KUZUL AR BREZHONEG

 

 

KINNIG

Yezhoù all

 

SERVIJ TREIÑ SKRIDOÙ LENNEGEL E BREZHONEG

Evit goulenn ur rakpriz, skrivit deomp!

kab@brezhoneg.org

Abaoe 1982 e kinnig Kuzul ar Brezhoneg ur SERVIJ TREIÑ E BREZHONEG.

(romantoù, danevelloù, skridoù berr, kanaouennoù, barzhonegoù, bannoù-treset...)

 

Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel.

Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù o vont en-dro e brezhoneg war dachennoù lieseurt : an embann, ar c'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel. 

Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec'h hag ur skoazell eo d'ar c'hevredigezhioù n'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel.

Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d'ar c'hevredigezhioù diavaez ha d'an hiniennoù.

 

SKOAZELLAÑ A RA KUZUL AR BREZHONEG AR C'HEVREDIGEZHIOÙ EZEL

War an tachennoù-mañ:

- Labour prientiñ evit an embann (prientiñ skridoù, stummañ levrioù, mont e darempred gant ar voullerien, adlenn…)
- Sevel katalogoù, kas bruderezh, derc'hel standoù, kuzuliañ, titouriñ
- Merañ koumanantoù, stokoù, gwerzh dre lizher, dielloù…
- Klask ha sevel danvez, troidigezhioù lennegel, prizioù lennegel…

Digor eo ivez servijoù Kuzul ar Brezhoneg d'ar c'hevredigezhioù diavaez ha d'an hiniennoù evit labourioù treiñ hag adlenn war an dachenn lennegel. Mont e darempred gant ar sekretouriezh evit gouzout hiroc'h. 

 

Kuzul ar Brezhoneg 

14, straed Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet
22300 LANNUON - BREIZH

Digor d'al Lun betek ar Gwener: 9e00-12e00 / 14e00-17e00

Pellgomz: +33 (0)2.96.48.03.00
kab@brezhoneg.org

 

Mont a ra en-dro Kuzul ar Brezhoneg a drugarez da:

liammoù - darempred - lec'hienn krouet gant KaB Lannuon