Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Devezh studi KEAV

Date(s): 
03/02/2016

Devezh-studi diwar-benn implij reizh an araogennoù

D'ar Sadorn 20 a viz C’hwevrer 2016 er greizenn Amzer-Nevez

Roll an devezh:

Diouzh ar beure, gant Yvon Gourmelon:

Implij reizh an araogennoù
Pep yezh e zo diouti ur sistem disheñvel diouzh hini ar yezhoù all, kalz pe nebeut, met disheñvel. Daoust hag-eñ eo heñvel implij an araogennoù e brezhoneg hag e galleg ? E brezhoneg e tispleger an araogennoù gant ar raganvioù, disheñvel diouzh ar galleg eo war ar poent-se. Ha kalz a droioù implij all a zo ! Yvon Gourmelon a ginnigo deomp studiañ un toullad anezhe…
1 - An diaesterioù a 'n em gaver gante pa glasker studiañ a-dost brezhoneg ur skrivagner.
2 - Implij an araogennoù : ar fazioù stankañ a c'heller lenn er skridoù. (Liammet gant an 1).
3 - Penaos o difaziañ.
4 - Labour pleustrek, ma chom amzer.

Goude kreisteiz, gant David ar ROUZ:

Em droiñ... da droiñ
Pa zesker ur yezh nevez e harper d’ar liesañ àr e yezh vamm hag e troer neuze etre an div. Lakaet e vez mem lies a-walc’h an deskidi da droiñ get o c’helennerion, diàr ur patrom kozh d’ar c’helenn yezhoù. Ar pal, neoazh, eo donet da benn a implij ar yezh er feson naturelañ posupl, da lâret eo hep troiñ. Ha gellet a raer enta kelenn ur yezh hep harpiñ àr yezh vamm an deskidi ? Ha deskiñ dezhe iwe àr un dro penaos implijiñ an teskadoù yezh (geriadurioù diwyezhek, yezhadurioù), kar implijet e vênt gete o-unan, kalavern penaos.
Pa zesker ur yezh nevez e ta d’an den em droiñ iwe, da lâret eo ezteurel e bersonelezh a-bezh en ur yezh arall. ... (Sellit war lec’hienn KEAV).
Kenniget e vo neuze eskemm soñjoù ha komz neuze a-ziàr perzh an troiñ en hent a zo d’ober evit gwelet ar brezhoneg é c’hounit tachenn. Teir lodenn a vo :
1 - An troiñ er c’helenn.
2 - An emdroiñ, get ar ster « cheñch yezh ».
3 - An troiñ da ziorren implij ar yezh hag ar benvegoù a vehe brav sevel evit sikour get an droerion.