KUZUL AR BREZHONEG

 

KATALOG BARN HA SKRID

Yezhoł all

 

Mizoł-kas:

 
3 € (1 levr) 6 € (etre 3 ha 9 levr)
3,50 € (2 levr) 10 € (10 levr ha +)

 

 

Skigner : Barn ha Skrid

 

Ma fell deoc'h prenań levr pe levr, kasit ho chekenn (warni priz al levr(ioł) + ar mizoł-kas), da:

BARN HA SKRID
14 Louzaouenn-an-Hańv / rue du Muguet
22300 LANNUON
Ckekenn da lakaat war anv KUZUL AR BREZHONEG

 

 

An Anv Dinamm, An Divarvel Forbannet ha Fur ar Varzhoniezh
Yann-Varc'h Thorel

Barzhoniezh
14,8 x 21 cm - 101 p. - 9 euro
ISBN 2-86863-092-8

Kinniget e vez dimp dizoleiń arz ha buhez tribarzh sinaat eus an VIIIvet kantved. Gant ur studiadenn war ar varzhoniezh hag he furmoł hag an Istor er mare-hont. 

Ar Saouzanenn
Bernez Tangi

Barzhoniezh
14,5 x 20,5 cm - 89 p. - 6 euro
ISBN 2-9525135-5-5

Teirvet oberenn Bernez Tangi e-giz barzh eo al levr-mań. 

Diwar an uhel
Lan Tangi

Danevelloł
14,8 x 20,6 cm - 131 p. - 10 euro
ISBN 2-9525135-4-8

Goude bezań savet skridoł awenet gant e veajoł a-dreuz ar bed en e dorkad danevelloł kentań e teu an aozer en-dro d'e vro c'henidik. Lec'hiet eo an danevelloł-mań e Menez Are hag en e drowardroioł, panevet div, unan war harzoł Kanada-USA hag unan all en India. Buhez meneziz, dezho o doare, e fin ar c'hantved diwezhań, o vont; trabas-didrabas, gant o zammig-buhez. C'hoantoł, poanioł, stourmoł, kontet war ton ar fent hag ar mousfent. Ganet eo bet Lan Tangi e 1951 e Karanteg (Bro-Leon) ha desavet e Menez Are gant e dud-kozh. Skrivet en deus un torkad barzhonegoł Mousafir e 1997 (priz Langleiz 1998 hag Imram 2001). Ul levr danevelloł Da Goulz an Avaloł (2001), skridoł ul levr luc'hskeudennoł gant Gilles Pouliquen, Menez Are (2003). Ur pezh-c'hoari evit ar radio "Alo, alo, amań Job" (2007), c'hoariet gant Strollad Kastell. O labourat er gevelouri Roudour, e Karaez, emań o chom er Fouilhez.

Govel an dremmwelioł
Alan Botrel

Barzhonegoł
14,5 x 20,5 cm - 202 p. - 11 euro
ISBN 2-9525135-3-1

Ganet eo bet Alan Botrel e Ploue e 1954. Goude studioł war ar brederouriezh, ar yezhoniezh hag ar brezhoneg, e rannvro Pariz hag e Breizh, emań bremań o kelenn e Skol-Veur Roazhon 2. Embannet en deus ivez un torkad danevelloł ha meur a droidigezh diwar ar gresianeg. Kavet e vo amań ar barzhonegoł skrivet gant an aozer etre 1972 ha bremań.

Hin hag Amzer
Jean-Luc Dey

Barzhonegoł
12 x 18 cm - 131 p. - 9 euro
ISBN 2-86863-050-2

Barzhonegoł liesdoare, darn hanter komz-plaen hanter gwerzennoł. Awenet alies gant Iwerzhon, an natur, an amzer a ra hag an amzer o tremen. Heson eo e werzennoł, dreist-holl pa c'hoari gant klotennoł diabarzh hag alies gant klotennoł dibenn.

Kas ha lazh
Itsc'hak Katsenelson, Lamed Shapiro, Perets Markish

Danevell - Barzhonegoł
14,8 x 21 cm - 200 p. - 14 euro
ISBN 2-9525135-0-3

Tri skrid a vezo kavet el levr-mań. Tri skrid savet e yezh Yuzevien Reter Europa. Un danevell ha div varzhoneg hir. Kan war wallazhadeg ar bobl yuzev gant Itsc'hak Katsenelson. E kźr an anaon gant Laned Shapiro. Ar berniad gant Perets Markish. Tri skrid war an hevelp danvez: ar c'has hag al lazh. O kontań penaos eus ar progromoł e-tro 1900 e bro-Rousia, eus ar re a c'hoarvezas e-pad an Dispac'h Ruz du-hont, e teuer da euzh Treblinka. Tri skrid troet gant Batia Baum ha Koulizh Kedez.

Kźr al Loened
George Orwell, tr. Erwan Hupel 

Kontadenn
14,8 x 20,5 cm - 98 p. - 12 euro
ISBN
978-2-9525135-6-2

George Orwell (1903-1950) a zo da lakaat e-touesk gwellań skrivagnerien an xxvet kantved. Livet eo bet kudennoł pennań e amzer en e levrioł : Ar rivin e Pariz hag e Londrez (1933), Kźr al Loened (1945) ha 1984 (1948) e bennoberenn.
Setu bremań embannet e stumm ul levr troidigezh brezhonek Kźr al loened ; diwar ar saozneg gant Erwan Hupel.
Ebat eo a zo e Kźr ar Maner : “Hiviziken n’eus ket a vistri ken, hiviziken n’eus ken ’met levenez, kement loen aze zo dieub ha lamm d’an dud fallakr...”
Met chomet eo Tual an azen kozh da soroc’hal en tu all d’ar prad. N’aio ket da riboulat gant al loened all, ne raio ket friko, loen put mard eo ne gred ket e cheńcho tra ! Kźr ar Maner pe Kźr al Loened !
An holl loened a zo par emezo... met loened zo a zo paroc’h eget re all...
Dispac’h ’mit-hu ?

Istor ur prizoniad
Stratis Doukas, tr. Alan Botrel 

Romant
14 x 19 cm - 80 p. - 5 euro
ISBN 2-9525135-1-1

Soudard gresian e 1922, prizoniad an Otomaned, tec’her o vevań en ur vougev, maesaer o tremen evit un Turk kent adkavout e frankiz… Kontet e oa bet an istor gant ar benndudenn he-unan kent bezań adstummet meur a wech gant ar skrivagner en doa eń dastumet. Mirout a reas hemań ar perzhioł pennań - an eeunded, ar fedoł hepken - a ra eus an oberenn unan dibar a lenner evel ma selaouer ur marvailher.

Ma Beajoł-me/Enebour ar Barzh
Yorgos C'himonas , tr. Alan Botrel

Danevelloł
14,8 x 21 cm - 109 p. - 9 euro
ISBN 2-86863-084-7

"Dibaot eo an darempredoł etre daou "benn" Europa, en o lennegezhioł pergen. Breizh ha Diougan Gwnc'hlan ne oant ket abeg a-walc'h neoazh din da dreiń an danevelloł-mań, daoust d'ar pouezhus ma 'z eo ar werz en oberenn. An divoaz m'eo ar yezh, pinvidigezh ar skrid o taveiń da hen lennegezh Hellaz koulz da zDiougan Gwenc'hlan (...) eo am broudas da ginnig an oberenn-mań d'ar vrezhonegerion" eme an troour. 

Reun Menez Keldreg, melezour ur vuhez ?
Malo Bouėssel Du Bourg

Studiadenn
19 x 21 cm - 206 p. - 14 euro
ISBN 2-9525135-2-4

"Tost peurlonket gant noz an tremened", "Tonket d'an ankounac'h" dre ma n'en deus embannet nemet ul levr, sed a lavar Malo Bouėssel du Bourg a-zivout Reun Menez Keldreg hag e oberenn ha sed a c'hellfed lavarout kenkoulz all diwar-benn kalzik a skrivagnerion all en hon yezh. Gant ar studiadenn don ha pinvidik-mań, bet kinniget e Skol-Veur Roazhon 2 e 2004, e addizoloer ur skrivagner a-zoare hag e ved, un den a zellez e skridoł bezań adlennet. Meur a hent a zigor an aozer hag ur skouer e c'hell bezań e labour evit kement hini dedennet gant ar skridvarnerezh. Ganet eo bet Malo Bouėssel du Bourg e 1960. Graet gantań studioł war ar c'henwerzh hag ar brezhoneg e labour e gennad ar gounezvouederezh. Embannet en deus daou dorkad barzhonegoł e galleg ha kenlabouret en deus gant Armor Magazine, Ar Men, Ya... Priz Glenmor 'zo bet roet dezhań.