|
|
KUZUL AR BREZHONEG
|
|
![]() |
KATALOG AL LANV
|
Mizoł-kas:
Skigner : Coop Breizh
Ma fell deoc'h prenań levr pe levr, kasit ho chekenn (warni priz al levr(ioł) + ar mizoł-kas), da: |
||||
| AL LANV 14 Louzaouenn-an-Hańv / rue du Muguet 22300 LANNUON |
||||
| Ckekenn da lakaat war anv KUZUL AR BREZHONEG |
|
An
treuzstummadur |
|
| Ur beure, en ur zihuniń, en em gav Gregor Samsa, un beajour kenwerzh anezhań, treuzstummet en un euzhvil. Neuze e krog evitań ur vuhez nevez, ret dezhań en em voazań ouzh e neuz dichortoz, ret de dud, de amezeien, en em voazań outań. Alese e breder war tonkadur Mab-den, petra eo ar vuhez, petra eo bezań den, daoust ha nomp ket euzhviled e stumm pe stumm pep hini achanomp ?Lakaet a-gostez eus e diegezh hag eus ar gevredigezh, sellet outań evel ouzh ul loen rukunus ha neo ket mui evel ouzh un den, gant ar sońj eo deuet da vezań un dra diezhomm hag ur pouez dichouzańvus evit e dud, gloazet en e gorf hag en e ene en em lezo da vervel evit reiń ar frankiz dar re a gare.Ha neo ket un heklev eus darvoudoł skrijusań an ugentved kantved hon eus da glevout amań ? | |
|
Arnod
an Euskareg |
|
|
Gant Padrig an Habask eo bet troet e brezhoneg «Euskararen berreskuratzea » hag embannet eo bet gant al Lanv. Al levr-se a zo anezhań ar chentań levrenn eus un dastumad emań krog ar gevredigezh euskarek GARABIDE da embann. Un eil levrenn a zo bet abaoe. Gant pep levrenn, embannet da gentań e peder yezh, euskareg, kalstilhaneg, galleg ha saozneg ez eus pep a z-DVD a cheller dibab enno yezh an displegań e-touez ar peder yezh-se ivez (Gwerzhet e vez al levr hag an DVD gallek a zisparti gant al Lanv, evit ar re a fell dezho). GARABIDE (hent diorren) a zo anezhi ur gevredigezh euskarek studiet ganti ar sokioyezhoniezh ha dielfennet ganti hent adperchennidigezh an euskareg. Ur gevredigezh a fell dezhi bezań dorn ar bobl euskarek astennet war-zu ar pobloł dezho yezhoł en arvar a fell dezho saveteiń. Teir lodenn a zo el levr, un displegadur diwar-benn an dańjer bras men em gav kalz a yezhoł dre ar bed hag alchwezioł an adperchennań yezhoł, un dezrevell a-zivout ar stourm da adsevel an euskareg hag un sintezenn diwar-benn ar chentelioł a cheller tennań eus o arnod evit holl yezhoł orin ar bed. Pouez ar yezh-vamm, dont da vezań komzerien glok, kefridioł ar yezhoł eus ar familh betek an dachenn etrevroadel, youl hag identelezh, setu poentoł a bouez da vezań komprenet hag ar peder zachenn ret evit ur yezh da chellout bevań : kaout ur yezh unvan, un deskadurezh er yezh, media er yezh hag ur chrouiń sevenadur er yezh. Talvoudus e vo al levr-mań da nep piv bennak a fell dezhań kompren e pe stad emań ar brezhoneg evit gwir ha dan holl re a fell dezho kregiń e-barzh evit saveteiń hor yezh. Re alies e chom darnel ha diefedus, arouezel hep mui ken, ar stourm evit ar brezhoneg. Aze hon eus peadra da varn, da vuzuliań, da sevel ur strategiezh evit adlakaat ar brezhoneg en e blom. |
|
|
Ar varzhoniezh kembraek |
|
|
Ur studiadenn a-bouez war varzhoniezh ar chantved-diwezhań en ur vro geltiek men deus an arz-se ur plas hep e bar. |
|
|
Ar vosenn skarlek |
|
|
Ar vosenn skarlek a zo anezhań ul levr avańtur a zalch evezh al lennerien e-skourr, bepred sachet war-raok hep diskrog betek an
diwezh!
Diviet |
|
|
Avel draezh |
|
| An danevelloł-mań zo bet savet diwar istorioł tud bet anavezet gant Bianca Silvestri. An holl benndudennoł a zo mammoł-kozh a-vremań o deus lezet roudoł don e spered o bugale-vihan. Istorioł berr eo an danevelloł-mań, mesket enno ar gwirvoud hag ar faltazi. | |
|
Barzhaz Breizh ar Yaouankiz |
|
| 11 pezhig-choari leurennet gant Strollad ar Vro Bagan, gant kalz a skeudennioł kaer eus bugale ar skolioł | |
|
Brezhoneg tamm-ha-tamm |
|
| 65 pleustradenn dre gomz, enrollet war daou gasedig, div eurvezh hanter en holl. Gant ul levrig ennań skrid an holl bleustradennoł, o zroidigezh hag ar respontoł skouer. Savet eo bet ar 65 pleustradenn frammadel-mań diwar ezhommoł an deskiń komz hag a-ratozh evit deraouidi ha skolidi a live etre. | |
|
Bugale Kerugan |
|
| Eil lodenn eńvorennoł bugaleaj un Dregeriadez | |
|
Colomba |
|
| Kinnig a reomp deoch Mateo Falcone da lodenn gentań ha da choude unan eus brudetań oberenn Prosper Mérimée, Colomba. An danevelloł a dremen e Korsika. | |
|
Dastumad
tammoł dibabet, 10 vloaz e Pluguen |
|
| 10 vloaz zo bremań, e oa bet kroget gant ur c'honkour sevel skridoł da vare Salońs al Levrioł e Pluguen. C'hoant a oa ganeomp reiń tu da dud yaouank a Vreizh hag a rannvroioł bet pedet bep bloaz da sevel skridoł diwar temmoł disheńvel. Ha danvez a zo bet! Pegen pinvidik e oa! Abalamour da se 'zo bet sońjet e oa poent bras sevel un dastumadeg eus pennadoł bet degemeret ganeomp hag embann... ul levr-renabl. | |
|
Diamantoł Keroulaz |
|
| Un adembannadur gortozet pell a oa eus ur romant-polis skrivet gant unan eus ar vrudetań skrivagnerien brezhonek. Un istor detektiv en ur familh a Vro-Leon. Suspens betek ar fin! | |
|
Dremmoł
Arrasate |
|
| Ur Vreizhadez yaouank, en em savet a-enep un tad rust hag aheurtet, a zibab pellaat diouzh ar vro ha mont war ar studi e Bourdel. Boulchań a ra gant ur vuhez nevez, roulań he yaouankiz. E preti ar skol-veur e voe taolet er vann he fladad boued, abalamour dur stokadenn gant ur studier dievezh, a zistagas kerkent un aridennad komzoł digomprenus den em zigareziń. E-giz-se eo e reas Lizig Gwiader anaoudegezh gant ur studier euskarat anvet Koldo Ibarra. Kroashent div vuhez, div vro, div bobl, ur garantez, un emskiant... | |
|
Fablennoł Jean de La Fontaine |
|
| Embannet eo holl fablennoł Jean de La Fontaine evit ar wech kentań e brezhoneg. Troet en deus Y. L. M. Combeau al levrioł I, II, VI, VII, IX ha XII hag ar re all a zo diwar zorn Daniel Doujet. | |
|
Gerioł-kroaz ar Vretoned |
|
| Evit bevań bemdez e brezhoneg gant dudi. 103 chael gerioł-kroaz ha 24 chael gerioł-diri leun a vousfent hag a ra alies dave da sevenadur ha da lennegezh ar Vretoned. Dudi ha studi e gwirionez. | |
|
Grammaire
Franēoise-Celtique ou Franēoise-Bretonne |
|
| Adembannadur yezhadur Gregor Rostrenenn, bet moullet e 1738. Kavet e vo ar skrid orin rik-ha-rik mui notennoł gant Loeiz Moulleg. | |
|
Kala-Mae |
|
| Bannoł treset. Mojennoł keltiek ha Bro-Dreger a-vremań. | |
|
Kernalegenn,
Ur familh 1426-2008 |
|
| Savet eo bet al levr-mań evit an dud anvet Kernalegenn hag ar re o deus Kernalegenned e-touesk o hendadoł. Skrivet eo bet ivez evit ar re, niverus hiziv an deiz, a ra pe o deus c'hoant ober furchadegoł evit gouzout un tamm bihan eus buhez o familh er c'hantvedoł tremenet. Marteze e kavint ennań hentoł nevez da heuliań e-touesk an titouroł hag an daveoł niverus meneget. Dedennet e vo c'hoazh ar re a zo tomm o c'halon ouzh ar vuhez gwechall e Kerne ha resisoc'h c'hoazh e Bro C'hlazig. | |
|
Kilhog / Coq |
|
| Dastumadenn haika (barzhonegoł berr stumm japonat) skrivet gant perzhidi kenstrivadeg haika Taol-Kurun 2006. An tem? Ar c'hilhog. | |
|
Kleier eured |
|
| Adembannadur dastumad danevelloł skrivet gant unan eus ar vrudetań skrivagnerien brezhonek eo. Buhezioł tud ar bobl vunut e Brest, dreist-holl, eo a gaver enno. Brestad eo Roparz Hemon hag anavezout a ra ervat e gźr hag he zud. | |
|
Kostez ar pemp kroaz |
|
| Eńvorennoł bugaleaj un Dregeriadez | |
|
Koumanant echu |
|
| Bannoł treset. Istor skrijus, un enklasker polis prevez e kźr Roazhon. Feulster, gwad ha koantenned | |
|
Rummad espar al laboused |
|
|
E pep levr: 20 taolenn liv, 20 tresadenn gwenn ha du ha 20
testennoł. 2. Laboused an arvor - diviet 2. Laboused ar maezioł 3. Laboused ar flagennoł hag ar gwernioł 4. Laboused al liorzhoł 5. Laboused ar choadoł 6. Laboused an aberioł hag an aodoł 7. Laboused ar stźrioł hag al lennoł 8. Laboused ar menezioł |
|
|
Llydaweg fel Llydawr |
|
| Kentelioł ouzhpenn evit studierien Kembre o teskiń brezhoneg Cyflwyno r Llydaweg Per Denez. | |
|
Makbez
& Ar Geben Dońvaet |
|
|
William Shakespeare (1564-1616), skrivagner meur saoz, barzh ha dreist-holl dramaour, a zo anavezet evit bezań skrivet 38 pezh-choari, sonedennoł ha barzhonegoł. Mestr war ar chomediennoł koulz ha war an trajediennoł e oar sevel pezhioł kemplezh, leurenniań uhelań trivliadoł Mab-den ha choarzhin goap anezhań war-un-dro. El levr-mań e kaver daou bezh-choari skrivet gantań : trajedienn Makbez troet e brezhoneg gant Roparz Hemon hag ar gomedienn Ar Geben Dońvaet troet gant Yann-Loeiz Emili. Makbez - trajedienn hag a dremen e Bro-Skos o kontań diouganoł sorserezed a gaso Makbez hag e bried war hent an torfedoł hag ar muntroł evit kemer plas ha galloud ar roue Dunkan a zo bet lakaet e komz-plaen gant Roparz Hemon ken feal ha ma chelle. Tost-tost eo chomet ouzh ar saozneg. Ar Geben Dońvaet a gont istor Baptista, denjentil pinvidik o chom e Padova hag en deus div verch : Katarina, an henań, ur plach disuj ha penn-kalet diaes dont a-benn diouti, ha Bianka, an hini yaouankań, ur goantenn fur. Tri denjentil yaouank a Bisa Hortensio, Gremio hag ivez Lusensio o defe choant dober al lez da Vianka ha da zimeziń ganti. Met an tad a chom dibleg : ne zimezo ket e verch yaouankań keit ha ne vo ket euredet Katarina. Miret en deus Yann-Loeiz Emili ar stumm gwerzaouiń, met en ur addezrevelliń kentoch eget treiń ger-ha-ger hag o reiń dar skrid blaz yezh Leon. |
|
|
Mat an
traoł?;-) |
|
|
Emań Katrin o vevań en un ti-feurm gant he
mamm, he breur hag he mamm-gozh. Deuet eo ar poent da brientiń an arnodennoł dibenn
bloaz, met se ne vir ket outi nag ouzh he mignonez Mer a gaout plijadur ha kalonad a bep
eil. Caryl Lewis a zo ur skrivagnerez yaouank a Gembre, tapet ganti meur a briz evit he romantoł. |
|
|
Ni hon-unan |
|
| Arnodskrid politikel, kilsell war emdroadur an Emsav, ar pezh a ra hon nerzh, hor gwanderioł hag hor goanag. | |
|
Otello |
|
| Otello, un den du anezhań ha jeneral en arme e servij politikourien Verona, a zimez dre guzh gant Desdemona. Iago, skoazeller Otello, pa wel eo bet roet ar post a c'hoantae kement da Gasio, a sav droug ennań. Diwar neuze e vag gwidreoł ha tamall a ra Kasio da vezań amourouz Desdemona. Otello, fuloret ruz, a gred. Drailhet-dizrailhet eo tudennoł Shakespeare gant gevier, gwarizi, trubarderezh, muntroł hag emlazh. | |
|
Ouzh strak ar gurun |
|
| Eńvorennoł politikel un amzer soudard. | |
|
Romeo ha Julieta |
|
| Da-geńver ur gouel masklet e Verona e teu kalon Romeo da dridal evit Julieta. Ne oar ket neuze eo homań pennhźrez ar C'hapuled, brasań enebour familh Romeo. Kasoni diboell ha karantez dreistmuzul o tistrujań yaouankizoł betek ar marv. | |
|
Soner |
|
| Yann Meur a ginnig deomp ur bourmenadenn e-barzh bed ur soner yaouank eus ar bloavezhioł dek ha tri-ugent. En eńvorennoł-se ez eus from, fent ha peadra da choarzhin. Ar skrid a ro deomp ivez danvez preder war plas ar sonerien er gevredigezh, tonkad hag emdroadur hor chevredigezh, adperchennidigezh hech hengoun. Diskouez a ra penaos e tremen an den eus amzer ar vezh da azginivelezh e sevenadur. | |
|
Ur
c'hi maget mat ha danevelloł all |
|
| Dastumadenn 14 danevell skrivet gant Daniel Doujet hag embannet darn anezho e-barzh Al Lanv hag Al Liamm. Darn all a oa chomet diembann betek-henn. | |
|
Yann-Vari Perrot, Istor ur pezh-c'hoari |
|
| Testenn ar pezh, met ivez ur bern dielloł ha luchskeudennoł | |