Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Ar mell irvinenn

Tresadennoù gant: 

Sachomp kreñv, sachomp krenn,
Da gaout irvin d’ober soubenn.
Ur wech e oa en ul liorzh e Rusïa ur pezh pikol irvinenn a oa kreñvoc’h eget un den.
Honnezh a oa ur pezh hini biskoazh n’oa bet unan ’velti.
Kaer en doa tad-kozh sachañ ne deue ket an irvinenn gantañ.
« Penaos eta ’vo graet ar soubenn ma n’on ket vit tapout ma irvinenn. Met hep skoazell ne deuio ket ha skoazell am bo gant ma fried. »
Met skoazell mamm-gozh n’oa ket trawalc’h eno e oa an dalc’h !
Galvet o merc’h-vihan ouzhpenn : ne deue ket an irvinenn !
Ret e voe goulenn c’hoazh sikour digant ar c’hi, digant ar c’hazh.
Siwazh ne oa netra d’ober sachañ ganto a oa aner.
Ha panevet al logodenn ne vijent ket deuet a-benn.
Unvaniezh a ra nerzh pa sach an holl e vez graet berzh.

Troet gant Mark Kerrain diwar ur gontadenn poblel rusian. Skeudennaouet gant Maël Verot.

Levr da selaou (evit pellgargañ : klik dehou + enrollañ): 
Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-9534848-6-1
Bloaz: 
2011
Niver a bajennoù: 
16
Ment: 
21x14,8
Troet gant: 
Yezh(où) ar produ: 
4,00 €