|
Katalog / Catalogue
MOULADURIOÙ HOR YEZH |
Ma fell deoc'h prenañ levr-mañ-levr, kasit ho chekenn (warni priz al levr + 10 % ouzhpenn evit ar mizoù-kas), da:
MOULADURIOÙ HOR YEZH 14 Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet 22300 LANNUON
02 96 48 03 00 |
|
A-greiz kalon ar vro Klerg
Eñvorennoù / Souvenirs / Memories
14,8
x 21 cm – 170 p. – 15 euro ISBN 2-86863-143-6 |
Pa oa person e Bulien ez embanne Klerg bep sizhun Koulmig ar Gindi, ul lodenn vras anezhi e brezhoneg. Un dibab hon eus graet, skridoù plaen ha pezhioù-c’hoari ; gant plijadur ha dudi e vint lennet : barzhoniezh a zo enno koulz ha mousfent ha preder ha karantez. Klokaet eo bet al levr gant pennadoù talvoudus-tre, tennet eus Barr-Heol, en o zouez dreist-holl un dornad kaer anezho diwar-benn anvioù-lec’h ar vro. Laket eo anat enno gant Klerg e varregezh ken evel arguzenner, ken evel brezhoneger. Ur gentel a-zoare war al lec’hanvadurezh ha war ar skrivañ. Lorsqu’il était recteur de
Buhulien, Klerg éditait chaque semaine un bulletin paroissial :
“Koulmig ar Gindi”, dont une grande partie était rédigée en
breton. Nous avons c’hoisi des extraits, prose ou théâtre, qu’on
lira avec plaisir car on y trouve poésie aussi bien qu’humour , en même
temps que réflexion et amour.
D’autres
textes importants tirés de la revue Barr-Heol complètent l’ouvrage.
On y trouvera en particulier uneintéressante étude des noms de lieux
du pays qui montre à l’évidence l’immense talent de Klerg aussi
bien comme argumenteur que comme bretonnant. Un cours magistral de
toponymie et aussi d’écriture du breton. |
|
|
Alanig an Tri Roue Roparz Hemon
Romant / Roman / Novel
14 euro |
||
|
Alc'hwez ar brezhoneg eeun Roparz Hemon
Geriadur / Dictionnaire / Dictionary
15 x 21 cm - 10 euro ISBN 2-86863-126-6 |
Ce petit livre contient les mots les plus employés du breton, ceux dont la connaissance est indispensable à qui veut avoir une base solide pour poursuivre l'étude de la langue. |
|
|
Al lenn Kristian
Brisson
Romant / Roman / Novel
14,8
x 20,7 cm – 164 p. - 14 euro ISBN 2-86863-135-5 |
Aet eo Tristan da Vro Suis da dremen ur prantad amzer. Du-hont, war bord al lenn, e kavo mignoned da bleustriñ gantañ hentoù ar memez. Eno avat, e kejo ivez ouzh Elsbeth, plac'h ar vro, hag ouzh Willi, ur paourkaezh paotr en do truez outañ... Hogen, daoust ha gouest e vo da vevañ dibreder karantez Elsbeth, ha piv eo eta ar Willi-se dezhañ doareoù ken iskis? C'est en Suisse que Tristan s'est rendu pour y passer un bon moment de vacances. Là-bas, sur les rives du lac, il trouvera des amis en compagnie desquels il pourra pratiquer la randonnée en montagne. Là-bas aussi, il rencontrera Elsbeth, la fille du pays, dont il va tomber amoureux, et Willi, un pauvre garçon dont il aura pitié... Mais pourra-t-il vivre avec insouciance son amour pour Elsbeth, et qui donc est ce Willi au comportement si étrange? |
|
|
Amzifenn gwirion Sokrates Kostas Varnalis
Romant / Roman / Novel
14,8 x 21 cm – 86 p. – 13 euro ISBN 2-86863-138-X |
E 1931, daou vil tri c'hant vloaz goude Platon, en doa skrivet Kostas Varnalis "Amzifenn Gwirion Sokrates" e-lec'h ma weler ar prederour meur o vreutaat dirak e varnerien kent bezañ kondaonet d'ar marv gant ar bobl. Disheñvel ton ha pal an daou skrid avat. Gant goap ha droukfent Sokrates e wisk Kostas Varnalis prederioù e amzer hag e vro (Bro Hellaz), re ar galloud hag an demokratelezh. Dre zimeziñ c'hoarzh ha preder e ra al liamm etre an henamzer hag hon hini. C'est en 1931, deux mille trois cents après Platon, que Kostas Varnalis écrivit "Amzifenn Gwirion Sokrates" (la véritable autodéfense de Socrate) où l'on voit le grand philosophe plaider devant ses juges avant d'être condamné à mort par le peuple. Cependant le ton des deux écrits est différent ainsi que le but recherché. Avec l'ironie et l'humour décapant de Socrate, Kostas Varnalis analyse les inquiétudes de son temps et de son pays (la Grèce), celles du pouvoir et de la démocratie. En mariant dérision et réflexion, il fait le lien entre l'Antiquité et notre temps présent. |
|
|
An amzer a ra e dro Per Denez
Danevelloù / Nouvelles / Short stories
14,8 x 21cm – 126 p. – 12 euro ISBN 2-86863-087-1 |
Peder danevell, kriz ken na 'z int, zoken p'emaint o verviñ gant ar mousfent... tost betek ar fin. Disheñvel al lec'hioù, disheñvel ar mareoù ma tremenont – adal ar Brezel - Bed Kentañ betek hor mare-ni. Atav e vez un diazez gwirion d'an darvoudoù gant Per Denez, ha diwar ar sichenn-se e labour faltazi ar skrivagner. Plijout a ra dezhañ bezañ resis e-keñver Istor-gant un I bras. Ur wech staliet an daouad karantez / kazoni, e krog ar c'hoari. 4
nouvelles où la guerre, le destin ont une place particulière. |
|
|
An ti e traoñ ar c'hoad Frañsez Kervella
Eñvorennoù / Souvenirs / Memories
15 x 21 cm - 13 euro ISBN 2-86863-053-7 |
||
|
Ar C'hrist d'an Amerindianed Youenn Troal
Eñvorennoù / Souvenirs / Memories
15 euro ISBN 2-86863-146-6 |
Ur beleg a zo eus Youenn Troal. Kaset e oa bet gant e eskob – war e c’houlenn – da Vro-bPerou evel misioner. Dre ziv wech eo aet du-hont: eus 1963 da 1968, ha neuze eus 1973 da 1979. Pa felle dezhañ mirout darempredoù gant e vignoned a Vreizh, e oa kroget da gas dezho bep an amzer ur follennig liestennet war baper gant stensiloù hag a oa bet anvet gantañ “Ar C’hrist d’an Indianed”. Un deizlevr eta e-lec’h ma konte e vuhez nevez gant e brederioù, e ziaesterioù hag ivez e levenezioù. Soñjet hon eus e oa prizius evit ar brezhoneg adkavout ar follennoù-se hag o embann e stumm ul levr. Re goustus avat e vije bet sevel unan a 400 pe 500 pajennad. Kinnig a reomp neuze el levrenn-mañ ar bloavezhioù 1963-1964, gant ar spi da c’hellout kenderc’hel diwezhatoc’h gant eil lodenn an deizlevr. Prêtre, Youenn Troal a été envoyé par son évêché, suite à sa demande, au Pérou en tant que missionnaire. Il y est allé deux fois, entre 1963 et 1968 et entre 1973 et 1979. Pour garder des contacts avec ses amis en Bretagne, il leur envoyait parfois des documents écrits qu'il appelait “Ar C’hrist d’an Indianed”. C'est donc un journal dans lequel il raconte sa nouvelle vie, ses réflexions, ses difficultés mais aussi ses bonheurs. Nous avons pensé que c'était fondamental pour la langue bretonne de réunir ces feuillets et de les éditer sous forme de livre. Cela aurait été trop onéreux de créer un seul livre contenant de 400 à 500 pages. Nous proposons donc ici les documents des années 1963 et 1964, tout en espérant pouvoir publier la suite plus tard. |
|
|
Ar fest-noz Zavier Grall tr. Koulizh Kedez
Romant / Roman / Novel
14,8 x 21 cm – 126 p. – 12,50 euro ISBN 2-86863-035-9 |
Da heul Mocna zu, amjestr, gaouiat, enkorfadur e Vro hag e Ankoù ez ay Arzhel an emsaver betek penn e hent, hini an aberzh roudennet e douar ar gounnar... C'est
sur les conseils, les indications, les reflexions de Xavier Grall que
son ami Koulizh Kedez traduisit "La Fête de Nuit", un roman
lyrique ayant la Bretagne comme thème. |
|
|
Ar genkiz Kristian Brisson
Romant / Roman / Novel
14,8 x 21cm – 206 p. –14 euro ISBN 2-86863-120-7 |
Re enk eo da Wenole straedoù ar Gêr-Gloz. Erru eo skuizh gant an darempredoù kozh a glask e zerc'hel en o gwarez, gant ar randonennoù eo bet maget e vuhez ganto. Poent dezhañ loc'hañ. Padal, emañ ar Genkiz nepell ac'hano, evel ul lec'h-hud hag a zedenn anezhañ. Tec'hout a raio koulskoude. Daoust hag aberoù glan an Enez C'hlas a zegaso peoc'h ha furnez d'e ene trubuilhet? Hir e vo an hent, avat... Setu moarvat gwellañ romant ar skrivagner. Les rues de la Ville-Close sont devenues trop étroites pour Gwenole. Il est fatigué des vieilles fréquentations qui cherchent à le maintenir sous leur emprise, des radotages qui ont nourri sa vie. Il est temps de bouger. Mais la Villa, non loin de là, l'attire tel un lieu magique. Il fuira cependant vers d'autres cieux. Les abers purs de l'Ile Verte apporteront-ils paix et sagesse à son âme tourmentée? Le chemin sera probablement long... Voici sans doute le meilleur roman de l'écrivain. |
|
|
Ar gêr villiget Yeun ar Gov
Romant / Roman / Novel
14,8 x 21 cm – 237 p. – 16,50 euro ISBN 2-86863-127-4 |
Ur vojenn anavezet dre Europa a-bezh eo a zo kontet deomp gant Yeun ar Gov, hini mojenn Kêr Iz. Arabat klask er levr-mañ ur gwirvoud istorel, rak nebeut anavezet eo Istor Breizh ar 5vet kantved. N'eo ket chalet Yeun ar Gov gant kement-se. Gouzout a ra krouiñ un Arvorig diouzh e faltazi evit sevel danevell varzhus ar Vretoned ha ne c'hell al lenner nemet en em lezel da vont gant red an istor. Yeun ar Gov nous raconte une légende connue dans l'Europe entière, celle de Kêr Iz. Le peu d'archives de l'époque ne fait pas reculer l'auteur. Il sait créer une Armorique imaginaire pour écrire le récit merveilleux des Bretons. Le lecteur n'a plus qu'à se laisser aller avec le cours de l'histoire. |
|
|
Ar mabinogion Fañch Elies-Abeozen
Danevelloù / Nouvelles / Short stories
15 x 21 cm - 20 euro ISBN 2-86863-058-8 |
Embannet gant Gwalarn etre 1925 ha 1939 setu kinniget, evit ar wech kentañ e stumm ul levr, dastumad klok an danevelloù a zo ouzh ober ar Mabinogion, lakaet e brezhoneg gant Fañch Elies-Abeozen, hervez Levr Gwenn Rhydderch, skrivet e dibenn an XIIIvet kantvet ha Levr Ruz Hergest, skrivet e diwezh ar XIVvet kantved. Bez' e oa troidigezh ar Mabinogion, e spered Elies, ouzhpenn an ezhomm da adkavout gwriziennoù keltiek evit adframmañ hon lennegezh nevez, an tu nemetañ da adperc'hennañ ul lodenn eus hon hêrezh dianket. |
|
|
Ar vilin du Jùrij Brêzan
Romant / Roman / Novel
14,8 x 21cm – 150 p. – 12 euro ISBN 2-86863-122-3 |
Gant "Ar Vilin Du" e vez kinniget d'ar vrezhonegerien un oberenn dreistpar eus al lennegezh sourabat. Oberenn vrudetañ Jùrij Brêzan eo. N'eo ket diwar ar sourabeg (yezh ur bobl slavek hag a vev e reter Bro Alamagn) eo bet troet gant Jakez Konan, met diwar an alamaneg "Die Schwarze Mühle", bet embannet evit ar wech kentañ e 1968. Tu a zo da lenn an danevell hep klask hiroc'h ; tu a zo ivez da glask treantiñ eil ment ar vojenn. Rak taol-ijin Brêzan eo bezañ bet gouest da ginnig ur gontadenn-bobl hag a zo war ar memes tro un danevell diwar-benn stourm ar renkadoù. Avec "Ar Vilin Du" c'est une oeuvre majeure de la littérature sourabe qui est présentée au lecteur bretonnant. C'est l'ouvrage le plus célèbre de Jùrij Brêzan. Ce n'est toutefois pas du sourabe (langue d'un peuple slave vivant dans l'est de l'Allemagne) que Jakez Konan a traduit, mais de l'allemand "Die Schwarze Muhle", publié pour la première fois en 1968. On peut y lire le récit sans chercher plus loin ; on peut aussi tenter d'approfondir la fable et y trouver un second niveau de lecture. Car l'exploit de Brêzan est d'avoir été capable de proposer un conte populaire qui soit à la fois un récit politique sur la lutte des classes. |
|
|
Barzhaz Breizh Kervarker
Barzhoniezh / Poèmes / Poetries
15,5x22 – 462 p. – 33,50 euro (paper kaer) 15x21 – 460 p. – 24,50 euro (paper boutin) ISBN 2-86863-038-3 |
|
|
|
Barzhonegoù Alan Botrel
Barzhoniezh / Poèmes / Poetries
14,8 x 20,9 cm - 5,50 euro |
||
|
Beajour ar goañv / Le voyageur de l'hiver Roparz Hemon
Danevelloù / Nouvelles / Short stories
14,8 x 21cm – 37 p. – 3 euro |
Ar skrivañ-danevelloù eo marteze a-walc'h an arz mestroniet ar gwellañ gant Roparz Hemon. Setu amañ un embannadur divyezhek tal-ouzh-tal eus an danevell a vez gwelet gant lod evel an hini wellañ bet savet gantañ. Cette
nouvelle nous montre Roparz Hemon à l'apogée de son art. Edition
bilingue avec traduction en regard. |
|
|
Blue like blue eyes which were not my own Per Denez
Danevelloù / Nouvelles / Short stories E saozneg / En anglais / In English
12,5 x 18,5 cm – 102 p. – 10 euro ISBN 2-86863-068-5 |
Doare saozneg-gant J. Ian Press-Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re (embannet gant Al Liamm). Leun a ijin, fromus ha skrijus evel lod eus danevelloù Patricia Highsmith. Version
anglaise de la célèbre nouvelle de Per Denez. |
|
|
Brezel an tan J.H. Rosny Henañ
Romant / Roman / Novel
14,8 x 21 cm – 249 p. – 18 euro ISBN 2-86863-096-0 |
Er Ragistor kozh-kozh, kant mil bloaz 'zo marteze, e ouie mab-den mirout an tan, hogen ne ouie ket e c'hwezhañ. Ha pa varvas an tan e-touez meuriad an Oulhamred e talvezas kement-se e oa tonket dezho holl mervel abred pe ziwezhat. Naoh, Mab-al-Loupard, a yeas neuze davit tan. Kregiñ a raio gant un hir a veaj a-dreuz broioù dianav, ha ret e vo dezhañ talañ ouzh loened ferv hag ouzh meuriadoù fervoc'h c'hoazh... Ur romant entanus (skiant-faltazi war an tu-gin) eo a ginnig eomp amañ J.H. Rosny Henañ. Kaeraet eo c'hoazh al levr gant ur pemzek bennak a daolennoù-orin savet gant al livour Jean Chièze. Ur gwir blijadur evit an holl re a blij dezho an Istor. Dans l'ancienne Préhistoire, il y a cent mille ans peut-être, l'homme savait conserver et entretenir le feu, mais il ne savait pas l'allumer. Et lorsque mourut celui-ci parmi la tribu des Oulhamr, cela signifiait que la tribu entière était condamnée à mourir à plus ou moins brève échéance. Naoh, le Fils-du-Léopard, partit alors en quête du feu. Il entreprendra un long voyage à travers des pays inconnus, et il lui faudra lutter contre des animaux féroces et contre des tribus plus féroces encore... C'est un roman passionnant (de la science-fiction à rebours) que nous propose là J.H. Rosny Aîné. L'ouvrage s'embellit d'une quinzaine de tableaux originaux peints par Jean Chièze. Un vrai plaisir pour tous ceux qui aiment l'Histoire. |
|
|
Brezhoneg ar mor / Le breton de la mer Loeiz Andouard
Geriadur / Dictionnaire / Dictionary
15,5 x 23 cm – 135 p. – 7 euro |
Kabiten a vor eo bet Loeiz Andouard ha kazetenner eo bet ivez. Gouzout a oar eus petra emañ o komz eta. A-hed bloavezhioù en deus bet dastumet ar gerioù hag an troiennoù o tennañ da yezh ar mor. Ur misi e vo eta ar geriadur-mañ (galleg-brezhoneg) d'an holl re a blij ar mor dezho, ha niverus int e Breizh. Un
dictionnaire français-breton des termes de marine par un marin |
|
|
Brizh-heol Jef
Gedez
Eñvorennoù / Souvenirs / Memories
14,8
x 21 cm – 150 p. - 11 euro ISBN 2-86863-112-6 |
Eñvorennoù yaouankiz an hini a ginnig deomp Jef Gedez evit e romant kentañ. A dra sur ez eus bet kemmet mui pe vui anvioù-lec'h 'zo, met anavezout a raio al lenner hep re a boan an tolead-se "lec'hiet etre al lanneier hag ar vorlenn", korn-bro ar Faou evel-just e Penn-ar-Bed. Al luc'hskeudennoù niverus a gaver el levr a zo bet tennet ivez gant an oberour. Ur seurt distro d'an tremened hag ur prantad lenn plijus. Ce sont des souvenirs d'enfance que Jef Gedez nous livre pour son premier roman. Certes les noms de lieux ont subi quelques modifications, mais le lecteur averti reconnaîtra sans peine cette région "située entre les landes et la rade", le pays de Faou en Finistère. Les nombreuses photographies qui illustrent l'ouvrage sont toutes de l'auteur. Une sorte de retour en arrière et un agréable moment de lecture. |
|
|
Contes traditionnels de Bretagne F.M. Luzel
Kontadennoù / Contes / Tales E galleg / En français / In French
Tome 3: 14,8 x 21 cm - 13,50 euro ISBN 2-86863-079-0 Tome 6: 14,8 x 21 cm - 13,50 euro ISBN 2-86863-085-5 |
|
|
|
Danevelloù troet Roparz Hemon
Danevelloù / Nouvelles / Short stories
Nº1 - 12,5 x 18,5 cm – 139 p. – 11,50 euro ISBN 2-86863-036-7 Nº2 - 12,5 x 18,5 cm – 139 p. – 13 euro ISBN 2-86863-059-6 Nº3 - 12,5 x 18,5 cm – 139 p. – 10,50 euro ISBN 2-86863-082-0 |
Soñjal a rae Roparz Hemon e tlee ul lennegezh din eus an anv a lennegezh bezañ digor war ar bed. Strollet eo bet e-barzh teir levrenn an holl zanevelloù bet troet gantañ. Ur prenestr digor-bras war ar bed endro dimp. La langue bretonne ouverte sur le monde. Des nouvelles de N. Hawthorne, G.A. Becquer, Bret Harte, Cervantes, de Alarcón, Hoffman, von Chamisso, W. Irving, A.Novikov-Priboi, des frères Grimm, de Pouchkine en version bretonne. |
|
|
Danvez priedoù Alessandro Manzoni tr. Per Bourdellez
PRIZ LANGLEIZ 1978
Romant / Roman / Novel
12 x 18,4 cm – 205 p. – 12 euro ISBN 2-86863-024-3 |
Gouzout a ouzer ez eo "I promesi sposi" pennoberenn ar skrivagner (1785-1873) a lakaas, war a lavarer, 25 bloaz d'he sevel, hag ez eo ivez ar romant ar muiañ-lennet en Italia. Ur mestr-troer en deus kavet ar brezhoneg evit reiñ dimp en hor yezh unan eus e levrioù dudiusañ lennegezh ar bed. Le titre original de ce travail est "I Promessi Spossi", un roman qui a connu un immense succès en son temps en Italie. Cette traduction, de l'italien donc, a été réalisée par l'abbé Per Bourdellez, excellent bretonnant s'il en est. |
|
|
Da rouz an noz Per
Denez
Danevelloù / Nouvelles / Short stories
14,8
x 21 cm – 120 p. - 12 euro ISBN 2-86863-094-4 |
C’hwec’h
danevell a vo kavet el levr-mañ, o tremen e meur a lec’h e Breizh, er
c’hornioù karet ar muiañ gant an oberour, ha zoken e-maez ar vro.
Gouzout a ra Per Denez c’hoari gant ar faltazi hag ar marzh. Bez’ e
c’heller atav en em c’houlenn pelec’h emañ, en e skridoù, ar
vevenn etre gwirionez ha faltazi. Forzh penaos e vezont dedennus da lenn,
zoken pa ouzer ez echu an istor en un doare kriz peurvuiañ. On trouvera dans ce livre six
nouvelles qui se passent en différents endroits de Bretagne, dans les
coins les plus chers au cœur de l’auteur, et même en dehors du pays.
Per Denez sait remarquablement jouer avec l’imaginaire et le
merveilleux. On peut toujours se demander, à propos de ses écrits, où
se trouve la limite entre vérité et imagination. De toute manière ils
sont agréables à lire, même si l’on sait que l’histoire se
terminera le plus souvent d’une manière cruelle. |
|
|
Dindan gouriz ar Bed Frañsez Kervella
Romant / Roman / Novel
15,5 x 23,5 cm - 15 euro ISBN 2-86863-007-3 |
||
|
Diwar Dorgenn Karreg-an-Tan Yeun ar Gow
Pennadoù / Articles
14,5 x 20,5 cm – 184 p. – 12,50 euro ISBN 2-86863-113-4 |
Hag
eñ peuzdall war fin e vuhez, e talc'has Yeun ar Gow da labourat evit ar
brezhoneg, da lavarout eo : da skrivañ. El levr-mañ e kinniger ar
skridoù diembann adkavet war e lerc'h, a zo bet ur gwir labour o lenn,
war un dro gant danevelloù pennaouet e kelaouennoù a bep seurt. |
|
|
Diyezh Jean-Yves Broudic
Studiadenn / Etude / Study
12,5 x 18,5 cm – 131 p. – 9 euro ISBN 2-86863-073-1 |
Un den savet e galleg en un endro brezhonek n'eo ket divyezhek, diyezh eo. Al levr zo un heuliad prederiadennoù gant frazennoù ha pennadoù berr-tre. Un oberenn divoas en hor yezh. Etre
élevé en français dans un environnement bretonnant, ce n'est pas être
bilingue, c'est être "a-lingue". |
|
|
E fealded va c'houn hag e padelezh va c'harantez Meven Mordiern
Romant / Roman / Novel
14,8 x 21 cm – 119 p. – 13 euro ISBN 2-86863-133-9 |
Goude marv e vamm e 1920 e teuas Meven Mordiern (Reun ar Rouz), dre garantez evit ar brezhoneg, d'ober e annez e Porzhig, nepell diouzh Sant Brieg e-lec'h m'edo Frañsez Vallée o vevañ. E holl amzer a ouestlas adal neuze d'ar brezhoneg. El levr-mañ e kont deomp e huñvreoù, o lakaat tud e gerentiezh da veajiñ dre e sorc'henn, koulz er bed hag en amzer. Souezhus ha dedennus eo rambreoù ar paotr kozh. Après
le décès de sa mère en 1920, Meven Mordiern (René Le Roux) vint, par
amour du breton, s'installer à Pordic, non loin de Saint Brieuc où
vivait François Vallée. Dès lors il consacra tout son temps à la
langue bretonne. Dans ce livre il nous raconte ses rêves, faisant à
travers son délire, voyager les membres de sa famille, aussi bien dans
le monde que dans le temps. Les divagations du vieil homme sont à la
fois étonnantes et plaisantes à lire. |
|
|
En Bro Dreger a-dreuz parkoù Erwan Berthou
Eñvorennoù / Souvenirs / Memories
15
x 21 cm – 92 p. - 7,50 euro ISBN 2-86863-005-7 |
An notennoù-mañ a zo bet skrivet war-dro ar bloavezh 1900. Bet int moulet e galleg war Le Clocher Breton, er bloavezhioù 1910-1911. Evel m’emaint e tisplegont buhezegezh pobl Treger e-pad ur vunutenn e-kreiz he buhez milvedel. Ces notes ont été écrites
vers l’année 1900. Elles ont été publiées en français sur Le
Clocher Breton dans les années 1910-1911. Telles qu’elles sont, elles
évoquent, en une minute, les mœurs, la manière de vivre du peuple du
Tregor durant des millénaires. |
|
|
Enez ar Rod Langleiz
Romant / Roman / Novel
16
x 24 cm – 308 p. - 21,50 euro ISBN 2-86863-124-X |
Evit ar bloaz
2000, bet evidomp e-pad pell ur vojenn hag arouez an amzer-da-zont, hon
eus soñjet e vije dedennus adembann, da geñver 25vet deiz-ha-bloaz
marv Langleiz, e romant diarbennerezh ENEZ AR ROD. An embannadur kentañ,
gant "Skrid ha Skeudenn", a zo bet distrujet gant bombezadegoù
1944 ; un darn vat eus levrioù an eil embannadur, gant "Ar Balp"
e 1949, a zo bet distrujet gant ul louedenn. Kement-mañ evit displegañ
perak — pa soñjer pegen stag e oa Langleiz ouzh ar skridoù brezhonek
— n'en deus ket bet ar galon da stagañ gant un trede embannadur. E
koun Langleiz ar skrivagner hon eus graet an embannadur-mañ ; ra roio
tro d'ar vrezhonegerien da zizoleiñ pe da addizoleiñ an oberenn-mañ a
faltazi n'eo aet war goshaat tamm ebet. Setu ar pezh a skrive Maodez
Glandour diwar-benn Liliana, tudenn-bennañ an oberenn : "Garmiñ a
ra al levr-mañ war-du ar sklerijenn wirion : setu e gaerder. Liliana eo
ene Breizh, a glasker lazhañ war zigarez e ve ur follez. Liliana eo
spered an den, a venner mougañ en anv ar mekanikerezh. Liliana eo hon
ene penn-da-benn". Golo ha koadengravadurioù niverus diabarzh gant
an oberour. |
|
|
Enora Lestrezeg F.M. Luzel
E galleg / En français / In French Romant / Roman / Novel
21 x 15 cm - 9 euro ISBN 2-86863-095-2 |
||
|
En tu all d'an douar ha d'an neñv Per Denez
Romant / Roman / Novel
15 x 21 cm - 11 euro ISBN 2-86863-070-7 |
||
|
En ur ruilhañ bili Roparzh Broudig
Romant / Roman / Novel
11,9
x 18,4 cm – 114 p. - 6 euro ISBN 2-86863-014-6 |
|
|
|
Eñvorennoù beaj, heuliet gant Eñvorennoù ur Brezhonegour Frañsez Vallée
Eñvorennoù / Souvenirs / Memories
260 p. – 18 euro |
Pa ya Vallée da veajiñ, n'eo ket d'ober touristelezh, daoust ma oar taolenniñ kaerderioù ar vro, met da gejañ gant an dud a zalc'h bev ar Geltegezh. Souezh ebet m'en em gav e Kembre, e 1911, gant Patrice Pearse, rener emsavadeg Pask 1916 e Dulenn, fuzuilhet evel Prezidant Republik berrbad Iwerzhon. E eñvorennoù ur Brezhonegour a zo mat e-keñver Istor. E-keñver Skridvarnerezh, derc'hel soñj ne oa ket gouest Vallée da skrivañ estreget meuleudi d'ar re a rae gant yezh ar vro. |
![]() |
|
Eñvorennoù bugeliez Meven Mordiern
Eñvorennoù / Souvenirs / Memories
14,8 x 21 cm – 45 p. – 3 euro |
Notennoù-eñvorennaouiñ tennet eus bloavezhioù kentañ an den a raio kement evit ar brezhoneg war-lerc'h daoust ma ne oa ket Breizhad. Quelques notes sur les premières années de sa vie par un des refondateurs de la langue bretonne |
![]() |
|
E peoc'h an nevez-hañv Per Denez
Romant / Roman / Novel
14,8 x 21 cm - 112 p. - 13 euro ISBN 2-86863-144-2 |
Nevez-hañv,
marteze, met tamm peoc’h ebet. Un danevell polis en un endro sioul war
ar maez na vefe ket soñjet e c’hellfe traoù ken kriz c’hoarvezout
ennañ. Karantez ?
An Ankou an hini a vo trec’h. Un endro disheñvel a-grenn d’an div
zanevell all. Nevez-hañv ? Piv ’oar ? N’eus
na gwez na bleunioù d’hen diskouez. Ar
mor an hini a ren ar c’hoari… Bepred
karantez ha kasoni war un dro evel ma oar an oberour o livañ ken brav. Printemps,
peut-être, mais aucune paix. Une histoire policière dans un
environnement calme à la campagne, où l’on n’aurait jamais pu
penser que des événements si cruels puissent s’y produire. Amour ?
C’est la mort qui finira par l’emporter. Un environnement tout à
fait différent pour les deux autres nouvelles. Printemps ? Qui sait ?
Il n’y a ni arbres ni fleurs pour le montrer. C’est la mer qui mène
le jeu… Toujours amour et haine mélangés comme l’auteur sait si
bien les décrire. |
|
|
Eus an amzer 'zo bet Per Denez
Danevelloù / Nouvelles / Short stories
14,8 x 21 cm – 140 p. – 13 euro ISBN 2-86863-062-6 |
Plijout a ra d'ar skrivagner kontañ e istorioù er gour kentañ. An danevell gentañ zo ur seurt flemmskrid eus ar vuhez vodern. An eil zo politikerezh-faltazi, Breizh dindan yev diktatorelezh ar strollad komunour. An drede zo leun a faltazi hag a "suspense", hag ar bevare ur seurt danevell-huñvre!...Fentus, fromus, flemmus eo pluenn an aozer tro-ha-tro Quatre
nouvelles très différentes mais où l'on retrouve dans chacune d'elles
humour(parfois grinçant), suspense, imagination et émotion |
![]() |
|
Evit an eil gwech Per Denez
Danevelloù / Nouvelles / Short stories
12 x 18,5 cm – 127 p. – 10 euro |
Eizh danevell deuet da vezañ diaes-diaes da gavout ma n'eo ket imposupl, embannet ma oant bet amañ hag ahont etre 1943 ha 1966.Adwelet int bet evit an embannadur-mañ. Huit
nouvelles qui étaient devenues introuvables |
|
|
Evit ket ha netra Roperzh
ar Mason
Romant / Roman / Novel
11,5
x 17,9 cm – 186 p. - 9 euro |
|
|
|
Geriadur brezhoneg-alamaneg / alamaneg-brezhoneg Gérard Cornillet
Geriadur / Dictionnaire / Dictionary
10,5
x 14,8 cm – 1190p. - 19,50 euro ISBN 2-86863-121-5 |
Er geriadur-mañ e kavor : ouzhpenn 36 000 pennger gant troioù-lavar ha krenn-lavarioù ; an treuzskrivadur fonetek (IPA) evit ar brezhoneg hag an alamaneg ; taolenn ar verboù hag an araogennoù evit ar brezhoneg. On trouvera dans ce
dictionnaire :
plus
de 36 000 entrées avec des expressions et des proverbes ; la
transcription phonétique (API) en breton comme en allemand ; les
tableaux de conjugaison des verbes et des prépositions pour le breton. |
|
|
Geriadur brezhoneg-galleg / français-breton Divi Kervella, Iwan Kadoret, Yann Desbordes
Geriadur / Dictionnaire / Dictionary
10,4 x 14,7 cm – 444 p. - 9,50 euro ISBN
2-86863-081-2 |
Gant ur
strolladig tud kar-o-yezh eo bet savet ar geriadurig-mañ. Soñjet o
deus dreist-holl er re a zo o teskiñ ar yezh, met ivez er re a oar ar
yezh hag a fell dezho en em varrekaat da lenn ha da skrivañ anezhi : ur
yezh eus hor c’hantved evit tud eus hor c’hantved. Ce dictionnaire simple du
breton moderne est un ouvrage collectif. Les auteurs ont pensé surtout
à ceux qui étudient la langue, met aussi à ceux qui la connaissent déjà
et veulent apprendre (ou réapprendre) à la lire et à l’écrire :
une langue de notre siècle pour des gens de notre siècle. |
|
|
Geriadur brezhoneg-saozneg / english-breton Raymond Delaporte
Geriadur / Dictionnaire / Dictionary
10,5
x 14,7 cm – 540 p. - 14 euro ISBN 2-86863-078-2 |
Dindan ur golo
hepken ez embanner hiziv an daouc’heriadurig a oa bet savet gant
Raymond Delaporte. Kavet e vo ennañ :
war-dro
11 500 pennger ken e brezhoneg ken e saozneg ; an
treuzkrivadur fonetek (IPA) evit ar gerioù brezhonek ; un
diverradur gramadeg o tennañ d’an distagadur, d’ar chemmadurioù,
ar rakgerioù ha lostgerioù pennañ, hag ivez taolennoù an displegadur
evit ar verboù hag an araogennoù. Les deux petits dictionnaires
de Raymond Delaporte ont été rassemblés ici en un seul volume ; On y
trouvera :
11
500 entrées tant en breton qu’en anglais ; la transcription phonétique
(API) pour le breton ; un abrégé de grammaire concernant la
prononciation, les mutations, les principaux préfixes et suffixes,
ainsi que les tableaux de conjugaison des verbes et des prépositions. |
|
|
Glaou bev Herri Ar Borgn
Barzhoniezh / Poèmes / Poetries
14,8
x 21cm – 105 p. - 12 euro ISBN 2-86863-128-2 |
Ar-dro an endro hag ar brezhoneg en deus graet hag e ra Herri Ar Borgn. Ar-dro Breizh e ra ivez evit kas dezhi galloudoù nevez he lakahe par da Vro Gatalonia pe da Vro Skos. El ar c'hizellour koed eus Seglien savet gantañ skeudenn Berteleme merzheriet, e klask santiñ - raksantiñ kentoc'h - ar pezh prizius a 'n em guzh a-dreñv ar c'hroc'hen, a-dreñv ar minc'hoarz, a-dreñv 'pezh a lak an nen da vont... Pa skriv an nen e klaska marse bout un "tapour luc'hed". Henri Le Borgne s'intéresse passionnément à l'environnement et à la langue bretonne. Il voudrait donner à la Bretagne des forces nouvelles qui en fassent l'égale de la Catalogne ou de l'Écosse. Comme le sculpteur sur bois de Seglian qui a façonné la statue de Barthélémy martyrisé, le poète chercher à sentir - à pressentir plutôt - ce qui se cache de précieux derrière la peau, derrière le sourire, derrière ce qui fait avancer l'homme... Lorsqu'il écrit, celui-ci cherche peut-être à être un "saisisseur d'éclairs". |
|
|
Grammaire bretonne du dialecte de Vannes Arthur-Marie Le Bayon
Yezh / Langue / Language
23 x 31,1 cm – 73 p. – 18 euro ISBN 2-86863-018-9 |
Un advouladur eus ur yezhadur talvoudus eus yezh Gwened bet embannet e 1896. Klask a oa warnañ pell a oa. Une réimpression offset en fac-similé d'une grammaire de breton vannetais introuvable depuis longtemps. |
|
|
Helgvor ar stêr c'hlas J.H. Rosny Henañ
Romant / Roman |