Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

An avel en ho plev

Skrivet gant: 

Gwened : kaer an hañv, tomm an heol ha birvilh er vro gant an douristed deuet da vakañsiñ... Biskoazh c’hoazh ! Pemp korf divouzellet a zo bet kavet e porzh-mor Gwened ! Ha setu krog ar chare da vat : ensellerien, archerien, kazetennourien a zo war an tach evit diluziañ an afer ar buanañ ar gwellañ. Gwall nec’het ar polis pa ne gavont ket penn d’an afer. Daoust hag e vije ar mafia japanat oc’h aozañ un trafik opium er vro ? Stal ficherezh-vlev Kristina ha Loeiza « An avel en ho plev » a seblant desachañ ur bern tud evel ma ra ur maen-touch: Erik Le Gris, ar c’hazetenner, ur sac’h-c’hwezh eus an dibab, Klemañtin ar stajiadez yaouank, tud Komite Marie-Antoinette, Serj Abaloc’h, an archer... Klask a ra lod tud diheñchañ an enklask hag itrikoù ur bern a rankont ijinañ evit ma ne vo ket diskuliet ar wirionez...

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-7368-0087-1
Bloaz: 
2012
Niver a bajennoù: 
212
Ment: 
13x20
Yezh(où) ar produ: 
14,00 €
trouducru