañ, met du-hont, e ti melen ar vourc'h, ar bemzek a viz Eost 1897, du-hont, douget d'ar red gant va zad o pignal gant ar viñs teñval. Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanter-noz; digor eo war hec'h hed dor ar gambr; krenañ a ra ur gouloù e-tal ar gwele; gwelout a ran va mamm, kizennoù he blev melen-aour peget gant ar c'hwezhenn ouzh he zal, he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, ma Doue! gwennoc'h eo eget ar goarenn wennañ; perak eo deut da vezañ kastiz ha da goazhañ ken prim? Daoust da se, e striv da stardañ he divrec'h e-dro d'he mabig; santout a ran war va jod c'hlebiet gant he daeroù ur pok ken tomm hag ur c'hlaouenn, rak un derzhienn spontus a zo ganti, ha c'hoant, ya, c'hoant bras he deus da lavarout un dra bennak, met alas, n'eo ket evit distagañ ur ger...

Daoust ha petra am bije klevet diganti? “Kenavo, va muiañ-karet,” pe “Bez fur, Jarlig, ha desk!” N'ouzon ket! ha biken ne zeuin a-benn da c'houzout kement-se, kent ne vin adarre, kwita mammig, tal ouzh tal ganeoc'h.

A-greiz-holl unan-bennak a ziframmas ac'hanon a-ziwar ar gwele, ha setu me adarre war ar pondalez teñval-sac'h, douget d'an traoñ kaer am boa gouelañ, difronkoñ ha yudal; un druez hepken, hervez m'am eus klevet goude digant meur a hini.

Petra 'fell deoc'h? yaouank e oan ha brevet holl gant ur c'himiad ken berr ha ken doanius; hogos diouzhtu e vanis kousket evel ur broc'h.

Dihuniñ a ris a-stroñs rak bez' e oad o sachañ war va brec'h. Tarzhet e oa an deiz, klevout a raen ar c'hleier o vrallañ goude an añjeluz, hag e-keit m'edon o tipikouzañ va daoulagad, e lavaras din va c'henitervez Soaz an Aubin: “Hirie eo gouel Itron Varia Hanter-Eost; emañ bremañ holl aeled ar Baradoz o kanañ meuleudi d'ar Werc'hez, met diwall da ouelañ, Jarlig, da vamm a zo aet ganto.”

Ur pennadig kent na grogas an deiz da sevel, pa grede d'an dud war vale e oa sorennet va mamm, he devoa goulennet evel-hen: “N'emañ ket va mamm aze?... en anv Doue, va lakait war he barlenn, eno e fell din mervel.” Enaouet e voe raktal ar goulou benniget, stagañ a rejont da zibunañ pedennoù an Anaon, ha war varlenn Soaz Sapeur, he zal harpet ouzh hini he mamm n'he devoa bet bugel ebet nemeti, setu pelec'h, evel un evn, hep klemm na fiñv, e tennas Ann-Mari an Aubin hec'h huanadenn diwezhañ.

Daou vloaz ha-tregont he devoa, nemetken...