Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Sonata in E. Minor

Skrivet gant: 

Nils ha Swen. Penaos anavezout an eil diouzh egile? Padal e c'hello ar re dostañ outo dielfennañ a-wechoù perzhioù -sioù?- e daoulagad sklaer an eil pe e daoulagad teñval egile. Na pa vefe bet start ha kreñv al liammoù etre an daou vreur gevell adalek o bugaleaj tener e c'hoarvezo alies ganto mont disparti-krenn war an hentoù a vo tonket dezhe bale warno. Koulskoude e tremeno ur vezañs en o buhez ha ganti e savo freuz ha reuz hag a c'hellfe treiñ da gasoni, allas!...
Lusk-dilusk ez aio an darvoudoù en-dro war don ar Sonata in E. Minor, laouen ha trist tro-ha-tro. Ha pep darvoud a vo heñvel a-walc'h ouzh unan pe unan eus ar pevar luskad a ya d'ober ar pezh sonerezh-se. Hag ouzh he selaou e tigor dor ar fromoù.

ISBN: 
2-86863-156-5
Bloaz: 
2010
Niver a bajennoù: 
180
Ment: 
14,8 x 21
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
15,00 €
trouducru