Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Afrika

Skrivet gant: 
Tresadennoù gant: 

En hañv 1974, en e dri bloaz warn-ugent, e krog an aozer gant un hir a veaj a gaso anezhañ betek Kornôg Afrika. Pemp lizher kaset d’e dud o tanevelliñ darvoudoù ar veaj ha daou-ugent pennad berr, pezh ne lavar ket atav en e lizheroù, a ya d’ober al levr-mañ. Berr ar gwenneien gantañ en em gavo gant a bep seurt tud vunut, beajourien disheñvel o fal, Afrikaned sichant, merc’hed degemerus hag ivez trafikerien, laeron, maltouterien ha soudarded nec’hus. Ur veaj arvarus a-wechoù, e broioù distabil diouzh mareoù trubuilhet. Al luc’hskeudennoù a ya gant an destenn zo diwar lagad Gilles Pouliquen, bet o pourmen er memes lec’h hag en em gavet a-wechoù gant ar memes tud.
Ganet e 1951, en deus embannet Lan dTangi un torkad barzhonegoù: Mousafir, e 1997 (priz Langleiz 1998 ha priz Imram 2001); daou levr danevelloù: Da Goulz an Avaloù (2001), Diwar an Uhel (2007); hag ul levr barzhonegoù ha luc’hskeudennoù gant Gilles Pouliquen, Menez Are (2003).

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-9551541-2-0
Bloaz: 
2017
Niver a bajennoù: 
148
Ment: 
14.5x20.5
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
12,00 €
trouducru