|
Katalog / Catalogue
BARN HA SKRID |
Ma fell deoc'h prenañ levr-mañ-levr, kasit ho chekenn (warni priz al levr + 10 % ouzhpenn evit ar mizoù-kas), da:
BARN HA SKRID 14 Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet 22300 LANNUON
02 96 48 03 00 |
|
Diwar an uhel Lan Tangi
Danevelloù / Nouvelles / Short stories
14,8 x 20,6 cm - 131 p. - 10 euro ISBN 2-9525135-4-8 |
Goude bezañ savet skridoù awenet gant e veajoù a-dreuz ar bed en e dorkad danevelloù kentañ e teu an aozer en-dro d'e vro c'henidik. Lec'hiet eo an danevelloù-mañ e Menez Are hag en e drowardroioù, panevet div, unan war harzoù Kanada-USA hag unan all en India. Buhez meneziz, dezho o doare, e fin ar c'hantved diwezhañ, o vont; trabas-didrabas, gant o zammig-buhez. C'hoantoù, poanioù, stourmoù, kontet war ton ar fent hag ar mousfent. Ganet eo bet Lan Tangi e 1951 e Karanteg (Bro-Leon) ha desavet e Menez Are gant e dud-kozh. Skrivet en deus un torkad barzhonegoù Mousafir e 1997 (priz Langleiz 1998 hag Imram 2001). Ul levr danevelloù Da Goulz an Avaloù (2001), skridoù ul levr luc'hskeudennoù gant Gilles Pouliquen, Menez Are (2003). Ur pezh-c'hoari evit ar radio "Alo, alo, amañ Job" (2007), c'hoariet gant Strollad Kastell. O labourat er gevelouri Roudour, e Karaez, emañ o chom er Fouilhez. |
|
|
Govel an dremmwelioù Alan Botrel
Barzhonegoù / Poésies / Poetries
14,5 x 20,5 cm - 202 p. - 11 euro ISBN 2-9525135-3-1 |
Ganet eo bet Alan Botrel e Ploue e 1954. Goude studioù war ar brederouriezh, ar yezhoniezh hag ar brezhoneg, e rannvro Pariz hag e Breizh, emañ bremañ o kelenn e Skol-Veur Roazhon 2. Embannet en deus ivez un torkad danevelloù ha meur a droidigezh diwar ar gresianeg. Kavet e vo amañ ar barzhonegoù skrivet gant an aozer etre 1972 ha bremañ. |
|
|
Kas ha lazh Itsc'hak Katsenelson, Lamed Shapiro, Perets Markish
Danevell ha barzhonegoù / Nouvelle et poèmes / Short story and poetries
14,8 x 21 cm - 200 p. - 14 euro ISBN 2-9525135-0-3 |
Tri
skrid a vezo kavet el levr-mañ. Tri skrid savet e yezh Yuzevien Reter
Europa. Un danevell ha div varzhoneg hir. Recueil
de trois textes, deux longs poèmes et une nouvelle, écrits en hébreu
et traduits en breton par Batia Baum et Koulizh Kedez. Trois textes
ayant le même thème: la déportation et le génocide dans les progroms
russes aux environs de 1900 et pendant la Révolution Rouge, pour tenter
de comprendre l'horreur de Treblinka. |
|
|
Istor ur prizoniad Stratis Doukas tr.
Alan Botrel
Romant / Roman / Novel
14 x 19 cm - 80 p. - 5 euro ISBN 2-9525135-1-1 |
Soudard
gresian e 1922, prizoniad an Otomaned, tec’her o vevañ en ur vougev,
maesaer o tremen evit un Turk kent adkavout e frankiz… Kontet
e oa bet an istor gant ar benndudenn he-unan kent bezañ adstummet meur
a wech gant ar skrivagner en doa eñ dastumet.
Mirout a reas hemañ ar perzhioù pennañ -
an eeunded, ar fedoù hepken - a ra eus an oberenn unan dibar a lenner evel ma selaouer ur marvailher. Au
début des années 1920, la guerre éclate entre l’Empire Ottoman et
la Grèce. Nikolas Kozakoglou, originaire de Smirne (Izmir), est un
soldat grec. Il est fait prisonnier par les Turcs mais parvient à s’échapper.
Pour survivre, il se cache dans une caverne, puis se fait passer pour un
berger turc afin de retrouver sa liberté. |
|
|
Reun Menez Keldreg, melezour ur vuhez ? Malo Bouëssel Du Bourg
Studiadenn / Etude / Study
19 x 21 cm - 206 p. - 14 euro ISBN 2-9525135-2-4 |
"Tost peurlonket gant noz an tremened", "Tonket d'an ankounac'h" dre ma n'en deus embannet nemet ul levr, sed a lavar Malo Bouëssel du Bourg a-zivout Reun Menez Keldreg hag e oberenn ha sed a c'hellfed lavarout kenkoulz all diwar-benn kalzik a skrivagnerion all en hon yezh. Gant ar studiadenn don ha pinvidik-mañ, bet kinniget e Skol-Veur Roazhon 2 e 2004, e addizoloer ur skrivagner a-zoare hag e ved, un den a zellez e skridoù bezañ adlennet. Meur a hent a zigor an aozer hag ur skouer e c'hell bezañ e labour evit kement hini dedennet gant ar skridvarnerezh. Ganet eo bet Malo Bouëssel du Bourg e 1960. Graet gantañ studioù war ar c'henwerzh hag ar brezhoneg e labour e gennad ar gounezvouederezh. Embannet en deus daou dorkad barzhonegoù e galleg ha kenlabouret en deus gant Armor Magazine, Ar Men, Ya... Priz Glenmor 'zo bet roet dezhañ. |
|