page d'accueil
 
kinnig
keleier
servijoù
kevredigezhioù




 

 

 

 

AL LANV

Prezidant: Padrig an Habask

 

59 hent Kerdronioù Vihan

29000 KEMPER

Pgz / Plr: 02 98 94 60 99

allanv.microopen.org

al-lanv@wanadoo.fr

Kelaouenn: ur gelaouenn liesseurt ha modern engouestlet er vuhez a-vremañ abaoe 1980: politikerezh, sevenadur, lennegezh... Trimiziek.

 

Koumanant ordinal: 30 €

Koumanant skoazell: 40 €

Koumanant estrenvro: 38 €

Koumanant studierien / tud dilabour: 16 €

 

Koumanant da gas da:

Al Lanv

14 straed Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet

22300 Lannuon

 

Niverennoù kozh a c'heller prenañ d'ar memes chomlec'h.

 


Embannadurioù: 30 titl. Bannoù-treset, danevelloù, troidigezhioù, gerioù-kroaz, romantoù, pezhioù-c'hoari...

 

Gwerzh dre lizher + katalog:

Al Lanv

14 straed Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet

22300 Lannuon

 

 

 

AL LIAMM

Prezidant: Tudual Huon

 

7 Bel Air

29460 DIRINONN

tudual.huon@wanadoo.fr

www.alliamm.com

Kelaouenn: ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn krouet e 1945. Ar gelaouenn vrasañ e Breizh o tont er maez ingal bep daou viz.

 

Koumanant ordinal: 30 €

Koumanant estrenvro: 38 €

Koumanant studierien / tud dilabour: 17 €

 

Koumanant da gas da:

Al Liamm

14 straed Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet

22300 Lannuon

 

Niverennoù kozh a c'heller prenañ d'ar memes chomlec'h.

 


Embannadurioù: 120 titl. Bannoù-treset, barzhonegoù, c'hoariva, kontadennoù, romantoù, danevelloù, buhezskridoù, studiadennoù, geriadurioù, yezhadurioù...

 

Gwerzh dre lizher + katalog:

Al Liamm

14 straed Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet

22300 Lannuon

 

Skigner: Coop Breizh

 

 

 

AN ALARC'H

Prezidant: Maoris Joubin

 

14 straed Louzaouenn-an-Hañv

22300 LANNUON

Pgz / Plr: 02 96 48 03 00

analarch@brezhoneg.org

Ti-embann krouet e 2003: romantoù, barzhonegoù, danevelloù, testenioù, dastumad Teñzor ar brezhoneg,...

 

Gwerzh dre lizher + katalog:

An Alarc'h

14 straed Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet

22300 Lannuon

 

 

 

AR GRIPI

Prezidant: Stefan Carpentier

 

5 plasenn ar C'hastell ranndi 3

22320 KORLE

Pgz: 06 01 95 83 67

gripi-at-free.fr

gripi.free.fr

Pal ar gevredigezh a zo reiñ ul lec'h da gement tra a denn d'al lennegezh skiant-faltazi ha moliac'h.

 

 

 

BANNOÙ-HEOL

Prezidant: Arno Elegoed

 

140 straed Pont-'n-Abad

29000 KEMPER

Pgz: 02 98 64 58 96 / 06 08 88 57 55

b-heol@wanadoo.fr

www.b-heol.com

Krouet eo bet ar c'hevredad Bannoù-Heol e miz Genver 1999. E bal zo embann levrioù evit ar vrezhonegerien yaouank: Boulig ha Billig, Thorgal, Titeuf, Arzhig Du, Olivu…

 

 

 

BARN HA SKRID

Prezidant: Gwendal Denez

 

25bis bali ar Frankiz

35000 ROAZHON

info@brezhoneg.org

Renet eo an daou dastumad gant Gwendal Denez hag Alan Botrel.

 

Kinnig a reont oberennoù ha troidigezhioù divoutin ha dibaot.

 

Gwerzh dre lizher + katalog:

Barn ha Skrid

14 straed Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet

22300 Lannuon

 

 

 

BREIZH LLYDAW

Kadoriadez: Gwenno Piette

 

Dileuriadez e Breizh: Jacqueline Gibson

 

Gardenn an Eskob

22220 LANDREGER

Pgz: 02 96 92 36 75

br2000zh@yahoo.com

Kevredigezh krouet e 1987. He fal zo labourat evit ar brezhoneg hag evit ar c’hembraeg dre o implijout, reiñ da c’houzout petra a c’hoarvez e Breizh, studiañ brezhoneg ha sevenadur Breizh, kreñvaat al liammoù etre Kembre ha Breizh, dreist-holl evit mad hor yezhoù keltiek, skoazellañ Kembreiz c’hoant ganto deskiñ brezhoneg, sachañ evezh war ar stourm evit ar yezhoù all, ar yezhoù bihan, hag ar re gant nebeut a c'halloud politikel.

 

Posubl eo bezañ ezel ha kaout digoust ar gelaouenn Breizh-Kembre div wech ar bloaz:

18 € (e broioù an euro)8 £ (e broioù al lur saoz)

Chekenn en euroioù (war anv Jacqueline Bidard) da gas da:

JACQUELINE BIDARD

Gardenn an Eskob

22220 LANDREGER

Chekenn e lurioù saoz (war anv Cymdeithas Cymru-Llydaw) da gas da:

SARAH ROWLES

4 Ffordd Penparcau

ABERYSTWYTH SY23 1BP

Bro Gembre

 

 

 

HOR YEZH

Prezidant: Herve ar Bihan

 

96 straed Sergent Maginot

35000 ROAZHON

horyezh.microopen.org

horyezh@brezhoneg.org

Kelaouenn: kelaouenn a yezhoniezh bet savet e 1954 gant Arzel Even. Studiadennoù yezh, enklaskoù, dielloù... Trimiziek.

 

Koumanant ordinal: 20 €

Koumanant estrenvro: 28 €

Koumanant studierien / tud dilabour: 16 €

 

Koumanant da gas da:

Hor Yezh

14 straed Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet

22300 Lannuon

 

Niverennoù kozh a c'heller prenañ d'ar memes chomlec'h.

 


Embannadurioù: 95 titl. Studi ar yezh, buhezskridoù, adembanndurioù, lennegezh pobl...

 

Gwerzh dre lizher + katalog:

Hor Yezh

14 straed Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet

22300 Lannuon


 

 

KEAV

Prezidant: Gwenael Huon

 

22 hent Mouliouen

29000 KEMPER

Pgz / Plr: 02 98 95 59 31

keav@wanadoo.fr

www.keav.org

Kamp hañv KEAV (Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerien) zo anezhañ ur bodad tud laouen oc'h en em gavout asambles evit klevet ha komz brezhoneg e-pad ur sizhun pe ziv. Goulenn a reer digant ar berzhidi gouzout diaezezoù kentañ ar brezhoneg (ur bloavezh studi pe zaou).

 

E 2008 e vo dalc'het staj KEAV e skol al Labour-Douar an Nivod e Lopereg (e-kichen Brasparzh).

 


Petra vez graet e-pad ar staj?

Kentelioù eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e (a rummadoù bihan).

Kan, dañs, da vare kreisteiz.

Goude 5 eur, mont da welet tud ar vro, sportoù, kaozeadennoù, filmoù, pourmenadennoù, c'hoarioù...

 

 

 

KENDALC'H KELTIEK ETREVROADEL

Prezidant: Yann Guillamot

 

11 straed ar Forn Raz

29000 KEMPER

Pgz: 02 98 10 45 31

kervegenn@wanadoo.fr

www.bretagnenet.com/celtcong

Ar C'hendalc'h Keltiek Etrevroadel en em vod bep bloaz en unan eus ar c'hwec'h bro keltiek. Abaoe 1949 e vez dalc'het ur c'hendalc'h a bad ur sizhun evit kas war-raok ha reiñ d'anavezout yezhoù ha sevenadurioù Breizh, Skos, Iwerzhon, Manav, Kerne-Veur ha Kembre.

 

 

 

MOULADURIOÙ HOR YEZH

Prezidantez: Tereza Desbordes

 

22 hent Mouliouen

29000 KEMPER       

anna.ar.beg@wanadoo.fr

Ti-embann savet e 1980: 100 titl liesseurt: barzhonegoù, sonioù, danevelloù, romantoù, eñvorennoù, buhezskridoù, troidigezhioù, kelaouennerezh, yezh, kelenn...

 

Gwerzh dre lizher + katalog:

Mouladurioù hor Yezh

14 straed Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet

22300 Lannuon

 

Skigner: Coop Breizh

 

 

 

PRIZ LANGLEIZ

Kuzul ar Brezhoneg

14 straed Louzaouenn-an-Hañv

22300 LANNUON

Pgz / Plr: 02 96 48 03 00

info@brezhoneg.org

Priz savet war-lerc'h marv ar skrivagner hag arzour Zavier Langleiz (1906-1975) gant e intañvez (1910-2005) evit un oberenn lennegel.

 

Dibabet e vez ar priz gant ur bodad lenn savet war atiz Kuzul ar Brezhoneg.

 

An darnvuiañ eus al levrioù-se a c'hell bezañ kavet war hon katalogoù.

 


1976 - Goulven Jacq (Pinvidigezh ar paour)

1977 - N'eo ket bet roet

1978 - Tudual Huon (Ar chalboter huñvreoù - komz-plaen) ; Per Diolier (Ar veaj-se ur wech e oa - barzhoniezh) ; Goulc'han Kervella (Ar chase) ; Per Bourdellez (Danvez priedoù - troidigezh)

1979 - N'eo ket bet roet

1980 - N'eo ket bet roet

1981 - Per Roy (Evel-se e oamp)

1982 - Jef Philippe (Telenn ar c'hi)

1983 - Goulc'han Kervella (Laenneg medisin) ; Jakez Konan (Pikoù, mab e dad - troidigezh)

1984 - Jakez Konan (Kenavo Amerika)

1985 - Kristian Brisson (Skeud)

1986 - Yann Gerven (Brestiz o vreskenn)

1987 - Lukian Tangi (Per, Jakez, Yann hag ar re all)

1988 - Job Lec'hvien (Troidigezhioù ar Bibl)

1989 - Frañseza Kervendal (Un aod, ur galon)

1990 - Josef Abasq “Didrouz” (Truez va Doue)

1991 - Youenn Olier (Hollad e oberenn)

1992 - Erwan Evenou (Nikolazig ar broioù tomm)

1993 - Alan Heussaf (Geriaoueg Sant Ivi)

1994 - Ronan ar Glev (Geriadurioù)

1995 - Philippe Oillo (Blaz an holen)

1996 - Youenn Gwernig (Un dornad plu)

1997 - Alan Botrel (Orea)

1998 - Lan Tangi (Mousafir)

1999 - N'eo ket bet roet

2000 - Tugdual Kalvez (Blaz ar vuhez)

2001 - Daniel Doujet (Ur c'hi maget mat)

2002 - Ronan an Henañ (Hollad e bennadoù)

2003 - Herve ar Gall (Piv a glevo?)

2004 - Mark Kerrain (Ar 5 skoed a Vreizh - troet diwar-benn levr Evelyne Brisou-Pellen)

2005 - Maguy Kerisit (Ameli penn-koumoul)

2006 - Yann Bijer (Avel Gornôg)

2007 - Yann Fulub Dupuy (Ar gariadez vaen)

 

 

 

SAV-HEOL

Prezidant: Mark Kerrain

 

32 bali ar Voudenn

35650 REUZ

mark.kerrain@free.fr

Ti-embann: skridoù aes da lenn, dafar yezh.

 

Katalog

 

 

 

SKOL

Prezidant: Gwennole ar Men

 

6 straed Lapicque

22000 SANT BRIEG

skol@bzh5.com

Levrioù a studi, lennegezh kozh.

 

Gwerzh dre lizher hepken.

 


SKOL OBER

Prezidant: Gerard Cornillet

 

14 straed Louzaouenn-an-Hañv

22300 LANNUON

Pgz / Plr: 02 96 48 03 00

skolober@brezhoneg.org

www.skolober.com

Krouet eo bet Skol Ober (kentelioù brezhoneg dre lizher pe dre bostel) e 1932. Marc'harid Gourlaouen (1902-1987) he deus kaset war-raok ar skol dre lizher e-pad tost da hanter-kant vloaz.

 

5 live brezhoneg

1 rummad kembraeg evit an deraouidi (kentelioù e brezhoneg)

 


Digor eo ar c'hentelioù d'an holl re a fell dezho kregiñ da studiañ pe da wellaat ar yezh. Bez e c'heller kregiñ pa garer. Ar skoliad(ez) a gas e labour skrivet da reizhañ pa gar dre lizher pe dre bostel. Ar gelennerien a labour a youl-vat. Skolidi zo n'hellont ket kaout kentelioù en o skol, neuze e c'hell o labour bezañ notennet gant asant renerezh ar skol. Un testeni-studi a roer d'ar re 'vez echu ganto ur rummad a-bezh.

 


Marc'had-mat eo ar c'hentelioù. En tu-hont d'al levrioù ha da briz an timbr evit distro al labour reizhet e c'houlenner:

20 € evit an dud dilabour, ar skolidi, ar studierien (kas un testeni evit kaout an distaol-se)

35 € evit an enskrivadurioù all

7 € da lakaat ouzhpenn evit bezañ difaziet dre bostel (liveoù 1, 2 ha 3 hepken)

 

 

 

UNVANIEZH BRO DREGER

Prezidant: Fañch Kerrain

 

14 straed Louzaouenn-an-Hañv

22300 LANNUON

Pgz / Plr: 02 96 48 03 00

info@brezhoneg.org

Levraoueg, dielloù, luc'heiloù. Levrioù kozh ha nevez.

 

Unvaniezh Bro Dreger (U.B.D.) a zastum dielloù ha levrioù e brezhoneg pe e yezhoù all diwar-benn Breizh.

 

Bez' e c'heller dont war al lec'h evit enklaskoù. Goulenn un emgav en a-raok.