Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Skignet d'Ar Seizh Avel

Skrivet gant: 

Anavezet-mat eo Langleiz evel romantour, barzh, liver hag engraver. Dizoloet e vo amañ un arvez all eus e bersonelezh : kronikour e oa ivez, gouest da skrivañ war ar prim diwar-benn danvezioù a bep seurt, bepred en ur brezhoneg flour, liv ar gwenedeg warnañ, ha leun a fent d’an aliesañ. Un druez eo n’en dije ket skrivet muioc’h, sammet ma oa gant e oberenn livet hag e labour kelenner war an Arzoù-Kaer.

Ar pennadoù dastumet el levr-mañ – an holl re bet skrivet gant Langleiz – a roio d’al lennerien un alberz eus ar vuhez pemdeziek hag eus ar stourm evit hor yezh e-pad an eil Brezel-Bed. Lod anezho a lakaio al lenner, ouzhpenn, da brederiañ war stad an traoù en hon amzer-ni.

Levr divyezhek (brezhonek gant un droidigezh e galleg da-heul).

ISBN: 
978-2-86863-169-5
Bloaz: 
2013
Niver a bajennoù: 
342
Ment: 
14,5 x 20,5 cm
Skignet gant: 
CoopBreizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
18,00 €