Redek a rin keit... ha kanaouennoù all
Written by:

En dastumad kanaouennoù brezhonek nevez-mañ e vo kavet a bep seurt: sonioù diembann, rimadelloù evit bugale, troidigezhioù diwar ganaouennoù brudet e saozneg, spagnoleg, galleg, ha kanaouennoù nevez da ganañ ha da ziskanañ er festoù-noz war tonioù kozh mar karer.
Marteze e vo kavet un deiz ur vouezh bennak da ganañ hini pe hini eus ar sonioù-mañ er skingomz. Ha ma ne vez ket, petra ’vern?
Kanañ a zo bevañ, ha keit ma vo bev ar brezhoneg e vo tud o sevel kanaouennoù hag o sevel o mouezh evit ar blijadur.
Ha ma c’hallont reiñ un tamm plijadur ouzhpenn d’ar re all ur wech an amzer ne vo nemet gwell a se.
Publisher:
ISBN:
979-10-90456-05-1
Year:
2013
Number of pages:
60
Dimensions:
14,8 x 21 cm
Langage(s) of the product:
Genre:
4,00 €