KUZUL AR BREZHONEG

 

KATALOG AL LIAMM

Yezhoù all

 

Mizoù-kas:

 
3 € (1 levr) 6 € (etre 3 ha 9 levr)
3,50 € (2 levr) 10 € (10 levr ha +)

 

 

Skigner : Coop Breizh

 

Ma fell deoc'h prenañ levr pe levr, kasit ho chekenn (warni priz al levr(ioù) + ar mizoù-kas), da:

AL LIAMM
14 Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet
22300 LANNUON
Ckekenn da lakaat war anv KUZUL AR BREZHONEG

 

 

Aada ha Narki
Goulc'han Kervella 

Romant
10 euro
ISBN 2-7368-0072-7

E Breizh emaomp, e Tremenac’h (Plougerne) pe un tamm pelloc’h kostez ar C’hurnig (Gwiseni) da vare ar Mezolitik. Daou zen yaouank, paotr ha plac’h, Aada ha Narki en em gavo ha pa ne vijent ket eus memes meuriad. Gant ampartiz ha gouiziegezh e oar Goulc’han Kervella taolenniñ buhez an dud d’ar mare-se kostez an aod. Lod diouto a zo chaseourien, lod all a zo mesaerien ha prestik e vo dizoloet ganto al labour-douar. A-unan emañ an dud gant an natur hag ar mor forzh pegen taer ha garv e vije an darempredoù etrezo gwech dre vare.

Al Loar en Islonk
Gisel Sparza, Murielle Lorant, Cécile Soun

Bannoù-treset
21 x 29.7 cm — 39 p. — 10 euro

Ul levr bannoù-treset teiryezhek: brezhoneg, kanjobal (Gwatemala), spagnoleg, a-ziwar buhez ha preder ur strollad mignoned yaouank hag a zo o vevañ en un tachad forzh pell anvet "An Islonk". En Ixcan, an Islonk a zo ul lec'h ankouaet d'an dud e korn ur gartenn... Ahont e talv seniñ ur c'hras-kaer, tonkadur ar re ganet aze. 

A-bell hag a-dost
Reun ar C'halan 

Danevelloù
15,5 x 22 cm — 364 p. — 13 euro
ISBN 2-7368-0077-2

An deiz-ha-bloaz
Youenn Olier 

Danevelloù
11,5 x 18,5 cm — 184 p. — 9 euro

14 danevell bet skrivet er bloavezhioù hanter-kant.

An dour en-dro d'an inizi
Youenn Drezen 

Romant
12,5 x 19,5 cm — 78 p. — 7 euro

Ur c’hizeller yaouank a gej ouzh ur bennhêrez pinvidik eus ar Mor Bihan. Kavout a reer er romant berr-se un danvez a blije da Youenn Drezen: talvoudegezh an arz hag an arzour er vuhez hag er gevredigezh.

An houadig divalav
Hans Christian Andersen

Kontadenn
14,5 x 19 cm — 22 p. — 4 euro

An intañvez Arzhur
Tangi Malmanche

Pezh-c'hoari
14 x 19 cm — 120 p. — 8 euro

Drama e pevar arvest, e komz-plaen. Ennañ e vo kavet un daolenn eus kevredigezh Breizh e penn-kentañ an xxvet kantved.
Anken

Danevelloù
14,8 x 21 cm — 75 p. — 15 euro
ISBN 2-7368-0085-7

Choazet hon eus sevel un dastumad tro d’un danvez, un trivliad,... An anken, da gregiñ ganti. Perak an anken ? Klevout a reomp c’hoazh paotred o « gwrizioù don » o lavaret ez eo aze un danvez breton. Ur wech graet hor soñj ganeomp n’hon doa bet nemet lenn Al Liamm d’ober ha diskoachañ danevelloù deus ar re skrijusañ e pajennoù ar gelaouenn.En dro-mañ emaomp gant ul levr... da selaou. Perak lenn levrioù d’an dud er gevredigezh a hiziv ? D’ar re na ouzont ket lenn, d’an dud dall da c’hellout kaout o gwalc’h a lennegezh e-giz ar re all. Ha pelloc’h c’hoazh, da gement hini ac’hanomp da c’hellout lenn er c’harr-boutin, en tren, en e garr-tan, er straed... Sed aze perzhioù gwellañ al levrioù da selaou. Ha d’ar re a vez o teskiñ ar yezh hag a gav, siwazh, muioc’h a dud da gavout abeg en o brezhoneg diasur eget da sikour anezho da vont war-raok e talvezo al levrioù da selaou da glevout brezhoneg bev !

An teirgwern Pembroke
Jarl Priel

Romant
17 euro

An tri boulomig kalon aour
Roparz Hemon

Evit bihan ha bras
11,5 x 18 cm — 204 p. — 9 euro
ISBN 2-7368-0004-4

Teir merc’hodenn a ziviz, un devezh, kuitaat o mestr, ur paotrig a vez drouk outo alies.

Aquis submersus
T. Storm, tr. Per Denez

Romant
13,5 x 21,5 cm — 76 p. — diviet

Un istor karantez kriz, troet diwar an alamaneg.

Ar Baganiz
Tangi Malmanche

Pezh-c'hoari
14 x 19 cm — 136 p. — 9 euro

Pezh-c’hoari e tri arvest, gwerzennet, lakaet da dremen e 1681. Darvoudoù skrijus e Bro ar Baganiz.

Ar Bibl
tr. Maodez Glanndour 

Relijion
Levr I: 13,5 x 21 cm — 270 p. — 11 euro
Levr II: 13,5 x 21 cm — 352 p. — diviet
Levr III: 13,5 x 21 cm — 224 p. — diviet
Levr IV: 13,5 x 21 cm — 158 p. — 8 euro

Levr I: Ar pevar Aviel, An Testamant nevez I
Levr II: Oberoù an Ebestel, Lizheroù, Diskuliadur: An Testamant nevez II
Levr III: Ar Salmoù

Levr IV: Levr Izaia

Ar chalboter huñvreoù
Tudual Huon 

PRIZ LANGLEIZ 1978

Danevelloù
12 x 18,5 cm — 136 p. — 8 euro

Eizh danevell gentañ; mousfent, c’hwervoni ha faltazi.

Ar chase
Goulc’han Kervella 

PRIZ LANGLEIZ 1978

Romant
12 x 19 cm — 120 p. — 8 euro

Goulc’han Kervella a gont deomp amañ buhez ur breur bihan da lern Saint-Exupéry ha La Fontaine, en ur bed ma oar komz al loened, evel-just.

Argantael ha tro Breizh
Garmenig Ihuellou

Evit bihan ha bras
15 x 21 cm — 208 p. — diviet
ISBN 2-7368-0059-1

E-lec’h mont da foetañ bro pell diouzh ar gêr o deus divizet ar grennarded ober tro Breizh. War varc’h-houarn oant aet da gentañ met darvoudoù ’zo o deus cheñchet penn-toullig d’o raktres ha lakaet ar marc’hoù da vout mirc’hi! Gweladennoù dic’hortoz, roudoù istor ar vro, c’hoarioù, tantadoù, c’hoariva ha kan… Met piv a ya dindan o zeltennoù da furchal e seier-kein lod doutê? Ha perak ’ta, mil mallac’h?

Ar marc'h glas
Riwal Huon

Romant
13 x 20 cm — 174p. — 12 euro
ISBN 2-7368-0080-2

« Diwar ar bern patatez er c’hrignol e huchen a-bouez-penn war gement ton, d’an neb a venne selaou :
— Gant patatez Jili ’vez maget tud an ti ! Patatez Jili a zo tout… disi. Jili eo ma zad. »
« E Kerango e oa lusket hor buhez gant an avel, ar glav, gwrez an douar. Muzik yezh ma bro, momeder al labour, hini ma zud, hon amezeien, ha liammoù start gant Lan ma breur, a gase dañs ar vuhez en-dro. Pegeit e padas ar vuhez-se ? Amzer didermen ar vugale. »
« ...Tamm-ha-tamm e savas c’hwezh ar gwin fall e pep korn eus an ti.. .»
Diwar neuze ez a Gwenole gant e dud hag e vreur Lan, etrezek kêr, an tier bras, bed ar skol, hini al labour, disachet ha nec’het gant ar bed-se. Kuitaet e vugaleaj disoursi gantañ, « hep hiraezh na keuz » e teu skiant dezhañ e-ser chom da ruzal war bankeier liorzh ar C’hastell-Ruz, e straedoù kêr Vrest, pe ouzh taol ostaleri ar Rouzegan : poent eo dezhañ toullañ e hent er vuhez. Sekredoù buhez an dud deut, Jili ha Mathilde e dud, re Marsou an toer, gwir vignoniezh e vreur Lan, sioulder Treñvor, faltazi Marie-Anne... hag e veaj etrezek ur vro all.

Ar 5 skoed a Vreizh
Evelyne Brisou-Pellen, tr. Mark Kerrain

Evit bihan ha bras
13 x 20 cm — 224 p. — 13 euro
ISBN 2-7368-0064-8

Anavezet-mat eo skridoù gallek Evelyne Brisou-Pellen savet evit ar grennarded. Evit ar wech kentañ e vo kavet unan eus he romantoù lakaet e brezhoneg. Tremen a ra an istor e dibenn ar XVvet kantved etre Gwened ha trowardroioù Roazhon. Bihan ha bras a gavo plijadur o lenn an avanturioù-mañ awenet gant istor ar vro. Priz Langleiz 2004.

Ar veaj-se ur wech e oa
Pêr Dioler

PRIZ LANGLEIZ 1978

Barzhonegoù
14 x 19 cm — 88 p. — 7 euro

Avel gornôg
Yann Bijer 

PRIZ LANGLEIZ 2006

Romant
15,5 x 22 cm – 456 p. - 18 euro
ISBN 2-7368-0067-3

“Avel gornôg” a zo istor un tiegezh eus Lechiagad, er Vro Vigoudenn, e penn kentañ an xxvet kantved. Istorioù kozh ha darvoudoù bet c’hoarvezet mil bell ’zo, a lavaro lod. Ya, sur-mat, ha koulskoude ez eus kalzik da zeskiñ diwar-benn kenskoazell, buhez ha darempredoù etre remziadoù tud a-oad disheñvel.

Barzhaz an naon du
Erwan Hupel 

Bannoù-treset
21 x 29,5 cm – 32 p. - 10 euro
ISBN 2-7368-0078-9

Ha naon ho peus bet dija? Ne lavaran ket an naon a vez torret gant gortozenn dek eur. Nann avat! An naon du emeve. An naon ki. Naon ar bonedoù ruz, Naon Conlie. Ar bouzelloù ruz. Ar yun, an anken. An naon da zebriñ mein...

Barzhonegoù
Roparz Hemon

Barzhonegoù
14 x 19,5 cm — 144 p. — 11 euro
ISBN 2-7368-0032-X

Barzhonegoù
Kenan Kongar

Barzhonegoù
14,5 x 20 cm — 158 p. — 8 euro

Blaz an holen
Filip Oillo

PRIZ LANGLEIZ 1995

Romant
12,5 x 18,5 cm — 224 p. — diviet
ISBN 2-7368-0049-4

Pep tra zo o vousc’hoarzhin ouzh Anton ar Sant, e zousig koant, e vicher gwall blijus, e garr-tan nevez-flamm... Ha koulskoude...

Bouklet ha minellet
Yann Gerven 

Romant
12,5 x 18,5 cm — 200 p. — 12 euro
ISBN 2-7368-0028-1

Bouklet ha minellet zo un istor karantez, kontet gant fent ha gant forzh c’hoarioù war ar yezh, hag e dremen en ur vro faltazi ma ren hollc’halloudek tri eus ar frammadurioù savet gant mab-den evit mac’hañ war mab-den: ar Stad, an Iliz, hag ar bruderezh.

Brestiz o vreskenn
Yann Gerven 

Romant
12 x 18,5 cm — 126 p. — diviet
ISBN 2-7368-0017-8

Istorioù karantez kejet gant istorioù arc’hant, hag ur muntr war ar marc’had, etre Brest ha Karnag: setu pezh en do da ziluziañ ur c’houblad enklaskerien prevez en un istor kontet war un ton skañv ha fentus.

Buhez Salaun lesanvet ar Foll
Tangi Malmanche 

Pezh-c'hoari
14 x 19 cm — 168 p. — 9 euro

E-kichen Lesneven e 1350 e oa Salaun ar Foll o chom. Drama e tri arvest, gwerzennet.

Cheeseburger ha yod silet
Yann Gerven 

Danevelloù
368 p. — 15 euro
ISBN
2-7368-0074-1

An darn vrasañ eus an danevelloù embannet en torkad-mañ a oa bet embannet er gelaouenn Al Liamm etre 1998 ha 2007. An ostaleri hanter-hent a oa bet embannet da geñver Gouel al Levrioù e Karaez gant Egin ha Triboluc’hañs a oa bet embannet gant ar Falz en e gannadig "Maen Lemmañ"... Ma ‘z eus anv eus Cheesburger en titl n’eo ket evit meuliñ ar bouedaj-se met abalamour d’ar yaouankizoù a zo kaoz anezho en torkad-mañ ha Yod silet abalamour d’ar rummad tud koshoc’h a gejer ganto aliezik a-walc’h ivez.

C'hoariva
Roparz Hemon

C'hoariva
Levrenn I — 12 x 18,5 cm — 216 p. — 9 euro
Levrenn II — 12 x 18,5 cm — 248 p. — 9 euro

Div levrenn pep a nav fezh enno. Sed amañ 18 pezh-c’hoari berr, e gwerzennet koulz hag e komz-plaen, bet skrivet gant ar c’hoant reiñ d’ar brezhoneg ur c’hoariva arnevez hag uhel.

Danevelloù
Ronan Huon 

Danevelloù
23 x 16 cm – 282 p. – 33 euro

Kavet e vo strollet en ul levr holl zanevelloù Ronan Huon bet embannet e-barzh "An irin glas", "Ur vouezh er vorenn" hag e meur a niverenn Al Liamm. Prientet eo bet ar strobad skridoù gant Herve Bihan, Alan Botrel, Tudual ha Riwal Huon. Rakskrid gant Herve Bihan.

Danevelloù divyezhek
A-Stroll

Danevelloù - Divyezhek
12 x 18,5 cm — 272 p. — 13 euro

An dastumad danevelloù divyezhek-mañ zo e bal reiñ tu d’an nevezvrezhonegerien lenn skridoù brezhoneg gant un droidigezh c’hallek e-kichen, kuit da goll amzer o klask gerioù er geriadur.

Dictionnaire breton-français / français-breton
Roparz Hemon & Ronan Huon

Geriadur
11 x 16,5 cm — 1346 p. — 15 euro

Dictionnaire classique français-breton
René Le Gléau 

Geriadur
13,5 x 22 cm
Golo soupl: Levr I — 352 p. — 16 euro
Levr II — 352 p. — 16 euro - ISBN 2-7368-0007-9
Levr III — 352 p. — 16 euro - ISBN 2-7368-0014-1
Levr IV — 384 p. — 18 euro - ISBN 2-7368-0018-4
Levr V — 384 p. — 18 euro - ISBN 2-7368-0020-6
Levr VI — 384 p. — 18 euro - ISBN 2-7368-0026-5
Levr VII — 384 p. — 18 euro - ISBN 2-7368-0026-5
Levr VIII — 416 p. — 18 euro - ISBN 2-7368-0033-8
Levr IX — 448 p. — 18 euro - ISBN 2-7368-0037-0
Levr X — 608 p. — 19 euro - ISBN 2-7368-0040-0
Keinet: Levr I - 21 euro
Levr II - 22 euro - ISBN 2-7368-0008-7
Levr III - 22 euro - ISBN 2-7368-0014-1
Levr IV - 22 euro - ISBN 2-7368-0018-4
Levr V - 22 euro - ISBN 2-7368-0020-6
Levr VI - 22 euro - ISBN 2-7368-0026-5
Levr VII - 22 euro - ISBN 2-7368-0026-5
Levr VIII - 22 euro - ISBN 2-7368-0033-8
Levr IX - 22 euro - ISBN 2-7368-0037-0
Levr X - 25 euro -
ISBN 2-7368-0040-0

Levrenn I: A-B
Levrenn II: C-DEB
Levrenn III: DEB-EMBEG
Levrenn IV: EMBEG-FLAG
Levrenn V: FILET-IMPUNI
Levrenn VI: IMPUNITÉ-MARCHE
Levrenn VII: MARCHE-PASSANT
Levrenn VIII: PASSE-RACONTER
Levrenn IX: RACONTER-SITÔT
Levrenn X: SITUATION-ZYGOMA

Diougan Gwenc'hlan
Per Denez 

Romant
12 x 18,5 cm — 140 p. — 8 euro

Romant o c’hoarvezout e Kembre awenet gant diougan Gwenc’hlan, ar barzh brudet.

Dre ar prenestr
Goulc’han Kervella 

Danevelloù
13 x 20 cm — 168 p. — 13 euro
ISBN 2-7368-0066-4

Meur a zanevell eus al levr-mañ a zo bet savet diwar darvoudoù gwir, ar re all a zo bet diwanet e penn ar skrivagner. Awenet int bet gant bed ar vedisined pe neuze buhez an dud e Bro-Bagan. N’eus ket ezhomm ken da ginnig ar skrivagner, meur a levr a zo dija war e anv, anez kaozeal eus e obererezhioù all.

Dre inizi ar bed keltiek
Maodez Glanndour 

Skridoù-arnod
12,5 x 18,5 cm — 232 p. — 13 euro
ISBN 2-7368-0031-1

Dastumad prezegennoù diwar-benn hor c’heltiegezh: en arz, el lennegezh, er varzhoniezh.

E penn an hent
Youenn Olier 

Romant
12 x 18,5 cm — 192 p. — 9 euro

Romant a dremen en amzer da zont, en amva ar stourm broadel.

E skeud tour bras Sant Jermen
Yeun ar Gow 

Danevell-buhez
12,5 x 18,5 cm — 256 p. — 8 euro

Eñvorennoù bugaleaj ar skrivagner Yeun ar Gow, ginidik eus Pleiben.

E vrennigenn ziwezhañ
Goulc’han Kervella 

Danevelloù
12,5 x 18,5 cm — 176 p. — 13 euro
ISBN 2-7368-0056-7

A-raok ober e vicher eus ar c’hoariva, eo bet Goulc’han Kervella medisin. Setu aze 10 danevell o tennañ da ved ar c’hleñvedoù pe ar medisinerezh, awenet gant e skiant-prenet.

Emgann Kergidu
Lan Inizan 

Romant
Levrenn I — 12,5 x 18,5 cm — 240 p. — 11 euro
Levrenn II — 12,5 x 18,5 cm — 244 p. — 11 euro

Danevell an dispac’h gwelet gant ur beleg a vro Leon a-du gant ar roue. Ur skeudenn eus ar mare displeget gant ur c’honter hep e bar.

En tu-mañ d'an ifern
Jef Philippe 

Danevelloù
12 x 18,5 cm — 164 p. — 8 euro
ISBN 2-7368-0000-1

An dek danevell-mañ zo graet evit ar re a blij dezho skrijal gant ar spont. Da vezañ lennet diouzh an noz, anat.

En ur rambreal
Yann-Vari Kerwerc'hez 

Romant
13 x 20 cm — 256 p. — 9 euro

Ar c’hentañ polar e brezhoneg, leun a fent hag a vuhez.

Enez an Teñzor
Robert Louis Stevenson, tr. Yeun ar Gow

Evit bihan ha bras - Romant
12,5 x 18,2 cm — 240 p. — 13 euro
ISBN 2-7368-0061-3

Kontañ a ra R.L. Stevenson troioù-kaer martoloded o klask un teñzor bet kuzhet gant forbanned en un enezenn distro. Ne vint ket o-unan avat, reuz, kann hag ur bern darvoudoù a vo a-hed an istor.

Eñvorennoù
Roparz Hemon 

Danevell-buhez
12,5 x 18,5 cm — 160 p. — 13 euro
ISBN 2-7368-0053-2

Eñvorennoù yaouankiz Roparz Hemon, barzh, romantour, yezhoniour ha stourmer, a ouestlas e vuhez a-bezh d’ar brezhoneg.

Eñvorennoù ur prizoniad
Alan an Diuzet 

Danevell-buhez
13 x 20,5 cm — 82 p. — 5 euro

Eñvorennoù Alan an Diuzet, pa oa bet prizoniet gant an Alamaned e-doug ar brezel diwezhañ.

Evel-se e oamp
Herve Herri 

PRIZ LANGLEIZ 1981

Danevelloù
12 x 18,5 cm — 224 p. — 10 euro

Trizek istor berr, awenet gant buhez ar skrivagner e-unan, a dremen e bed ar moullerezh, e Montroulez.

Evidon va-unan
Ronan Huon 

Barzhonegoù
14 x 19 cm — 124 p. — 8 euro

Fri Korloko
Tudual Huon 

Bannoù-treset
21 x 30 cm — 40 p. — 6 euro

Ur sell farsus war ar c’hudennoù ekologel ha politikel er bloavezhioù 70 e Breizh.

Gant avel ar vuhez
Loeiz Bihannig 

Danevell-buhez
12,5 x 18,5 cm — 160 p. — 13 euro
ISBN 2-7368-0057-5

Eñvorennoù Loeiz Bihannig, bet bezhinaer e Landeda, martolod hag emsaver.

Geotenn ar werc'hez
Jakez Riou 

Danevelloù
14 x 21 cm — 118 p. — 7 euro

Danevelloù skrijus, blaz ar velkoni ganto, lakaet da dremen war ar maez, en ur gevredigezh steuziet en deiz-a-hiziv, ha skrivet gant nerzh.

Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien
Lukian Raoul 

Yezh
16,5 x 24 cm — 432 p. — 23 euro
ISBN 2-7368-0034-6

Setu disoc’h ul labour enklask divent, ur renabl eus holl skrivagnerien ha yezhourien vrezhonek aet da anaon a-raok miz Meurzh 1992.

Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re
Per Denez 

Romant
12 x 19 cm — 102 p. — 8 euro

Un skrid-polis, leun a skrij hag a gevrin.

Grammaire bretonne
Roparz Hemon 

Yezh - Yezhadur
14,5 x 21 cm — 112 p. — 8 euro
ISBN 2-7368-0001-X

Gurvan ar marc'heg estrañjour
Tangi Malmanche

Pezh-c'hoari
14 x 19 cm — 144 p. — 9 euro

Mister e tri arvest, gwerzennet, o tremen e-kerzh ar grennamzer. Hemañ eo pezh-c’hoari brudetañ Tangi Malmanche.

Gwiadenn ar vuhez
Benead

Barzhonegoù
18,5 x 23 cm — 38 p. — 5 euro

Gwreg an toer / Marvailh an ene naonek
Tangi Malmanche 

Pezh-c'hoari
14 x 19 cm — 84 p. — 7 euro

Daou bezh berr. Karantez, marv, strafuilh hag enkrez e buhez tud ar vro.

Hent Arkadius
David ar Gall 

Danevelloù
15,5 x 22 cm — 172 p. — 13 euro

Gouzout a raemp e oa danvez skrivagnerien nevez e Breizh. Gant an tolpad danevelloù-mañ e kompreno al lenner emañ David ar Gall, gwenedour eus Bro-Bourlet, da vezañ lakaet e-touez ar re varrekañ ha soutilañ, ar re eo puilh o awen ha ouesk o fluenn. Lakaat a ra war-wel ur bed liesliv: a-wezhioù teñval ha du, livañ a ra bedoù kriz, amzerioù da zont goulazhet, bedoù pulluc'het, gant fent ur Gwenedour evel-just. Gwezhioù all e vo trec'h ar vuhez, ar garantez. War hent Arkadius ne c'hell ket an enoe bout trec'h gwezh ebet...

Ho kervel a rin en noz
Roparz Hemon 

Danevelloù
12 x 18,5 cm — 260 p. — 11 euro

Pemp danevell ha tregont, enno fent ha faltazi, evit ar re a zo o kregiñ gant hor yezh.

Ifern yen ha merc'hed klouar
Yann Gerven 

Danevelloù
12,5 x 18,5 cm — 304 p. — 17 euro
ISBN 2-7368-0048-6

Danevelloù farsus, leun a faltazi, ma’z adkaver pluenn donezonet Yann Gerven.

Istorioù beleien
Tad Medar 

Danevelloù
12,5 x 18,5 cm — 192 p. — diviet
ISBN 2-7368-0027-3

Setu ur strobad istorioù berr ha fentus, koulz hag un nebeud prederiadennoù, gant an Tad Medar.

Kammdro an Ankoù
Loeiz Herrieu 

Danevell-buhez
13 x 20 cm — 318 p. — 17 euro
ISBN 2-7368-0043-5

Deizlevr brezel ar skrivagner gwenedat, savet diwar notennoù, pa dremenas pevar bloavezh war an talbenn eus 1914 da 1918. Skeudennaouet gant an aozer.

Kan an Douar
Anjela Duval

Barzhonegoù
14 x 19 cm — 182 p. — 12 euro
ISBN 2-7368-0084-0

Anjela Duval [1905-1981] — barzhez ha skrivagnerez a Vro-Dreger (ar C’houerc’had).Ul lid hag ur c’han heson da zouar he bro eo dastumad barzhonegoù barzhez Traoñ-an-Dour. He bro penn-kil-ha-troad eo a zeu war wel : an natur evel-just, an dud ivez, identelezh Breizh, al labour-douar, hec’h endro pemdeziek, na petra ‘ta. He fluenn flour ha lemm lies gwezh a laka al lenner da dañva he c’harantez evit he zud, he yezh, hec’h endro a-bezh. Gant kizidigezh e tispak deomp an enkrez hag an nec’h o virviñ enni pa ‘z eus anv eus amzer da zont he yezh hag he sevenadur ; kounnar a sav enni pa wel « Alouberien » o tistruj ar pezh a zo an tommañ d’he c’halon : he bro. Hor broudañ a ra Anjela Duval gant « Kan an Douar » da ganañ ganti Kan ar Garantez hag an Denelezh...

Kenavo, Amerika
Jakez Konan 

PRIZ LANGLEIZ 1984

Romant
12,5 x 18,5 cm — 168 p. — 9 euro
ISBN 2-7368-0016-8

Tremen a ra ar romant-mañ en Amerika. Un digarez d’ar skrivagner da sevel taolennoù brav diouzh natur gouez ha gwerc’h ar vro-hont.

Kergelenn, alouber an dremmwel
Herve Gouedard

Romant
13 x 20 cm — 130 p. — 12 euro
ISBN 2-7368-0081-9

Penaos e teuas un tammig noblañs a Vreizh-Izel da vezañ ur moraer brudet hag un ergerzher bras...
« Ar c’haier-mañ, a stagan hiziv da zuiñ ar pajennoù anezhañ, a gavi ennañ, Mai vihan, dezrevell feal ma foanioù, ma flijadurioù, ma strivoù, ma disouezhennoù. Klask a rin livañ gant reizhded ha gant gwirionded kement a zo aet d’ober ma zammig buhez, hag ur frealz eo din soñjal e vo talvoudus dit an danevell a stagan hiziv ganti, hag e c’helli tennañ splet diouzh kement emaon o vont da skrivañ diwar vremañ, hag en treuzkas, d’az tro, d’ar vugale a vo roet dit deiz-pe-zeiz. Dastumet em eus skiant a-hed ma buhez turmudus, ha, ma teurvezez lenn an danevell-mañ betek penn ez po, amañ-ahont, alioù fur da glevet diganin. »
Savet eo ar romant-mañ e stumm un danevell-vuhez kinniget gant Erwan-Jozef a Gergelenn (1734-1797), ar moraer brudet, d’e verc’h-vihan.
Dindan pluenn gizidik, awenet-kaer ha titouret-mat Herve Gouedard e santer ar from, ar youl hag an nerzh a oa o virviñ en askre ar merdead meur, a gave dezhañ koulskoude ne oa, e gwirionez, netra all nemet ur c’hoariell e palv-dorn an tonkadur...

Klemmgan Breizh
Reun ar C’halan

Barzhonegoù
14 x 19 cm — 80 p. — 8 euro
ISBN 2-7368-0011-7

Komzoù bev
Maodez Glanndour

Barzhonegoù
18,5 x 22,5 cm — 196 p. — 11 euro
ISBN 2-7368-0012-5

Kontadennoù ar bobl
Fañch an Uhel 

Kontadennoù
13 x 20 cm
Levrenn I — 304 p. — 15 euro - ISBN 2-7368-0002-8
Levrenn II — 256 p. — 15 euro - ISBN 2-7368-0013-3
Levrenn III — 224 p. — 15 euro - ISBN 2-7368-0021-4
Levrenn IV — 112 p. — 12 euro - ISBN 2-7368-0023-0
Levrenn V — 192 p. — 12 euro - ISBN 2-7368-0042-7

Evit ar wech kentañ e kaver amañ, e brezhoneg, an embannadur klok, e 5 levrenn, eus ar c’hontadennoù bet dastumet gant an Uhel a-hed e vuhez, anezho unan eus teñzorioù hol lennegezh pobl.

Kontadennoù Kernev
Yeun ar Gow 

Kontadennoù
12,8 x 18,5 cm
Levrenn I — 192 p. — 13 euro - ISBN 2-7368-0054-0
Levrenn II — 200 p. — 13 euro - ISBN 2-7368-0055-9

23 c’hontadenn (14 el levrenn gentañ ha 9 en eil) ma kaver yezh saourus ha pinvidik Yeun ar Gow, ha peurzeskiñ brezhoneg a c’heller ouzh o lenn.

Koulz ar c'hastrilhez
Herve ar Gall

Romant
15,4 x 21,8 cm — 232 p. — 13 euro
ISBN 2-7368-0073-4

Lec'hiet eo eil romant Herve ar Gall e Breizh hag e Bro-Anjev d'ur mare ma oa reuz bras dre ar vro (etre 1794 ha 1800). Emsavadeg a oa bet un tamm e pep lec'h dre ar vro a-enep ar Republik, a-enep ar Re C'hlas. Ar Chouanted a oa niverus o armeoù ha renet e oant gant tud taer ha dizaon: Kadoudal, Boishardy, Roue Begnen, Markiz ar Rouari. Studiet pizh en deus Herve ar Gall ar prantad-se eus Istor Breizh met lakaet en deus e ijin hag e faltazi da labourat a-benn kinnig deomp un istor un tamm mat disheñvel memes tra... Mont a ra an tu gounit gant ar Bleizi Ruz... Deomp 'ta da heul Pêr Mengi, Kaourintin, Erwan Madeg hag o mignoned, difennerien Republik Breizh!

Kregin-mor
Maodez Glanndour 

Skrid-arnod
12,5 x 18,5 cm — 256 p. — 14 euro
ISBN 2-7368-0019-2

Dastumad soñjoù Maodez Glanndour war ar sevenadur, an arz, ar yezh, an istor, ur skrid nerzhus eo, anezhañ testamant ar barzh en ur mod.

Kroc'hen azen
Charles Perrault

Kontadenn
14,5 x 19 cm — 22 p. — 4 euro

Laenneg medisin
Goulc’han Kervella 

PRIZ LANGLEIZ 1983

Danevell-buhez
12 x 18,5 cm — 208 p. — 11 euro
ISBN 2-7368-0010-9

Ouzhpenn bezañ medisin, René-Théophile Laenneg a oa ivez brezhoneger ha keltiegour... war an dra-se ivez en deus pouezet Goulc’han Kervella o kontañ buhez Laenneg.

Lannevern e kañv
Jakez Konan 

Danevelloù
12 x 18,5 cm — 224 p. — 9 euro

Danevelloù fentus pe krisoc’h, rannet e div lodenn: an hini gentañ o c’hoarvezout e Breizh, an eil o tremen er C’hanada.

Lara
Goulc’han Kervella 

Danevelloù
12,5 x 18,5 cm — 216 p. — 12,50 euro

13 danevell hag a denn d’an hevelep tem: tud klañv en o fenn. Met estreget degas en e skridoù skiant-prenañ e vicher gozh a ra Goulc’han Kervella: eztaolet e vez gantañ ivez e vro orin, arvor Bro-Leon.

Levr ar blanedenn
Reun ar C’halan

Barzhonegoù
14 x 19 cm — 144 p. — 8 euro

Levr bourzh ar veaj kentañ
Kristof Goulm, tr. Filip Oillo 

Danevell-buhez
12,5 x 18,5 cm — 220 p. — 13 euro
ISBN 2-7368-0039-7

El levr-mañ e vo kavet lodenn gentañ beaj Kristol Goulm. Bez’ ez eo un destenn a bouez evit istor ar bed hag ivez un testeni bev eus un darvoud ken pouezus all: stokad daou sevenadur disheñvel-mat.

Liñvadenn Kastellaodren
Herve Gouedard 

PRIZ LANGLEIZ 2009

Danevelloù
13 x 20 cm – 400 p. - 15 euro
ISBN 2-7368-0075-8

N'eus ket da dortal, Herve Gouedard a oar kas al lenner d'e heul ha rannañ gantañ ar bed, intret a chaok, a enkrez, a zaeloù, difluket diwar e faltazi hag e ijin. Gant kalz ampartiz e oar itrikañ istorioù skrijus evel 'Liñvadenn Kastellaodren" ha lakaat anat ene trubuilhet e harozed evel en danevell "Stille Nacht" da skouer. An tudennoù krouet gantañ a zo tud, kig hag eskern anezho, renet gant o sorc'hennoù hag o c'hoantoù diroll, ha koll o furnez a reont pa fell dezho mont betek penn o mennad. N'int ket mestr ken war o amzer da zont ha koll a reont lies gwech. Diskouez splann lodenn deñval hon ene, diguzhat an tasmantaù a vag hon hunvreoù kuzh, furchal e don askre mab-den ha diskoachañ e wanderioù, sed aze perzhioù dibar skridoù Herve Gouedard.

Ma c'helljen-me kanañ laouen
Strollad ar Vro Bagan

Barzhonegoù
13,8 x 21 cm — 36 p. — 3 euro

Ar pezh-c’hoari-se a zo bet savet gant Strollad ar Vro Bagan, renet gant Goulc’han Kervella. C’hoariet eo bet meur a wech ha graet en deus perzh bras. Amañ e vo kavet ar skrid, met ivez ar c’hanaouennoù, gant an tonioù da heul.

Mari Vorgan
Roparz Hemon 

Romant
12 x 18,5 cm — 168 p. — 9 euro

C’hoarvezout a ra traoù gwall iskis e bourzh ar Vari Vorgan; tamm ha tamm e teuio medisin ar bourzh da c’houzout ez eus ur vorganez o chom war e vag. Ur romant leun a faltazi hag a zarvoudoù marvailhus.

Méthode rapide de breton
Roparz Hemon 

Deskiñ
12,5 x 18 cm — 104 p. — 7 euro

Pêr, Jakez, Yann hag ar re all
Lukian Tangi 

PRIZ LANGLEIZ 1987 

Danevelloù
12,5 x 18,5 cm — 166 p. — 10 euro
ISBN 2-7368-0022-2

Kavet e vo amañ un eizh bennak a zanevelloù, fentus ha goapaus peurvuiañ ha buhezek bepred, skrivet en ur yezh poblek ha pinvidik.

Pinvidigezh ar paour
Goulven Jacq 

PRIZ LANGLEIZ 1976

Danevell-buhez
12 x 18,5 cm — 164 p. — 9 euro

An aozour a gont amañ e vugaleaj e Plougastell, e penn-kentañ an xxvet kantved.

Pirc'hirin Kala-Goañv
Abeozen

Danevelloù
12 x 18,5 cm — 208 p. — 9 euro
ISBN 2-7368-0015-X

Istorioù a c’hoarvez etre an daou vrezel-bed e Bro-Leon.

Plac'hedigoù o ler rous
Yann Gerven 

Danevelloù
12,5 x 18,5 cm — 304 p. — 18 euro
ISBN 2-7368-0047-8

Fent, skiant-faltazi ha startijenn an hini a ya d’ober ar c’hwezek danevell-mañ, ma anavezer barregezh dibar ar c’honter Yann Gerven.

Rederig-e-galon-noazh
Maguy Kerisit

Romant
13 x 20 cm — 110 p. — diviet
ISBN 2-7368-0068-0

Nag a levenez hag a frankiz pa teu an hañv hag ez eo echu gant ar skol. Neuze e c'hell Rodrig mont da redek war an tevenn, kantren e-touez ar reier, analat c'hwezh ar bezhin, sellet ouzh ar mor... hunvreal. Vona, ur vignonez a-gozh, a vez e Koad-manac'h ivez e-pad ar vakañsoù ha plijet eo Rodrig en he c'hompagnunezh. P’en em gav Agat avat ez eo un afer all, hag un tamm fonnusoc'h e sko e galon en e greiz. 

Robinson Crusoe
Daniel Defoe, tr. Yeun ar Gow

Evit bihan ha bras - Romant
13 x 20 cm — 160 p. — 13 euro
ISBN 2-7368-0060-5

Kontañ a ra Daniel Defoe peñse Robinson Crusoe war un enezenn didud. Didud? Ket kement-se: debrerien-dud, prizonidi, darvoudoù a bep seurt ha dreist-holl mignoniezh Gwener.

Romant ar roue Arzhur
Xavier Langleiz 

Romant
19 x 23 cm — 192 p. — 13 euro

Mojenn Breizh adskrivet gant Xavier Langleiz, letrennoù gant an aozer.

Rouanez an erc'h
Hans Christian Andersen

Kontadenn
14,5 x 19 cm — 22 p. — 4 euro

Sizhun ar breur Arturo
Youenn Drezen 

Romant
12,5 x 18,5 cm — 88 p. — diviet
ISBN 2-7368-0029-X

Istor un danvez manac’h. Hervez lod e vefe eus al levr-mañ oberenn wellañ Youenn Drezen.

Skol-louarn Veig Trebern
Youenn Drezen 

Romant
16 x 24 cm
Levrenn II — 176 p. — 11 euro
Levrenn III — 204 p. — 11 euro

Troioù-kaer ur paotrig bihan eus Pont-’n-Abad, e penn-kentañ an xxvet kantved, a gav gwelloc’h mont da redek dre ar parkeier eget mont da bourmen en e levrioù-skol.

Skridoù Frañsez Kervella

Skrid-arnod
12 x 18,5 cm — 224 p. — 13 euro
ISBN 2-7368-0038-9

Dastumet en deus Per Denez, diwar Breiz Atao, Gwalarn ha Galv, an holl bennadoù savet gant Frañsez Kervella etre 1930 ha 1941 war ar politikerezh hag an istor.

Telennganoù
Maodez Glanndour 

Barzhonegoù
14 x 19 cm — 88 p. — 8 euro
ISBN 2-7368-0009-5

Ti Vatriona
Alexandre Soljenitzyn, tr. Ernest ar Barzhig 

Romant
12 x 18,5 cm — 80 p. — 7 euro

Goude bezañ bet prizoniet a-hed bloavezhioù e lec’hioù poultrennek ha tomm-gor, Ignatich en deus goulennet bezañ kelenner e kreizig-kreiz Rusia, a-rez ar c’hoadeier frondus.

Tonkad kriz Tom Bruise
Yann Gerven

Romant
88 p. — 10 euro
ISBN 2-7368-0071-0

Petra a c'hell ur paotr yaouank ober 'ta pa vez tapet en ur pred familh... selaou ragach ar re gozh, fistilh ar maouezed ha gortoz e vije fin d'an abadenn pe ober evel ma ra Thomas Broustal, hunvreal ha leuskel e spered da nijal hag itrikañ un istor spierien skrijus e kompagnunezh Tom Bruise ha Lucy-Anna...

Torrebenn
Yann Bijer

Romant
13 x 20 cm — 412 p. — 15 euro
ISBN 978-2-7368-0083-3

Er C’hab-Kaval emañ ar stourm o tiwan diwar atiz Youenn Kerdrañvad, an den fur bet manac’h, Laou ar Prad, ur paotr yaouank ha kalonek ha Cherm Bloñs, ur gwaz gwad tomm dindan e ivinoù. Hemañ hag a vez graet an Teodeg dioutañ, ne vo ket seizh daleetoc’h evit broudañ e genseurted.
Brudet eo Emsavadeg ar Bonedoù Ruz e-touez ar Vretoned kar-o-bro ha garanet don an darvoudoù-se e memor an dud. Drailh a oa savet e kement korn ar vro pa oa aet faez ar bobl gant an taosoù a yae war greskiñ, ha hi gwall vreset gant ar paper-timbr hag an tailhoù diniver c'hoazh. Dav e oa talañ ouzh gwaskerien ar bobl ha taer e oa ret mont de’i. 
Diwar an irienn-se en deus savet Yann Bijer e romant ma laka tud pobl Vreizh war ar bazenn uhelañ.

Traoñ an Dour
Añjela Duval

Barzhonegoù
13,5 x 18,5 cm — 144 p. — 10 euro

Traoù kouer
Herve Bihan

PRIZ LANGLEIZ 2010

Danevelloù
13 x 20 cm — 148 p. — 12 euro
ISBN 2-7368-0079-6

Herve Bihan ’zo bet ganet e Landreger e 1956. Kelenner brezhoneg eo e Skol-veur Roazhon 2 abaoe ur pemzek vloaz bennak. Ren a ra ar gelaouenn yezhoniezh Hor Yezh abaoe 1996. Tro en deus bet da embann danevelloù er gelaouenn Al Liamm hag ivez troidigezhioù diwar ar saozneg, ar spagnoleg, ar galizeg hag ar c’hembraeg, koulz e-barzh Al Liamm hag e-barzh Al Lanv.
Goude ma vije kriz a-walc’h an darvoudoù kontet gant Herve Bihan en e zanevelloù e tifluk prim hag en un doare dic’hortoz alies fent ha mousfent an Tregeriad a zo anezhañ.
Lod eus an danevelloù a zo tost kar d’an danevelloù polis: memes framm, memes entan, memes from. Mont a reer da heul ur “serial killer” pe ur paotr yaouank trelatet gant ar relijion ha war glask ur garantez na c’hell ket kaout, kejañ a reer gant ur c’higer aet skuizh gant e wreg ha mestr war ar c’hoari kontell...
Liesseurt eo an tudennoù er bed krouet gant Herve Bihan: kelennerien, klaskerien-vara, tud paour, lonkerien, hailhoned ha menec’h int ha kement hini anezho a c’hoari e berzh, mat pe fall, e poull-tro ar vuhez lusket gant karantezioù brevet, barradoù alfo ha dizesper, hurlinkoù deuet da wir, digasted ha sotoni an dud...
Lakaat a ra ivez Herve Bihan war-wel goulioù a vez pell o pareañ pa’z eus kaoz gantañ eus tonkad kriz ur paotrig yuzev e-pad an eil brezel bed pe mac’homerezh an arme c’hall en Aljeria.

Tristan hag Izold
Xavier Langleiz 

Romant
18 x 23 cm — 230 p. — 13 euro

Ar vojenn geltiek adwelet gant Xavier Langleiz, 20 tresadenn gant an aozer.

Truez va Doue
Didrouz 

PRIZ LANGLEIZ 1990

Danevelloù
12 x 18,5 cm — 232 p. — 9 euro

Nav danevell gant ur skrivagner ginidik eus a Vro-Leon.

Un dornad plu
Youenn Gwernig

Barzhonegoù
16,5 x 22,5 cm — 208 p. — 15 euro
ISBN 2-7368-0050-8

Dastumad barzhonegoù divyezhek (brezhoneg-saozneg) bet skrivet gant Youenn Gwernig. Ul lodenn vras anezho a zo bet skrivet e New York e-lec'h ma labouras etre 1957 ha 1969. Eno e tarempredas barzhed ar Beat Generation, en o zouez Jack Kerouac. Priz Langleiz 1996.

Ur breizhat oc'h adkavout Breizh
Roparz Hemon

Pennadoù
11,5 x 18,5 cm — 256 p. — diviet

Kavout a reor amañ pennadoù preder diwar-benn Breizh, a oa bet embannet da gentañ e-barzh Breiz Atao ha Gwalarn.

Ur brezelour e oan
Donnachadh Mac Ghomhnaill, tr. M. Madeg

Romant
13 x 20 cm — 392 p. — diviet
ISBN 2-7368-0065-6

Er c’hwezekvet kantved emaomp. E Bro-Skos, e-touez ar Ouezeled, ez eus reuz evel ma’z eus d’an ampoent er pep brasañ eus Europa. Ur paotr yaouank, bet ganet ha savet eno, eo chomet betek ennomp ar gont eus e vuhez ahont. Un istor skrijus. Hini brezelioù dizehan etre klanoù, met ivez ur vuhez kreñv ar plijadurioù enni, pa veze… Golo gant Tudu Huon.

Ur marc'hadour a Vontroulez
Jakez Konan

Evit bihan ha bras
12 x 18,5 cm — 104 p. — 7 euro

Savet eo bet an danevell-mañ diwar un darvoud c’hoarvezet en xviiivet kantved, en ur yezh aes a-walc’h.

Ur vouezh er vorenn
Ronan Huon 

Danevelloù
12 x 18,5 cm — 200 p. — 9 euro

Nav danevell gant oberour An irin glas o plediñ gant digenvezded an den.

Va levrig skeudennoù
Maodez Glanndour

Barzhonegoù
14,5 x 20,5 cm — 56 p. — 7 euro

Va zammig buhez
Jarl Priel 

Danevell-buhez
12 x 18,5 cm — 194 p. — 10 euro

Amañ e kont ar skrivagner, gant kalz a fent tregeriat, lodenn gentañ e vuhez virvidik.

Vijelez an deiz diwezhañ
Maodez Glanndour

Barzhonegoù
19 x 23 cm — 24 p. — 5 euro

War barlenn an amzer
Tugdual Kalvez

Barzhonegoù
82 p. — 8 euro
ISBN 2-7368-0070-3

Goude "Blaz ar vuhez" (Mouladurioù Hor Yezh, 1999), bet roet dezhañ Priz Langleiz 2000, setu eil dastumadenn barzhonegoù brezhoneg penn-da-benn Tugdual Kalvez: "War barlenn an amzer", teskad bet savet etre 1999 ha 2004, war-bouez ar pemp kentañ adkavet gantañ en e baperoù.

War ribl an hent
Roparz Hemon 

Danevelloù
12 x 18,5 cm — 304 p. — diviet

Pemzek danevell bet embannet da gentañ e Gwalarn etre 1925 ha 1944, pe e-barzh ar gelaouenn Al Liamm etre 1948 ha 1968.

Yezhadur berr ar brezhoneg
Roparz Hemon 

Yezh - Yezhadur
14,5 x 21 cm — 128 p. — 8 euro

Yezhadur bras ar brezhoneg
Frañsez Kervella 

Yezh - Yezhadur
13,5 x 21,5 cm — 500 p. — 19 euro
ISBN 2-7368-0044-3