Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Nikolazig ar broioù tomm

Skrivet gant: 

Un testeni n'eo ken ar romant-mañ, unan o tesrevell roeñvadeg un toulladig barzhed-en-desped-dezhe a-dreuz ur gouelec'h a c'hwez hag a zaeroù... Ganet eo an holl dudennoù em faltazi, penn-kil-ha-skarboù (e mod-all ne vije ket ur romant eus al levr!); evit an darvoudoù, padal, ne welan hini ebet am be kontet dre an toull gaou (e-mod-all, ne vije ket un testeni eus al levr!).

Gant ar gerioù-se, war-bouez nebeut, e kemer an istor e lañs. Hanter-hent etre ar vojenn hag an eñvor emañ eta. Hag evit an danevellour, ganet en harlu dre faot an eil brezel-bras, e tenn-eñ d'ar rummad-se eus hon diaspora a savas e fin ar bloavezhioù 50, etre Montréal ha Noumea, Dakar ha Kazablanka, kentañ unvaniezh etrevroadel ar vrezhonegerien yaouank.
Bet eo Erwan Evenou oc'h ober skol e Breizh koulz hag en Aljeria, hag o stourm en e sindikad koulz hag e Galv pe U.D.B... Skridoù gantañ e meur a gazetenn. Ur strobad barzhonegoù e 1972. Tezenn doktorelezh (brezhonek) e 1987.

ISBN: 
2-86863-054-5
Bloaz: 
1991
Niver a bajennoù: 
332
Ment: 
14,8x21
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
20,00 €
trouducru