Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Mon carnet de guerre 1914-1919

Skrivet gant: 
E meur a geñver e voe Charles Le Goffic — Breizhad kar-e-vro anezhañ — un test eus an dibab eus ar brezel bed kentañ. E Pariz e veze e-pad al lodenn vrasañ eus ar bloaz ha dre-se en doa skoulmet darempredoù gant pennoù bras eus an arme — ar jeneral Ferdinand Foch en o zouez —, gant skrivagnerien, embannerien ha kazetennerien ha gant dilennidi ivez. A-drugarez da se eo e c’hellas dastum ditouroù ha gwelet dielloù a implijas goude-se evit skrivañ e « zeizlevr brezel ». Pa veze e Breizh e kemere perzh er vuhez lec’hel hag e taremprede livourien, arzourien ha pennoù bras eus bed al lennegezh a veze e Perroz-Gireg ha tro-war-dro. Tad ur stourmer e oa ivez, hini ar medisin a vor Jean Le Goffic.
Ma n’eo ket bet embannet al levr-mañ — daoust m’eo talvoudus evit a sell ouzh brezel 1914-1918 — eo abalamour ma’z eus meneget tud eus kement metoù zo ennañ… ha n’eo ket hepken evit lavaret vad diwar o fenn ! Dav lavaret, avat, ez eo al levr-mañ un dever a vemor ivez, hag an dra-se a rank bezañ graet gant an holl ac’hanomp, pa vo lidet kantvet deiz-ha-bloaz fin ar brezel bras er bloaz-mañ.
Kaoz a vo eus al levr-mañ, sur ha n’eo ket marteze, pa’z eo dezrevellet ennañ, a zeiz da zeiz, heuliadoù ar brezel war an talbenn ha war vor, e Pariz kerkoulz hag e Treger.
Ganet e voe Charles Le Goffic d’ar 14 a viz Gouhere 1863 e Lannuon ha mervel a reas er memes kêr, e ti e vab, d’an 12 a viz C’hwevrer 1932. Barzh, skrivagner romantoù, kazetenner ha skridvarnour e oa. Bez’ e voe prezidant Société des gens de lettres ha dilennet e voe en Académie Française e 1930.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-916835-90-7
Bloaz: 
2018
Niver a bajennoù: 
528
Ment: 
19 x 25 cm

Dibaboù doare kas

Tarif: 
35€ + 8€ de frais de port
43,00 €
trouducru