Un distrap eus buhez Max Jacob
Pennad klok bet embannet en Al Liamm n°409 - Meuzh-Ebrel 2015.
Ur barzh o tiflukañ : 1905-1909
Pep tra a erru en e goulz vat, war a lavarer, ha n’eo ket hep gwir abeg, moarvat. Emaomp e 1905. Pebezh cheñchamant krenn e buhez Max, heg e berr amzer ouzhpenn ! Emañ en e vutun e-touesk an arzourien, rak hini ebet anezho, evel-just, ne deufe en e benn ar soñj iskis da c’hoari warnañ da labourat na da embreger ur garg bennak evit gounit e vara. N’eus mui den, a-benn bremañ, evit teurel ar bec’h warnañ na da gousiañ e blijadur dezhañ en ur ober anv eus “micher”, eus “gopr”, eus “dimeziñ hag eureudiñ”, nag eus “dever” pe “dereadegezh”, anezho, a ouzoc’h a-walc’h, gerioù vil e meteier an arz. Ar c’hontrol an hini eo : e ziarbenn a reont, holl gwitibunan, da glask fred, poulzañ a reont anezhañ da zisteurel diwar e choug kement kabestr a zo, d’en em ouestlañ, korf hag ene, d’al lennegezh ha d’al livouriezh, ha da blediñ gant an arzoù nemetken. Max a raio diouzh o alioù, hag a-ziwar neuze, den ganet ebet ne welo mui Max Jacob oc’h implijout an darn vuiañ eus e oberiantiz evit gounit e vara. Arzour eo, skrivañ a raio, livañ ivez, ha derc’hel yud, na petra ! Mont a raio da heul e blanedenn, ha bevañ diwar e did, da lavaret eo diouzh an deiz, hep bout nec’het gant an amzer da zont, dichal-kaer gant an arc’hant, na pa rankfe chom paour ha duiñ anezhi e vuhez-pad. Kavout a ra dezhañ – rak ur mailh eo war Skritur-Sakr – emañ o heuliañ kelennadurezh ar C’hrist, pa lavar hennezh « Sellit ouzh al lili ; n’ouzont na nezañ na gweañ.
Hogen Salomon e-unan n’eo bet biskoazh gwisket evel unan anezho ». Setu aze ur gwall vec’h diwar e gein ! Evit gwir, un diframm hag un dismantr-spered e oa bet e vloavezhioù kentañ e Pariz, pa oa anezhañ un den yaouank sachet ha disachet etre teñsadurioù, krozadennoù ha tamalloù e dud – kaout ur vicher vat, ober e dreuz er vuhez – gourc’hemennoù groñs ar gevredigezh – bezañ arallreviat – hag e youloù donañ, a gase anezhañ war an tu-enep. (...)