page d'accueil
 
kinnig
keleier
servijoù
kevredigezhioù

servijoù katalogoù stal kemennadenoù

KEMENNADENNOÙ

 

Roit deomp ho kemennadennoù dre lizher pe dre bostel eu ur glikañ amañ hag e lakaimp anezho war ar bajenn-mañ.

 

 

 

 

 

 

 

STAJ BREZHONEG GANT AR FALZ / SKOL VREIZH


Reiñ a reomp deoc'h da c'houzout e vo dalc'het ar bloaz-mañ e Kaodan (56), etre an 18 hag an 22 a viz Eost. Digoret eo ar staj-mañ da gement hini a fell dezhañ deskiñ hor yezh, eus ar re a zo o kregiñ ganti betek ar re a zo barrek dija. Pevar live a vo.

Bez' e vo kentelioù yezh, met ivez stalieroù, kanaouennoù, baleadennoù evit dizoloiñ ar vro, beilhadegoù. Graet e vo war-dro an holl stalieroù-se gant tud ampart.

 

Titouroù + follenn enskrivañ

 

 

NEVEZ *** GERIADUR BREZHONEG-NEDERLANDEG EL LINENN *** NEVEZ

 

Krouet gant Jan Deloof.

 

http://users.telenet.be/jandeloof/BZH-NL/

 

 

EMILE ERNAULT

SUPPLÉMENT INÉDIT À SON DICTIONNAIRE VANNETAIS (2 levr, 766 pajenn)

 

DA RAKPRENAÑ

 

Le dictionnaire vannetais le plus complet est celui d'Emile Ernault, imprimé en 1904. Peu après il commençait à rédiger un supplément qui n'a jamais paru et qui n'est connu que par des épreuves d'imprimerie (vers 1910), épreuves que nous avons retrouvées.

 

Les notes d'Ernault ont été complétées par douze collaborateurs qui ont fait des observations et apporté leurs témoignages (langue parlée et langue écrite)...

 

Le résultat: des témoignages sur le "vannetais" écrit (depuis le XVII s.) et sur les mots et expressions recueillis oralement aujourd'hui: un ensemble d'une richesse étonnante.

 

Rakpren

 

Al levr a vo keinet ha tennet 300 skouerenn anezhañ.

Priz ar rakpren: 95 € (120 € goude)

 

Chekenn en anv SKOL da gas da:

SKOL

6 straed Lapicque

22000 SANT BRIEG

 

Evit resev katalog hon embannadurioù, kasit deomp ur postel: skol@bzh5.com

 

 

RAKSTUMMADUR MESTRONIAÑ BREZHONEG DA YEZH KELENN 2008-2009

 

Titouroù follenn 1

Titouroù follenn 2

Follenn enskrivañ

 

 

STUMMADUR NEVEZ STUMDI


Ar stummadur uhel war ar brezhoneg eus ar 1añ a viz Gwengolo 2008 d'an 30 a viz Du 2008 e Plañvour (56).


Kavout a reoc'h amañ ur pennad diwar-benn ar stummadur-mañ.

 

Ar staj-se a vo e bal lakaat ar vrezhonegerien (implijidi, tud dilabour, tud all) da vezañ en o bleud da vat gant ar brezhoneg, dre gomz ha dre skrid.

Kregiñ a raio, neuze, ar prantad kentañ e Plañvour (56) eus an 8 a viz Gwengolo d’ar 5 a viz Kerzu 2008 ha digor e vo da veur a vrezhonegerien : an implijidi a implij ar brezhoneg war o zachenn micherel (kelennerien, kazetennerien…) hag o deus c’hoant da zonaat o anaoudegezh eus ar yezh, an dud dilabour o deus c’hoant da wellaat o live yezh a-benn kavout ur post-labour divyezhek, an dud all o deus c’hoant tapout ul live uheloc’h e brezhoneg.

 

Chom a ra plasoù c’hoazh evit an dud dilabour (o stummadur a c’hello bezañ kemeret e karg gant Rannvro Breizh).

 

Goulennit ur follenn enskrivadur da :

 

STUMDI -  BP 311 - 29800 LANDERNEAU

pgz : 02 98 21 39 94

Mel : bzh.stumdi@wanadoo.fr

 

Pa vo degemeret ar follenn enskrivadur leuniet e vo kinniget deoc’h un emgav.

 

 

SINADEG DIV YEZH

 

N'eo ket Div Yezh evit asantiñ ar fae a zo graet gant ensellerezhioù Il-ha-Gwilen ha Morbihan ouzh digoradurioù lec'hiennoù divyezhek nevez. Berr e van daou raktres digeriñ, Gwizien (35) ha Ploveren (56) abalamour dezhe. Koulskoude emañ pep tra en o urzh evit ma vefent digoret: a-du emañ an tiez-kêr; 24 bugel e Gwizien ha 19 hini e Ploveren a zo bet enskrivet en a-raok. Nac'hañ 'ra an Ensellerezhioù a vont a-du goude ma'z eus trawalc'h a gelennerien gante. Evit harpañ Div Yezh ha tud ar vugale e Gwizien ha Ploveren, deuit da lakaat hoc'h anv en hor sinadeg.

 

 

PRIZ AR YAOUANKIZ - PRIZ AR VUGALE 2009

 

Kenstrivadeg romantoù e brezhoneg evit ar re yaouank

Prizioù da c'hounit: 250 euro, 150 euro (dre live 6vet/5vet, 4re/3de)

 

Enskrivadur da gas da:

Féa Sant Adrian

29300 AN ARZHANAOU

(gant anv hag anv pluenn, chomlec'h ha chomlec'h postel, pellgomz, tem, deiziad ha sinadur)

 

Ur staj skrivañ a vez kinniget e-pad vakañsoù Pask 2008 (3 devezh)

 

An temoù:

- Priz ar yaouankiz: ur skrid evit ar re vras (skolaj) diwar-benn ar ouennelouriezh, ar c'hleñvedoù spered, ar stourm kuzh, kudennoù familh, ar gevredigezh hiziv an deiz... etre 60000 sin (3de/4re) ha 50000 sin (6vet/5vet skeudennoù a vo lakaet).

- Priz ar vugale: ur skrid evit ar re vihan (kelc'h III - 8/12 vloaz) o kontañ un dra dic'hortoz c'hoarvezet d'ur bugel a oad ganto: kudenn familh, mignoned, korventenn, eured ur c'hoar, bugel gwall-gaset gant ar re all... 10000 sin.

 

Deiziadur:

- A-raok d'an 01/06/2008 : skridoù bizskrivet kaset dre bostel da f.ea@laposte.net

- Miz Even 2008 : labour juri al lennerien

- Du : labour maketenniñ hag embann

- Kerzu : al levrioù a zo roet d'ar skolajidi

- Miz Even 2009 : priz ar yaouankiz roet e Laz