KUZUL AR BREZHONEG

 

KATALOG AN ALARC'H

Yezhoł all

 

Mizoł-kas:

 
3 € (1 levr) 6 € (etre 3 ha 9 levr)
3,50 € (2 levr) 10 € (10 levr ha +)

 

 

Skigner : An Alarc'h

 

Ma fell deoc'h prenań levr pe levr, kasit ho chekenn (warni priz al levr(ioł) + ar mizoł-kas), da:

AN ALARC'H
14 Louzaouenn-an-Hańv / rue du Muguet
22300 LANNUON
Ckekenn da lakaat war anv KUZUL AR BREZHONEG

 

 

Amań ha du-hont / Ici et lą-bas
Per an Intańv

Eńvorennoł - Divyezhek
15 x 21 cm - 202 p. - 10 euro
ISBN 978-2-9520238-9-1

Per an Intańv, labourer-douar o chom e Plistin, en deus lezet eńvorennoł war e lerc’h: reoł e vuhez pemdeziek, prizoniad etre 1940 ha 1945 en Alamagn, pell eus ar gźr, ur mare kriz ha kalet; hag ivez reoł e stourm evit gwellaat stad ar feurmourien vihan goude ar brezel, da heul Tangi Prigent. Levr divyezhek, un darn e brezhoneg, un darn e galleg hep na glotfe dre ret an div destenn an eil gant eben.

Andon ar gasoni
Mich Beyer

Romant
12 x 19 cm - 186 p. - 9 euro
ISBN 978-2-916835-33-4

Ur romant polis eo al levr-mań.

Charlez Riwalan, 43 vloaz, tavarnour ha gwerzher levrioł, 'zo bet kavet marv en e stal. Arm an torfed zo da Rozenn Urcun, końversantez war he leve hag o chom war Enez-Sun, ur gontell-baper zo bet kavet plantet er c’horf. Aes an afer. Re aes hervez an ensellerien Malgorn ha Keruhel...
Skrivet he deus Mich Beyer romantoł (Kan ar Mein, Etrezek an enez, Teńvalijenn) ha danevelloł (Azigoragazar, Lina).

An erc'h du
Marsel ar Barzh

Eńvorennoł
15 x 21 cm - 192 p. - 13 euro
ISBN 2-9520238-3-2

Ur spered lemm, ur spered dieub e bedoł “sparlet” (pevar bloaz kloerdi, ur bloavezh końje, ha dreist pep tra pemp bloaz e kampoł-bac’h Bro-Alamagn e-kerzh ar brezel-bed diwezhań), setu penaos e c’halljed termeniń red buhez Marsel ar Barzh. Taolet en devoa war ar paper, deiz-ha-deiz e brezhoneg, prederiadennoł ha sońjezonoł da heul darvoudoł e vuhez. Lennet e vez e zeizlevr evel ur romant, unan kriz evel m’eo bet e vuhez verr, maget bepred avat gant karantez, fent ha spi…

An Ti a Drizek Siminal
Roparz Hemon

- adembannadur -

Roman polis - Brezhoneg eeun
12 x 19 cm - 182 p. - 9 euro
ISBN 978-2-916835-23-5

"A-greiz-holl, ur prenestr er beg-douar-se, dres dirazań, a voe goulaouet. Ha Youenn ha treiń e lunedenn etrezek ar gouloł. Bez' e welas daou zen oc'h en em gannań. Unan a savas e vrec'h. Ur gontell a oa gantań en e zorn. Sankań a reas ar gontell e bruched egile. Ar gouloł kerkent, a voe mouget."
Youenn Jigouzo, kazetenner en Oriant, a zo deuet da Gameled da vakańsiń. Kerkent hag an noz kentań avat ez eo test eus ul lazhadenn graet en un ti a zo brud iskis gantań: an Ti a Drizek Siminal… 
Ur romant polis aes da lenn, savet e Brezhoneg Eeun diazezet war ar mil ger implijet ar muiań er yezh — peadra d'an deskerien da lenn hep terriń o fenn o klask er geriadurioł.

Ar forzhioł a gomz
Eve Ensler, tr. Ninnog Latimier

C'hoariva
12 x 19 cm - 68 p. - 8 euro
ISBN 978-2-916835-21-1

Eve Ensler a zo bet ganet e 1953 er Stadoł-Unanet. Savet he deus “The vagina monologues” e 1996 ha c’hoariet eo bet ar pezh e Broadway da gentań hag abaoe koulz lavarout er bed a-bezh. Hollvrudet ez eo bremań ha troet eo bet en un hanter-kant yezh bennak. Da-heul he deus krouet an aozadur V-day gant ar pal reiń ar gomz d’ar merc’hed ha difenn anezho a-enep ar feulster a c’houzańvont re alies.
Gouzout a ra Eve Ensler, en he skrid, rentań gant fent ha from al levenez bezań plac’h ha dreist-holl ar stourm o deus ar merc’hed da ren evit bezań dieub war dachenn o seksualegezh.

Argantael
Abeozen

Romant
12 x 19 cm - 60 p. - 6 euro
ISBN 978-2-916835-28-0

Da vare brezel-diabarzh Bro-Spagn ha Talbenn ar Bobl e Bro-C’hall, en em gav asambles Lena hag Alan, daou zivroad yaouank, e Pariz e 1937.
“Argantael” a zo un drama karantez fromus en un aergelc’h politikel.

Ar gariadez vaen
Yann Fulub Dupuy

PRIZ LANGLEIZ 2007

Romant
12 x 19 cm - 284 p. - 11 euro
ISBN 978-2-916835-02-0

Peseurt kevrin 'ta a zo kuzhet e milendall un iliz-veur sebezus a seblant bezań e-maez an amzer? Abaoe m'eo deuet Yann da studiań anezhi e c'hoarvez marvioł skrijus enni... Ha rankout a reer teurel kred war ar mojennoł kozh a ra anv eus ur "manac'h" a vije o hentiń an iliz-veur-se? Goude e desteni Par Dibar (2006), graet fed vat dezhań, e kinnig Yann Fulub Dupuy ur romant polis ha fantastik a oa war e spered abaoe un ugent vloaz bennak. Priz Langleiz a zo bet roet dezhań evitań.

Ar gitar tredan
Jakez-Erwan Mouton

Romant
12 x 19 cm - 102 p. - 8,50 euro
ISBN 978-2-916835-17-4

E dibenn an ugentvet kantved emań ar sonerezh punk gant e skedoł diwezhań. Erwan, paotr bord ar mor, eo gitarour ha pennkaner ar strollad The Privateers. Ha treuzań a ray e sonerezh ar speurenn en deus savet etre ar bed hag eń? Daoust ha lakaat a ray e galon da vezań leuniet gant karantez? Gwall rouestl a zegaso e buhez Estelle, plac'h kźr, poellek ha parfet, tapet he c'halon gant unan all dija.
Jakez-Erwan Mouton a daolenn dimp un istor tud ha karantez e kevredigezh disleberik ha reuzus studierien ha yaouankizoł an amzer-se. Priz kentań ar Yaouankiz en devoa tapet e 2007 gant e romant "Katrina".

Ar prenestr arc'hant
Per Pondaven

Barzhonegoł
14,8 x 21 cm - 120 p. - 12 euro
ISBN 978-2-916835-25-9

Anavezet eo Per Pondaven evit e labourioł war ar brezhoneg (anvioł divoutin, bed ar mor...). Ne oa ket anavezet tamm ebet e varzhonegoł, manet diembann betek-henn. Kreńv ha don int koulskoude, berr o stumm, levezonet kenań gant brezhoneg arvor Bro-Leon, an hini a rae gantań bemdez. Un den a furnez e oa Per Pondaven o prederiań etre e sae hag eń war follentez ar bed, sed e kaver sońjoł du en enno alies, ha bez’ ez eus anezho ul lidadenn wir en enor d’an natur ha d’ar mor dreist-holl. Ar mor, e vuiań karet, en deus lonket bag ha den un devezh yen e miz Genver 2008.
Diwar zorn Pierre Guerrier eo ar skeudennoł savet a-ratozh evit mont gant ar pezhioł barzhoniezh an dastumad, ha gant Cheun ar Gall eo bet savet ar rakskrid. 

Ar roc'h / Le roc
Yann Fulub Dupuy

Danevelloł - Divyezhek
12 x 19 cm - 180 p. - 10 euro
ISBN
978-2-916835-12-9

Bodet ez eus bet amań istorioł berr : karantezioł diaes dezho dont da wir, bout sevenet, bout diskuliet, buhezioł foeltret gant an dilavar pe an argrediń.

Breizh thriller
Y. Kerchalez

Romant - Divyezhek
12 x 19 cm - 256 p. - 9,50 euro
ISBN 2-9520238-8-3

War a seblant eo bet skrapet kelenner brezhoneg ar skolaj… Daoust d’an diskred e klasko e skolajidi war e lerc’h e trowardroioł Roazhon. Suspens, ha fent ivez, a-hed an istor-mań, hep ankouaat ar garantez a vleunio etre an daou grennard a gas an enklask war-raok, Gwenn hag Alex. Savet eo bet an istor-mań gant skolajidi Skolaj Les Chalais e Roazhon gant skoazell o c’helennerez, Caroline Ollivro. Brav eo deuet o zaol ganto gant an istor frammet mat-mań hag aes da lenn.

Brezhoneg Goueloł
Ronan Koadig

Yezh
14,8 x 21 cm - 150 p. - 12 euro
ISBN 978-2-916835-20-4

Brezhoneg Goueloł — hag a vez komzet dre vras etre Pempoull ha Gwengamp — eo moarvat ar rannyezh anavezet an nebeutań eus ar brezhoneg. Alies ne vez ket kemeret e kont, ’zo kaeroc’h, ha lakaet e vez da heul hini Treger. Mard eo gwir en deus kalz a berzhioł boutin gant hemań en deus kalz a berzhioł all dioutań e-unan ivez : e daol-mouezh da gentań penn, e c’herioł, e droioł yezhadur... Perzhioł en deus ivez hag a vez adkavet, pe e Kernev-uhel, pe e Bro-Wened, pe c’hoazh e brezhoneg Bro-Naoned. Hag evit gwir eo un darn eus « brezhoneg ar reter » a veze komzet e Breizh-Uhel gwechall.
Ronan Koadig, kelenner e skol-veur Roazhon 2, a ginnig dimp amań an doare brezhonek, adwelet ha kresket, eus ur studiadenn en devoa kaset war-raok e penn kentań er bloavezhioł 1980.

C'était comme ēa
Herve Herri

Eńvorennoł
11,5 x 18,5 cm - 210 p. - 12 euro
ISBN 978-2-916835-18-1

E 1982 ec’h embannas Al Liamm Evel-se e oamp (priz Langleiz 1981), skrivet gant Herve Herri, anv pluenn Per Roy. Kontań a ra ennań e eńvorennoł pa oa krennard o teskiń ar vicher en un ti-moullań e Montroulez e penn kentań an ugentvet kantved. Izili eus ar gevredigezh Kelc’h Sevenadurel Brezhonek Bro Montroulez o deus troet an destenn e galleg.

Erwan Kerou, barzh Plougonveur
Skridoł strollet gant Pascal Leprźtre

Barzhonegoł
14,6 x 20,6 cm - 112 p. - 10 euro
ISBN 978-2-916835-08-2

Erwan Kerou (1873-1956), Tregeriad, a zo bet labourer-douar hag ezel eus Goursez ar Varzhed. Skrivet en deus bet, betek 1927, pennadoł a bep seurt hag a denne d'ar Brezel 14, d'an natur hag ivez d'ar garantez, e kelaouennoł ar mare-se : Kroaz ar Vretoned, Arvorig, Breiz... Anavazet eo ivez e Plougonveur evit bezań sikouret tud ar vro da skrivań o lizheroł. Ur barzh-labourer test eus un amzer zo bet.

Etrezek an enez
Mich Beyer

PRIZ LANGLEIZ 2008

Romant
12 x 19 cm - 112 p. - 8,50 euro
ISBN 978-2-916835-01-3

Tamm-ha-tamm e tigor Fant levr he buhez: bugaleaj, yaouankiz, oad gour, kozhni... Gant kizidigezh ha donezon e oar Mich Beyer kas al lenner a-hed gwenodennoł ur vuhez leun a garantez hag a vignoniezh, luskellet gant ar sonerezh hag ar mor. Mich Beyer he deus bet priz Frańs 3 ar romant gwellań e brezhoneg e 2007 evit Seizh devezh warn-ugent.

Geriadur an arvor
Per Pondaven

Geriaoueg
14,5 x 20,5 cm - 90 p. - 10 euro
ISBN 978-2-916835-13-6

A-raok dezhań koll e vuhez war vor, hag eń gwall yaouank c’hoazh (45 bloaz ne oa ken), en doa kaset Per Pondaven ur pezh mell labour dastum e-touez brezhonegerien Arvor Bro-Leon. Anavezet eo bremań e labourioł diwar-benn an anvioł-lec’h hag an anvioł-tud.
Savet e oa bet ivez gantań ur geriadur hag a ziskouez deomp gerioł bet klevet e-touez Arvoriz ha komprenet mat c’hoazh an darn vrasań anezho. Teir lodenn a ya d’ober ar studiadenn-mań. Da gentań, ar gerioł implijet e lec’hanvadurezh bord ar mor, gant skouerioł prizius roet da heul. Da eil, „ar mor o vevań“, kaoz a vez diwar-benn ar mor, fur pe foll, ar mareoł hag an divareoł, atav gerioł bet testeniet el lec’hanvadurezh. An trede a zo disheńvel un tammig: gerioł teknikel hag a sell ouzh ar pesketaerezh.
Ul labour pizh ha pinvidik eo hag a zeu da greskiń a-feson hon anaoudegezh eus brezhoneg ar mor.

Geriadur ar brezhoneg komzet
Bernard Chapalain

Geriadur
14,5 x 20,5 cm - 169 p. - 12 euro
ISBN 978-2-916835-22-8

Pa gave gantań e oa dishańval a-walc’h ar brezhoneg skrivet diouzh ar brezhonegoł a gleve en-dro dezhań eo bet Bernard Chapalain o tastum e-mesk an dud penaos e veze lavaret an traoł gante. E Bro-Oueloł en deus labouret da gentań ha ledanaet an dachenn da Vro-Dreger ha da Gernev-Uhel.

E doare ur geriadur galleg-brezhoneg eo graet e labour ha meur a stagadenn da heul diwar-benn danvezioł a bep seurt (anvioł plant, troioł-lavar, gerioł doareań fentus pe goapaus...). Ur skeudenn eo eus ar brezhoneg komzet e tro ar c’hantved e rannoł eus Breizh ha na oant ket bet studiet kalz betek neuze.

Geriaoueg luc'hajoł ar brezhoneg / Vocabulaire argotique breton
Divi Kervella

Geriaoueg
10 x 21 cm - 96 p. - 9 euro
ISBN 978-2-9520238-2-4

Betek-henn e veze lezet gant ar geriadurioł tachenn al luc’hajoł a-gostez. Gant al levr-se e c’hallo al lennerien, a-benn ar fin, ober anaoudegezh gant ar “yezhoł kuzh”.

Gouloł Salomon
Bryan Delaney, tr. Malo Bouėssel du Bourg 

Romant
10 x 19 cm - 60 p. - 5 euro
ISBN 978-2-916835-15-0

Salomon a zo anezhań ul lampon pevarzek vloaz hag a vev en ul lochenn e biojoł ur gźr vihan. Kerzhet a ra betek plasenn kreiz-kźr gant e gi, e Vibl mastaret, ha kaouedadoł pintiged. Krapat a ra gant ur wezenn ha diwarni ec'h embann war ar groaz munudoł fallagriezh kuzhet kźriz. Gogeal a ra Salomon. Sevel a ra kanaouennoł ha prezegennoł ferv ha fentus war un dro, en ur varmouzań gant dansoł feuls ar re a zo o pakań o fegement gantań. Met, a zeiz da zeiz, bep ma tispak e zonezonoł dreistwelour, e teu da vezań dall gant ar banne. Daoust ha gallout a raio ar gumuniezh mantret ha mezhekaet pardonań dezhań bezań bet he c'houstiańs fall. Sed ur flemmgan modern diwar-benn pilpouzerezh hor c'hevredigezh. Bryan Delaney n'en deus ket e bar evit kemmeskań fent, krizder ha barzhoniezh. E yezh rust ha livus a vo kavet da, hep ket a var, gant ar re a blij dezho helavarded Synge ha gwirvoudelezh O'Casey.

Hańvig foar an nec'h & Un nozvezh hańv
Roparz Hemon

Danevelloł
10 x 19 cm - 50 p. - 5 euro
ISBN 978-2-916835-06-8

Hańvig Foar an Nec’h
Daoust ha fur e oa da Wilh mont en-dro da Garanteg bloavezhioł goude bezań tremenet tri miz eno o tiskuizhań?
Un nozvezh hańv
Brav eo mont da foetań bro war varc’h-houarn, brav ivez kaout bod e ti ur mignon kozh war bord ar mor ha koulskoude e c’hoarvezo un darvoud dic’hortoz a-grenn gant Ivon.
Diembann e-barzh levrioł e oa an div zanevell-mań, bet skrivet gant Roparz Hemon war ziwezh e vuhez. E barr e arz danevelliń e tiskouez bezań ganto. Troc’hadoł buhez gwelet gant daoulagad tud yaouank… pe doare Roparz Hemon da welet e yaouankiz ur wech erru war an oad?

Huńvreoł Pźr Mortolod
Jef Gedez

Danevelloł
15 x 21 cm - 176 p. - 13 euro
ISBN 978-2-9520238-5-9

Pźr Mortolod, distro d’e vro c’henidik, a zo maget e huńvreoł gant skeudennoł maouezed iskis. Un deiz e teu unan war-wel da vat! Jef Gedez a ginnig dimp peder danevell awenet gant an natur, darvoudoł e vuhez ha bro e vugaleaj, ma kaver enno marzh, kevrin ha tud dic’hortoz.

Kan ar Mein
Mich Beyer

Romant
12 x 19 cm - 238 p. - 11 euro
ISBN 978-2-916835-16-7

2008. Den ne oar pelec’h eo tremenet Aleks Pennanroz... Da grediń ’zo eo steuziet mik an den yaouank goude ma oa bet profet ur CD dezhań gant e vignon Gabriel Gwareger, ha ma oa aet betek abati Boisgermont da beurgas ur studiadenn da benn... 1348. Tec’het kuit ur manac'h yaouank donezonet eus un abati da heul steuziadenn ur parch sonerezh dibriz ha marv kriz unan eus ar venec'h... Dreist d’ar c'hantvedoł, dre hentoł arvarus an Amzer, eo e tisoc'ho an istor-mań.
Setu amań pevare romant Mich Beyer embannet e ti an Alarc’h. Tapet he deus un dornad mat a brizioł evito : priz frańs 3, priz Langleiz, priz Sten Kidna, priz Imram. Ha mall vez bepred gant al lennerien dizoloiń he skridoł nevez.

Karantez dispaket
A-stroll

Lizhiri
13 x 23 cm - 128 p. - 10 euro
ISBN 978-2-916835-03-7

An Alarc'h embannadurioł en deus kinniget da baotred ha da verc'hed a oadoł hag a vroioł disheńvel, anavezet mat dija evit o skridoł pe ar wech kentań dezho mont da zuań paper, skrivań pep a lizher karantez e brezhoneg. Un tregont bennak a zo bet miret, lod e komz plaen, lod all e doare ur varzhoneg pe kanaouenn.

Karavell
Un dibab 16 danevell

Danevelloł
E brezhoneg : 12 x 19 cm - 218 p. - 12 euro
ISBN 978-2-916835-32-7

E galleg : 12 x 19 cm - 228 p. - 12 euro
ISBN 978-2-916835-34-1

 

Setu amań un dibab 16 danevell e brezhoneg bet skrivet a-hed ur c’hantved pe dost gant skrivagnerien a bep seurt, darn anavezetoc’h eget darn all (Herve Bihan, Alan Botrel, Per Denez, Daniel Doujet, Yann Fulub Dupuy, Maļ Ewen, David ar Gall,Yann Gerven, Roparz Hemon, Maguy Kerisit, Goulc’han Kervella, Jakez Konan, Jef Philippe, annaig Renault, Jakez Riou).
Gant an diouer a gelennadurezh lennegel e brezhoneg a zo er skolioł dre vras, en devo al lenner evel-se un tańva eus ar pezh a c’heller dizoleiń en hor yezh er rummad “danevelloł”, un doare skrivań priziet kenań gant ar vrezhonegerien, koulz gant ar re a skriv ha gant ar re a lenn.
An dibab danevelloł-mań a gaver troet e galleg gant Mich Beyer en ul levrenn all e ti an embanner, hag e-se e c’hallo al lennerien diampart kavout ganti un tamm harp.

La grammaire bretonne pour tous
Eugčne Chalm

PRIZ "PRODUIT EN BRETAGNE" 2009

Yezh - Yezhadur
15,5 x 23,5 cm - 240 p. - 16 euro
ISBN 978-2-916835-07-5

Ur yezhadur eus ar brezhoneg e galleg graet evit ar re a zo o teskiń pe war studi ar yezh, hag ivez evit kement hini c'hoant gantań da wellaat e implij eus ar brezhoneg. Savet eo bet da gentań gant Eugčne Chalm pa oa kelenner brezhoneg ha difazier Skol Ober pa wele pelec’h ha penaos e teuke an deskarded. Adwelet ha kresket eo bet an danvez gant kelennerien Skol Ober. Gant ur yezh aes hag eeun e ra al levr-mań tro lodennoł pennań ha diazez ar brezhoneg. Diouer bras e rae seurt benveg evit an deskidi, ar skolidi hag ar studierien ha kement hini a glask komz ha skrivań brezhoneg bemdez.

Langoat et ses noms de lieux
Kevredigezh "Vivre ą Langoat"

Studiadenn
14,5 x 20,6 cm - 114 p. - diviet
ISBN 978-2-916835-19-8

Studiet eo bet anvioł-lec'h Langoad (Bro Dreger) gant ar gevredigezh "Vivre ą Langoat" ha Divi Kervella. Kavet vo ivez el levr pennadoł diwar-benn istor ar vro ha studiadennoł diwar-benn ar gerioł "kźr" ha "komanant " ken niverus e Breizh Izel.

Le pčlerin de la Toussaint
Abeozen

Danevelloł
12 x 19 cm - 198 p. - 12 euro
ISBN 978-2-916835-27-3

Troidigezh gallek 16 danevell tennet eus an dastumad Pirc’hirin Kala-goańv bet embannet gant Al Liamm e 1969 hag e 1986. Troet eo bet an istorioł-se, a c’hoarvez etre an daou vrezel-bed e Bro-Leon, gant Mikael Madeg.

Le Vieux-Marché / Ar C'houerc'had, ses noms de lieux et leur histoire
Association "ARSSAT Lannion"

Studiadenn
14,8 x 21 cm - 132 p. - 11 euro
ISBN 978-2-916835-31-0

Le Vieux-Marché / Ar C’houerc’had a zo ur studiadenn e galleg diwar-benn 165 anv-lec'h er gumun.
A-drugarez da destennoł ha luc'hskeudennoł a bep seurt e tizoloer ivez glad ar C'houerc'had, chapelioł, kroazioł, milinoł ha feunteunioł hag ivez un tamm eus istor ar gźr
Kavet e vez ivez, el levr-mań, un nebeud titouroł diwar-benn Anjela Duval ha Fańch an Uhel o-daou genidik eus ar C'houerc'had.

Llena Davies & Foar Vre
G.B. Kerverzhioł

Danevelloł
10 x 19 cm - 50 p. - 5 euro
ISBN 978-2-916835-04-4

Llena Davies
Roazhon er bloavezhioł ’40. Stan a labour e rann ar skiantoł er skol-veur, eno ivez emań Llena o studiań. Penaos ec’h echuo an darempredoł etre an daou zen yaouank-mań? Daoust ha gallout a reer lakaat da glotań gwarizi gant karantez, speredoł dieub gant speredoł entanet? Souezhus eo bet istor an danevell-mań, skrivet en un doare modern-kenań a-raok ar brezel, ha bet embannet en un doare damguzh dre ma veze taolennet enni, evit ar wech kentań e brezhoneg, darempredoł korf etre ur gwaz hag ur vaouez. Ken diaes e oa da gavout ken e oa deuet da vezań ur seurt “mojenn”.
Foar Vre
Un estrańjourez o kemer an tren hag o vont da foar ar c’hezeg war Dosenn Menez-Bre; netra souezhus, emezit-hu? An danevell-mań, lakaet da vezań unan eus ar re wellań bet skrivet e brezhoneg, a souezho al lennerien.

Ma bloavezh konikl e Korea
Sylvie Servan-Schreiber, tr. Gireg Konan

Albom evit ar vugale
19 x 25 cm - 32 p. - 8 euro
ISBN 978-2-916835-24-2

E vakańsoł emań Mael ha Maiwenn e Breizh e ti o zud-kozh, Tadig-kozh ha Mammig-kozh.
Soner gourrebed eo Tadig-kozh, deuet eus Korea pell ‘zo. Breizhadez ha c’hoarierez telenn eo Mammig-kozh. Deskiń a raio ar vugale penaos e veze deiz kentań ar bloaz e Korea pa oa bihan Tadig-kozh. Emań eus arouez ar c’honikl e zodiak Sina. Aozań a raint ur wastellenn garotez evit e drugarekaat!

Pa ra glav
Leire Salaberria

Evit ar re vihan
24,5 x 21,5 cm - 36 p. - 10 euro
ISBN 978-2-916835-30-3

Setu ul levrig evit ar vugale oc’h reiń meuleudi d’ar glav.
Na pegen brav vez an disglaverioł a bep seurt liv er straedoł, na pegen plijus gwelet ar gwez o c’hlasaat ha sellet dre ar prenestr ar glav pil oc’h ober hep ankounac’haat mont da c’hoari er poulloł-dour !
Al levr-mań skrivet ha skeudennaouet gant Leire Salaberria en deus bet priz kentań priz V Premio Etxepare 2011 ar gwellań levr savet en euskareg evit ar vugale.
Troet eo bet e brezhoneg gant R. Kervella.

Par dibar
Yann Fulub Dupuy

Romant
12 x 19 cm - 128 p. - 8 euro
ISBN 978-2-9520238-7-5

Testeni gwirion ha didroidell ergerzhadenn ur paotr yaouank war glask e wir bersonelezh p’en deus dizoloet e “zibarelezh”, e oa un heńvelreviad anezhań. Graet eo ivez an testeni-mań evit skeiń rakvennozhioł a-blaen, evit reiń da c’houzout ha neuze da gompren.

Piv a glevo?
Herve ar Gall

PRIZ LANGLEIZ 2003

Romant 

11 x 18 cm - 240 p. - eilembannadur - 12.5 euro 
ISBN 978-2-9520238-1-8

Piv a glevo? a gont istor ur c’hrennard war vord ar mor e korn-bro Sant Brieg da vare brezel Aljeria. Etre daou gaouad berralan e tizolo Lanig, ar paotr dilu, bed ar re vras, n’eo ket hepken e-skeud mammig Mōn, tener ha karantezus, hag e dad gloazet, komunour e-maez linenn ar strollad, stourmer pennek a gemer perzh en darvoudoł, met ivez da heul “paotred fall” prest bepred da c’hoari las.

Seizh devezh warn-ugent
Mich Beyer

PRIZ FRAŃS 3 2006

Romant
12 x 19 cm - 136 p. - 8,50 euro
ISBN 978-2-9520238-6-7

Da heul ur bellgomzadenn dic’hortoz digant e vignonez kozh Rachel e tistro Ludo war lec’hioł e garantez aet da vruzun. Etreze o-daou e ren c’hoari skoemp hag arvarus ar vemor hag an dazont o tegas tro-ha-tro nesaelezh hag eneberezh. E-keit ma vez an den yaouank o livań tresoł ur vuhez nevez diwar e eńvorennoł, plijus pe boanius e vefent, e chom ar vaouez sac’het e lagenn hec’h amzer dremenet. Etre lusk ar gest ha touell ar milendall.

Sizhun ar breur Arturo
Youenn Drezen 

Romant
12 x 19 cm - 64 p. - 6 euro
ISBN 978-2-916835-26-6

Breur Arturo, danvez-lean, a zo bet lakaet da gempenn ar chapel. Setu ur plac’h yaouank eus kźr, Palmira, o tont da bediń an Aotrou Doue hag ar Werc’hez e-barzh ar chapel-se hag ar manac’h yaouank neuze oc’h en em lakaat da sellet outi. Sevel a raio neuze ur brezel diabarzh e kalon hag e penn ar manac’h...
Unan eus pennoberennoł ar skrivagner eo an danevell hir-mań a vez embannet amań evit ar pevare gwech. Un heklev eo eus ar pezh a oa c’hoarvezet gantań pa oa war e studi er c’hloerdi hag a cheńchas mik e vuhez.

Skrapadenn ar paotr a zalc'he koun eus e vuhez kent
Satyajit Ray, tr. Yann Varc'h Thorel 

Romant
12 x 19 cm - 198 p. - 10,50 euro
ISBN 978-2-916835-00-6

Moukoul, ur paotrig 10 vloaz, en deus galloud, dre e hunvreoł, da zistreiń d'ur vuhez kent. E dad, goude bezań klevet anezhań o komz eus traezh ha pauned, traoł hag a zo dibaot ha dianav d'ar paotrig, a ya da gaout Felouda, un enklasker brudet. Ha setu Moukoul ha skipailh an enklasker war hent ar Rajasthan evit klask un teńzor kuzhet. Met n'emaint ket o-unan. Piv a erruo da gentań?

Tan ha skorn an noz
A-stroll

Danevelloł
12 x 19 cm - 112 p. - 9 euro
ISBN 978-2-916835-09-9

Digoret eo bet dorioł an noz gant 10 skrivagner a-vremań. Etre daou benn an noz e tiskouez an traoł bezań amplaet ha kizidikaet: ar skrij, ar garantez hag ar fent... du?

Teńvalijenn
Mich Beyer

Romant
12 x 19 cm - 116 p. - 9 euro
ISBN 978-2-916835-11-2

Evit peurechuiń he romant diwezhań ez a Elena da dremen un toullad devezhioł e sioulder Enez Sav. Met kejań gant ur skrivagner dianav dezhi war an enezenn a lakao, da vat, mesk ha freuz en he buhez.

Teod ar balafenned
Manuel Rivas, tr. Mark Kerrain

PRIZ FRAŃS 3 2010

Danevelloł
12 x 19 cm - 56 p. - 6,50 euro
ISBN 978-2-916835-14-3

Sonerezh Galiza zo anavezet e Breizh, he lennegezh avat n’eo ket. Poent e oa kavout ul levr gant danevelloł eus ar vro-hont, ha n’haller ket kinnig gwelloc’h eget danevelloł Manuel Rivas, ur skrivagner brudet en e vro.
Komz a ra deomp eus e bobl, labourerien, pesketaerien, ha divroidi, doujańs ennań ouzh an dud reuzeudik, kalet ha bresk war un dro, prest da dec’hel en o hunvreoł. Komz a ra deomp eus karantez, ouzh an dud evel ouzh ar vuhez, en tu all da gorventennoł an ebr hag an Istor.
Ur film zo bet savet gant an danevell « Teod ar balafenned » e 1999.

Trema heolioł kuzhet / Vers des soleils cachés
Per Dioler

Barzhonegoł
14 x 19 cm - 144 p. - 11 euro
ISBN 978-2-9520238-0-8

Dastumad divyezhek barzhonegoł skrivet gant Per Dioler, anv-pluenn Per ar Bihan. Kaeret eo al levr-se gant skeudennoł Gaļde Jégou.

Troioł-kamm Alanig al Louarn
Jakez Riou

Kontadenn
16 x 24 cm - 152 p. - 14 euro
ISBN
978-2-916835-29-7

Alanig al Louarn, gaouiad, teod-lidour, treitour, toueller ha brabańser a veve e Breizh setu pell-pell ’zo bremań. Ne oa ket e bar da itrikań troioł-kamm evit dont a-benn eus e walldaolioł, betek mont da lakaat a-du gantań ar roue ha tudjentil e lez.
Met pegeit e c’hello padout evel-se ?
Ar skrivagner en deus adstummet ur vojenn anavezet mat abaoe ar Grennamzer en Europa a-bezh, hini troioł al Louarn fin. An holl, koulz bras ha bihan, o devo plijadur o lenn pe oc’h adlenn un istor leun a flemm hag a fent skrivet en ur yezh bev-buhezek.
Danevellour, barzh, saver pezhioł-c’hoari brudet, Jakez Riou [ 1899 – 1937 ] a chom unan eus hor skrivagnerien wellań, ha gant ar skrid-mań e vo gallet gwelet e oa ivez ur marvailher donezonet.

Yezh ar vugale / Le breton des enfants et des tout-petits
Herve ar Bihan, Soaz an Tieg

Geriaoueg
10 x 21 cm - 96 p. - 10 euro
ISBN 978-2-9520238-4-0

Gerioł babig, gerioł moumounań hag ivez gerioł gourdrouz… Komz ouzh ar vugale vihan hag ivez diwar o fenn… Deuet eo ar gerioł a gaver el levrig-mań eus bed ar brezhoneg komzet hag ar yezh hengounel. Graet eo ar c’heriaoueg-mań evit an holl re a sav o bugale e yezh ar vro koulz hag ar re o devez da labourat e brezhoneg gant bugale vihan.