Kuzul ar Brezhoneg

Groupement d'associations culturelles de langue bretonne

Al Liamm

Numéro: 
424
Septembre - Octobre 2017
Sommaire: 

Bro sed ur ger a vez o troidellat e spered kalz a dud. Lies bed eo va bro, eme F. Lannuzel, Broellañ a ra J. Boucherit pa gan T. Kalvez Bro gozh e vamm. Hag evit distanañ e kinnig PY Kersulec ur strobad Barzhonegoù berr.

Eus un ospital gant danevell Y. ar Gov Klañvour ar gambr 212, e vezer kaset d’un toull-bac’h livet gant J. Philippe en Ur spered dieub. O tistreiñ eus foar Landi kontet gant D. Siberil a zo istor daou vreur bet o werzhañ un ebeul. H. ar Gall a zanevell tonkad ur soudard en ifern ar brezel 14 gant Mont gant an hentoù.

Gant ar Rusianez Y. Borisova eo en ur bed a faltazi hag a arvailh e splujer gant Ar roue mat. Ar wech-mañ eo gant Angèle Jacq, Ar vuhez gwir eo e reer hiroc’h anaoudegezh er rann Skrivagnerien.

Daou bennad 100 vlez zo, marv Bleimor ha Yann-Bêr Kalloc’h a zo gouestlet da varzh Enez-Groe, bet lazhet e 1917. I. ar Fur hag A. Heulin o deus pep hini studiet an den, ar barzh, ar soudard gwenedour heverk-mañ.

JJ Monnier en doa savet ur pennad diwar benn Erwan ar Moal, brezhoneger, kelaouenner, labourer-douar, enepnazi, aet da Anaon e 1957, troet eo bet gant H. Latimier evit Al Liamm.

G. Kervella a ginnig Men glaz, ul lodenn eus ur pennad-kaoz bet savet hag embannet gant J. Le Masson. Un testeni en Intel eus bed ar vartoloded eo.

Adkavet e vez da heul an Heklev sevenadurel gant A-dreuz lenn, Petra nevez ? hag an Notennoù. Lennadenn blijus da bep hini!

Maison d'édition: 
Tarif: 
7 € + 1,50 € de frais de port :
8,50 €