Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Makbez & Ar Geben Doñvaet

Written by: 

William Shakespeare (1564-1616), skrivagner meur saoz, barzh ha dreist-holl dramaour, a zo anavezet evit bezañ skrivet 38 pezh-c’hoari, sonedennoù ha barzhonegoù.
Mestr war ar c’homediennoù koulz ha war an trajediennoù e oar sevel pezhioù kemplezh, leurenniañ uhelañ trivliadoù Mab-den ha c’hoarzhin goap anezhañ war-un-dro.
El levr-mañ e kaver daou bezh-c’hoari skrivet gantañ : trajedienn Makbez troet e brezhoneg gant Roparz Hemon hag ar gomedienn Ar Geben Doñvaet troet gant Yann-Loeiz Emili.
Makbez - trajedienn hag a dremen e Bro-Skos o kontañ diouganoù sorserezed a gaso Makbez hag e bried war hent an torfedoù hag ar muntroù evit kemer plas ha galloud ar roue Dunkan – a zo bet lakaet e komz-plaen gant Roparz Hemon ken feal ha ma c’helle. Tost-tost eo chomet ouzh ar saozneg.
Ar Geben Doñvaet a gont istor Baptista, denjentil pinvidik o chom e Padova hag en deus div verc’h : Katarina, an henañ, ur plac’h disuj ha penn-kalet diaes dont a-benn diouti, ha Bianka, an hini yaouankañ, ur goantenn fur. Tri denjentil yaouank a Bisa — Hortensio, Gremio hag ivez Lusensio o defe c’hoant d’ober al lez da Vianka ha da zimeziñ ganti. Met an tad a chom dibleg : ne zimezo ket e verc’h yaouankañ keit ha ne vo ket euredet Katarina.
Miret en deus Yann-Loeiz Emili ar stumm gwerzaouiñ, met en ur addezrevelliñ kentoc’h eget treiñ ger-ha-ger hag o reiñ d’ar skrid blaz yezh Leon.

Publisher: 
ISBN: 
978-2-916745-12-1
Year: 
2011
Number of pages: 
282
Dimensions: 
11 x 18
Distributed by: 
Coop Breizh
translated by: 
Langage(s) of the product: 
11,00 €