Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Me, Anjela

Skrivet gant: 

Anavezet eo Anjela Duval evit he barzhonegoù dreist-holl, met amañ eo un doare all eus pinvidigezh pluenn barzhez Traoñ an Dour eo a zo dispaket dimp, hini ar c’homz-plaen.
Ar pennadoù a gaver dastumet amañ eo eñvorennoù yaouankiz Anjela war-bouez ar peder c’hontadenn bodet e dibenn al levr hag ur barzhoneg. Kontañ a ra he buhez e Traoñ an Dour, an ti-feurm bihan dalc’het gant he zud betek ar brezel diwezhañ ha ganti hec’h-unan-penn goude-se.
Ar parkeier, al loened, ar plant, ar gwez, ar stêr hag an natur tro-dro dezhi eo he domani; n’eus ket par dezhi da gontañ diwar o fenn gant kizidigezh, fent ha karantez.
Taolenniñ a ra ivez tud ar vro, buhezioù kalet pa ranke pep hini labourat start hag en em skoazellañ an eil egile pa save bec’h ha diaezamant.
Anjela Duval a ra gant ur yezh c’hwek ha bev ha ne skuizher ket ouzh he lenn hag hec’h adlenn.

ISBN: 
2-86863-160-2
Bloaz: 
1986
Niver a bajennoù: 
180
Ment: 
14,8x21
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
13,00 €