page d'accueil
 
kinnig
keleier
servijoù
kevredigezhioù

Kinnig

Kuzul ar Brezhoneg 

14, straed Louzaouenn an Hañv / rue du Muguet

22300 LANNION / LANNUON

BREIZH

Digor d'al Lun betek ar Gwener : 9e00-12e00 / 14e00-17e00

Plg / Plr: +33 (0) 2.96.48.03.00

kab@brezhoneg.org

Lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel


Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù o vont en-dro e brezhoneg war dachennoù lieseurt  : an embann, ar c'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel.


Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec'h hag ur skoazell eo d'ar c'hevredigezhioù n'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel.


Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d'ar c'hevredigezhioù diavaez ha d'an hiniennoù


Mont a ra en-dro Kuzul ar Brezhoneg a drugarez da:

 


region bretagne cotes armor ville de lannion finistere