Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Ene al linennoù

Skrivet gant: 

Divizet o deus Mouladurioù Hor Yezh adembann al levr kaer ha bamus-se, bet moulet evit ar wech kentañ ha nemeti e 1942 gant Skrid ha Skeudenn.

Ul levr dioutañ e-unan eo Ene al Linennoù, evel ma voe Langleiz un den dioutañ e-unan, war un dro barzh, romantour, livour hag engravour. Klasket en deus an aozer spisaat e venozioù diwar-benn an Arz (pe, resisoc'h, diwar-benn pouez ha ster al linennoù en arzoù treset a blije kement dezhañ ober. Ha n'eus nemet sellout ouzh levrioù evel Enez ar Rod, Marzhin pe Chal ha Dichal (hemañ diwar zorn R. ar Mason) evit merzout pegen donezonet e oa, n'eo ket hepken evit skeudennoù, met evit kendeuziñ e skeudennoù gant an destenn.

"Ene al Linennoù a zo oberenn ur skrivagner hag un arzour war un dro ; pa lavaran skrivagner, barzh a vije gwelloc'h, rak barzhoniezh a zo hed-ha-hed al levr-mañ [...] An tresadennoù savet gant Langleiz da skeudenniñ an destenn a zo eus ar c'haerañ." : Setu ar pezh a c'halled lenn er gelaouenn SAV, Niv. 25, Diskar-Amzer 1942. Ne c'helled ket lavarout gwiroc'h.

ISBN: 
978-2-86863-161-9
Bloaz: 
2011
Niver a bajennoù: 
84
Ment: 
19 x 23
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
18,00 €