KUZUL AR BREZHONEG

 

KATALOG HOR YEZH

Yezhoł all

 

Mizoł-kas:

 
3 € (1 levr) 5,50 € (3 levr ha +)
3,50 € (2 levr) digoust adalek 100 €

 

Ma fell deoc'h prenań levr-mań-levr, kasit ho chekenn (warni priz al levr(ioł) + ar mizoł-kas), da:

HOR YEZH
14 Louzaouenn-an-Hańv / rue du Muguet
22300 LANNUON
Ckekenn da lakaat war anv KUZUL AR BREZHONEG

 

 

Almanak ar Breizad 1924

Dielloł
14,8 x 21 cm - 38 p. - 1 euro

N’eus ken gant an almanakoł ar brud a oa ganto gwechall: unan a oa e pep ti pe dost hag alies e oa an almanak al levr nemetań prenet er bloaz. Setu ur skouer eus ar re a veze embannet gwechall. Amań hini ar gelaouenn Courrier du Finistčre.

An aotrou Bimbochet e Breizh
Roparz Hemon 

Danevelloł
14,8 x 21 cm - 81 p. - 6,50 euro

Beaj ur c’helenner galleg en ur Vreizh faltaziet eus an xxiivet kantved. Dizoloit al levr zo bet komzet kalz diwar e benn savet gant un den ken brudet all, ha grit ho sońj warnań drezoc’h hoc’h-unan.

An ti a drizek siminal
Roparz Hemon

Danevelloł - Brezhoneg eeun
14,8 x 21 cm - 143 p. - 9 euro
ISBN 2-910699-27-7

Youenn Jigouzo, kazetenner en Oriant, a zeu da Gameled da vakańsiń. Kerkent hag an noz kentań avat ez eo test eus ul lazhadenn graet en un ti a oa brud iskis gantań: an ti a drizek siminal… Ur romant berr “dre-wall-biv” aes da lenn, savet e Brezhoneg Eeun.

Anna: ur vuhez e Douarnenez
Gwendal Denez 

Eńvorennoł
14,8 x 21 cm - 100 p. - 8 euro
ISBN 2-910699-15-3

Anna a gont he buhez, ur vuhez labour e Douarnenez: dastumet he c’homzoł gant Gwendal Denez – kalz a skeudennoł familh zo da heul ar skrid.

Ar bed dre ar brezhoneg
Roparz Hemon 

Pennadoł
14,8 x 21 cm - 195 p. - 8 euro

E-pad tremen ugent vloaz ez embannas Roparz Hemon ur gazetenn liesskrivet kempenn anvet Ar Bed Keltiek. En Iwerzhon e oa Roparz Hemon o vevań neuze. Meur a skrid tennet eus Ar Bed Keltiek a zo bet adembannet ganeomp e stumm levrioł. Amań e kinnigomp un dibab 57 pennad, hir pe hiroc’h, o plediń gant a bep seurt krafoł, a dalvoudegezh hiziv evel dec’h, evit kement hini a zo prederiet gant hon dazont...

Ar follez yaouank
Fant R. Meaven 

Danevelloł
14,8 x 21 cm - 48 p. - 4 euro

Pa’z eas F. R. Meavenn da Iwerzhon e 1932 e oa ken bev eńvor ar brezel diabarzh ha pa vije bet o paouez echuiń. Un degouezh a seurt gant an darvoudoł spontus a c’hoarvezas er brezel etre Iwerzhoniz he deus taolennet er Follez yaouank. Awenet e oa bet film Yves Allegret “La jeune folle” gant al levr-mań. Oberenn ur vaouez ha n’eus ket bet kalz evelti el lennegezh vrezhonek.

Ar Gwag war ar C’hro
G. Letard-Morliguen

Barzhonegoł
14,8 x 21 cm - 51 p. - 4 euro 

Un torkad barzhonegoł intret gant ar garantez, karantez ar bed penn-da-benn hag an holl draoł, an holl voudoł zo ennań, karantez an natur tro-dro, ar mor pergen, hag ar garantez-gour ivez…

Ar Vleizez
Paol Feval 

Danevelloł
14,8 x 21 cm - 183 p. - 8 euro
ISBN 2-910699-02-1

Brezhoneg gant Per Denez hag Ernest ar Barzhig. Breton e oa Paol Feval (1817-1887), ganet e Roazhon. Ne oa ket Breton dre e c’hanedigezh hepken avat: ul lodenn vras eus e oberenn a zo awenet gant ar garantez evit Breizh, ha zoken evit Keltia. Gant Per Denez eo bet troet al levr-mań – en e yaouankiz – hag adskrivet penn-da-benn gant Ernest ar Barzhig. Ur romant a stourm evit Breizh eo hag a dremen e Bro-Roazhon un 250 vloaz zo bennak...

Ar vuhez war ar maez
Y.-E. Kemener 

Eńvorennoł
21 x 29,7 cm - 127 p. - diviet

Amań e kavor testenioł bet enrollet gant Yann-Erwan Kemener e-kerzh ar bloavezhioł 1977 ha 1978. Ne vo ket lennet er pajennadoł-mań buhezioł burzhudus pe leun a droioł-kaer, en enep. Buhezioł eeun a vez danevellet. Ur skouer feal eo eus doare komz ar re ziwezhań zo bet ar brezhoneg o yezh pemdez.

Askornouriezh
Yann Ezel

Yezh
21 x 29,7 cm - 147 p. - 5,50 euro

Yann Ezel (1908–1967) en deus graet e studioł e Roazhon m’en deus tapet e desteni-doktorelezh war ar vezegiezh. Kar e yezh ha kar e vicher en deus bet c’hoant da sevel ul labour a liammfe an eil ouzh eben. Ul labour gant tresadennoł pizh ha niverus da harpań an destenn.

Barzhaz dianav ha Barzhaz troet
Roparz Hemon 

Barzhonegoł
14,8 x 21 cm - 182 p. - 8 euro
ISBN 2-910699-21-8

Barzhonegoł troet gant Roparz Hemon diwar veur a yezh. Hag un taol-faltazi eus e berzh: dindan an anv “Barzhaz Dianav”, barzhonegoł a bep seurt e doare liesseurt dindan anvioł tud ijinet gantań.

Barzhonegoł
Jakez Riou 

Barzhonegoł
14,8 x 21 cm - 25 p. - 3 euro

Ma oa Jakez Riou ur gwir varzh, ha ma’z eus barzhoniezh e pep unan eus e skridoł, ne savas ket koulskoude kalz barzhonegoł. Kinnig a reomp amań d’al lenner kement barzhoneg a zo chomet diwar e zorn – nemet e skridoł yaouankiz na fellas dezhań biskoazh o lakaat moullań. Tener e vez e varzhonegoł, bresk evel ar balafenned a ganont, hag intret, evel e zanevelloł, gant ur meizadur du ha dic’hoanag eus ar bed…

Bezhinerien en enezeier
Fańch Elégoėt 

Eńvorennoł
21 x 29,7 cm - 117 p. - 6,50 euro 

Gwechall an neb n’en devoa ket a zouar a-walc’h evit gellout bevań a ranke mont da vevel pe da zevezhier, da labourat douar evit ar re all. En Arvor e c’helle ivez mont da besketa pe da vezhina. Bezhina war aodoł an douar bras pe mont d’an enezennoł. F. Elégoėt en deus klasket gouzout ar pezh a oa buhez bezhinerien an enezeier o tastum komzoł Maryvonne Appriou ha Job F. o-daou a Lilia-Plougerne.

Breizh ha pobloł Europa, pennadoł en enor da bPer Denez
pennadoł dastumet gant Herve ar Bihan 

Studiadennoł
14,8 x 21 cm - 738 p. - 20 euro
ISBN 2-910699-31-5

Un nebeud bloavezhioł zo ez ae war e leve ar c’helenner Per Denez, unan eus ar re o devo labouret ar muiań, er c’hantved-mań, evit mad ar brezhoneg. Kelenner eo bet e Skol-Veur Roazhon 2, met bez’ ez eo skrivagner, yezhoniour, pedagogour ivez. Sed e kavor en torkad-mań 51 pennad a-zivout an tachennoł bet pleustret gantań ha skridoł all a-berzh klaskerien all, eus Anders Ahlqvist da Rita Williams, deuet eus un tammig a bep lec’h war an douar. Ur prenestr digor war ar bed eo an dibab skridoł-mań eta, dres evel m’eo bet buhez Per Denez.

Brezhoneg… Buan hag Aes - Bretonisch… Schnell und Mühelos
Per Denez & Gerard Cornillet 

Deskiń
14,8 x 21 cm - 256 p. - 12 euro 
ISBN 2-910699-46-3

Troet eo bet en alamaneg gant Gerard Cornillet kelenner war an alamaneg ha doktor war ar studioł keltiek. Karget a gentelioł brezhoneg e Skol-Veur Paris VIII hag en École Pratique des Hautes-Études eo bet kent distreiń da Vreizh. Unan eus kenskridaozerien Geriadur Brezhoneg an Here, prezidant Skol Ober ha kenlabourer d’ar gelaouenn ArMen, en deus savet ivez meur a bennad diwar-benn ar yezh hag al lennegezh vrezhonek. Troer eo bet evit tiez embann ken e Breizh hag e broioł estren evel en Alamagn ma labouras gant an ti embann Bertelsmann. Savet eo bet gantań ar geriadur divyezhek alamaneg-brezhoneg deuet er-maez gant Mouladurioł Hor Yezh.

Brezhoneg… Buan hag Aes - El Bretó… Rapid I Fącil
Per Denez & Immaculada Fąbregas i Alegret 

Deskiń
14,8 x 21 cm - 256 p. - 12 euro
ISBN 2-910699-46-3

Troidigezh e katalaneg. Gant Immaculada Fąbregas i Alegret eo bet kaset al labour-mań da benn. Doktor eo-hi e Yezhoniezh Katalaneg ha Kelennerez e Skol-Veur Kreisteiz Breizh. Un droidigezh aketus zo bet graet evit lakaat an displegadennoł da glotań gant ereadurezh ar c’hatalaneg.

Brezhoneg… Buan hag Aes en esperanteg - La Bretona Lingvo… Rapide kaj facile
Per Denez & Merwen Runpaot

Deskiń
14,8 x 21 cm - 256 p. - 12 euro
ISBN 2-910699-22-6

Gant Merwen Runpaot eo bet troet al levr en esperanteg. Ur prof a-zoare d’an esperantegourien arallvro.

Brezhoneg Lechiagad - Geriaoueg
André Sinou 

Geriadur
14,8 x 21 cm - 140 p. - 7 euro

Gant al levr-mań e kinnigomp eil lodenn labour Andrev Sinou diwar-benn brezhoneg Lechiagad. Amań e kavor gerioł pe troiennoł bet dastumet gantań e Lechiagad ivez. Siwazh dimp e oa deuet an Ankoł da falc’hat anezhań re abred a-raok m’en defe amzer da beurechuiń e labour. Daoust da gement-se e vo talvoudus al labour-mań koulz d’ar furcher, koulz d’ar studier.

Buhez hag oberoł Erwan Vertou-Kaledvoulc’h
Thierry Chātel 

Eńvorennoł
14,8 x 21 cm - 184 p. - 10 euro
ISBN 2-910699-20-X

Bet eo Berthou ur skrivagner prizet e deroł an xxvet kantved, drouiz-meur ar Gorsez, marv er brasań dienez. Thierry Chātel, savet gantań un dezenn diwar e benn, a gont istor e vuhez hag a embann un dibab eus e varzhonegoł.

C’hoariva troet
Roparz Hemon 

C'hoariva
14,8 x 21 cm - 200 p. - diviet

Pemp pezh-c’hoari gant skrivagnerien disheńvel: Aleksandr Blok, Miguel de Cervantes, Christopher Marlowe, Euripides ha William Shakespeare. Klokaat a ra al levr-mań niverennoł Skrid a voulc’he labour embann ar pezhioł-c’hoari troet gant Roparz Hemon.

Canu Llywarch – Barzhoniezh Lewarc’h Hen
Klerg & Ifor Williams 

Lennegezh kozh
14,8 x 21 cm - 136 p. - 12 euro
ISBN 2-910699-44-7

E-touez ar skridoł predenek koshań ez eo moarvat Canu Llywarch Hen – Barzhoniezh Lewarc’h Hen an tostań dimp abalamour d’an trivliadennoł denel eztaolet ennań. N’eo ket souezhus eta en dije Klerg (1912-1984), brezhoneger eus an dibab, pledet abred gant troidigezh tonkad Llywarch Hen. Lakaet en deus enni e holl ampartiz ha gras dezhań e c’hellomp adpiaouiń ul lodenn eus hon hźrezh lennegel. Gant Ifor Williams (1881-1965), unan eus brasań gouizeien gembraek an ugentvet kantved, eo bet embannet ha studiet ar skridoł koshań liammet gant henlennegezh Kembre. Skrid orin Canu Llywarch Hen diazezet gant Ifor Williams zo embannet el levr-mań gant aotre hegarat e hźred.

Charlez Rolland eus Gwerliskin
Per Salaun

Studiadennoł
21 x 29,7 cm - 84 p. - 5 euro - stumm luc’heilet 

E dibenn an xixvet hag e deroł an XXvet kantved e oa bet kalz a varzhed e Breizh. Lod zo bet anavezet-kaer ha re all tost dianav. Marteze ez oc’h evel Per Salaun, a-raok dezhań sevel ar studiadenn-mań, ha ne anavezit ket Charlez Rolland? Koulskoude e oa brudet a-walc’h ar barzh en e amzer e trowardroioł Gwerliskin. Al labour a dalvezo deoc’h d’ober anaoudegezh gant ar barzh hag an den souezhus eo bet.

Contes traditionnels de Bretagne
F.M. Luzel

Kontadennoł - E galleg
Levr 2: 14,8 x 21 cm - 220 p. - 16 euro
ISBN 2-910699-00-5
Levr 5: 14,8 x 21 cm - 219 p. - 16 euro
ISBN 2-910699-06-4

Un embann a-stroll zo bet graet gant tri zi-embann eus Breizh: An Here, Hor Yezh ha Mouladurioł Hor Yezh. C’hwec’h levrenn zo en holl. An holl gontadennoł a oa bet prientet gant Fańch an Uhel e galleg a gavor en dastumad-mań da lavaret eo ouzhpenn kant kontadenn. Peadra d’ober anaoudegezh gant spered pobl Breizh, gant danevelloł ma vez klevet c’hoazh frond troioł-kaer an harozed a-wechall. El levrenn gentań e c’hello al lenner kavout ur rakskrid – savet gant Per Denez – diwar-benn buhez an dastumer, kement ha diwar hini an eilskriver a oa eus Joseph Ollivier rak heptań ne vije ket bet aes adkavout an holl skridoł-se. Evit golo pep levrenn he deus savet Dodik ur skeudenn diembann.

Danevelloł iwerzhonek
Roparz Hemon 

Lennegezh kozh
14,8 x 21 cm - 110 p. - 7 euro

Setu ul lodenn eus lennegezh hon hendadoł, ar Gelted. Deuit da zizoleiń troioł-kaer Diarmuid, Mab Conglin, Connla... kement a anvioł brudet en Iwerzhon. Un dudi evit an holl re a vez plijet gant ar c’hontadennoł hag an danevelloł meur burzhudus.

Danevelloł kozh danvez Breizh
Roparz Hemon 

Danevelloł
14,8 x 21 cm - 164 p. - diviet
ISBN 2-910699-03-X

Er grennamzer ez eo bet levezonet kalz arzourien Europa gant lennegezh Breizh, kement hag en amzer ar romantelezh. Siwazh n’hon eus evel testeni eus an amzer-se nemet skridoł e yezhoł all. Setu perak e tivizas Roparz Hemon reiń un nebeud skridoł gant skrivagnerien a-ziforc’h evel Thomas Mallory, Marie de France pe Geoffrey Chaucer. Setu peadra da dizhout ene Breizh hag ar Vretoned en ur yezh eeun.

Dihunamb
Daniel Carré 

Studiadenn
21 x 29,7 cm - 302 p. - diviet

Istitl: studiadenn war an niverennoł embannet etre 1905 ha 1914 (div levrenn) Ur pezh mell labour eo en deus graet Daniel Carré. Kinniget e oa bet gantań evel kounskrid mestroniezh e Skol-Veur Roazhon 2 e 1985. Ur studiadenn skouer eo evit a sell ouzh digejań, dielfennań ha kinnig danvez ur gelaouenn. Ouzhpenn displegań d’al lenner petra a oa Dihunamb e ro dimp ur roll eus ar pennadoł bet embannet enni. Gant-se ez eo talvoudek ken d’al lenner ranell ken d’ar studier war ar yezh pe al lennegezh.

Doare tieien e Tregourez diwar ar paper timbr
Per Salaun

Studiadenn
21 x 29,7 cm - 75 p. - diviet

Penaos e veve an dud gwechall? Alies e vez kontet o buhez gant an dud hag un testeni a-ziabarzh eo. Ur sell a-ziavaez e kinnig Per Salaun dimp amań. Diwar ar paper timbr en deus studiet gizioł an dud a-wechall. Kźr Dregourez hag he zrowardroioł eo bevenn e labour. Un alberz mat eo avat eus an doareoł bevań etre ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved. Freuz ha reuz a voe e Breizh ivez abalamour dezhań... Gant dielloł, kartennoł ha taolennoł.

E bro ar richer c’hlas
Francisco Cāndido Xavier, tr. Goulven Jacq

Eńvorennoł
21 x 29,7 cm - 178 p. - 5 euro

Francisco Cāndido Xavier zo ur mediom brazilian brudet. Kinnig a ra dimp amań ur sell war ar bed all gras da genlabour Andre Luiz. Hennezh eo en deus kantreet e bed iskis Nosso Lar (Hon Oaled). Heńvel a-walc’h ouzh ur vuhez all eo ar gantreadenn-se…

E gwinieg an Tad
Goulven Jacq 

Eńvorennoł
21 x 29,7 cm - 105 p. - 3 euro

Ur vuhez ispisial en deus renet Goulven Jacq. Beajer ma’z eus bet unan. N’eas ket evit dizoleiń ar bed, nag evit kejań gant tud a bep seurt, nann. Klask a reas war-lerc’h ar Graal, e c’hraal, a-benn kavout ar peoc’h hag ar goanag.

Edgar Poe
tr. Per Denez 

Danevelloł
14,8 x 21 cm - 116 p. - 11 euro
ISBN 2-910699-03-X

Brezhoneg gant Per Denez. Heńvel ouzh e vuhez verr – ne oa ket daou-ugent vloaz pa’z eo marv (1811? – 1849) – ez eo danevelloł Edgar Allan Poe: dibaouez war vrańsigell etre furnez hag alkool, etre preder ha follentez. Ur seurt all a skridoł a zo diwar e zorn; istorioł furcherezh hag a ra eus ar skrivagner amerikan, gouez da dud zo, tad ar romantoł-polis. N’eo ket d’an istorioł-se avat eo douget Per Denez: an danevelloł krisań, follań ha duań en deus dibabet treiń, ken du hag ar c’hazh du a gaso e berc’henn d’ar groug, ken du ha Bran ar varzhoniezh o koagal he “Biken ken!”. Gant Edgar Poe e vez atav ur fin du da bep tra. – Meur a vrezhoneger, moarvat, a gavo spont ha dudi ouzh e lenn.

Eléments de la grammaire bretonne
abad J. Hingant 

Yezh - Yezhadur
14,6 x 20,8 cm - 217 p. - diviet

Adembannadur yezhadur an aotrou J. Hingant bet embannet evit ar wech kentań e 1868. Savet evit ar c’hallegerien. Ul levr dudius evit kement studier war ar yezh.

Emgann Alre
F.M. Klec'h 

Studiadennoł
diviet

En Basse-Bretagne
F.M. Luzel

Kontadennoł - E galleg
14,8 x 21 cm - 152 p. - diviet
ISBN 2-910699-17-X

Istor unan eus e droiadoł furcherezh gant Fańch an Uhel – tennet eus “Revue de Bretagne et de Vendée”.

Eńvorennoł ur... Barzhig
Ernest ar Barzhig 

Eńvorennoł
diviet

Eńvorioł ur C’haper droch
Eujen Chalm 

Eńvorennoł
21 x 29,7 cm - 211 p. - 8 euro

Dizoleiń a reor gant al levr-mań kentań skrid Eujen Chalm. Kentań skrid hag eńvorennoł kentań. Ouzhpenn un testeni a vo kavet amań rak kalz a draoł bet kontet dezhań en deus silet Eujen Chalm. Talvoudek eo ivez evit al luc’hskeudennoł a vez kavet a-leizh a-hed al levr.

Er Fouilhez gwechall
Ivonig Pikard 

Barzhonegoł
14,8 x 21 cm - 118 p. - 6 euro

E 1859 eo bet ganet Ivonig Pikard er Fouilhez. Ur barrez bras a-walc’h e oa d’ar c’houlz-se. Ar Fouilhez, e diegezh hag e vuhez a gont an oberour dimp e stumm barzhonegoł. N’eo ket holl oberennoł Pikard a vez kinniget el levr-mań. Gant Gwendal Denez, kelenner e Skol-Veur Breizh-Uhel Roazhon 2 eo bet graet an dibab. Ur rakskrid dudius zo bet savet gantań da c’houzout hiroc’h diwar an amzer-se ha diwar ar skrivagner e-unan.

Eus an tu all
Y.-F. Jacq

Danevell
14,8 x 21 cm - 62 p. - 3 euro

Ur pezh ugent lur a gont dimp e vuhez en ur vont a c'hodell da c'hodell, en ur sellet ouzh an amzer o tremen, en ur selaou komzoł tud paour pe baouroc'h. Un istor souezhus en ur yezh pobl. Danevell gentań un den zo brudet bremań e bed ar skrivań.

Evned Breizh
Claude Péridy

A bep seurt
14,8 x 21 cm - 139 p. - 5 euro
ISBN 2-910699-08-0

Ul levrig gant skeudennoł liv gant ar pep retań da c’houzout diwar-benn evned hor bro.

Furnez ha Faltazi
Roparz Hemon 

Brezhoneg aes
14,8 x 21 cm - 128 p. - 8 euro
ISBN 2-910699-26-9

Skridoł eeun ha berr a-walc’h eo a ginnigomp amań d’al lenner. Tennet int bet eus div gelaouenn Gwalarn hag Ar Bed Keltiek. El lodenn a denn d’ar furnez e kavor danvez da brederiań war hon emzalc’h, war ar yezh... ha goude ez eus peadra da gaout dudi gant al lodenn faltazi, anezhi kontadennoł troet pe savet gant R. Hemon. Embannet eo bet al levr-mań da geńver ungentvet deiz-ha-bloaz marv Roparz Hemon.

Geriadur bihan ar Sonerezh, Vocabulaire musical breton-franēais
Perig Herbert & Jil Ewan 

Geriadur
14,8 x 21 cm - 158 p. - 7 euro

Dibabet o deus Perig Herbert ha Jil Ewan plediń gant un danvez tost ouzh o c’halon: ar sonouriezh. Gwelloc’h c’hoazh: ar sonouriezh an hini eo a zo bet micher Perig Herbert, war un dro sonaozour ha rener an obererezhioł-sonerezh e Vitry-sur-Seine ha pennrener ar Skol-sonerezh en hevelep kźr abaoe 1985. Aliet da gement hini a zo tomm e galon ouzh ar sonerezh hag ouzh ar yezh.

Geriadur Harinquin (1699)
Gwennole ar Menn

Geriadur - E galleg
21 x 29,7 cm - 81 p. - 4 euro - faksimile

E geriadur Le Pelletier eo e vez graet anv eus geriadur Harinquin. Alies e veze meneget geriadur Harinquin e hini Le Pelletier. Setu perak e reas e sońj Gwennole ar Menn sevel roll ar gerioł tennet anezhań ha sevel un dielfennadur diwar o fenn.

Geriadurig an troioł-lavar poblel
Roparz Hemon 

Yezh
14,8 x 21 cm - 142 p. - diviet

Pa venner deskiń ha komz mat ur yezh n’eo ket gant ar gerioł o-unan e vez ar muiań a vec’h, gant an troioł-lavar ne lavaran ket. Kinniget e vez amań 142 bajennad troioł-lavar dastumet e skridoł skrivagnerien-pobl a bep seurt eus Breizh a-bezh. Ul levr talvoudus evit an holl, deskard pe get war ar yezh.

Geriaoueg ha Notennoł-Yezh
Yeun ar Gow 

Geriadur
14,8 x 21 cm - 152 p. - 11,50 euro
ISBN 2-910699-43-9

Brudet eo Yeun ar Gow (1897-1966) evit brezhoneg pinvidik e oberennoł. Gant al levr-mań e kinniger e holl notennoł-yezh bet embannet e meur a gelaouenn disheńvel adalek ar bloavezhioł 30. Pinvidikaet eo bet al labour-se gant gerioł ha troiennoł bet pennaouet e meur a oberenn savet gantań. Yeun ar Gow a ro dimp, evel-se ur sell war ar yezh etre brezhoneg saourus ar pemdez e Kernev ha brezhoneg al lenneien oc’h arveriń gerioł kozh ha dispredet, met talvoudus koulskoude. Ar furcher koulz hag an deskard a raio o mad eus al labour prizius-mań.

Geriaoueg Sant-Ivi
Alan Heusaff 

PRIZ LANGLEIZ 1993

Geriadur
14,8 x 21 cm - 330 p. - 15 euro
ISBN 2-910699-04-8

Unan eus geriadurioł lec’hel ar gwellań eo an oberenn-mań. N’eus ket fellet da Alan Heussaff reiń rolloł-gerioł “diaes”, evel ma veze lavaret gwechall, pe “nebeut anavezet”, pe troioł-lavar souezhus ha dic’hortoz: ur c’heriaoueg eus ar re glokań ma’z eus tu d’ober eus yezh Sant-Ivi e ro dimp en he 330 pajennad.

Grand dictionnaire Franēais / Breton du dialecte de Vannes
G.-L. Guilloux

Geriadur
Levr 1 (A-E): 21 x 29,7 cm - 102 p. - 7 euro - faksimile
Levr 2 (F-O): 21 x 29,7 cm - 94 p. - 7 euro - faksimile
Levr 3 (P-Z): 21 x 29,7 cm - 84 p. - 7 euro - faksimile

Dastumad gerioł brezhonek eo an istitl zo bet roet d’al labour-mań gant an oberour e-unan. Dastumet int bet e meur a c’heriadur evel re Guillevic & ar Gov, E. Ernault, F. Vallée. War ar gelaouenn Dihunamb ez eo bet diazezet ivez. N’en deus ket G.L. Guilloux ankounac’het lakaat gerioł bet klevet pe implijet gantań hag e-touez e dud hag e vignoned. Ul labour a-dalvoudegezh.

Gwerin 8, 9 ha 10 (dornskr. 92, 93 ha 94), dastumad Pengwern

Gwerzioł
Levr 8: diviet 
Levr 9: 14,8 x 21cm - 196 p. - 8 euro
ISBN 2-910699-25-0
 
Levr 10: 14,8 x 21 cm - 327 p. - 10 euro
ISBN 2-910699-30-7

Kendalc’h dastumad gwerzioł-pobl Pengwern.

Gwrez an Trovanoł
Roparzh Broudig 

Eńvorennoł
14,8 x 21 cm - 144 p. - 6 euro

Ur pesketaer a oa eus Roparzh Broudig, ur pesketaer hag ur skrivagner. E 1942 hag e 1956 ez eas gantań eil priz lennegel Breizh evit ur romant diwar e vuhez hag evit e holl varzhonegoł. “Gwrez an Trovanoł” a voe embannet un tammig a-raok dezhań mervel (1991). Istor ur veaj eo, hini Yann Vadeg aet nevez oa da vestr-pesketaer. Heuilhit e troioł-kaer betek aodoł Afrika. Ur romant etre faltazi hag eńvorennoł.

Heol an ed-du
Aline Gleoneg 

Studiadennoł
diviet

Histoire d'un interdit: le breton ą l'école
Claude an Du 

Studiadenn
diviet

Hor bara pamdiek
G.-L. Guilloux 

Eńvorennoł
21 x 29,7 cm - 270 p. - 7 euro - faksimile

Dizoloit amań buhez G.-L. Guilloux ha buhez ur barrez a Vro-Wened, Melrant, e deroł an ugentvet kantved. Savet eo bet ar skrid-se e gwenedeg klasel. Un testeni a–bouez ivez evit kompren buhez hon tadoł pe hon tadoł-kozh.

Istor ar yezhoł keltiek
Arzel Even 

Yezh
Levr 1: 15,8 x 23,5 cm - 210 p. - 15 euro
Levr 2: 15,8 x 23,5 cm - 195 p. - 15 euro

En oberenn-mań e kavor ar pezh a zo da c’houzout diwar-benn istor ar brezhoneg hag ar yezhoł keltiek all, o c’herentiezh etrezo ha gant ar yezhoł all, hag o doareoł pennań da bep maread eus o istor. Ul labour hep e bar. Talvoudus e vo d’an holl vrezhonegerien a fell dezho peurstudiań o yezh ha kregiń gant studi ar yezhoł keltiek all. Dielloł ha kartennoł niverus.

Jedoniezh ha mentoniezh, eilvet klas
Yann-Eozen Jarl 

Yezh
21 x 29,7 cm - 54 p. - 3 euro

E Politeknik en deus Yann-Eozen Jarl graet e studioł. Lodenn gentań e labour war ar jedoniezh (evit an eilvet klas) a oa bet embannet er gelaouenn Hor Yezh en niverenn 158. Goude bezań gwelet enni an danvez studi hag ar c’heriaoueg e teuer gant al levr-mań d’al labour pleustrek.

Joseph Rousse, počte breton
Jakeza Le Lay

Eńvorennoł - E galleg
14,8 x 21 cm - 7 euro
ISBN 2-910699-09-9

Ur barzh eus Bro-Naoned e oa Joseph Rousse (1838-1909). Kalz en deus labouret en e vro evit adc’hanidigezh Breizh. Kinniget e vez dimp e vuhez hag e oberennoł gant Jakeza Le Lay diwar he c’hounskrid mestroniezh. Levr e galleg.

Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerien (ar bloavezhioł kentań: 1948-1957)
Anna ar Beg 

Studiadennoł
21 x 29,7 cm - 227 p. - 6 euro

Kalz tud o deus klevet kaoz eus ar c’hamp-se a vez dalc’het bep bloaz e miz Gouhere abaoe 1948 hag en deus stummet kement a vrezhonegerien. Ur c’hounskrid mestroniezh eo ar studiadenn-mań. Talvoudek eo da gentań abalamour d’an dielfennań a ziskouez petore labour a veze graet gant izili ar gevredigezh-se, ha da eil abalamour d’an dielloł niverus a vez kavet ennań: luc’hskeudennoł, lizheroł, pennadoł kelaouennoł.

Kanaouennoł adal Tarzh-an-deiz betek Kuzh-heol
Manuel Marķa, tr. Yann Jaouen 

Kanaouennoł
14,8 x 21 cm - 63 p. - 5,50 euro

Unan eus barzhed vrasań Galiza ez eo Manuel Marķa, savet e oberenn gantań e galizeg. Ne vezor ket souezhet e vefe bet heskinet Manuel Marķa gant ar galloud spagnol dindan Franco, ken e veze rediet da embann e skridoł e Bro-Bortugal. D’ar mare-se an hini eo e voe embannet e “Eurioł” gant P. J. Oswald e Pariz, galizeg ha galleg, hag e teuas da vezań anavezet e Breizh. Gant aotre P. J. Oswald e reas Yann Jaouen un droidigezh eus e varzhonegoł e brezhoneg. Nebeut war-lerc’h e varve Yann Jaouen (1950-1973) e Bilbao skoet gant ar c’hleńved. Graet eo an embannadur-mań e doujańs d’ar stourmer Manuel Marķa hag en eńvor hor c’henvroad Yann Jaouen.

Kendalc'h Keltiek Etrevroadel

Studiadennoł
21 x 29,7 cm - 143 p. - 4 euro

Bras eo bet pouez ar C’hendalc’h Keltiek Etrevroadel en istor an darempredoł etrekeltiek. Talvoudus-kaer eo kejań ouzh hor c’hendirvi ha keniterved tramor, evit divizout gante eus an diaesterioł a sav e pep bro geltiek da lakaat ar sevenadur, ar yezh hag an ekonomiezh d’ober berzh. En div levrenn-mań e kavot ar prezegennoł a oa bet graet ha dielloł (luc’hskeudennoł, pennadoł kelaouennoł…) a-leizh diwar-benn Kendalc’h Keltiek 1981 a reas berzh-bras e Lannuon.

Komprenit an esperanteg
Merwen Runpaot

Yezh
16,5 x 24,5 cm - 198 p. - 7 euro

Muioc’h eget ur yezhadur eo al levr-mań, ur benveg da vont don e anaoudegezh ar yezh etrebroadel-se eo.

Kontadennoł a Vro-Skos
Roparz Hemon

Lennegezh kozh - Brezhoneg eeun
14,8 x 21 cm - 114 p. - 9 euro
ISBN 2-910699-07-2

Dastumet eo bet ar c’hontadennoł-mań e Bro-Skos e dibenn an naontekvet kantved. Kavet e vo meur a dra heńvel ouzh kontadennoł Iwerzhon pe Breizh. Grit anaoudegezh gant Finn pe gant ar Paotr e zilhad kroc’hen ha gant o zroioł-kaer ha burzhudus. E brezhoneg eeun.

Koutaisi
Rezo Gabriadze, tr. Anna Mouradova

Danevelloł
14,8 x 21 cm - 80 p. - 3 euro

Testennoł gant Rezo Gabriadze, eus Bro-Jorjia – lakaet e brezhoneg gant Anna Mouradova. Un digarez da zizoleiń ul lennegezh nebeut anavezet.

Kroaz ar Vretoned
Gérard Cornillet 

Studiadennoł
21 x 29,7 cm - 170 p. - 8 euro

Kalz e vez klevet diwar-benn ar stourmoł evit ar brezhoneg a-hed an ugentvet kantved. Mar bez komzet kalz eus roll Gwalarn e vez dianavezetoc’h pouez ha stourmoł kelaouennoł all evel Kroaz ar Vretoned, a oa ur gelaouenn sizhuniek a stourme evit ar yezh (1898-1920). Setu pal ar studiadenn-mań: ober anaoudegezh gant ar re zo bet e penn ar gelaouenn, hag ar re o deus kemeret perzh enni; klask gouzout peseurt pouez he deus bet er stourm evit ar brezhoneg ha peseurt yezh a felle dezhi ober ganti.

L’instruction du peuple breton par le breton, et l’œuvre de Gwalarn

Dielloł - E galleg
13,8 x 20 cm - 29 p. - diviet

Advoulladur eus un diell talvoudus evit kompren labour Gwalarn.

La vie de Saint-Cunual / Buhez Konwal
Anne Certenais 

Dastumad sent kozh
14,8 x 21 cm - 69 p. - 6 euro
ISBN 2-910699-32-3

Troet e oa bet an destenn e galleg diwar al latin gant Anne Certenais e 1993 evit he c’hounskrid mestroniezh. Betek neuze e oa manet dianav an destenn-se. Koulskoude e tegas ar skrid bev-buhezek-se sklźrijenn war kevredigezh ha kredennoł Bro-Dreger e-kerzh ar grennamzer uhel.

La vie de Saint-Gonéri / Buhez Koneri
Bernard Merdrignac, tr. Cécile Méchain-Gilbert & Herve ar Bihan 

Dastumad sent kozh
14,8 x 21 cm - 51 p. - 6 euro
ISBN 2-910699-35-8

Buhez ar sant a gaver enoret dreist-holl e Bro-Dreger hag e Bro-Wened.

La vie de Saint-Méen / Buhez Mewen
Christophe Poulain 

Dastumad sent kozh
diviet

Le breton de Léchiagat - Phonologie
André Sinou

Geriadur - E galleg
14,8 x 21 cm - 101 p. - 7 euro
ISBN 2-910699-34-X

Studier da Jean Gagnepain ha da Ber Denez, daou yezhoniour eus Skol-Veur Breizh-Uhel, e oa bet Andrev Sinou ha lakaet en doa en e sońj studiań don brezhoneg e vro orin, hini Lechiagad er vro Vigoudenn. E labour embannet amań en doa sachet evezh enklaskerien brudet evel W. Dressler ha J. Hufgard a zisklźrie: “Nous exprimons le vœu que cette étude importante soit publiée”.

Le breton de Malguenac - Quelques aspects
Erwan Le Pipec

Geriadur - E galleg
14,8 x 21 cm - 125 p. - 8 euro
ISBN 2-910699-40-4

Ul labour mestroniezh e oa al levr-mań e penn-kentań. Kaset e oa bet da benn gant Erwan Pipeg e Skol-Veur Roazhon 2 – Breizh-Uhel e 1998. Kinnig a ra dimp amań e rannyezh, brezhoneg Malgeneg. El labour pizh-mań ez a d’ar soniaduriezh ha d’ar pouez-mouezh en ur studiań ar c’heńver etre yezh komzet ha yezh skrivet. Lakaet en deus kartennoł a-leizh da skeudennaouiń ha da aesaat e zisplegadennoł.

Le vannetais unifié
Roperzh ar Mason

Yezh - E galleg
14,8 x 21 cm - 23 p. - diviet

Ul levrig a ro un nebeud reolennoł da heuliań evit skrivań ar gwenedeg hervez ar reizhskrivadur peurunvan. Kavet e vo ennań: distagadur gwenedek ar peurunvan, ar stummoł unvan da implij e gwenedeg hag ar stummoł rannyezhel da zegemer er varzhoniezh. Savet eo bet gant unan eus gwellań skrivagnerien Bro-Wened.

Lec'hioł mojennel Breizh
Gwennaelle Fleur

A bep seurt
14,8 x 21 cm - 110 p. - 5 euro
ISBN 2-910699-12-9

Ul levrig dudius gant skeudennoł liv diwar-benn lec’hioł brudet Breizh, eus Kador an Drouized da Doull an Diaoul, peadra da gaout un tańva eus hor mojennoł ha da gantreal dre ar vro e-pad ar vakańsoł. Chomlec’hioł letioł ha pretioł mat a gavor ivez.

Les contes de Luzel
Joseph Ollivier

Kontadennoł - E galleg
14,8 x 21 cm - 292 p. - 12 euro
ISBN 2-910699-11-0

Embannet eo bet amań renabl dielfennet kontadennoł dastumet gant Fańch an Uhel. Al labour-mań a oa bet kaset da benn gant Joseph Ollivier (1878-1946). Kavout a reor ivez ur buhezskrid berr diwar Joseph Ollivier, hag evel goudeskrid un vurutelladenn bizh diwar al levr “Contes Bretons” bet embannet gant Presses Universitaires de Rennes ha Terre de Brume – o-daou savet gant Per Denez. Sońjezonoł un arbennigour war ar yezh hag al lennegezh vrezhonek a zegas sklźrijenn war buhez hag oberenn F. an Uhel.

Marc’heger ar Gergoad
Yeun ar Gow 

Danevelloł
13,5 x 21,2 cm - 78 p. - 8 euro
ISBN 2-910699-01-7

Danevellet eo el levr-mań troioł-kaer ur marc’heger iskis hag an holl draoł burzhudus a zleo ober en anv al le fealded touet gant e dad d’ar roue. Ur gontadenn en ur yezh flour, reizh ha pinvidik, ma reer anaoudegezh gant Merzhin.

Marvailhoł ar Vengleuz
Dik Trevan, tr. Fańch Elies

Danevelloł
14,8 x 21 cm - 164 p. - 10 euro

Abeozen. Buhez tenn ar vengleuzerien e Kembre a vez kontet amań e stumm danevelloł. Ur vuhez kriz ken na oa kriz en digenvez hag an dorzhellegezh a ginnigent tapout bemdez-c’houloł. Un dra zo memes tra e-kreiz ar bed teńval-se hag a servije dezhe da c’houloł: an deskadurezh hag an doujańs a vagent ouzh ar varzhed hag ar brezegourien.

Marvailhoł Bro-Leon
Gab Milin 

Kontadennoł
14,8 x 21 cm - 204 p. - 12 euro
ISBN 2-910699-39-0

Gant al levrenn gentań-mań e kinniger kontadennoł pobl bet dastumet gant Gab Milin e Bro-Leon, en naontekvet kantved. Lod a oa bet embannet e kelaouennoł pe levrioł strewet a-gleiz hag a-zehou, lod all a oa manet diembann a-grenn. Heuliet e vo an embannadur-mań gant un eil levrenn.

Mélanie, ur vuhe e Groay
Berc'hed Corne 

Eńvorennoł
21 x 29,7 cm - 116 p. - diviet

Amań e kavor komzoł bet dastumet, studiet ha kinniget evel labour mestroniezh gant Berc'hed Corne dindan renerezh Per Denez e 1983-1984. Doubl eo talvoudegezh al labour-mań, da gentań evit pezh a sell ouzh studi ar yezh ha da eil evit an testeni eus buhez an enez.

Nerto
Frédéric Mistral, tr. R. Pradig

Barzhonegoł
21 x 29,7 cm - 146 p. - 5,50 euro

E Provańs, en Maillane ent-resis, ez eo bet ganet Frédéric Mistral e 1830. Kar e yezh, ar provańseg, e sav gant ur mignon dezhań, Romanille, ar Felibrige: un emsav lennegel da ziwall yezh, sevenadur ha spered Provańs. E 1904 ez eas gant Priz Nobel al lennegezh. E 1886 e savas Lou Tresor dōu Felibrige, ur geriadur provańseg-galleg. Unan eus e oberennoł brudetań eo Nerto: barzhonegoł Avignon awenet gant ur vojenn eus ar grennamzer.
Oberoł an aotrou Gall

Studiadennoł
diviet

Pa ne varver ket en aner...
Per Denez 

Danevelloł
14,8 x 21cm - 184 p. - 12 euro
ISBN 2-910699-24-2

Petra gwelloc’h eget an troidigezhioł evit kaout un tańva eus ar pezh a vez pe a veze savet er broioł all? Ha setu ar pezh a vez kinniget dimp gant Per Denez er pajennoł-se. Danevelloł a gavor gant pluennoł anavezet pe anavezetoc’h. C’hwec’h skrivagner zo en holl: Pelle Molin, James Joyce, Nikolai Schedrin, Tibor Dery, Manuel de Pedrolo, Honoré de Balzac, Theodor Storm. Istorioł karantez int dreist-holl, karantez don ha luziet alies. Un drivliadenn etre bac’h ha frankiz hag a ra d’an Den bevań ha mervel...

Plouganoł va Bro
Franēois Prigent

Eńvorennoł
diviet

Revue de Bretagne et de Vendée
Elisabeth Coin

Studiadennoł
14,8 x 21 cm - 374 p. - 10 euro

Da studiań ur gelaouenn peuzdianav hiziv an deiz, met brudet-mat en hec’h amzer, eo aet Elisabeth Coin. Talvezout a rae ar boan plediń ganti eme an aozourez rak “Ul levezon divent o deus bet Kervarker ha La Borderie en o amzer, o klask lakaat istor ha sevenadur ur vro disprizet betek-hen da dalvezout”. Ul labour talvoudus evit kompren mat istor Breizh hag istor an emsav sevenadurel er vro.

Santez Dahud
Roparz Hemon

Danevell
14,8 x 21 cm - 75 p. - 7 euro
ISBN 2-910699-29-3

Brudet-bras eo istor Kźr-Iz. An Diaoul, Dahud, ar brińsez fall taolet er mor gant he zad. Trec’het eo bet ar garantez. Un istor disheńvel a-grenn a gont Roparz Hemon: deuet eo Dahud da vezań Santez. Gant dudi e vo lennet an danevell, ken evit kaerder an istor hag evit braventez ar yezh. Daničle Jego he deus skeudennaouet buhez ha marv “Santez Dahud”.

Skridoł (eńvorennoł ha barzhonegoł)
Yeun ar Gow 

Eńvorennoł
14,8 x 21 cm - 163 p. - 10 euro
ISBN 2-910699-42-0

Gant ar Skridoł-mań e c’hello al lenner ober anaoudegezh gant Eńvorennoł oad gour ar skrivagner: penaos e voe bevet ar Brezel-Bed kentań gant tud e vro c’henidik – Pleiben ha tro-war-dro –, ha gantań e-unan pa oa-eń troet dija gant e yezh hag e vro; an etre daou vrezel ma reas anaoudegezh gant an Emsav ha ma labouras evit ar yezh gant Breuriezh ar brezhoneg er skolioł; ha bloavezhioł an eil Brezel-Bed ken start evit ar Vretoned. Diembann e oa manet ar braz eus barzhonegoł Yeun ar Gow. Adkavout a reer enno e garantez evit e vro hag e yezh, e breder gant ar feiz hag an Emsav. Gwelout a ray al lenner ez eo liammet e varzhonegoł gant an darvoudoł bet bevet gantań ha dezrevellet en e Eńvorennoł. Konter, daneveller, troer ha barzh eo bet tro-ha-tro Yeun ar Gow (1897-1966). Anavezet ha brudet eo evit e vrezhoneg pinvidik hag asur, liv yezh Kernev warnań met graet evit plijadur an holl lennerien.

Skridoł brezhonek
dastumet gant Per Denez

Danevelloł
14,8 x 21 cm - 101 p. - 3 euro

Un torkad skridoł tennet eus a-bep seurt levrioł diwar bluenn skrivagnerien disheńvel. Ur benveg a–zoare evit ar gelennerien war hol lennegezh a-vremań, kenkoulz hag evit ar re o deus c’hoant d’ober anaoudegezh ganti.

Sonamb get en Drouzerion
Jorj Belz & Fańch Desbordes

Kanaouennoł
Levr I: 21 x 29,7 cm - 117 p. - 9 euro
Levr II: 21 x 29,7 cm - 121 p. - diviet

Jorj Belz ha Fańch Desbordes a ginnig deomp un dastumad kanaouennoł a Vro-Wened e-barzh daou levrenn. A bep seurt a gavor amań: “sonneu a-boz, de goroll, de gerhet, sonenneu kouh ha sonneu neué, sonenneu berr de zansal”. E gwenedeg klasel ez eo bet skrivet ar pozioł keńver-ha-keńver gant ar skrid e peurunvan. Kavout a reor ivez ar sonerezh skrivet diwar sonenrolladurioł eus an Drouzerion o-unan. Ul labour a-feson hag a-dalvoudegezh evit Yann Ganer.

Steudad an Ankoł
Haroutioun Mertchian 

Eńvorennoł
14,8 x 21 cm - 176 p. - 13 euro
ISBN 2-910699-47-1

Un testeni hep e bar. N’eus ket kalz a destenioł eus “diouennadeg” kentań ar c’hantved kozh, hini an Armenianed er bloaz 1915. N’eo nemet priziusoc’h a se an eńvorennoł-mań — manet diembann betek-henn — kontet gant unan bet bevet gantań an harluadeg hag al lazhadeg pa oa krennard… Poanius ha skrijus eo, anat deoc’h, planedenn an holl dud-se kaset d’an dezerzh da vervel pe da vezań lazhet didruez… Met nerzh ar fent hag a laka ar vuhez da drec’hiń pep tra a gaver ivez hed-ha-hed ar skrid. Skeudennoł ha kartennoł a gaver ivez da zisplegań gwelloc’h red an darvoudoł.

Studiadenn war geriaoueg ar jedoniezh
Ivon Gag 

Yezh
21 x 29,7 cm - 113 p. - 4 euro

E gwirionez ez eus ul labour a-stroll eus al labour-se. Estreget Ivon Gag, anezhań penngaser al labour, ez eus bet ur skipailhad seizh den o reiń dorn pe empenn dezhań: kelennerien, ijinourien pe enklaskerien anezhe. Sevel ur studiadenn hollek war ar c’heriaoueg jedoniezhel e oa o fal hag en ur zelc’her kont eus lec’h ar meiziadoł a-ziforc’h en dachenn jedoniezhel en he fezh.

Tad-kozh Roperz Huon
Ańjela Duval 

Eńvorennoł
14,8 x 21 cm - 189 p. - 9 euro

Testeni ur vuhez eo, buhez eeun ha reizh tieg Roperz Huon e Tonkedeg. Buhez tad-kozh Ańjela hag hini e diad niverus. Gwelout a reomp, a-hed ar pajennoł, tud Roperz Huon o poanial, darn anezhe o rankout divroań, darn all o tistreiń a-wechoł, an holl, avat, o vevań gant o joaioł hag o foanioł, betek mervel ivez…

Taolennoł ar Mision
displeget gant an ao. Balanant, beleg

Studiadennoł
14,8 x 21 cm - 23 p. - diviet

Sońjet hon eus e plijfe da dud hon amzer gwelout ar pezh a veze roet d’o zadoł-kozh ha d’o mammoł-kozh da lenn war-dro kant vloaz zo. O lenn ar pennad a denn d’ar c’hwec’hvet taolenn e vo komprenet perak ez eus mankoł ken bras en hol lennegezh vrezhonek.

Torfed ar Frer Juniper
Herri Gheon, tr. Jakez Riou 

C'hoariva
14,8 x 21 cm - 27 p. - 3 euro

Ur pezhig-c’hoari evel ur gentel gristen diwar-benn rannań ar pezh hon eus gant hon nesań. Brezhoneg gant Jakez Riou.

Ul leanez skrivagnerez: Anna Vezmeur (1823-1909)
Aziliz Grall 

Studiadenn
diviet

Un aod… ur galon
Frańseza Kervendal 

PRIZ LANGLEIZ 1989

Eńvorennoł
12,5 x 18 cm - 157 p. - 7 euro

Eńvorennoł fromus pe vurzhudus ur vaouez eus Douarnenez hag a ro dimp da evań gwad ur Vreizh na c’houlenn ken nemet bevań. 14 danevell en holl. Talvezet en devoa al levr-mań da Frańseza Kervendal da dapout Priz Langleiz 1989.

Ur Breizhad skolaer er Mezven (1938-1942)
Eujen Chalm 

Eńvorennoł
14,8 x 21 cm - 140 p. - 10 euro
ISBN 2-910699-36-6

E 1938-1942 e oa bet Eujen Chalm skolaer er Mezven. Soudardet e oa bet ivez d’ar memes koulz. Digarez en deus bet evel-se da sevel e eńvorennoł diwar-benn ar mare-se. Priz Roparz Hemon en deus bet Eujen Chalm e 1998.

Ur galedenn a zen
Yeun ar Gow 

Danevell
15 x 22 cm - 29 p. - 3 euro

An holl a oar pegen diaes eo buhez ar sonerien o vont a festoł-noz da euredoł, hag a euredoł da festoł-noz. Evel-se e veze o buhez gwechall da nebeutań. Ha pa vez devezh gouel e vez diaes nac’hań ur banne bennak. Dizoloit an dro spontus a zegouezhas gant Matulin ar Bourc’hiz, bombarder, goude un eured. Un danevell aes da lenn gant unan eus hor skrivagnerien vrudetań.

Valentina a Roc’han
Paol Feval 

Danevelloł
14,8 x 21 cm - 226 p. - 8 euro
ISBN 2-910699-13-7

Dont a ra al levr-mań evel un heuliad hag ur c’hlozadur d’ar Vleizez. Eno e vo danevellet tonkad Valentina, hini he zad barnet d’an harlu, he merc’hig hag e niz argaset o-daou eus o zi gant un tad-kozh aheurtet, hini Josilin Gitan ar c’heneil feal, Sant-Mogon ar pried kerseet hag ar c’hont a Doulouz, dileuriad ar roue gall e Breizh. Intret eo ar romant gant karantez Paol Feval evit Breizh hag ar frankiz…

Vie de Saint bretons et rčgles de vie monastiques
Mélanie Hamon

Studiadenn
diviet

Yezhadur Istorel ar Brezhoneg
Roparz Hemon, tr. Alan Dipode

Yezh - Yezhadur
15,5 x 22 cm - 303 p. - 35 euro
ISBN 2-910699-37-4

Kinnig a reer troidigezh unan eus labourioł pouezusań Roparz Hemon evel yezhoniour (titl orin: A Historical Morphology and Syntax of Breton). Disoc’h labour meur a vloaz eo an oberenn-se ha stag eo d’e oberenn veur all: Geriadur Istorel ar Brezhoneg. Bremań e c’hallo kement den a studi ar yezh kaout e brezhoneg al labour diziouerus-se.

Yezhadur Hingant

Yezh - Yezhadur
6 euro