Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Prederouriezh pe Philo-Sophia

Skrivet gant: 

“Nebeut a c’herioù a anavezan hag a vefe ganto kement a sterioù disheñvel hag ar ger prederouriezh. Ha pa vez bodet un toullad prederourion eus ar re vrudetañ evit komz diwar-benn natur o danvez, pep hini anezho a lakay dindan ar ger ur ster dezhañ e-unan, diforc’h diouzh hini e genseurted. Abalamour da se e kinnigan deoc’h an doare ma’m eus-me bet klasket, em c’hentelioù, termenañ natur ar brederouriezh, e-doug an dek bloavezh kentañ am eus kenteliet an diskiblezh-se.” Sed amañ an hini gentañ eus ur rummad testennoù berr a-walc’h o tennañ da gudennoù a brederouriezh. Savet eo bet ar skrid gant Fañch Kerrain hag an notennoù gant Yann Talbot. Graet eo bet al levrioùigoù-mañ da gentañ evit al liseidi a zesk ar brederouriezh dre ar brezhoneg met soñjet ez eus bet ivez e kement hini en defe c’hoant da astenn e varregezh war ar brederouriezh hag ar c’heriaoueg.

ISBN: 
978-2-86863-165-7
Bloaz: 
2013
Niver a bajennoù: 
76
Ment: 
11 x 18
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
8,00 €
trouducru