Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

200vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Fañch an Uhel

200vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Fañch an Uhel

200vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Fañch an Uhel

1821-2021

Fañch an Uhel zo bet ganet e Plouared d’ar 6 a viz Even 1821 ha marvet e Kemper d’ar 26 a viz C’hwevrer 1895.
Dedennet e oa gant al lennegezh hag ez eas da gelenner. Goude bezañ lakaet da voullañ ar mister kozh « Santez Trifina hag ar Roue Arzhur  » e c’houlennas digant ministrerezh an deskadurezh kefridi da zastum danevelloù kozh Breizh, e Bro-Dreger dreist-holl. Embann a reas e labour e div levrenn «  Gwerzioù Breiz-Izel  » e 1868 ha 1874.
E 1881 e voe anvet da virour e Dielloù Penn-ar-Bed.
Savet e voe un delwenn en e enor e 1906 a c’heller gwelet war blasenn Plouared. Beziet eo e bered Plouared.
Bep miz e kinnigimp unan eus ar c’hontadennoù bet dastumet gantañ hag embannet e pemp levrenn gant Al Liamm adalek 1984 betek 1994. Menegiñ a reomp ivez amañ labour prizius Joseph Ollivier (1878-1946) en deus renablet en un doare skiantel kontadennoù an Uhel.

Kontadenn miz Genver 2021: Ar plac’h hag an naer, ganet war un hevelep tro gant ur wreg

AR PLAC'H HAG AN NAER, GANET
WAR UN HEVELEP TRO GANT UR WREG

Ur wezh e oa un aotrou pinvik hag e bried, euredet pell amzer a oa, ha n’o devoa bugel ebet hag e oant glac’haret a gement-se. Bet e oant en kalz a lec’hioù santel, o pediñ Doue hag e vamm benniget da reiñ dezhe ur bugel, paotr pe blac’h, ha ne ouient ken petra da ober.
Un deiz, e-pad an nevezamzer, pa oant o tont eus ar Folgoad, e welent a bep tu, en hentoù hag er parkoù, laboused-nij, ha naered, ha tougesed, hag holl o devoa klodadoù re vihan, hag e tiskouezent bezañ eürus. Ma teuas neuze ar wreg da lâret, o welet kement-se:
- Mar rofe an Aotrou Doue ur bugel din, ha pa rankfen genel gantañ un naer, pe un touseg, ne raen forzh!
Kement-se na oa ket ur gomz vat. Setu ma teuas da vezañ brasez hepdale, hag e oa stad enni, hag en he fried ivez. Pa voe deut an amzer, e c’hanas ur plac’h vihan, ur bugel kaer a-walc’h, met un naer a oa rodellet en-dro d’he goug. An naer a em dirodellas eus en-dro a c’houg ar bugel, hag ac’h eas er-maez an ti da em guzhañ indan ar geot, el liorzh a oa drek an ti.
Badezet e voe ar bugel ha anvet Levenez, abalamour da levenez he mamm hag he zad, hag e teue da greskiñ bemdez en yec’hed hag en koantiri, met roud an naer a oa chomet en-dro d’he goug, evel ur c’harkan ruz, ha netra n’halle hen kas kuit, kaer a oa frotañ gant bep seurt louzoù.

Pa voe deut Levenez da vezañ ur grenardenn war-dro daouzek vloaz, un deiz pa oa he-unan o vale ’barzh al liorzh, drek an ti, e voe souezhet-bras o klevet ur vouezh o lâret:
Demat, ma c’hoarig ! Demat dit, ma c’hoarig Levenez!...
Kaer he devoa sellet, ne wele den, hag ar vouezh a oa koulskoude tost dezhi. Ma em lakaas da glask e-touez ar bodennoù, hag e kavas un naer. Ma leuskas ur griadenn gant an aon. Met an naer a gomzas neuze evel un den hag a lâras dezhi:
- N’ho pet ket aon, n’am eus droug ebet da ober deoc’h ma c’hoarig!...
- Jezuz! Chwi ma c’hoar, un naer!
- Ya, an hini he deus ho kanet he deus ma ganet ivez war an hevelep tro.
- Ha penaos e c’hallfe kement-se bezañ?
- Setu penaos ho tad hag ho mamm a oa euredet pell amzer a oa, ha n’o devoa bugel ebet. Un deiz ma oant aet d’ar Folgoad da bediñ Doue da reiñ dezhe ur bugel, evel ma oa koulz an nevezamzer, pa oant o tistreiñ d’ar gêr, e welent a bep tu, en hentoù hag er parkoù, a bep seurt loened hag amprevaned ha gante-holl klodadoù re vihan, betek an naered hag an touseged. Ma teuas hon mamm da lâret neuze:
- Mar kar Doue reiñ din ur bugel, ha pa rankfen genel gantañ un naer, ne ran ket a forzh!
Ma voe graet evel ma lâras, hag e c’hanas ur plac’h vihan hag un naer, ar plac’h eo c’hwi, an naer eo me, hag evel-se ez oc’h ma c’hoar. En-dro d’ho koug cz oan rodellet, ha ma roud a zo eno c’hoazh, ha n’eus nemedon hag a c’hallfe hen kas kuit. N’hoc’h eus ket ezhomm da gaout aon, na mezh ivez ouzhin-me, rak ne c’hoantaan deoc’h nemet pep vad, evel ma welfet diwezhatoc’h. Hepdale e teufet da zimeziñ...
- O ! Nann avat, a lâras Levenez, me na youlan ket dimeziñ.
- Eo, dimeziñ a refet, ha koulskoude e ve welloc’h deoc’h ne zimezfec’h ket.
- Met penaos kas kuit ar c’harkan ruz a zo en-dro d’am goug?
- It d’ar gêr ha degaset din amañ un hanaf leun a laezh livrizh, hag ul lien gwenn, hag e welfet neuze.
Mont a ra Levenez d’an ti, ha distreiñ kerkent d’al liorzh, ha ganti un hanaf leun a laezh livrizh, hag ul lien gwenn. N’ he devoa ken aon eus an naer. Lakaat a eure an hanaf war an douar, hag an naer a lammas kerkent e-barzh. Goude chom el laezh ur pennadig, e teuas arre er-maez, hag e lâras da Levenez gourvez war ar c’hlazenn. Pa voe gourvezet ar plac’hig, e em rodellas en-dro d’he goug, e chomas evel-se ur pennadig, hag e em dirodellas neuze, hag e lâras dezhi:
- Frotet bremañ ho koug gant al lien gwenn, el-lec’h emañ ar c’harkan ruz.
Ar plac’hig a reas evel-se, ha kerkent setu aet kuit ar c’harkan.
- Na lâret ket d’ho mamm, na d’ho tad ivez, eme an naer, penaos hoc’h eus graet evit kas kuit ar c’harkan.
An naer a em guzhas arre indan ar geot, ha Levenez a deuas d’ar gêr, ha stad enni.
- Sellet, a lâras kerkent d’he mamm, sellet ma goug, ar c’harkan ruz a zo aet kuit!...
- Ha penaos eo c’hoarvezet kement-se, petra a’ teus graet?
- Netra, mamm, anezhañ e-unan eo aet kuit, dre youl Doue.
- Lâret din, ma merc’h, eme an tad, piv en deus graet kement-se, ha me a roio kalz a arc’hant dezhañ.
- N’ eo den ebet, ma zad, youl Doue, ha netra ken.
Dre ma teue Levenez en oad, ez oa koantoc’h bemdez, hag ar baotred yaouank ar muiañ pinvik eus ar vro a deue da ober al lez dezhi, met lâret a rae dezhe-holl ne dimezje ket. Dont a eure ivez un aotrou yaouank, a vro bell, emezañ, ha ne anaveze den anezhañ. Hemañ a blijas dezhi. Setu ma voent dimezet hag euredet. Pa voe fin d’ar gouelioù ha d’ar festoù, ar pried nevez a gasas e wreg gantañ d’e gastell, ur c’hastell ar c’haerañ. Eno n’he devoa netra da ober bemdez nemet bale e jardinoù ar c’hastell, ha gwiskañ bep seurt dilhad kaeroc’h-ouzh-kaeroc’h, hag em sellet er melezouroù. Holl kement a c’hoantae a vije kavet dezhi.
He fried ac’h ae alies eus ar gêr, da vale, e-pad daou, tri devezh, hag ouzhpenn, hag e leze ganti holl alc’hwezoù ar c’hastell, nemet unan hepken, hini ur gambr vihan. Bale a rae dre holl gambroù ar c’hastell, hag e wele a bep seurt traoù, holl kaeroc’h pe gaeroc’h. Pa dremene e-biou d’ar gambr difennet, e lâre bep tro : "Daoust petra a zo aze ivez?". Hag he devoa c’hoant bras d’he digeriñ, rak an alc’hwez a oa ganti ivez, evel ar re all, met ne grede ket. Dougerez e oa. He fried, o welet anezhi un tammig trist, un deiz, dre ma oa he spered troet bepred gant ar gambr difennet, a c’houlennas diganti:
- Petra a c’hoantaet, ma c’halonig? Lâret din, ha n’eus forzh petra a c’houlennfet, ho pezo.
- Ne c’hoantaan netra evit bremañ, emezi, nemet ur c’hrank-mor.
Mont a ra kerkent d’an aod, da glask dezhi ur c’hrank-mor. Met kerkent ha ma voe troet e seulioù, Levenez, na bade ken gant ar c’hoant da c’hout petra a oa er gambr difennet, a digoras an nor... Met kerkent e kouezhas d’an douar, gant ar spont hag an euzh, o welet nav gwreg yaouank, hag holl dougerezed, en istribilh eus un treust, hag ur c’hrog houarn indan groñch pep hini anezhe!... Pa difallaas, e tastumas an alc’hwez a oa kouezhet er gwad, hag e serras an nor, hag ec’h eas buan da skrivañ ul lizher da lâret d’he zad ha d’he mamm dont d’he c’herc’hat hep koll amzer, dre ma oa o vont da goll he buhez, mar ne deujent prim-ha-prim. Pa voe skrivet he lizher, e stagas anezhañ en kerc’henn ur c’hi bihan a oa deut ganti eus ar gêr, hag e lâras dezhañ:
- Kas al lizher-se d’am zad ha d’am mamm ha na goll ket a amzer, ma c’hiig kaezh, rak emañ ar marv war ma seulioù!
Mont a ra ar c’hi, buanañ ma c’hall, lennet eo al lizher gant an tad hag ar vamm, ha setu-int kerkent da ouelañ, ha da estlammiñ. An naer a degouezhas neuze en ti, hag a lâras dezhe:
- Hastet pignat war varc’h, ho-taou, ha na gollet ket a amzer, pe e vo marv ho merc’h pa errufet!
Hag ec’h eas er-maez kerkent neuze. Pa errujont en kastell o mab-kaer, ez oa hemañ o stlejañ o merc’h dre ar porzh, diwar-bouez he blev. Un naer fuloret a erruas ivez er porzh kerkent hag i, hag ec’h eas war-eeun d’an den fall, hag e flemmas anezhañ en e droad. Ma kouezhas kerkent d’an douar. An naer a lammas warnañ hag a dennas dezhañ e daoulagad er-maez e benn, hag e varvas kerkent, gant un eonenn en e c’henoù.
Levenez a c’hanas neuze war al lec’h ur bugel bihan, hag he zad hag he mamm, pa weljont se, a lâre e oa mat lazhañ ar bugel, gant aon e vije heñvel eus e dad. Ar pezh a voe graet. Neuze e c’hoantajont ober badeziñ an naer : met ar veleien na youlent ket he badeziñ, ha ne voe ket graet.
Ma en divije gallet mestr ar c’hastell lazhañ Levenez, evel e wragez all, e vije bet e dekvet, hag en devije lazhet ugent o lazhañ dek, hag e vije aet neuze da sorser. Ez oa o vont da vezañ, met Doue na youlas ket !

Kontet gant Anna al Levrienn, matezh, a barrouz Prad, 1871
 Kontadennoù ar Bobl - Levrenn 1, embannet gant Al Liamm pajenn 275. 1984