Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Feulster... Nann!

Skrivet gant: 
Tri c’hoarier yaouank, en-dro dezho war al leurenn, arvesterien ken yaouank all. Gerioù divalav, jestroù skoemp. Selloù kalet, selloù kollet. Feulster ! Peadra da brederiañ war un danvez skrijus, ur gwir binim evit hor c’hevredigezhioù.

E 1997 e oa bet savet Offsring, ur raktres evit kizidikaat an dud yaouank 12-25 bloaz ouzh ar c’hoariva e yezhoù minorelaet Europa. Er bloaz-se e c’hoarvezas un darvoud mantrus e kêrbenn Bro-Friz : drouklazh ur c’hrennard gant ur strollad tud yaouank. Fromet ha feuket voe an dud gant ar feulster-se.
Gewelt... Nee! – Feulster... Nann ! – a voe savet ha c’hoariet el liseoù dreist-holl.
Troidigezh Goulc’han Kervella, rener Ar vro Bagan, kentañ strollad brezhoneger a vicher, a ro tro da bep hini da lenn, da zisplegañ pe da c’hoari Feulster... Nann ! Ra dapo krog hor yaouankizoù brezhoneger er pezh-c’hoari etrebroadel-mañ.
Ti-embann: 
Dastumad: 
ISBN: 
978-2-7368-0124-3
Bloaz: 
2017
Niver a bajennoù: 
43
Ment: 
18x11
Skignet gant: 
Coop Breizh
Troet gant: 
Yezh(où) ar produ: 
9,00 €
trouducru