Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Ar c'horonal ne skriv den dezhañ

Eil romant ar skrivagner brudet eus Kolombia eo al levr-mañ, hag e oberenn wellañ gouez da dud ’zo, evel Mario Benedetti, pe Gabriel García Márquez e-unan.
Emeur e 1956, en ur gêriadenn war an aod e Kolombia. Bep Gwener ez a ur c’horonal kozh disoudardet d’ar porzh, da c’hortoz keloù eus ul leve en devoa goulennet abalamour d’ar servijoù en devoa roet er brezel diabarzh. Padal ne zeu lizher ebet digant ar gouarnamant, hag e chom nebeut a beadra gant an tiegezh.
Direizhded, feulster ha digenvez, met dreist-holl hiraezh ha hirder an amzer a dremen, setu dodennoù al levr.
Savet eo ar skrid en un doare eeun ha diginkl, kontrol d’an doareoù barok a c’heller kavout e oberennoù all ar skrivagner.
Gabriel García Márquez (1927-2014), enoret gant Priz Nobel al lennegezh e 1982, zo unan eus ar skrivagnerien spagnolek vrudetañ, hag ul lec’h a-bouez en deus e lennegezh ar bed a-bezh. Unan eus pennoù luskad ar « realouriezh hudek » e oa.

ISBN: 
978-2-86863-182-4
Year: 
2017
Number of pages: 
98
Dimensions: 
11x18
Distributed by: 
Coop Breizh
translated by: 
Langage(s) of the product: 
Genre: 
9,00 €