Pennad klok bet embannet en Al Lanv n°134 - Mae 2015
Danevell savet gant Jarl Priel, dramaour, 1885-1965. Dornskrid adkavet e-touez e baperioù gant F. Kervella, eus Roazhon. Embannet er gelaouenn Skrid, niverenn 37.
Pell amzer a zo tremenet abaoe, dek ha pevarugent vloaz da nebeutañ, peogwir va zad kozh a oa neuze ur beg-melen, ur maltouter yaouank flamm. Bez’ ez eus en hor c’horn-bro ul lanneg vras ha digenvez, — lanneg ar Roc’h Ruz e vez graet diouti —, mann nemet brug, lann, balan ha spern ne gresk eno ha ne dalv ket zoken ar boan da gas ar saout da beuriñ en dachenn veinek-se. Bremañ ne van netra en e lec’h, nemet ur pikol bern mein, un dosenn hanterguzhet dindan al linad, an drez ha louzaouenn an tign, met gwechall e weled a-us d’an aber, war ribl an tornaod, dismantroù ur c’hastell. Den ebet er barrez, nemet marteze ar person hag ar skolaer, ne ouie pegoulz ez oa bet savet an ti-meur-se, nag abaoe pegeit e krogas da gouezhañ en e boull. Diouzh ar vrud a rede war-dro, gwelet e veze a-wechoù gouloù o lugerniñ e toull ar prenestroù hag an dorojoù, klevet e veze hirvoudoù ha youc’hadennoù euzhus o tont eus ar c’hambroù hep toenn na solier. Dre-se, a-dal ma tigore an noz, ha zoken war greiz an deiz, pa tigouezhe d’an amzer latariñ, evel ma c’hoarvez ken alies e-tal an aod, den ne grede tostaat d’al lanneg. En ur ger, tasmantet ec’h oa kastell ar Roc’h Ruz, hervez ma zad-kozh.
Darn all, tud diaviz a-walc’h, a heje o skoaz : floderion, emezo, a dle en em vodañ eno pa vez teñval-sac’h hag a-ratozh e c’hoariont ar seurt troioù-kamm evit ober d’ar genaoueien pellaat gant aon rak aotronez ar c’hastell aet, pell ’zo, da
anaon. C’hoarzhin outañ e-unan a rae va zad-kozh, rak tanav daonet ec’h oa e fri ha berviñ a rae gant ar c’hoant da sevel uheloc’h e karg. Mont a reas e-kerzh an hañv d’al lanneg da serr-noz, ha gant kalz a vec’h e teuas d’en em silañ e-barzh
ar c’hastell, rak ne luc’he na loar na stered e bolz an neñvoù. Kaset en doa gantañ ur c’horn bara hag un drailhenn kig-sall da derriñ e naon mar bije ret, hag ivez ur vuredad hini kreñv, rak plijout a rae dezhañ ober gwech-ha-gwech-all un tammig revrad. « Chom a rin war-c’hed, emezañ, ken na tarzho an deiz ha mar fell d’ar floderion dont amañ, raktal e tapin krog en o c’habiez. Diwar an taol, meulet e vin gant ar c’habiten hag e-tailh ec’h on da vezañ anvet da vrigader a-raok d’am zro. An deiz-se ’vat, ec’h ayo kaol er soubenn !... ». En e gluch edo a-dreñv d’un torkad brulu ha troell diwanet en un toull er voger ha lonkañ a rae ur wech an amzer un dakenn hini kreñv war zigarez kalonekaat, rak a-bouez klevout meur a dra endro dezhañ e teue da santout goradoù merion en peb loer. A daol krenn, yudal a rae an aezhenn a-dreuz ar prenestroù hep stern na gwerinier ; logod-dall a darnije a-us d’e benn, ken (...)
Koumanantit! Abonnez-vous! Subscribe!