Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Blog

  • Barzhoniezh: Bisigoù Mareñv

    BISIGOÙ MAREÑV

    Me zo bet o kantren 'hed ar girzhier,
    Oa bisigoù ouzh ar bizhier
    En istribilh strilh-distrilhet,
    Oa bisigoù ouzh ar bodoù a-strolladoù...
    -Kozh bravigoù, c'hoarielloù,
    Bazoulennoù kleier aner melen tener.-
    Ha 'm eus karget va godelloù
    Mac'hom 'giz ur c'hrouadur!
    Ur wech distro, skuizh o kantren,
    N'em eus kavet nemet poultrenn
    ...Ludu louet va flijadur!

    Reunan ar Mougn

    Barzhaz, kant barzhoneg berr, 1350-1953, Al Liamm 1953

  • Nevez: Levrioù eletronek!

    Levrioù elektronek / Livres électroniques / Ebooks

     

    Tamm-ha-tamm e vo kavet levrioù elektronek e stumm epub war lec'hienn KaB, dreist-holl adembannadurioù levrioù kozh pe diviet en o stumm paper.

    Nevez war katalog an Alarc'h: Amañ ha du-hont gant Per an Intañv. 3€ hepken!

     

    Vous pourrez très bientôt accéder à des livres électroniques au format epub sur le site de KaB, principalement des rééditions de titres épuisés en version papier.

    Nouveau chez an Alarc'h : Amañ ha du-hont de Pierre Lintanf. 3€ seulement !

     

    Very soon you will find ebooks in epub format on KaB's website, mostly old or out of print books.

    New on an Alarc'h's catalogue: Amañ ha du-hont by Pierre Lintanf. Only 3€!

  • Gerioù nevez : Vapoter

    Eskemm war ar yezh a-vremañ

    Kinnig a reomp d'hol lennerien eskemmoù bet da heul goulennoù hag a denn d'ar vuhez a-vremañ. Digor e chom an eskemmoù-mañ, ha gant plijadur eo e resevimp evezhiadennoù, kinnigoù ha goulennoù all digant hol lennerien...

    Hor Yezh

    VAPOTER

     

    B1. Gl. Vapoter

     

    Ar verb vapoter a zo ur ger nevez-savet e galleg evit ober anv eus “butunat sigaretennoù elektronek”. Savet eo bet er bloaz 2008 war ur forom Internet da heul ur genstrivadeg roet lañs dezhañ gant daremprederien ar forom-se. Berzh en deus graet buan ar ger ha degemeret un tammig dre holl bremañ ha kavet en deus e lec'h er geriadurioù galleg. Implijerien ar sigaret elektronek a gav gwelloc'h ober gant ur ger evel-se eget gant “fumer”, evit diskouez mat ne “vutunont” ket, met e vez “enanalet” un “aezhenn’ (un aerosol e gwirionez) ha neket moged diwar deviñ un danvez.


    MM: Gwelet em eus war load Ofis ar Brezhoneg unan bennak o kinnig butunaezhiñ.
    RK: Soñjal a ran e butuneliñ peogwir ez eo ur sigaretenn elektronek.
    DK: Dre m'eo ur sigaretenn elektronek: sigaretel? evel ma kaver dija postel (post elektronek), levrel... (levr elektronek)? Ijinañ diwar se: butuneliñ, butunelat, fumeliñ...? pe neuze, dre ma n'eo ket butun evit gwir, met "aezhenn": mogedeliñ, aezhenneliñ?... aezhaneliñ (meskaj aezhenn/analiñ/ hag "el" (elektronek)?
    MM: N’ouzon ket gant piv e oa bet kinniget Br. butunaezhiñ en Ofis… Met gwell eo dilezel.
    Ur splet bras zo gant kinnig Divi : butuneliñ. Reiñ a ra an tu d’ober gant butunel a-dal da Gl. cigarette électronique, e-cigarette. Arabat disoñjal eo gourel ar ger, evel postel… ur butunel eta ha butuneloù.
    Butuneliñ a gavo e blas e-kichen Br. posteliñ am eus kinniget e DFBMM (cf. melladoù courrier, message). Krog eur d’ober e galleg gant courrieler diwar courriel.
    DK: N'eo ket ken fall-se butunaezhiñ pa gaver e-barzh an elfenn "aezh(enn)" da lakaat e kemm gant Gl. vapoter hag ar Sz. to vape. Ur seurt aezhenn a vez enanalet. E gwirionez n'eus ket "butun" e-barzh.
    Evit ar ger evit "cigarette électronique", "e-cigarette", pa weler ar gerioù a gaver er yezhoù all (lakaet e stumm un notenn:
    Diwar Wikipedia, hag en ur zelc'her kont nemet eus ar yezhoù a ra gant al lizherenneg latin.
    alamaneg: elektrische Zigarette; azerbaidjaneg: elektron siqaret; daneg: elektronisk cigaret; esperanteg: elektronika cigaredo; estonianeg: elektrooniline sigaret; finneg: Sähkötupakka; galleg: cigarette électronique; hungareg: elektronikus cigaretta; indonezeg: rokok elektronik; islandeg: rafretta; italianeg: sigaretta elettronica; katalaneg: cigarreta electrònica; kroateg: e-cigareta; lituanianeg: elektroninė cigaretė; nederlandeg: e-sigaret; norvejianeg (bokmål): elektronisk sigarett; poloneg: e-papieros; portugaleg: cigarro eletrônico; saozneg: electronic cigarette, e-cigarette; sloveneg: elektronická cigareta; spagnoleg: cigarrillo electrónico; svedeg: elektronisk cigarrett; tchekeg: elektronická cigareta; turkeg: elektronik sigara.) ne welan ket penaos e vo gallet distroadañ un dra diazezet war ar ger sigaret(enn).
    MM: Me zo mat din butunaezhiñ pe butunat ur sigaretenn elektronek.
    Butunat ur butunel zo ponner un tamm.

    Tennet eo ar pennad-mañ eus ar gelaouenn Hor Yezh n°275 - Gwengolo 2013.

    http://www.brezhoneg.org/br/revue/hor-yezh-275

  • Bloavezh mat 2014!

    Eurvad, levenez
    Yec'hed ha furnezh
    Youl dir
    Ha buhez hir

     

    Anjela Duval

  • Barzhoniezh

     

    SKUB-DELIOÙ

     

    Krog int da ’n em ziwiskañ,
    Ar gwez-derv.
    Emaint o vont da gousket.
    Stumm skuizh o devoa
    Ur pennad zo,
    Ha morlivet o dremmoù.
    Bremañ ’wiskont o mantell noz,
    An iliav glas paket en-dro d’o c’horf.

    .....................

    Taolet ’deus o dilhad a-stlabez
    En-dro dezho.
    Ne reont ken a fed outo,
    Rak lakaet ’deus ober reoù nevez
    A-benn ma tihunint adarre
    En Nevez-Amzer.

    .....................

    An derv-gwenn avat, ’m eus aon,
    Zo gwall divi !
    Manet int kousket dilhad ha tout !

    Anjela Duval, Meurzh 1962
     

     

    © Kuzul ar Brezhoneg

    Kan an Douar

  • Katalog Nedeleg!

    Katalog Nedeleg 2013, Keleier an embann n°17, zo deuet er-maez: kavet vo ennañ nevezentioù ar bloaz hag un dibab levrioù marc'had-mat.

    Prizioù da dalvezout betek an 31 a viz Genver 2014. Paeamant gant chekennoù hepken. Evit an estrenvro deuit e darempred ganeomp.

  • Sinadeg e Lannuon

    D’ar Yaou 14 a viz Du, etre 10e30 ha 12e30
    Le jeudi 14 novembre, de 10h30 à 12h30

    ****

    Levrdi Gwalarn-Librairie Gwalarn
    15, straed an Dogerien/rue des Chapeliers
    22300 Lannuon/Lannion

    Herve Gouedard a zeuio da sinañ e romant nevez, Paul Sérusier, ul livour e Breizh, embannet gant Al Liamm.

    Hervé Gouedard présentera son nouveau roman, Paul Sérusier, ul livour e Breizh, édité par Al Liamm.

    http://www.brezhoneg.org/br/livres/paul-s%C3%A9rusier-ul-livour-e-breizh

    Divi Kervella a ginnigo troidigezh Nikolazig (Le Petit Nicolas de Sempé et Goscinny) embannet
    gant IMAV éditions.

    Divi Kervella présentera sa traduction en breton du Petit Nicolas, Nikolazig, aux éditions IMAV.

     

  • Sinadeg e Gouel al Levrioù e Karaez

    26 ha 27 a viz Here 2013

     

    Gouel al Levrioù e Karaez a zo un digarez eus ar c’hentañ evit kejañ gant skrivagnerien ha troerien.

    Evit al levrioù nevez deuet er maez ar bloaz-mañ e c’hello al lennerien lakaat sinañ o frenadennoù war stand Kuzul ar Brezhoneg gant :

     

    SINADEG

    Skrivagnerien

    Mich Beyer evit Azvent(romant)

    Yann Bijer evit Kan ma Bro (barzhonegoù)

    Yann Fulub Dupuy evit Milendall ha Bizied Eva (romantoù)

    Michel Derrien evit Sidney Olcott (studiadenn)

    Herve Gouedard evit Paul Serusier ul livour e Breizh (romant)

    Padrig an Habask evit Ar sailh hag ar bouteg (studi yezh)

    Erwan Hupel evit Yudal (romant)

    Youenn Kervalan evit Ar Waremm Vras (romant)

     

    Troerien

    Kristian Braz evit Distro (pezh-c’hoari) hag A-ziwar logod ha tud (romant/Steinbeck)

    Gérard Cornillet Lizher ur vaouez dianavez hag Ar c’hoari-echedoù (romantoù/Stefan Zweig)

    Daniel Kernalegenn evit Devet ez vev (testeni/Souad)

    Riwanon Kervella evit David Copperfield (romant/C. Dickens)

    Serj Richard evit An dengasaour (pezh-c’hoari/Molière)

     

    HEP ANKOUNAC’HAAT

    Nikolazig e brezhoneg (Le Petit Nicolas gant René Goscinny skeudennet gant Jean-Jacques Sempé) troidigezh Divi Kervella

     

    HA NEVEZINTIOÙ 2013

    Mojennoù ar Marv,

    Don Kic’hote, (Cervantes)

    Skignet d’ar Seizh Avel, (Langleiz)

    Prederouriezh ha Keal Doue war-lerc’h Auschwitz, (Fañch Kerrain)

    Mekanoskrid, Manuel de Pedrolo

    Goude J.K., Vasilis Aleksakis

    Groe ma enezenn, Ange Yvon

     

    ************************

    Kuzul ar Brezhoneg

    14, Louzaouenn an Hañv

    22300 LANNUON

    plg : 02 96 48 03 00

    www.brezhoneg.org

Pajennoù

Subscribe to Blog
trouducru