KUZUL AR BREZHONEG

 

KATALOG MOULADURIOŁ HOR YEZH

Yezhoł all

 

Mizoł-kas:

 
3 € (1 levr) 5,50 € (3 levr ha +)
3,50 € (2 levr) digoust adalek 100 €

 

Ma fell deoc'h prenań levr-mań-levr, kasit ho chekenn (warni priz al levr(ioł) + ar mizoł-kas), da:

MOULADURIOŁ HOR YEZH
14 Louzaouenn-an-Hańv / rue du Muguet
22300 LANNUON
Ckekenn da lakaat war anv KUZUL AR BREZHONEG

 

 

A-greiz kalon ar vro
Klerg 

Eńvorennoł
14,8 x 21 cm – 170 p. – 15 euro
ISBN 2-86863-143-6

Pa oa person e Bulien ez embanne Klerg bep sizhun Koulmig ar Gindi, ul lodenn vras anezhi e brezhoneg. Un dibab hon eus graet, skridoł plaen ha pezhioł-c’hoari ; gant plijadur ha dudi e vint lennet : barzhoniezh a zo enno koulz ha mousfent ha preder ha karantez. Klokaet eo bet al levr gant pennadoł talvoudus-tre, tennet eus Barr-Heol, en o zouez dreist-holl un dornad kaer anezho diwar-benn anvioł-lec’h ar vro. Laket eo anat enno gant Klerg e varregezh ken evel arguzenner, ken evel brezhoneger. Ur gentel a-zoare war al lec’hanvadurezh ha war ar skrivań.

Alanig an Tri Roue
Roparz Hemon

Romant
7,50 euro

Alc'hwez ar brezhoneg eeun
Roparz Hemon

Geriadur
15 x 21 cm - 10 euro
ISBN 2-86863-126-6

Al lenn
Kristian Brisson 

Romant
14,8 x 20,7 cm – 164 p. - 14 euro
ISBN 2-86863-135-5

Aet eo Tristan da Vro Suis da dremen ur prantad amzer. Du-hont, war bord al lenn, e kavo mignoned da bleustriń gantań hentoł ar memez. Eno avat, e kejo ivez ouzh Elsbeth, plac'h ar vro, hag ouzh Willi, ur paourkaezh paotr en do truez outań... Hogen, daoust ha gouest e vo da vevań dibreder karantez Elsbeth, ha piv eo eta ar Willi-se dezhań doareoł ken iskis?

Amzifenn gwirion Sokrates
Kostas Varnalis 

Romant
14,8 x 21 cm – 86 p. – 13 euro
ISBN 2-86863-138-X

E 1931, daou vil tri c'hant vloaz goude Platon, en doa skrivet Kostas Varnalis "Amzifenn Gwirion Sokrates" e-lec'h ma weler ar prederour meur o vreutaat dirak e varnerien kent bezań kondaonet d'ar marv gant ar bobl. Disheńvel ton ha pal an daou skrid avat. Gant goap ha droukfent Sokrates e wisk Kostas Varnalis prederioł e amzer hag e vro (Bro Hellaz), re ar galloud hag an demokratelezh. Dre zimeziń c'hoarzh ha preder e ra al liamm etre an henamzer hag hon hini.

An amzer a ra e dro
Per Denez 

Danevelloł
14,8 x 21cm – 126 p. – 12 euro
ISBN 2-86863-087-1

Peder danevell, kriz ken na 'z int, zoken p'emaint o verviń gant ar mousfent... tost betek ar fin. Disheńvel al lec'hioł, disheńvel ar mareoł ma tremenont – adal ar Brezel - Bed Kentań betek hor mare-ni. Atav e vez un diazez gwirion d'an darvoudoł gant Per Denez, ha diwar ar sichenn-se e labour faltazi ar skrivagner. Plijout a ra dezhań bezań resis e-keńver Istor-gant un I bras. Ur wech staliet an daouad karantez / kazoni, e krog ar c'hoari.

An dud am eus anavezet
Roparz Hemon

Eńvorennoł
15 x 21 cm – 104 p. – 10 euro
ISBN 978-2-86863-151-0

Un dra dedennus eo kaout pennadoł gant Roparz Hemon diwar-benn Frańsez Vallée, Roperzh ar Mason, Youenn Drezen, Langleiz, Debauvais, Emil Ernod, Eujen Regnier, Yann Sohier... m'eo bet mignon ganto. Ne vint ket mui anvioł hepken evidomp, met tud bet treset ur skeudenn bev-buhezek anezho gant ur mestr-skrivagner.

An ti e traoń ar c'hoad
Frańsez Kervella

Eńvorennoł
15 x 21 cm - 13 euro
ISBN 2-86863-053-7

Ar Blouked
Youenn Cóic

Romant

14,8 x 21 cm – 172 p. – 15 euro
ISBN 2-86863-158-9

Ereg a gare ar vro-se. D'e sońj e kare anezhi gwelloc'h ha kreńvoc'h eget an dud bet ganet enni. Eń, ne oa ket genidik eus ar vro. Deuet e oa eus un tu bennak all. Ne oa ket bet diaes dezhań feurmiń un atant digant Pennkaol. Ar maezioł a oa troet da zidudań. Abaoe ur pennad ez ae kuit ar baotred, dreist-holl ar re yaouankań. Ne 'z ae ket mat an traoł. Tiegezh Pennkaol a yae da fall ivez. E dad a oa bet un aotrou pinvidik ha galloudus: politikerezh en doa graet. E dad-kozh a oa bet ur wech betek Roma. Pennkaol a yae war ziskar, a c'hellfed lavarout.

Dediet e oa bet al levr-mań "d'ar gen Emsav ha d'an holl strolladoł a emsaverien", e Bro Vigoudenn hag e lec'h all, hiziv ha warc'hoazh, graet Bagaudoł anezho gant Youenn Cóic.

"Les Ploucs" a zo ul levr sebezus anezhań, bet skrivet e penn kentań ar bloavezhioł dek ha tri-ugent gant un istorour e spered leun a yaouankiz hag a frankiz, da zizoleiń en-dro e brezhoneg.

Ar C'hrist d'an Amerindianed - lodenn 1
Youenn Troal

Eńvorennoł
15 euro
ISBN 2-86863-146-6

Ur beleg a zo eus Youenn Troal. Kaset e oa bet gant e eskob – war e c’houlenn – da Vro-bPerou evel misioner. Dre ziv wech eo aet du-hont: eus 1963 da 1968, ha neuze eus 1973 da 1979. Pa felle dezhań mirout darempredoł gant e vignoned a Vreizh, e oa kroget da gas dezho bep an amzer ur follennig liestennet war baper gant stensiloł hag a oa bet anvet gantań “Ar C’hrist d’an Indianed”. Un deizlevr eta e-lec’h ma konte e vuhez nevez gant e brederioł, e ziaesterioł hag ivez e levenezioł. Sońjet hon eus e oa prizius evit ar brezhoneg adkavout ar follennoł-se hag o embann e stumm ul levr. Re goustus avat e vije bet sevel unan a 400 pe 500 pajennad. Kinnig a reomp neuze el levrenn-mań ar bloavezhioł 1963-1964, gant ar spi da c’hellout kenderc’hel diwezhatoc’h gant eil lodenn an deizlevr.

Ar C'hrist d'an Amerindianed - lodenn 2
Youenn Troal

Eńvorennoł
16 euro
ISBN 2-86863-157-2

Setu embannet eil levrenn va c'hentań amzervezh war 1500 metrad a uhelder, ouzh adsteudadoł an Andoł. Ha se eus 1963 da 1968. Distroet e 1973, e chomin adarre tri bloaz war an hevelep "montańa" evit echuiń ur c'houlzad all a dro bloaz war 3500 metrad, gant ur c'hrapad da 4000 metrad evit ober ar person en iliz-kador uhelań ar bed goude hini Potosi e Bolivia. Lenner yezhkarour, e-mesk pour ha trińchin, e c'halli marteze pennaouiń un draig bennak hag a blijo dit.

Ar fest-noz
Zavier Grall, tr. Koulizh Kedez

Romant
14,8 x 21 cm – 126 p. – 12,50 euro
ISBN 2-86863-035-9

Da heul Mocna zu, amjestr, gaouiat, enkorfadur e Vro hag e Ankoł ez ay Arzhel an emsaver betek penn e hent, hini an aberzh roudennet e douar ar gounnar...

Ar genkiz
Kristian Brisson

Romant
14,8 x 21cm – 206 p. –14 euro
ISBN 2-86863-120-7

Re enk eo da Wenole straedoł ar Gźr-Gloz. Erru eo skuizh gant an darempredoł kozh a glask e zerc'hel en o gwarez, gant ar randonennoł eo bet maget e vuhez ganto. Poent dezhań loc'hań. Padal, emań ar Genkiz nepell ac'hano, evel ul lec'h-hud hag a zedenn anezhań. Tec'hout a raio koulskoude. Daoust hag aberoł glan an Enez C'hlas a zegaso peoc'h ha furnez d'e ene trubuilhet? Hir e vo an hent, avat... Setu moarvat gwellań romant ar skrivagner.

Ar gźr villiget
Yeun ar Gov

Romant
14,8 x 21 cm – 237 p. – 16,50 euro
ISBN 2-86863-127-4

Ur vojenn anavezet dre Europa a-bezh eo a zo kontet deomp gant Yeun ar Gov, hini mojenn Kźr Iz. Arabat klask er levr-mań ur gwirvoud istorel, rak nebeut anavezet eo Istor Breizh ar 5vet kantved. N'eo ket chalet Yeun ar Gov gant kement-se. Gouzout a ra krouiń un Arvorig diouzh e faltazi evit sevel danevell varzhus ar Vretoned ha ne c'hell al lenner nemet en em lezel da vont gant red an istor.

Ar mabinogion
Fańch Elies-Abeozen

Danevelloł
15 x 21 cm – diviet
ISBN 2-86863-058-8

Embannet gant Gwalarn etre 1925 ha 1939 setu kinniget, evit ar wech kentań e stumm ul levr, dastumad klok an danevelloł a zo ouzh ober ar Mabinogion, lakaet e brezhoneg gant Fańch Elies-Abeozen, hervez Levr Gwenn Rhydderch, skrivet e dibenn an XIIIvet kantvet ha Levr Ruz Hergest, skrivet e diwezh ar XIVvet kantved.
Bez' e oa troidigezh ar Mabinogion, e spered Elies, ouzhpenn an ezhomm da adkavout gwriziennoł keltiek evit adframmań hon lennegezh nevez, an tu nemetań da adperc'hennań ul lodenn eus hon hźrezh dianket.

Ar vilin du
Jłrij Brźzan

Romant
14,8 x 21 cm – 150 p. – 12 euro
ISBN 2-86863-122-3

Gant "Ar Vilin Du" e vez kinniget d'ar vrezhonegerien un oberenn dreistpar eus al lennegezh sourabat. Oberenn vrudetań Jłrij Brźzan eo. N'eo ket diwar ar sourabeg (yezh ur bobl slavek hag a vev e reter Bro Alamagn) eo bet troet gant Jakez Konan, met diwar an alamaneg "Die Schwarze Mühle", bet embannet evit ar wech kentań e 1968. Tu a zo da lenn an danevell hep klask hiroc'h ; tu a zo ivez da glask treantiń eil ment ar vojenn. Rak taol-ijin Brźzan eo bezań bet gouest da ginnig ur gontadenn-bobl hag a zo war ar memes tro un danevell diwar-benn stourm ar renkadoł.

Barzhaz Breizh
Kervarker 

Barzhoniezh
15,5x22 – 462 p. – diviet (paper kaer)
15x21 – 460 p. – 24,50 euro (paper boutin)
ISBN 2-86863-038-3

Barzhonegoł
Alan Botrel

Barzhoniezh
14,8 x 20,9 cm - 5,50 euro

Beajour ar goańv / Le voyageur de l'hiver
Roparz Hemon 

Danevell
14,8 x 21cm – 37 p. – 3 euro

Ar skrivań-danevelloł eo marteze a-walc'h an arz mestroniet ar gwellań gant Roparz Hemon. Setu amań un embannadur divyezhek tal-ouzh-tal eus an danevell a vez gwelet gant lod evel an hini wellań bet savet gantań.

Blue like blue eyes which were not my own
Per Denez 

Danevell - E saozneg
12,5 x 18,5 cm – 102 p. – 10 euro
ISBN 2-86863-068-5

Doare saozneg-gant J. Ian Press-Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re (embannet gant Al Liamm). Leun a ijin, fromus ha skrijus evel lod eus danevelloł Patricia Highsmith.

Brezel an tan
J.H. Rosny Henań 

Romant
14,8 x 21 cm – 249 p. – 18 euro
ISBN 2-86863-096-0

Er Ragistor kozh-kozh, kant mil bloaz 'zo marteze, e ouie mab-den mirout an tan, hogen ne ouie ket e c'hwezhań. Ha pa varvas an tan e-touez meuriad an Oulhamred e talvezas kement-se e oa tonket dezho holl mervel abred pe ziwezhat. Naoh, Mab-al-Loupard, a yeas neuze davit tan. Kregiń a raio gant un hir a veaj a-dreuz broioł dianav, ha ret e vo dezhań talań ouzh loened ferv hag ouzh meuriadoł fervoc'h c'hoazh... Ur romant entanus (skiant-faltazi war an tu-gin) eo a ginnig eomp amań J.H. Rosny Henań. Kaeraet eo c'hoazh al levr gant ur pemzek bennak a daolennoł-orin savet gant al livour Jean Chičze. Ur gwir blijadur evit an holl re a blij dezho an Istor.

Brezhoneg ar mor / Le breton de la mer
Loeiz Andouard 

Geriadur
15,5 x 23 cm – 135 p. – 7 euro

Kabiten a vor eo bet Loeiz Andouard ha kazetenner eo bet ivez. Gouzout a oar eus petra emań o komz eta. A-hed bloavezhioł en deus bet dastumet ar gerioł hag an troiennoł o tennań da yezh ar mor. Ur misi e vo eta ar geriadur-mań (galleg-brezhoneg) d'an holl re a blij ar mor dezho, ha niverus int e Breizh.

Brizh-heol
Jef Gedez 

Eńvorennoł
14,8 x 21 cm – 150 p. - 11 euro
ISBN 2-86863-112-6

Eńvorennoł yaouankiz an hini a ginnig deomp Jef Gedez evit e romant kentań. A dra sur ez eus bet kemmet mui pe vui anvioł-lec'h 'zo, met anavezout a raio al lenner hep re a boan an tolead-se "lec'hiet etre al lanneier hag ar vorlenn", korn-bro ar Faou evel-just e Penn-ar-Bed. Al luc'hskeudennoł niverus a gaver el levr a zo bet tennet ivez gant an oberour. Ur seurt distro d'an tremened hag ur prantad lenn plijus.

Contes traditionnels de Bretagne
F.M. Luzel

Kontadennoł - E galleg
Levr 3: 14,8 x 21 cm - 13,50 euro
ISBN 2-86863-079-0
Levr 6: 14,8 x 21 cm - 13,50 euro
ISBN 2-86863-085-5

Danevelloł troet
Roparz Hemon 

Danevelloł
Nŗ1 - 12,5 x 18,5 cm – 139 p. – 11,50 euro
ISBN 2-86863-036-7
Nŗ2 - 12,5 x 18,5 cm – 139 p. – 13 euro
ISBN 2-86863-059-6
Nŗ3 - 12,5 x 18,5 cm – 139 p. – 10,50 euro
ISBN 2-86863-082-0

Sońjal a rae Roparz Hemon e tlee ul lennegezh din eus an anv a lennegezh bezań digor war ar bed. Strollet eo bet e-barzh teir levrenn an holl zanevelloł bet troet gantań. Ur prenestr digor-bras war ar bed endro dimp.

Danvez priedoł
Alessandro Manzoni, tr. Per Bourdellez

PRIZ LANGLEIZ 1978

Romant
12 x 18,4 cm – 205 p. – 12 euro
ISBN 2-86863-024-3

Gouzout a ouzer ez eo "I promesi sposi" pennoberenn ar skrivagner (1785-1873) a lakaas, war a lavarer, 25 bloaz d'he sevel, hag ez eo ivez ar romant ar muiań-lennet en Italia. Ur mestr-troer en deus kavet ar brezhoneg evit reiń dimp en hor yezh unan eus e levrioł dudiusań lennegezh ar bed.

Da rouz an noz
Per Denez 

Danevelloł
14,8 x 21 cm – 120 p. - 12 euro
ISBN 2-86863-094-4

C’hwec’h danevell a vo kavet el levr-mań, o tremen e meur a lec’h e Breizh, er c’hornioł karet ar muiań gant an oberour, ha zoken e-maez ar vro. Gouzout a ra Per Denez c’hoari gant ar faltazi hag ar marzh. Bez’ e c’heller atav en em c’houlenn pelec’h emań, en e skridoł, ar vevenn etre gwirionez ha faltazi. Forzh penaos e vezont dedennus da lenn, zoken pa ouzer ez echu an istor en un doare kriz peurvuiań.

Dec'h zo re bell dija
Annaig Renault 

Romant
14,8 x 21 cm – 140 p. - 13 euro
ISBN 2-86863-155-8

"O klevout embann ar raganv-se, dianav eviti, gant an ton mouezh-se, raganv an hini dianav he doa-hi bepred anvet Mamm, e tigoras enni ur puńs. An troc'h he doa klasket herzel outań abaoe Pariz"...

Ur c'hlask eo buhez pep hini. Digeriń a ra hentoł dic'hortoz, dibaboł a zo ret ober, hep tamm skoazell ebet, a-benn sevel tamm-ha-tamm betek ar stad a zen.

Dindan gouriz ar Bed
Frańsez Kervella 

Romant
15,5 x 23,5 cm - 15 euro
ISBN 2-86863-007-3

Diwar Dorgenn Karreg-an-Tan
Yeun ar Gow 

Pennadoł
14,5 x 20,5 cm – 184 p. – diviet
ISBN 2-86863-113-4

Hag eń peuzdall war fin e vuhez, e talc'has Yeun ar Gow da labourat evit ar brezhoneg, da lavarout eo : da skrivań. El levr-mań e kinniger ar skridoł diembann adkavet war e lerc'h, a zo bet ur gwir labour o lenn, war un dro gant danevelloł pennaouet e kelaouennoł a bep seurt. Bet ganet ha bet o vevań e bed ar brezhoneg, ez eo Yeun ar Gow unan eus hor c'homzplaenourien wellań, fonnus e oberenn, anezhi ur skouer a yezh klasel. Meur a wech en deus addispleget kontadennoł klevet gantań en e yaouankiz ha morse ne bella kalz diouzh doare-arz ar gonterien, o vont ouzh e lenner-da-zont evel pa vefe, dreist d'an amzer ha d'ar pellder, e gwirionez o kontań dezhań.

Diyezh
Jean-Yves Broudic 

Studiadenn
12,5 x 18,5 cm – 131 p. – 9 euro
ISBN 2-86863-073-1

Un den savet e galleg en un endro brezhonek n'eo ket divyezhek, diyezh eo. Al levr zo un heuliad prederiadennoł gant frazennoł ha pennadoł berr-tre. Un oberenn divoas en hor yezh.

E fealded va c'houn hag e padelezh va c'harantez
Meven Mordiern 

Romant
14,8 x 21 cm – 119 p. – 13 euro
ISBN 2-86863-133-9

Goude marv e vamm e 1920 e teuas Meven Mordiern (Reun ar Rouz), dre garantez evit ar brezhoneg, d'ober e annez e Porzhig, nepell diouzh Sant Brieg e-lec'h m'edo Frańsez Vallée o vevań. E holl amzer a ouestlas adal neuze d'ar brezhoneg. El levr-mań e kont deomp e huńvreoł, o lakaat tud e gerentiezh da veajiń dre e sorc'henn, koulz er bed hag en amzer. Souezhus ha dedennus eo rambreoł ar paotr kozh.

En Bro Dreger a-dreuz parkoł
Erwan Berthou 

Eńvorennoł
15 x 21 cm – 92 p. - 7,50 euro
ISBN 2-86863-005-7

An notennoł-mań a zo bet skrivet war-dro ar bloavezh 1900. Bet int moulet e galleg war Le Clocher Breton, er bloavezhioł 1910-1911. Evel m’emaint e tisplegont buhezegezh pobl Treger e-pad ur vunutenn e-kreiz he buhez milvedel.

Enez ar Rod
Langleiz 

Romant
16 x 24 cm – 308 p. - 21,50 euro
ISBN 2-86863-124-X

Evit ar bloaz 2000, bet evidomp e-pad pell ur vojenn hag arouez an amzer-da-zont, hon eus sońjet e vije dedennus adembann, da geńver 25vet deiz-ha-bloaz marv Langleiz, e romant diarbennerezh ENEZ AR ROD. An embannadur kentań, gant "Skrid ha Skeudenn", a zo bet distrujet gant bombezadegoł 1944 ; un darn vat eus levrioł an eil embannadur, gant "Ar Balp" e 1949, a zo bet distrujet gant ul louedenn. Kement-mań evit displegań perak — pa sońjer pegen stag e oa Langleiz ouzh ar skridoł brezhonek — n'en deus ket bet ar galon da stagań gant un trede embannadur. E koun Langleiz ar skrivagner hon eus graet an embannadur-mań ; ra roio tro d'ar vrezhonegerien da zizoleiń pe da addizoleiń an oberenn-mań a faltazi n'eo aet war goshaat tamm ebet. Setu ar pezh a skrive Maodez Glandour diwar-benn Liliana, tudenn-bennań an oberenn : "Garmiń a ra al levr-mań war-du ar sklerijenn wirion : setu e gaerder. Liliana eo ene Breizh, a glasker lazhań war zigarez e ve ur follez. Liliana eo spered an den, a venner mougań en anv ar mekanikerezh. Liliana eo hon ene penn-da-benn". Golo ha koadengravadurioł niverus diabarzh gant an oberour.

Enora Lestrezeg
F.M. Luzel

E galleg - Romant
21 x 15 cm - 9 euro
ISBN 2-86863-095-2

En tu all d'an douar ha d'an neńv
Per Denez

Romant
15 x 21 cm - 11 euro
ISBN 2-86863-070-7

En ur ruilhań bili
Roparzh Broudig 

Romant
11,9 x 18,4 cm – 114 p. - 6 euro
ISBN 2-86863-014-6

Eńvorennoł (Ur wech e oa...)
Taldir-Jaffrennou 

Eńvorennoł
18 euro (paper kaer)
13,50 euro (paper boutin)
ISBN 2-86863-006-5

Eńvorennoł beaj, heuliet gant Eńvorennoł ur Brezhonegour
Frańsez Vallée 

Eńvorennoł
260 p. – 18 euro

Pa ya Vallée da veajiń, n'eo ket d'ober touristelezh, daoust ma oar taolenniń kaerderioł ar vro, met da gejań gant an dud a zalc'h bev ar Geltegezh. Souezh ebet m'en em gav e Kembre, e 1911, gant Patrice Pearse, rener emsavadeg Pask 1916 e Dulenn, fuzuilhet evel Prezidant Republik berrbad Iwerzhon. E eńvorennoł ur Brezhonegour a zo mat e-keńver Istor. E-keńver Skridvarnerezh, derc'hel sońj ne oa ket gouest Vallée da skrivań estreget meuleudi d'ar re a rae gant yezh ar vro.

Eńvorennoł bugeliez
Meven Mordiern 

Eńvorennoł
14,8 x 21 cm – 45 p. – 3 euro

Notennoł-eńvorennaouiń tennet eus bloavezhioł kentań an den a raio kement evit ar brezhoneg war-lerc'h daoust ma ne oa ket Breizhad.

Eńvorennoł bugeliez
Meven Mordiern 

Eńvorennoł
Levr 1: 180 p. - 12,50 euro
ISBN 2-86863-019-7
Levr 2: 148 p. - 10 euro
ISBN 2-86863-029-4

E peoc'h an nevez-hańv
Per Denez

Romant
14,8 x 21 cm - 112 p. - 13 euro
ISBN 2-86863-144-2

Nevez-hańv, marteze, met tamm peoc’h ebet. Un danevell polis en un endro sioul war ar maez na vefe ket sońjet e c’hellfe traoł ken kriz c’hoarvezout ennań. Karantez ? An Ankou an hini a vo trec’h. Un endro disheńvel a-grenn d’an div zanevell all. Nevez-hańv ? Piv ’oar ? N’eus na gwez na bleunioł d’hen diskouez. Ar mor an hini a ren ar c’hoari… Bepred karantez ha kasoni war un dro evel ma oar an oberour o livań ken brav.

Eus an amzer 'zo bet
Per Denez 

Danevelloł
14,8 x 21 cm – 140 p. – 13 euro
ISBN 2-86863-062-6

Plijout a ra d'ar skrivagner kontań e istorioł er gour kentań. An danevell gentań zo ur seurt flemmskrid eus ar vuhez vodern. An eil zo politikerezh-faltazi, Breizh dindan yev diktatorelezh ar strollad komunour. An drede zo leun a faltazi hag a "suspense", hag ar bevare ur seurt danevell-huńvre!...Fentus, fromus, flemmus eo pluenn an aozer tro-ha-tro.

Evit an eil gwech
Per Denez 

Danevelloł
12 x 18,5 cm – 127 p. – 10 euro

Eizh danevell deuet da vezań diaes-diaes da gavout ma n'eo ket imposupl, embannet ma oant bet amań hag ahont etre 1943 ha 1966.Adwelet int bet evit an embannadur-mań.

Evit ket ha netra
Roperzh ar Mason 

Romant
11,5 x 17,9 cm – 186 p. - 9 euro 

Faltazi an amzerioł kent
Klerg 

Kontadennoł
15 x 21 cm – 182 p. - 13 euro

Un niver bras eus ar skridoł savet gant Klerg a zo kinniget evel "kontadennoł" : gwelout "Un deiz a viz Mae", al levr embannet e 1998. Kontadennoł ijinet ha turgnet gantań, alies da geńver Nedeleg. Evit kontadennoł all avat, n'eo bet Klerg nemet un dastumer : lakaet gantań war baper diwar selaou tud Ploubźr ha lec'hioł all damdost. Unnek kontadenn a seurt-se a gaver el levr-mań, o tougen testeni da badelezh ar mojennoł bras en eńvor tud 'zo, daoust d'al labour divrezhonekaat. Lennet e vint gant dudi. 

Geriadur brezhoneg-alamaneg / alamaneg-brezhoneg
Gérard Cornillet 

Geriadur
10,5 x 14,8 cm – 1190p. - 19,50 euro
ISBN 2-86863-121-5

Er geriadur-mań e kavor : ouzhpenn 36 000 pennger gant troioł-lavar ha krenn-lavarioł ; an treuzskrivadur fonetek (IPA) evit ar brezhoneg hag an alamaneg ; taolenn ar verboł hag an araogennoł evit ar brezhoneg.

Geriadur brezhoneg-galleg / franēais-breton
Divi Kervella, Iwan Kadoret, Yann Desbordes 

Geriadur
10,4 x 14,7 cm – 444 p. - 9,50 euro
ISBN 2-86863-081-2

Gant ur strolladig tud kar-o-yezh eo bet savet ar geriadurig-mań. Sońjet o deus dreist-holl er re a zo o teskiń ar yezh, met ivez er re a oar ar yezh hag a fell dezho en em varrekaat da lenn ha da skrivań anezhi : ur yezh eus hor c’hantved evit tud eus hor c’hantved.

Geriadur brezhoneg-saozneg / english-breton
Raymond Delaporte 

Geriadur
10,5 x 14,7 cm – 540 p. - 14 euro
ISBN 2-86863-078-2

Dindan ur golo hepken ez embanner hiziv an daouc’heriadurig a oa bet savet gant Raymond Delaporte. Kavet e vo ennań : war-dro 11 500 pennger ken e brezhoneg ken e saozneg ; an treuzkrivadur fonetek (IPA) evit ar gerioł brezhonek ; un diverradur gramadeg o tennań d’an distagadur, d’ar chemmadurioł, ar rakgerioł ha lostgerioł pennań, hag ivez taolennoł an displegadur evit ar verboł hag an araogennoł.

Geriadur brezhoneg Douarnenez
Per Denez 

Geriadur
Levr 1 - 7 euro
Levr 2 - 7 euro
Levr 3 - 8 euro
ISBN 2-86863-000-6
Levr 4 - 9 euro
ISBN 2-86863-010-3

Glaou bev
Herri Ar Borgn 

Barzhoniezh
14,8 x 21cm – 105 p. - 12 euro
ISBN 2-86863-128-2

Ar-dro an endro hag ar brezhoneg en deus graet hag e ra Herri Ar Borgn. Ar-dro Breizh e ra ivez evit kas dezhi galloudoł nevez he lakahe par da Vro Gatalonia pe da Vro Skos. El ar c'hizellour koed eus Seglien savet gantań skeudenn Berteleme merzheriet, e klask santiń - raksantiń kentoc'h - ar pezh prizius a 'n em guzh a-dreńv ar c'hroc'hen, a-dreńv ar minc'hoarz, a-dreńv 'pezh a lak an nen da vont... Pa skriv an nen e klaska marse bout un "tapour luc'hed".

Grammaire bretonne du dialecte de Vannes
Arthur-Marie Le Bayon 

Yezh - Yezhadur
23 x 31,1 cm – 73 p. – 18 euro
ISBN 2-86863-018-9

Un advouladur eus ur yezhadur talvoudus eus yezh Gwened bet embannet e 1896. Klask a oa warnań pell a oa.

Gwenn e-harz ar Menez Mouk
Kristian Brisson 

Romant
12 euro
ISBN 2-86863-089-8

Helgvor ar stźr c'hlas
J.H. Rosny Henań 

Romant
14,8 x 21cm – 223 p. – 18 euro
ISBN 2-86863-110-0

Emań Helgvor hag e gompagnuned : daou gi, ur bleiz hag ur bugel, o kerzhout a-hed ar Stźr Veur, war-zu hec'h andon. Uheloc'h war ar stźr, div blac'h yaouank e bourzh ur birogenn, a zo o roeńvat, pennfollet. Klask a reont tec'hout rak ur strollad brezelourien bountet war o lerc'h e div birogenn all. Tamm-ha-tamm e tigresk an hed etrezo ha tost eo ar merc'hed da vezań tapet pa zeu trumm Helgvor war wel... Ha dont a raio a-benn d'o saveteiń daoust d'ar skoilhoł niverus a bep seurt a gavint war o hent ? Ur wech ouzhpenn omp kaset gant J.H. Rosny Henań er Ragistor. Al levr-mań ivez a zo skeudennoł gant taolennoł-orin Jean Chičze (20 anezho). Ur romant plijus, buhezek, leun a "suspens" hag a ro deomp un damsell eus buhez kriz mab-den er mareoł-hont aet kuit da viken.

Herve ha Nora
Armańs ar C'halvez 

Deskiń
Nŗ1. kentelioł. 15 x 21 cm – 176 p. – 10,50 euro
ISBN 2-86863-072-3
Nŗ2. kentelioł. 15 x 21 cm – 192 p. – 12 euro
ISBN 2-86863-090-1
Nŗ1. poelladennoł. 21 x 19 cm – 128 p. – 7 euro
ISBN 2-86863-093-6
Nŗ2. poelladennoł. 21 x 19 cm – 206 p. – 8,50 euro
ISBN 2-86863-097-9
Levr skoazell. 21 x 30 cm – 117 p. – 13 euro
ISBN 2-86863-104-5

Hervelina Geraouell
Fańch Elies-Abeozen

Romant
14,8 x 21 cm – 181 p. – 14 euro
ISBN 2-86863-037-5

"Gouezet en deus Abeozen livań gant trivli hag en ur stumm kaer-kennań tarzh ar garantez o kellidań (...). Chom a ra ar c'houn eus skeudenn Hervelina merket don en hon eńvor goude lenn ar romant" (Youenn Olier).

Hiroc'h eo an amzer eget ar vuhez
Per Denez 

Danevelloł
11,8 x 18,4 cm – 140 p. – 7,50 euro

Teir danevell hirik."Labour ur mestr-micherour, peurzesket gantań e arz hon eus aze"(Al liamm)

Hor skrivagnerien
Louis Dujardin (Loeiz Lok) 

Pennadoł
Levr 1 - 14,8 x 21 cm – 133 p. – 10,50 euro
ISBN 2-86863-063-4
Levr 2 - 10 euro
ISBN 2-86863-083-9

Ur gwir furcher e oa bet Loeiz Lok a-hed e vuhez ha pennadoł talvoudus-dreist en deus bet savet war ar skrivagnerien vrezhonek, dreist-holl diwar-benn reoł nebeut anavezet. Buhezskridoł ha rolloł resis eus ar pezh o deus bet savet eo ar pennadoł-mań. Ur sikour vras e vezint evit ar furcherien, ar studierien, al lenneien...

Istor eur c'halvedigez
Meven Mordiern 

Eńvorennoł
14,8 x 21 cm – 128 p. – 9 euro
ISBN 2-86863-016-2

Ar Gall-mań en deus gouestlet e vuhez da Vreizh ha dreist-holl d'ar brezhoneg. Displegań a ra amań dre ar munud penaos e teuas d'en em dommań ouzh istor ha sevenadur ar Gelted.

Jakez Karter
Loeiz Andouard 

Eńvorennoł
15,5 x 21 cm - 11 euro

Kambr ar Stered
Paol Kalvez 

Eńvorennoł
15 euro
ISBN 2-86863-145-9

Ar re a zo war glask lennegezh aze n'o do ket o gwalc'h, 'm eus aon. N'eus ket eus "Kambr ar Stered" un oberenn lennegel. Da lavarout eo... n'eus ket da bal dezhi bezań lennegel. N'eo ket bet savet e-skeud abegoł arzel. Istor ur stourmer eo, ha da gentań-holl istor ur vuhez, buhez Paol Kalvez. Hogen, daoust ha n'eo ket arzel pep buhez, intret m'eo gant frank-diviz mad-den ha dre-se gant e nerzh-krouiń koulz ha gant e zinerzh-krouiń. Netra estlammusoc'h neuze, netra fromusoc'h ha skrijusoc'h eget ur vuhez kontet plaen hag eeun.

Kanaouennoł
Roparz Hemon 

Barzhoniezh
Nŗ1. 4 euro
Nŗ2. 4 euro

Nŗ3. 14,8 x 21 cm – 82 p. – 6 euro
ISBN 2-86863-017-0
Nŗ4. 14,8 x 21cm – 75 p. – 6 euro
ISBN 2-910699-10-2

N'eo ket hepken geriadurioł, hentennoł-deskiń, romantoł, barzhonegoł ha me 'oar me...a zo bet savet gant Roparz Hemon, kanaouennoł ivez. Liesseurt-kenań int, a-c'hiz kozh, a-c'hiz nevez, karantez, natur, yezh ha bro...ha war a bep seurt sonerezh. Setu-i bodet(ur c'hant bennak) e peder levrenn, gant ar sonerezh adskrivet gant Pźrig Herbert ha Fańchig Desbordes, ha skeudennet gant Daničle Jégo, Joėl Couloigner ha Brenda Andouard.

Kan ar spered hag ar galon
Fańch Elies-Abeozen 

Barzhoniezh
14,8 x 21 cm – 118 p. – 5 euro

Abeozen zo unan eus pennań diazezerien luskad Gwalarn. Meur a labour en deus kaset da benn ha meur al levr a vez lakaet war e anv. N'eo ket anavezet evel barzh avat. Ha koulskoude ez eus saour ha from en e werzennoł. En dastumadenn e vo kavet koulz e varzhonegoł hag ar gwerzioł a oa bet kempennet gantań evit ar skingomz. Darn eus e oberennoł a oa bet lakaet sonerezh warno gant Jef ar Penven. Kavet e vo ar pezhioł sonerezh-se el levr ivez.

Kelaouenner
Youenn Drezen 

Pennadoł
Nŗ2. Gwalarn 14,8 x 21 cm – 92 p. – 6 euro
ISBN 2-86863-021-9
Nŗ3. L'Heure Bretonne - 14,8 x 21 cm – 92 p. – 9 euro
ISBN 2-86863-040-5

Er rummad-mań e kaver danvez hag a oa diaes da gaout evit al lennerien a-vremań, strewet ma oant amań-ahont, ha koulskoude danvez a-bouez enno koulz e-keńver lennegezh, sońjoł ha boued spered hag ivez un tańva eus ar brezhoneg lakaet da dalvezout evid un dachenn nebeut pleustret, ar c'hazetennerezh. Ezhomm ebet da lavaret e teu brav an traoł gant Youenn Drezen, unan eus hor bevań skrivagnerien. Liesseurt eo ar pennadoł. Da notenniń en eil levrenn e bezhioł barzhoniezh brudet met digavadus evel "Kanenn da Gornog" pe "Nozvezh Arkuz".

Kelc'h diwar gelc'h
Kristian Brisson 

Romant
10,50 euro
ISBN 2-86863-048-0

Kenavo ar c'hentań er joaioł
Per Denez 

Romant
14,8 x 21 cm – 93 p. – 10 euro
ISBN 2-86863-080-4

"Gant Ella ha ganin, war an aod, e oa bet karantez diouzh ar c'hentań sell ha diouzh ar c'hentan pok. Ken-se n'helle bezań evurusoc'h den egedon pa voemp dimezet. Siwazh, ne ouien ket e oan o timeziń, n'eo ket ganti hepken, met gant he moereb Othilda war un dro . Ha diwar se..."

Kenavo ar wech all
Per Denez

Danevelloł
14,9 x 21 cm – 104 p. – 10 euro
ISBN 2-86863-150-3

Setu amań, ur wech ouzhpenn, un dibab danevelloł faltazi – war-bouez an hini ziwezhań : Gaston Jehannin – skrivet gant Per Denez en daou vloaz diwezhań. Lec’hiet int holl en hor mare-ni hag e lec’hioł m’eo bet Per Denez o chom ur pennad mat a amzer – e Dax da skouer – hag en ur mare ma oa kaer an amzer ha tomm an heol. Ha derc’hel sońj n’emań ket Dax pell diouzh ar mor… Istr a zo da gaout, ha n’eus ket gwelloc’h eget ur banne Juranēon – gwin ar vro – d’o c’has d’an traoń. Dav kaout sońj : n’eo ket an dristidigezh a c’hell degas ar yec’hed en-dro.

Koroll ar Marv hag ar Vuhez / Danse de la Vie et de la Mort
Langleiz 

C'hoariva
19 x 23 cm - 80 p. - 13 euro
ISBN 2-86863-140-1

Eil pezh-c’hoari an oberour eo. Embannet e oa bet evit ar wech kentań er gelaouenn SAV e 1938. An droidigezh c’hallek a-dal d’an destenn vrezhonek a zo gant an aozour e-unan. War-lerc’h e vo kavet ar sonerezh a oa bet savet gant Georges Arnoux hag ul levrlennadur klok eus oberoł Langleiz. Rakskrid gant Erwan Vallerie.

Krec'hioł an avel yud
Emily Brontė, tr. Per Denez

Romant
16 x 24 cm - 286 p. - 16 euro
ISBN 2-86863-141-X

Troet eo bet Wuthering Heights, oberenn nemeti Emilie Brontė e meur a yezh : filmoł ha sonerezh a zo bet savet diwarni ivez. Sellet eo evel oberenn lennegel diwezhań ar Romantelezh. Ar wech kentań eo da seurt levr bezań troet e brezhoneg. Reiń a raio tro d'al lennerien da zizoleiń, e brezhoneg, dindan bluenn akuit Per Denez, ur bennoberenn lennegel, he zudennoł boemus, a-c'haoliad etre ar romantelezh hag ar goteg, ne skuizhder ket ganto.

Kudennoł an treiń diwar ar rusianeg
Anna Mouradova 

Yezh
19 x 21 cm - 13,50 euro
ISBN 2-86863-116-9

La trame d'une langue: le breton
Jean-Yves Urien 

Studiadenn
15,5 x 23,5 cm – 262 p. – 18,50 euro
ISBN 2-86863-032-4

Kelenn a ra Jean-Yves Urien Skiantoł al Lavar e Skol-Veur Breizh-Uhel e Roazhon. Diwar ar brezhoneg e kas e labour da benn. Graet eo al levr-mań koulz evit ar re a zo o teskiń brezhoneg hag ar re a zo dedennet gant dielfennań al lavar. E galleg emań al levr.

Lemenik, skouer ar varzhed
Erwan Berthou 

Romant
14,7 x 20,9 cm – 126 p. - 13 euro
ISBN 2-86863-131-2

Lennegezh evit an dibenn-sizhun 

Pennadoł
14,8 x 21 cm – 122 p. – 10,50 euro
ISBN 2-86863-041-3

E-pad ar brezel e veze embannet "Arvor", renet gant Roparz Hemon, ur gazetenn vrezhonek sizhuniek graet evit an holl. Hag e-barzh pep niverenn e veze ur "gontadenn"(skridoł faltazi liesseurt e wirionez), skrivet gant tud nevez an tud kozh, tud brudet pe reoł all divrud, tud hag a skrive kalz, darn nebeutoc'h(evel Kerlann hag Alan al Louarn a labouras kement evit Breizh), troidigezhioł...Un tańva a ginniger dimp amań 36 testenn diwar zorn 26 skrivagner lakaet e gouloł an heol.

Lestr o hiraezh
Kristian Brisson

Romant
14,8 x 21 cm – 168 p. – 15 euro
ISBN 2-86863-149-7

Konan, ar Mestr, en doa dibabet sentiń ouzh al lusk a veze debret e vuhez gantań a-vihanik ha mont hep damantiń e bourzh al Lestr, o sammań warnań mil mallozh ar bed stag ouzh ar vag-se. Koulskoude, neb a zibabo mont d'e heul a zesko diwar e goust e-unan pegen bresk e c'hell bezań levezon ar Mestr pa ranko hemań plegań d'e dro d'ur galloud dic'hortoz dreist d'e youl hag a vo krignet gantań kalon e blanedenn. Daoust ha tonket e vo dezhań, goude bezań gouestlet e vuhez d'ar beajoł dibenn war ar morioł arvarus, echuiń e gantreadennoł pell diouzh e garidi en ur gichen gant Lestr e Hiraezh ?

Maodez Glanndour, Son chemin d'humanité au long de Komzoł Bev
Annaig Renault

Studiadenn
24 x 16 cm – 364 p. – 24 euro
ISBN 2-86863-148-0

Me a zalc'ho
Yvonne Galbrun

Eńvorennoł
14,9 x 21,1 cm - 13 euro
ISBN 2-86863-127-8

Buhez Ivona Galbrun (1904 - 1985), anavezet ivez 'Iona', he anv barzhez.

Minna ha danevelloł all...
Ernest ar Barzig

Danevelloł
14,8 x 21 cm – 224 p. – 15 euro
ISBN 2-86863-036-7

Marteze a-walc'h hor gwir skrivagner pobl diwezhań. Un dibab eus e zanevelloł. An hini gentań, "Minna", zo lakaet da vezań e-touez ar re wellań a c'hallfed kaout en hor yezh.

Moger an Noz
Kristian Brisson 

Romant
14,8 x 20,9 cm – 142 p. - 10,50 euro
ISBN 2-86863-075-8

Mont war-raok gant ar brezhoneg
Per Denez 

Deskiń
14,7 x 20,9 cm – 102 p. - 10 euro
ISBN 2-86863-031-6

Hentenn deskiń.

Petite grammaire du breton moderne
Yann Desbordes

Yezh - Yezhadur
15,5 x 23 cm – 128 p. – 11 euro
ISBN 2-86863-052-9

Prizionad er Rühr
Yann-Loeiz Emili 

Eńvorennoł
14,8 x 21 cm – 99 p. – 10,50 euro
ISBN 2-86863-064-2

Al labourer-douar-mań eus Bro-Leon zo bet unan eus diazazerien Sindikad Kastell-Paol. E penn-kentań ar brezel-bred kentań e voe tapet gant an Alamaned ha kaset da labourat war-dro ar puńsoł glaou-douar, tost pemp bloaz e chomas prizoniad eno. Ur sell all eo war ar brezel-se, ur skrid a-bouez evit kompren planedenn ar remziad a zo bet kaset d'an drailh.

Prometheus ereet
Aesc'hulos 

C'hoariva
14,8 x 21 cm – 171 p. – 13,50 euro
ISBN 2-86863-118-5

Unan eus palioł Gwalarn a oa kinnig d'ar Vretoned, en o yezh, oberennoł-meur ar bed. Drezen a zibabas, da gregiń ganti, daou eus pezhioł-c'hoari Aesc'hulos : "Prometheus ereet" hag "Ar Bersed". Roparz Hemon a reas e 1928 un embannadur kaer evit al labour-se, gant koadengravadurioł diwar zorn R-Y. Kreston ha Jorj Robin. Peurheńvel eo bet advoulet ganeomp, o lakaat ouzhpenn notennoł skiantel Aline Gleoneg war ar c'hoariva en Hellaz kozh.

Red an amzer / Le fil du temps
Tereza

Barzhoniezh
14,8 x 21 cm - 15 euro
ISBN 2-86863-153-4

E-pad 28 vloaz he deus labouret Tereza evit Mouladurioł Hor Yezh. A-hed ar bloavezhioł he deus skrivet barzhonegoł. Setu un torkad anezho hag a ziskouez pere 'oa mammennoł pennań hec'h awen: an natur, ar mor, ar vuhez, ar garantez dindan hec'h holl stummoł, gant gwech ha gwech all un tamm enkrez a zo lod eus hor buhez pemdeziek.

Sant Erwan
Klerg

Studiadenn
14,8 x 21 cm - 16 euro
ISBN 2-86863-151-7

Diwar ar skridoł niverus a denn da brosez santeladur Sant Erwan en deus fellet d'an Ao. Klerg adkavout, dindan o gwiskadoł latin, ar stummoł brezhonek a oa d'an anvioł tud ha lec'hioł meneget gant an testoł. Drezo ivez, hag en tu-hont dezho, mont tostoc'h un tamm ouzh buhez an dud en amzer-hont. An hini kentań eo bet Klerg o pegiń el labour-se, ha barregezh a oa gantań evit hen ober : gouiziek war al latin hag ivez war ar c'hembraeg, pezh na oa ket didalvoud a-wechoł evit kompren gerioł brezhonek 'zo. Brudet eo evel skrivagner hag eus e vro en deus un anaoudegezh maget gant ar garantez. Ur prof kaer da eńvor Sant Erwan da geńver al lidoł evit e varv seizh kant vloaz 'zo.

Sevel gwenan e Breizh
Janig Bayon

A bep seurt
14,8 x 20,9 cm - 12 euro
ISBN 2-86863-067-7

Damsell war istor ar gwenanerezh e Breizh en 19 vet hag en 20 vet kantved.

Skeud
Kristian Brisson

PRIZ LANGLEIZ 1985

Romant
11,8 x 18,5 cm – 122 p. – 6 euro
ISBN 2-86863-009-X

"Skeud n'eo ket ur romant. Tud o vevań ne lavaran ket".Tud o klask o hent e-touez an drez hag ar strouezh etrezek ar peoc'h hag ar sklźrijenn.Ha skrivet eo tonkadur an den en ul levr bras?Etre hunvre ha gwirionez.

Sonata in E. Minor
Kristian Brisson

Romant
14,8 x 21 cm – 180 p. – 15 euro
ISBN 2-86863-156-5

Nils ha Swen. Penaos anavezout an eil diouzh egile? Padal e c'hello ar re dostań outo dielfennań a-wechoł perzhioł -sioł?- e daoulagad sklaer an eil pe e daoulagad teńval egile. Na pa vefe bet start ha kreńv al liammoł etre an daou vreur gevell adalek o bugaleaj tener e c'hoarvezo alies ganto mont disparti-krenn war an hentoł a vo tonket dezhe bale warno. Koulskoude e tremeno ur vezańs en o buhez ha ganti e savo freuz ha reuz hag a c'hellfe treiń da gasoni, allas!...
Lusk-dilusk ez aio an darvoudoł en-dro war don ar Sonata in E. Minor, laouen ha trist tro-ha-tro. Ha pep darvoud a vo heńvel a-walc'h ouzh unan pe unan eus ar pevar luskad a ya d'ober ar pezh sonerezh-se. Hag ouzh he selaou e tigor dor ar fromoł.

Tem ar marv en oberennoł Per Denez
Jacqueline Gibson

Studiadenn
16 x 24 cm – 102 p. – 12 euro
ISBN 2-86863-029-0

Tiriadoł ar Gwalarn
Jef Gedez

Romant
14,8 x 21 cm – 156 p. – 12 euro
ISBN 2-86863-130-4

Da bep hini e heńvreoł... Re Mik, maget a-hed e vugaleaj gant lennadennoł Gounorz Kanada, a gas anezhań war-du tiriadoł pell ar Gwalarn, war-lerc'h Splannder ar Bed, betek koll e skiant... Ur rentań-kont beaj ouzhpenn a sońjo darn. Ar pep souezhusań avat eo gouzout n'en deus morse Jef Gedez lakaet e droad en tu-all d'ar Meurvor Atlantel. Ul labour-krouiń souezhus eo a ginnig deomp amań ar skrivagner.

Un deiz a viz Mae
Klerg 

Eńvorennoł
14,5 x 20,7 cm – 158 p. - 12 euro
ISBN 2-86863-106-1

Bez'eo bet an aotrou Klerg unan eus ar Vreizhuheliz-se hag o deus desket ar brezhoneg ha graet dioutań o yezh n'eo ket yezh o c'halon pe yezh ar sul, met o yezh berr-ha-berr, klok-ha-klok. Beleg e oa Klerg, ken-se e labouras da reiń d'e genvreudeur, a-hed un 2 000 pajennad bennak, peadra d'ober o lidoł hag o fedennoł: emań bremań Imbourc'h ouzh o adembann. Gant an emsaverien e vo eńvoret Klerg evel prezidant kentań "Kuzul Ar Brezhoneg" ha rener Barr-heol: a bep seurt pennadoł a savas evit 100 niverenn ar gelaouenn-se, etre 1953 ha 1978 - 25 bloaz ez-resis. El levr kentań-mań e kinnigomp, tennet eus Barr-Heol hag eus Al Liamm, e zanevelloł : donezonet e oa an aotroł Klerg evit skrivań, anezhań ur mestr asur war ar yezh. Levrioł all a zeuio da heul, rak liesseurt eo bet e oberenn, ha bepred talvoudus. E Prevael- e "menez" Breizh-Uhel - eo bet ganet Marsel Klerg, 1912; e Bear - e Breizh-Izel - ez eo marvet, 1984. Gorre-Breizh ha Goueled-Breizh en daou benn eus chadenn e vuhez, gouestlet en he fezh da servij ar vro.

Va zamm buhez
Loeiz ar Floc'h

Eńvorennoł
15 x 21 cm - 9 euro
ISBN 2-86863-004-9

Warc'hoazh e tarzho c'hoazh an deiz
Per Denez 

Danevelloł
14,8 x 21 cm – 118 p. - 13 euro
ISBN 2-86863-142-8

Pemp danevell gant per denez, en o zouez , un emgav etre daou zen yaouank o deus en em anavezet dija en ur vuhez all… Ur maner brav savet e-kichen Sant-Malo diwar-goust buhez tud Enezenn Bask hag a zo pladet al lodenn greiz anezhań un nozvezh…Pe c’hoazh an emgav en tren o vont da Gemper etre ur skoliad kozh hag e skolaer a wechall… Suspens hag mousfent kemmesket : ur gwir lip-e-bav !

War roudoł Merlin e Breizh
Jef Philippe 

Romant
6 euro
ISBN 2-86863-012-X

Yezh ar vuhez
Fańch an Uhel 

Barzhoniezh
14,7 x 20,8 cm – 128 p. - 13,50 euro
ISBN 2-86863-137-1

Brudet eo Fańch an Uhel dreist-holl evit bezań dastumer kontadennoł (gant Al Liamm eo bet embannet an holl re skrivet e brezhoneg), gwerzioł ha sonioł. Met n'eo ket bet dastumer hepken, savet en deus ivez barzhonegoł e brezhoneg. Un dibab anezho a ginnigomp amań, taolennoł plaen en ur yezh plaen ha flour, oc'h implijout gerioł eeun hag ampart.

Yezh ha bro
Per Denez 

Studiadenn
14 x 21cm – 162 p. – 12 euro
ISBN 2-86863-108-8

El levr-mań e vo kavet un dibab eus pennadoł-stourm ha pennadoł-studi bet embannet gant Per Denez e meur a gelaouenn. "Stourm" ha "Studi" : daoust ha diseńvel-bras eo bet an daou dra evitań ? Tennań a ra ar pennadoł-se d'ar brezhoneg, d'an embann e brezhoneg, d'an emsav evit ar yezh. O tegas da sońj ez eo Breizh ul lodenn eus ar "bed keltiek", e tennont ivez da Iwerzhon. Lakaat a reont war wel plegoł hag oberoł nebeut anavezet - hag int pouezus - eus istor an emsav. Ur skoazell d'an "dlead a vemor" a brezeger bremań ken alies diwar e benn.