Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Skrivagnerezed 1

Skrivagnerezed 1

Melkoni

 

Gwenilied skañv, dudi ma daoulagad,

Perak n'ho kwelan ken o fraoñval 'us d'ar prad?

Kemeret peus an tec'h ha nijet pell deus Breizh,

Ha pa oc'h aet e-kuit, me a zo trist e-leizh.

 

Delioù ledan ha glas a ra kaerder ma bro,

Perak e tougit-hu liv sklaset ar maro?

Moarvat c'hwi wel o tont kañvoù kuzh 'vit tud Breizh,

Dirak ho tremm liv koar me a zo trist e-leizh.

 

Kloc'h bihan ma farrouz a gane ken seder,

Perak ne glevan ken bemdez ho kalv tener?

Tec'het eo an hini lakae buhez 'n ho kreiz,

Ha pa ne ganit ken, me a zo trist e-leizh.

 

Digabestr

Mari-Jozefin Milon (Koadoud 1880 - Koadoud 1964)