
![]() |
![]() |
![]() |
![]() |
Levrioł nevez
|
E ti Mouladurioł Hor Yezh: KENAVO AR WECH ALL Per Denez
|
|
|
|
Setu amań, ur wech ouzhpenn, un dibab danevelloł faltazi war-bouez an hini ziwezhań : Gaston Jehannin skrivet gant Per Denez en daou vloaz diwezhań. Lechiet int holl en hor mare-ni hag e lechioł meo bet Per Denez o chom ur pennad mat a amzer e Dax da skouer hag en ur mare ma oa kaer an amzer ha tomm an heol. Ha derchel sońj nemań ket Dax pell diouzh ar mor Istr a zo da gaout, ha neus ket gwelloch eget ur banne Juranēon gwin ar vro do chas dan traoń. Dav kaout sońj : neo ket an dristidigezh a chell degas ar yeched en-dro. 10 (ouzhpennań 3 a vizoł-kas)
|
|
E ti An Alarc'h: HAŃVIG FOAR AN NEC'H & UN NOZVEZH HAŃV Roparz Hemon
|
|
|
|
Hańvig
Foar an Nech Daoust
ha fur e oa da Wilh mont en-dro da Garanteg bloavezhioł goude bezań
tremenet tri miz eno o tiskuizhań? Brav
eo mont da foetań bro war varch-houarn, brav ivez kaout bod e ti ur
mignon kozh war bord ar mor ha koulskoude e choarvezo un darvoud
dichortoz a-grenn gant Ivon. Diembann
e-barzh levrioł e oa an div zanevell-mań, bet skrivet gant Roparz Hemon
war ziwezh e vuhez. E barr e arz danevelliń e tiskouez bezań ganto.
Trochadoł buhez gwelet gant daoulagad tud yaouank
pe doare Roparz
Hemon da welet e yaouankiz ur wech erru war an oad? 5 (ouzhpennań 0,85 a vizoł-kas)
|
|
E ti An Alarc'h: LLENA DAVIES & FOAR VRE G.B. Kerverzhioł
|
|
|
|
Llena
Davies Roazhon
er bloavezhioł 40. Stan a labour e rann ar skiantoł er skol-veur, eno
ivez emań Llena o studiań. Penaos ech echuo an darempredoł etre an
daou zen yaouank-mań? Daoust ha gallout a reer lakaat da glotań gwarizi
gant karantez, speredoł dieub gant speredoł entanet? Souezhus
eo bet istor an danevell-mań, skrivet en un doare modern-kenań a-raok ar
brezel, ha bet embannet en un doare damguzh dre ma veze taolennet enni,
evit ar wech kentań e brezhoneg, darempredoł korf etre ur gwaz hag ur
vaouez. Ken diaes e oa da gavout ken e oa deuet da vezań ur seurt mojenn. Foar
Vre Un
estrańjourez o kemer an tren hag o vont da foar ar chezeg war Dosenn
Menez-Bre; netra souezhus, emezit-hu? An danevell-mań, lakaet da vezań unan eus ar re wellań bet skrivet e brezhoneg, a souezho al lennerien. 5 (ouzhpennań 0,85 a vizoł-kas)
|
|
E ti Mouladurioł Hor Yezh: LESTR O HIRAEZH Kristian Brisson
|
|
|
|
Konan, ar Mestr, en doa dibabet sentiń ouzh al lusk a veze debret e vuhez gantań a-vihanik ha mont hep damantiń e bourzh al Lestr, o sammań warnań mil mallozh ar bed stag ouzh ar vag-se. Koulskoude, neb a zibabo mont d'e heul a zesko diwar e goust e-unan pegen bresk e c'hell bezań levezon ar Mestr pa ranko hemań plegań d'e dro d'ur galloud dic'hortoz dreist d'e youl hag a vo krignet gantań kalon e blanedenn. Daoust ha tonket e vo dezhań, goude bezań gouestlet e vuhez d'ar beajoł dibenn war ar morioł arvarus, echuiń e gantreadennoł pell diouzh e garidi en ur gichen gant Lestr e Hiraezh ? 15 (ouzhpennań 3 a vizoł-kas)
|
|
E ti Al Lanv: GRAMMAIRE FRANCOISE-CELTIQUE ou FRANCOISE-BRETONNE Grégoire de Rostrenenn
|
|
|
|
Adembannadur yezhadur Gregor Rostrenenn, bet moullet e 1738. Kavet e vo ar skrid orin rik-ha-rik mui notennoł gant Loeiz Moulleg. 15 (ouzhpennań 3 a vizoł-kas) |
|
E ti Mouladurioł Hor Yezh: MAODEZ GLANNDOUR Son chemin d'humanité au long de KOMZOŁ BEV Annaig Renault
|
|
|
|
Une oeuvre poétique ne reflčte-t-elle pas le chemin d'un écrivain ? N'est-elle pas trace de son humanité ? La vie de l'auteur de Komzoł bev s'est inscrite entre deux langues, entre prose et poésie, tradition et modernité, doute et certitude. Elle s'est tissé entre l'abbé Le Floc'h et Maodez Glanndour, interrogeant sans relāche la dualité Homme / Dieu, celle du Je et du Tu, d'une Bretagne réelle et d'une terre métaphorique.
Komzoł bev est un livre étonnant, reprenant nombre de textes antérieurement publiés, adoptant une structure biblique menant de Genčse en Apocalypse. S'y efface toute mention de date d'écriture, pour ne retenir que le présent, unique temps de l'éternité dans laquelle basculent ainsi ces pages. Elles resteront, il est vrai, parmi les plus originales du mouvement Gwalarn.
Le présent ouvrage reprend la thčse de doctorat en Études celtiques d'Annaig Renault, thčse soutenue en 2002 ą l'université de Rennes 2 - Haute-Bretagne.
24 euro (ouzhpennań 4 a vizoł-kas) |
|
E ti Barn ha Skrid: GOVEL AN DREMMWELIOŁ Alan Botrel
|
|
|
|
Ganet eo bet Alan Botrel e Ploue e 1954. Goude studioł war ar brederouriezh, ar yezhoniezh hag ar brezhoneg, e rannvro Pariz hag e Breizh, emań bremań o kelenn e Skol-Veur Roazhon 2. Embannet en deus ivez un torkad danevelloł ha meur a droidigezh diwar ar gresianeg.
Kavet e vo amań ar barzhonegoł skrivet gant an aozer etre 1972 ha bremań.
11 euro (ouzhpennań 3 a vizoł-kas) |
|
E ti Barn ha Skrid: DIWAR AN UHEL Lan Tangi
|
|
|
|
Goude bezań savet skridoł awenet gant e veajoł a-dreuz ar bed en e dorkad danevelloł kentań e teu an aozer en-dro d'e vro c'henidik. Lec'hiet eo an danevelloł-mań e Menez Are hag en e drowardroioł, panevet div, unan war harzoł Kanada-USA hag unan all en India. Buhez meneziz, dezho o doare, e fin ar c'hantved diwezhań, o vont; trabas-didrabas, gant o zammig-buhez. C'hoantoł, poanioł, stourmoł, kontet war ton ar fent hag ar mousfent. Ganet eo bet Lan Tangi e 1951 e Karanteg (Bro-Leon) ha desavet e Menez Are gant e dud-kozh. Skrivet en deus un torkad barzhonegoł Mousafir e 1997 (priz Langleiz 1998 hag Imram 2001). Ul levr danevelloł Da Goulz an Avaloł (2001), skridoł ul levr luc'hskeudennoł gant Gilles Pouliquen, Menez Are (2003). Ur pezh-c'hoari evit ar radio "Alo, alo, amań Job" (2007), c'hoariet gant Strollad Kastell. O labourat er gevelouri Roudour, e Karaez, emań o chom er Fouilhez.
10 euro (ouzhpennań 2 a vizoł-kas) |
|
E ti Mouladurioł Hor Yezh: EŃVORENNOŁ BEAJ heuliet gant EŃVORENNOŁ UR BREZHONEGOUR Frańsez Vallée
|
|
|
|
Pa ya Vallée da veajiń, n'eo ket d'ober touristelezh, daoust ma oar taolenniń kaerderioł ar vro, met da gejań gant an dud a zalc'h bev ar Geltegezh. Souezh ebet m'en em gav e Kembre, e 1911, gant Patrice Pearse, rener emsavadeg Pask 1916 e Dulenn, fuzuilhet evel Prezidant Republik berrbad Iwerzhon.
E eńvorennoł ur Brezhonegour a zo mat e-keńver Istor. E-keńver Skridvarnerezh, derc'hel sońj ne oa ket gouest Vallée da skrivań estreget meuleudi d'ar re a rae gant yezh ar vro.
18 euro (ouzhpennań 3 a vizoł-kas) |