KUZUL AR BREZHONEG

 

 

LEVRIOŁ NEVEZ

Yezhoł all

 

Embannadurioł Bannoł-Heol


Arzhig Du

 

6 levrig nevez troet e brezhoneg

Arzhig Du en deus c'hoant da sikour

2 € (+ 0,55 € evit ar mizoł-kas) - 14,3 x 14,3 cm - 16 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-9136-5249-1

 

Arzhig Du en deus kollet e neńneń

2 € (+ 0,55 € evit ar mizoł-kas) - 14,3 x 14,3 cm - 16 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-9136-5248-4

 

Arzhig Du hag ar babig

2 € (+ 0,55 € evit ar mizoł-kas) - 14,3 x 14,3 cm - 16 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-9136-5246-0

 

Arzhig Du n'en deus ket c'hoant da brestań

2 € (+ 0,55 € evit ar mizoł-kas) - 14,3 x 14,3 cm - 16 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-9136-5247-7

 

Arzhig Du o renkań e arc'had c'hoarielloł

2 € (+ 0,55 € evit ar mizoł-kas) - 14,3 x 14,3 cm - 16 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-9136-5244-1

 

Arzhig Du oc'h en em wiskań e-unan

2 € (+ 0,55 € evit ar mizoł-kas) - 14,3 x 14,3 cm - 16 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-9136-5250-7

 

Embannadurioł An Alarc'h


Karavell

 

Un dibab 16 danevell

Setu amań un dibab 16 danevell e brezhoneg bet skrivet a-hed ur c’hantved pe dost gant skrivagnerien a bep seurt, darn anavezetoc’h eget darn all (Herve Bihan, Alan Botrel, Per Denez, Daniel Doujet, Yann Fulub Dupuy, Maļ Ewen, David ar Gall,Yann Gerven, Roparz Hemon, Maguy Kerisit, Goulc’han Kervella, Jakez Konan, Jef Philippe, Annaig Renault, Jakez Riou).
Gant an diouer a gelennadurezh lennegel e brezhoneg a zo er skolioł dre vras, en devo al lenner evel-se un tańva eus ar pezh a c’heller dizoleiń en hor yezh er rummad “danevelloł”, un doare skrivań priziet kenań gant ar vrezhonegerien, koulz gant ar re a skriv ha gant ar re a lenn.

 

12 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 12 x 19 cm - 218 pajenn - Skigner: An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-32-7

 

***


An dibab danevelloł-mań a gaver troet e galleg gant Mich Beyer en ul levrenn all e ti an embanner, hag e-se e c’hallo al lennerien diampart kavout ganti un tamm harp.

 

12 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 12 x 19 cm - 228 pajenn - Skigner: An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-34-1

 

Embannadurioł An Alarc'h


Pa ra glav

Leire Salaberria

Setu ul levrig evit ar vugale oc’h reiń meuleudi d’ar glav.
Na pegen brav vez an disglaverioł a bep seurt liv er straedoł, na pegen plijus gwelet ar gwez o c’hlasaat ha sellet dre ar prenestr ar glav pil oc’h ober hep ankounac’haat mont da c’hoari er poulloł-dour !
Al levr-mań skrivet ha skeudennaouet gant Leire Salaberria en deus bet priz kentań priz V Premio Etxepare 2011 ar gwellań levr savet en euskareg evit ar vugale.
Troet eo bet e brezhoneg gant R. Kervella.

10 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 24,5 x 21,5 cm - 36 pajenn - Golo kalet - Skigner: An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-30-3

 

Embannadurioł An Alarc'h


Andon ar gasoni

Mich Beyer

Ur romant polis eo al levr-mań.

Charlez Riwalan, 43 vloaz, tavarnour ha gwerzher levrioł, 'zo bet kavet marv en e stal. Arm an torfed zo da Rozenn Urcun, końversantez war he leve hag o chom war Enez-Sun, ur gontell-baper zo bet kavet plantet er c’horf. Aes an afer. Re aes hervez an ensellerien Malgorn ha Keruhel...
Skrivet he deus Mich Beyer romantoł (Kan ar Mein, Etrezek an enez, Teńvalijenn) ha danevelloł (Azigoragazar, Lina).

 

9 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 12 x 19 cm - 186 pajenn - Skigner: An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-33-4

 

Embannadurioł Sav-Heol 


Ma buhez berrloer

Mariasun Landa, tr. Mark Kerrain

Ur wech e oa ur c’hozh berrloer hag a oa aet skuizh gant e vuhez ouzh troad lous e vestr Kermoal. Un deiz, ne gav netra welloc’h d’ober eget lammat dre ar prenestr da vont da redek ar bed. Ha setu krog ur vuhez nevez. Ober anaoudegezh gant loened ha tud, bevań estreget ouzh treid flaerius, prenań skiant, stourm ouzh an dańjer, betek kavout ar garantez en ur mekanik-da-gannań.
Evit plijadur ar vugale hag ar grennarded, setu troidigezh ul levr nevez gant Mariasun Landa kaset da benn gant Mark Kerrain. Adalek 8 vloaz.

10 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 13 x 20 cm - 64 fajenn - Skigner: Sav-Heol
ISBN 978-2-9534848-9-2

 

Embannadurioł An Alarc'h


Le Vieux-Marché

Ar C'houerc'had

ses noms de lieux et leur histoire

Association "ARSSAT Lannion"

Le Vieux-Marché / Ar C’houerc’had a zo ur studiadenn e galleg diwar-benn 165 anv-lec'h er gumun.
A-drugarez da destennoł ha luc'hskeudennoł a bep seurt e tizoloer ivez glad ar C'houerc'had, chapelioł, kroazioł, milinoł ha feunteunioł hag ivez un tamm eus istor ar gźr
Kavet e vez ivez, el levr-mań, un nebeud titouroł diwar-benn Anjela Duval ha Fańch an Uhel o-daou genidik eus ar C'houerc'had.

11 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14,8 x 21 cm - 132 bajenn - Skigner: An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-31-0

 

Embannadurioł Al Liamm


Anken

Choazet hon eus sevel un dastumad tro d’un danvez, un trivliad,... An anken, da gregiń ganti. Perak an anken ? Klevout a reomp c’hoazh paotred o « gwrizioł don » o lavaret ez eo aze un danvez breton. Ur wech graet hor sońj ganeomp n’hon doa bet nemet lenn Al Liamm d’ober ha diskoachań danevelloł deus ar re skrijusań e pajennoł ar gelaouenn.En dro-mań emaomp gant ul levr... da selaou. Perak lenn levrioł d’an dud er gevredigezh a hiziv ? D’ar re na ouzont ket lenn, d’an dud dall da c’hellout kaout o gwalc’h a lennegezh e-giz ar re all. Ha pelloc’h c’hoazh, da gement hini ac’hanomp da c’hellout lenn er c’harr-boutin, en tren, en e garr-tan, er straed... Sed aze perzhioł gwellań al levrioł da selaou. Ha d’ar re a vez o teskiń ar yezh hag a gav, siwazh, muioc’h a dud da gavout abeg en o brezhoneg diasur eget da sikour anezho da vont war-raok e talvezo al levrioł da selaou da glevout brezhoneg bev !

15 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14,8 x 21 cm - 75 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-7368-0085-7

 

Embannadurioł Al Lanv


Makbez

&

Ar Geben Dońvaet

William Shakespeare

William Shakespeare (1564-1616), skrivagner meur saoz, barzh ha dreist-holl dramaour, a zo anavezet evit bezań skrivet 38 pezh-c’hoari, sonedennoł ha barzhonegoł.
Mestr war ar c’homediennoł koulz ha war an trajediennoł e oar sevel pezhioł kemplezh, leurenniań uhelań trivliadoł Mab-den ha c’hoarzhin goap anezhań war-un-dro.
El levr-mań e kaver daou bezh-c’hoari skrivet gantań : trajedienn Makbez troet e brezhoneg gant Roparz Hemon
hag ar gomedienn Ar Geben Dońvaet troet gant Yann-Loeiz Emili.
Makbez - trajedienn hag a dremen e Bro-Skos o kontań diouganoł sorserezed a gaso Makbez hag e bried war hent an torfedoł hag ar muntroł evit kemer
plas ha galloud ar roue Dunkan – a zo bet lakaet e komz-plaen gant Roparz Hemon ken feal ha ma c’helle. Tost-tost eo chomet ouzh ar saozneg.
Ar Geben Dońvaet a gont istor Baptista, denjentil pinvidik o chom e Padova hag en deus div verc’h : Katarina, an henań, ur plac’h disuj ha penn-kalet diaes dont a-benn diouti, ha Bianka, an hini yaouankań, ur goantenn fur. Tri denjentil yaouank a Bisa — Hortensio, Gremio hag ivez Lusensio o defe c’hoant d’ober al lez da Vianka ha da zimeziń ganti. Met an tad a chom dibleg : ne zimezo ket e verc’h yaouankań keit ha ne vo ket euredet Katarina.
Miret en deus Yann-Loeiz Emili ar stumm gwerzaouiń, met en ur addezrevelliń kentoc’h eget treiń ger-ha-ger hag o reiń d’ar skrid blaz yezh Leon.

12 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 11 x 18 cm - 282 bajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-916745-12-1

 

An Alarc'h Embannadurioł


Le Pčlerin de la Toussaint

Abeozen

 

troet e galleg gant Mikael Madeg

diwar-benn al levr :

 

Pirc'hirin Kala-Goańv

 

bet embannet gant Al Liamm e 1969 ha 1986

Troidigezh c'hallek 16 danevell tennet eus an dastumad Pirc’hirin Kala-goańv bet embannet gant Al Liamm e 1969 hag e 1986. Troet eo bet an istorioł-se, a c’hoarvez etre an daou vrezel-bed e Bro-Leon, gant Mikael Madeg.

 

Tu zo prenań ivez al levr "Pirc'hirin Kala-Goańv" e ti Al Liamm, priz : 9 €

12 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 12 x 19 cm - 198 pajenn - Skigner: An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-2-73

 

Embannadurioł An Alarc'h


Sizhun ar breur Arturo

Youenn Drezen

 

- adembannadur -

Breur Arturo, danvez-lean, a zo bet lakaet da gempenn ar chapel. Setu ur plac’h yaouank eus kźr, Palmira, o tont da bediń an Aotrou Doue hag ar Werc’hez e-barzh ar chapel-se hag ar manac’h yaouank neuze oc’h en em lakaat da sellet outi. Sevel a raio neuze ur brezel diabarzh e kalon hag e penn ar manac’h...
Unan eus pennoberennoł ar skrivagner eo an danevell hir-mań a vez embannet amań evit ar pevare gwech. Un heklev eo eus ar pezh a oa c’hoarvezet gantań pa oa war e studi er c’hloerdi hag a cheńchas mik e vuhez.

6 € (+ 1,50 € evit ar mizoł-kas) - 12 x 19 cm - 64 fajenn - Skigner: An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-26-6

 

Embannadurioł An Alarc'h


Argantael

Abeozen

 

- adembannadur -

Da vare brezel-diabarzh Bro-Spagn ha Talbenn ar Bobl e Bro-C’hall, en em gav asambles Lena hag Alan, daou zivroad yaouank, e Pariz e 1937.
“Argantael” a zo un drama karantez fromus en un aergelc’h politikel.

6 € (+ 1,50 € evit ar mizoł-kas) - 12 x 19 cm - 60 pajenn - Skigner: An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-28-0

 

Embannadurioł Al Lanv


Arnod an Euskareg

Garabide Elkartea

Gant Padrig an Habask eo bet troet e brezhoneg «Euskararen berreskuratzea » hag embannet eo bet gant al Lanv. Al levr-se a zo anezhań ar c’hentań levrenn eus un dastumad emań krog ar gevredigezh euskarek GARABIDE da embann. Un eil levrenn a zo bet abaoe. Gant pep levrenn, embannet da gentań e peder yezh, euskareg, kalstilhaneg, galleg ha saozneg ez eus pep a z-DVD a c’heller dibab enno yezh an displegań e-touez ar peder yezh-se ivez (Gwerzhet e vez al levr hag an DVD gallek a zisparti gant al Lanv, evit ar re a fell dezho).
GARABIDE (hent diorren) a zo anezhi ur gevredigezh euskarek studiet ganti ar sokioyezhoniezh ha dielfennet ganti hent adperc’hennidigezh an euskareg. Ur gevredigezh a fell dezhi bezań dorn ar bobl euskarek astennet war-zu ar pobloł dezho yezhoł en arvar a fell dezho saveteiń.
Teir lodenn a zo el levr, un displegadur diwar-benn an dańjer bras m’en em gav kalz a yezhoł dre ar bed hag alc’hwezioł an adperc’hennań yezhoł, un dezrevell a-zivout ar stourm da adsevel an euskareg hag un sintezenn diwar-benn ar c’hentelioł a c’heller tennań eus o arnod evit holl yezhoł orin ar bed. Pouez ar yezh-vamm, dont da vezań komzerien glok, kefridioł ar yezhoł eus ar familh betek an dachenn etrevroadel, youl hag identelezh, setu poentoł a bouez da vezań komprenet hag ar peder zachenn ret evit ur yezh da c’hellout bevań : kaout ur yezh unvan, un deskadurezh er yezh, media er yezh hag ur c’hrouiń sevenadur er yezh.
Talvoudus e vo al levr-mań da nep piv bennak a fell dezhań kompren e pe stad emań ar brezhoneg evit gwir ha d’an holl re a fell dezho kregiń e-barzh evit saveteiń hor yezh. Re alies e chom darnel ha diefedus, arouezel hep mui ken, ar stourm evit ar brezhoneg. Aze hon eus peadra da varn, da vuzuliań, da sevel ur strategiezh evit adlakaat ar brezhoneg en e blom.

14 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14,8 x 21 cm - 68 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-916745-11-4

 

Embannadurioł An Alarc'h


Troioł-kamm Alanig al Louarn

Jakez Riou

Alanig al Louarn, gaouiad, teod-lidour, treitour, toueller ha brabańser a veve e Breizh setu pell-pell ’zo bremań. Ne oa ket e bar da itrikań troioł-kamm evit dont a-benn eus e walldaolioł, betek mont da lakaat a-du gantań ar roue ha tudjentil e lez.
Met pegeit e c’hello padout evel-se ?
Ar skrivagner en deus adstummet ur vojenn anavezet mat abaoe ar Grennamzer en Europa a-bezh, hini troioł al Louarn fin. An holl, koulz bras ha bihan, o devo plijadur o lenn pe oc’h adlenn un istor leun a flemm hag a fent skrivet en ur yezh bev-buhezek.


Danevellour, barzh, saver pezhioł-c’hoari brudet, Jakez Riou [ 1899 – 1937 ] a chom unan eus hor skrivagnerien wellań, ha gant ar skrid-mań e vo gallet gwelet e oa ivez ur marvailher donezonet.

14 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 16 x 24 cm - 152 bajenn - Skigner: An Alarc'h
ISBN
978-2-916835-29-7

 

Embannadurioł Skrid


Kźr al Loened

George Orwell

George Orwell (1903-1950) a zo da lakaat e-touesk gwellań skrivagnerien an xxvet kantved. Livet eo bet kudennoł pennań e amzer en e levrioł : Ar rivin e Pariz hag e Londrez (1933), Kźr al Loened (1945) ha 1984 (1948) e bennoberenn.
Setu bremań embannet e stumm ul levr troidigezh brezhonek Kźr al loened ; diwar ar saozneg gant Erwan Hupel.


Ebat eo a zo e Kźr ar Maner : “Hiviziken n’eus ket a vistri ken, hiviziken n’eus ken ’met levenez, kement loen aze zo dieub ha lamm d’an dud fallakr...”
Met chomet eo Tual an azen kozh da soroc’hal en tu all d’ar prad. N’aio ket da riboulat gant al loened all, ne raio ket friko, loen put mard eo ne gred ket e cheńcho tra ! Kźr ar Maner pe Kźr al Loened !
An holl loened a zo par emezo... met loened zo a zo paroc’h eget re all...
Dispac’h ’mit-hu ?

12 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14,6 x 20,5 cm - 98 pajenn - Skigner: Skrid
ISBN
978-2-9525135-6-2

 

Mouladurioł Hor Yezh


ENE AL LINENNOŁ


Langleiz

Divizet o deus Mouladurioł Hor Yezh adembann al levr kaer ha bamus-se, bet moulet evit ar wech kentań ha nemeti e 1942 gant Skrid ha Skeudenn.

 

Ul levr dioutań e-unan eo Ene al Linennoł, evel ma voe Langleiz un den dioutań e-unan, war un dro barzh, romantour, livour hag engravour. Klasket en deus an aozer spisaat e venozioł diwar-benn an Arz (pe, resisoc'h, diwar-benn pouez ha ster al linennoł en arzoł treset a blije kement dezhań ober. Ha n'eus nemet sellout ouzh levrioł evel Enez ar Rod, Marzhin pe Chal ha Dichal (hemań diwar zorn R. ar Mason) evit merzout pegen donezonet e oa, n'eo ket hepken evit skeudennoł, met evit kendeuziń e skeudennoł gant an destenn.

 

"Ene al Linennoł a zo oberenn ur skrivagner hag un arzour war un dro ; pa lavaran skrivagner, barzh a vije gwelloc'h, rak barzhoniezh a zo hed-ha-hed al levr-mań [...] An tresadennoł savet gant Langleiz da skeudenniń an destenn a zo eus ar c'haerań." : Setu ar pezh a c'halled lenn er gelaouenn SAV, Niv. 25, Diskar-Amzer 1942. Ne c'helled ket lavarout gwiroc'h.

18 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 19 x 23 cm - 84 fajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-86863-161-9

 

Embannadurioł Al Liamm


KAN AN DOUAR


Anjela Duval

 

- adembannadur -

Anjela Duval [1905-1981] — barzhez ha skrivagnerez a Vro-Dreger (ar C’houerc’had).Ul lid hag ur c’han heson da zouar he bro eo dastumad barzhonegoł barzhez Traoń-an-Dour. He bro penn-kil-ha-troad eo a zeu war wel : an natur evel-just, an dud ivez, identelezh Breizh, al labour-douar, hec’h endro pemdeziek, na petra ‘ta. He fluenn flour ha lemm lies gwezh a laka al lenner da dańva he c’harantez evit he zud, he yezh, hec’h endro a-bezh. Gant kizidigezh e tispak deomp an enkrez hag an nec’h o virviń enni pa ‘z eus anv eus amzer da zont he yezh hag he sevenadur ; kounnar a sav enni pa wel « Alouberien » o tistruj ar pezh a zo an tommań d’he c’halon : he bro. Hor broudań a ra Anjela Duval gant « Kan an Douar » da ganań ganti Kan ar Garantez hag an Denelezh...

 

12 € (+ 3 € evit ar mizoł kas) - 14 x 19 cm - 182 bajenn - Skrigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-7368-0084-0

 

Mouladurioł Hor Yezh


ME, ANJELA


Anjela Duval

 

- adembannadur -

Anavezet eo Anjela Duval evit he barzhonegoł dreist-holl, met amań eo un doare all eus pinvidigezh pluenn barzhez Traoń an Dour eo a zo dispaket dimp, hini ar c’homz-plaen.
Ar pennadoł a gaver dastumet amań eo eńvorennoł yaouankiz Anjela war-bouez ar peder c’hontadenn bodet e dibenn al levr hag ur barzhoneg. Kontań a ra he buhez e Traoń an Dour, an ti-feurm bihan dalc’het gant he zud betek ar brezel diwezhań ha ganti hec’h-unan-penn goude-se. 
Ar parkeier, al loened, ar plant, ar gwez, ar stźr hag an natur tro-dro dezhi eo he domani; n’eus ket par dezhi da gontań diwar o fenn gant kizidigezh, fent ha karantez.
Taolenniń a ra ivez tud ar vro, buhezioł kalet pa ranke pep hini labourat start hag en em skoazellań an eil egile pa save bec’h ha diaezamant.
Anjela Duval a ra gant ur yezh c’hwek ha bev ha ne skuizher ket ouzh he lenn hag hec’h adlenn.

13 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14,8 x 21 cm - 180 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-86863-160-2

 

Embannadurioł Al Liamm


TORREBENN

Yann Bijer

Er C’hab-Kaval emań ar stourm o tiwan diwar atiz Youenn Kerdrańvad, an den fur bet manac’h, Laou ar Prad, ur paotr yaouank ha kalonek ha Cherm Blońs, ur gwaz gwad tomm dindan e ivinoł. Hemań hag a vez graet an Teodeg dioutań, ne vo ket seizh daleetoc’h evit broudań e genseurted.
Brudet eo Emsavadeg ar Bonedoł Ruz e-touez ar Vretoned kar-o-bro ha garanet don an darvoudoł-se e memor an dud. Drailh a oa savet e kement korn ar vro pa oa aet faez ar bobl gant an taosoł a yae war greskiń, ha hi gwall vreset gant ar paper-timbr hag an tailhoł diniver c'hoazh. Dav e oa talań ouzh gwaskerien ar bobl ha taer e oa ret mont de’i. 
Diwar an irienn-se en deus savet Yann Bijer e romant ma laka tud pobl Vreizh war ar bazenn uhelań.

15 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 13 x 20 cm - 412 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-7368-0083-3

 

Embannadurioł An Alarc'h 


AR PRENESTR ARC'HANT

Per Pondaven

Anavezet eo Per Pondaven evit e labourioł war ar brezhoneg (anvioł divoutin, bed ar mor...). Ne oa ket anavezet tamm ebet e varzhonegoł, manet diembann betek-henn. Kreńv ha don int koulskoude, berr o stumm, levezonet kenań gant brezhoneg arvor Bro-Leon, an hini a rae gantań bemdez. Un den a furnez e oa Per Pondaven o prederiań etre e sae hag eń war follentez ar bed, sed e kaver sońjoł du en enno alies, ha bez’ ez eus anezho ul lidadenn wir en enor d’an natur ha d’ar mor dreist-holl. Ar mor, e vuiań karet, en deus lonket bag ha den un devezh yen e miz Genver 2008.
Diwar zorn Pierre Guerrier eo ar skeudennoł savet a-ratozh evit mont gant ar pezhioł barzhoniezh an dastumad, ha gant Cheun ar Gall eo bet savet ar rakskrid.

12 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14,8 x 21 cm - 120 pajenn - Skigner: An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-25-9

 

Embannadurioł Sav-Heol 


PA NIJO AR MOC'H

Mark Kerrain

Lavaroł kentelius eo ar c’hrennlavaroł, met a bep seurt lavaroł a vo kavet amań. Darn anezhe n’int nemet rimadelloł fentus evit tud vras. Enne, evel er c’hanaouennoł, e kaver skoazell da zeskiń ha da gelenn, ha plijadur ouzhpenn da dańva spered ar sevenadur-pobl en deus o goveliet dimp hag a zo gwall bell diouzhimp bremań.
Tresadenn golo : Maėl Verot.

10 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14,8 x 21 cm - 134 fajenn - Skigner: Sav-Heol
ISBN 978-2-9534848-8-5

 

Embannadurioł Sav-Heol 


KEVRIN AR C'HIZHIER BIHAN

Fina Casalderrey

Brezhoneg gant Mark Kerrain

Skeudennaouet gant Maėl Verot

David ’zo ur paotrig eus Galiza. E vreur bras en deus kavet ur gazhez vihan. Magań a reont anezhi, kreskiń a ra. Un deiz he deus bet kizhier bihan, met en deiz war-lerc’h, kazh ebet ken. Den ne oar pelec’h emaint, na petra int deuet da vezań. Setu ur c’hevrin, ur gwall gevrin. Gant e vignonez Branca emań David o vont da glask diskuliań an afer-se.
Fina Casalderrey zo ur skrivagnerez a orin eus Galiza. Gant ar romant-mań, troet e meur a yezh, he deus bet priz O Barco de Vapor e Galiza e 1994, ha Priz Broadel al Lennegezh Bugale e Spagn e 1996.
Adalek 9 bloaz.

10 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 13 x 20 cm - 126 pajenn - Skigner: Sav-Heol
ISBN 978-2-9534848-7-8

 

Embannadurioł Sav-Heol 


AR MELL IRVINENN

Brezhoneg gant Mark Kerrain

Skeudennaouet gant Maėl Verot

Kontadenn-bobl evit ar vugale.

 

Sachomp kreńv, sachomp krenn,
Da gaout irvin d’ober soubenn.
Ur wech e oa en ul liorzh e Rusļa ur pezh pikol irvinenn a oa kreńvoc’h eget un den.
Honnezh a oa ur pezh hini biskoazh n’oa bet unan ’velti.
Kaer en doa tad-kozh sachań ne deue ket an irvinenn gantań.
« Penaos eta ’vo graet ar soubenn ma n’on ket vit tapout ma irvinenn. Met hep skoazell ne deuio ket ha skoazell am bo gant ma fried. »
Met skoazell mamm-gozh n’oa ket trawalc’h eno e oa an dalc’h !
Galvet o merc’h-vihan ouzhpenn : ne deue ket an irvinenn !
Ret e voe goulenn c’hoazh sikour digant ar c’hi, digant ar c’hazh.
Siwazh ne oa netra d’ober sachań ganto a oa aner.
Ha panevet al logodenn ne vijent ket deuet a-benn.

Unvaniezh a ra nerzh pa sach an holl e vez graet berzh.

Troet gant Mark Kerrain diwar uur gontadenn-bobl eus Rusia. Skeudennaouet gant  Maėl Verot.

4 € (+ 1 € evit ar mizoł-kas) - 21 x 14,8 cm - 15 pajenn - Skigner: Sav-Heol
ISBN 978-2-9534848-6-1

Son - Mouezh: Mark Kerrain

 

Embannadurioł Sav-Heol


RAPUNZEL

ha pemp kontadenn all

Brezhoneg gant Mark Kerrain

Skeudennaouet gant Maėl Verot

Kontadennoł.

 

Brudet eo kontadennoł-pobl ar vreudeur Grimm, dastumet en Alamagn e deroł an 19vet kantved. Darn zo deuet da vezań filmoł, pell diouzh ar skrid orin alies.
Amań e vo kavet c’hwec’h kontadenn ha n’int ket ken anavezet ha Gwennerc’h pe Luduennig moarvat, met ken plijus e vint kavet da lenn gant an holl.

5 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 13 x 20 cm - 51 bajenn - Skigner: Sav-Heol
ISBN 978-2-9534848-5-4

 

Embannadurioł An Alarc'h


MA BLOAVEZH KONIKL E KOREA

Sylvie Servan-Schreiber

Tresadennoł gant Lilas Yong

Lakaet e brezhoneg gant Gireg Konan

Albom evit ar vugale.

 

E vakańsoł emań Mael ha Maiwenn e Breizh e ti o zud-kozh, Tadig-kozh ha Mammig-kozh.
Soner gourrebed eo Tadig-kozh, deuet eus Korea pell ‘zo. Breizhadez ha c’hoarierez telenn eo Mammig-kozh. Deskiń a raio ar vugale penaos e veze deiz kentań ar bloaz e Korea pa oa bihan Tadig-kozh. Emań eus arouez ar c’honikl e zodiak Sina. Aozań a raint ur wastellenn garotez evit e drugarekaat !

8 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 19 x 25 cm - 32 bajenn - Skigner: An Alarc'h embannadurioł
ISBN 978-2-916835-24-2

 

Mouladurioł Hor Yezh


PEZHIOŁ-C'HOARI FARSUS


Goulc'han Kervella

 

E-kichen ar c'hoariva relijiel, ar Misterioł, e oa er Grennamzer ur C'hoariva farsus. Pezhioł- c'hoari laouen, fentus, gros a-wechoł ; pezhioł flemmus, goapaus, un tammig kentelius lod anezho.
“La farce du Cuvier” a zo e Bro-C'hall, unan eus ar re vrudetań. E brezhoneg ez eus deut betek ennomp un nebeut gwerzennoł eus “Amourousted an den kozh”... Ouzhpenn ar pezhioł farsus edo ivez ar Fablennołigoł – “Fabliaux” e galleg...
Kavet e vo da lenn el levr-mań “En-dro d'ar poull” diwar “La farce du Cuvier” ha div fablennig, renket e doare pezhioł-c'hoari : “An div glujar” hag “Ar pallenn etre daou”. Ha da echuiń tri fennad eus “Romant al louarn”. Displeget eo bet – hag e vez c'hoazh – ar pezhioł berr-se gant Strollad Ar Vro Bagan.


13 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14,8 x 21 cm - 114 fajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-86863-159-6

 

Embannadurioł An Alarc'h

An Ti a Drizek Siminal

Roparz Hemon

 

- adembanndur -

"A-greiz-holl, ur prenestr er beg-douar-se, dres dirazań, a voe goulaouet. Ha Youenn ha treiń e lunedenn etrezek ar gouloł. Bez' e welas daou zen oc'h en em gannań. Unan a savas e vrec'h. Ur gontell a oa gantań en e zorn. Sankań a reas ar gontell e bruched egile. Ar gouloł kerkent, a voe mouget."
Youenn Jigouzo, kazetenner en Oriant, a zo deuet da Gameled da vakańsiń. Kerkent hag an noz kentań avat ez eo test eus ul lazhadenn graet en un ti a zo brud iskis gantań: an Ti a Drizek Siminal… 
Ur romant polis aes da lenn, savet e Brezhoneg Eeun diazezet war ar mil ger implijet ar muiań er yezh — peadra d'an deskerien da lenn hep terriń o fenn o klask er geriadurioł.

9 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 12 x 19 cm - 182 bajenn - Skigner: An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-23-5

 

Embannadurioł An Alarc'h

GERIADUR AR BREZHONEG KOMZET

Bernard Chapalain

Pa gave gantań e oa dishańval a-walc’h ar brezhoneg skrivet diouzh ar brezhonegoł a gleve en-dro dezhań eo bet Bernard Chapalain o tastum e-mesk an dud penaos e veze lavaret an traoł gante. E Bro-Oueloł en deus labouret da gentań ha ledanaet an dachenn da Vro-Dreger ha da Gernev-Uhel.
E doare ur geriadur galleg-brezhoneg eo graet e labour ha meur a stagadenn da heul diwar-benn danvezioł a bep seurt (anvioł plant, troioł-lavar, gerioł doareań fentus pe goapaus...). Ur skeudenn eo eus ar brezhoneg komzet e tro ar c’hantved e rannoł eus Breizh ha na oant ket bet studiet kalz betek neuze.

12 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14,5 x 20,5 cm - 169 fajenn - Skigner: An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-22-8

 

Embannadurioł Al Liamm

AL LOAR EN ISLONK

Gisel Sparza, Murielle Lorant, Céline Soun

Ul levr bannoł-treset teiryezhek: brezhoneg, kanjobal (Gwatemala), spagnoleg, a-ziwar buhez ha preder ur strollad mignoned yaouank hag a zo o vevań en un tachad forzh pell anvet "An Islonk". En Ixcan, an Islonk a zo ul lec'h ankouaet d'an dud e korn ur gartenn... Ahont e talv seniń ur c'hras-kaer, tonkadur ar re ganet aze. 

10 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 21 x 29,7 cm - 39 fajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-7368-0082-6

 

Embannadurioł Barn ha Skrid

AR SAOUZANENN

Bernez Tangi

Teirvet oberenn Bernez Tangi e-giz barzh.

6 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14,5 x 20,5 cm - 89 fajenn - Skigner: Barn ha Skrid
ISBN 978-2-9525135-5-5

 

Embannadurioł Sav-Heol

KOMZ BREZHONEG A RAN OUZH MA BUGEL

Mark Kerrain

Al levr-mań a zo bet skrivet evit tud ar vugale a fell dezho implij ar brezhoneg ganto. Kavet e vez ennań geriaoueg ha troioł-lavar evit c'hoari, reiń kalon, moumouniń pe c'hoazh gourdrouz !

9 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14,8 x 21 cm - 102 bajenn - Skigner: Sav-Heol
ISBN 978-2-9534848-4-7

 

Embannadurioł Sav-Heol

UR SARPANT GLAS E-BARZH AR C'HLAS

Evelyne Brisou-Pellen, tr. Mark Kerrain

Sioul eo ar vugale er c’hlas. A-greiz-holl, setu un trouz iskis en trepas... Un dra bennak o ruzań. Hag ar vestrez da dreiń he fenn, nec’het un tamm. Ha setu dorn an nor o treiń. Hag an nor o tigeriń... Ul loen euzhus ’zo o tont e-barzh klas an dimezell Saozon. Spontet ar vugale. Ha bremań e fell d’al loen iskis-se chom er skol... ha bezań mignon d’an holl. Biskoazh kemend-all ! 
Tresadennoł gant Degast’. Adalek 8 vloaz.

7 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 13 x 20 cm - 46 pajenn - Skigner: Sav-Heol
ISBN 978-2-9534848-2-3

 

Embannadurioł An Alarc'h

AR FORZHIOŁ A GOMZ

Eve Ensler, troet e brezhoneg gant Ninnog Latimier

Eve Ensler a zo bet ganet e 1953 er Stadoł-Unanet. Savet he deus “The vagina monologues” e 1996 ha c’hoariet eo bet ar pezh e Broadway da gentań hag abaoe koulz lavarout er bed a-bezh. Hollvrudet ez eo bremań ha troet eo bet en un hanter-kant yezh bennak. Da-heul he deus krouet an aozadur V-day gant ar pal reiń ar gomz d’ar merc’hed ha difenn anezho a-enep ar feulster a c’houzańvont re alies.
Gouzout a ra Eve Ensler, en he skrid, rentań gant fent ha from al levenez bezań plac’h ha dreist-holl ar stourm o deus ar merc’hed da ren evit bezań dieub war dachenn o seksualegezh.

 

 

pajenn gentań

 

8 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 12 x 19 cm - 68 pajenn - Skigner: An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-21-1

 

Embannadurioł Al Liamm

KERGELENN, alouber an dremmwel

Herve Gouedard

Penaos e teuas un tammig noblańs a Vreizh-Izel da vezań ur moraer brudet hag un ergerzher bras...
« Ar c’haier-mań, a stagan hiziv da zuiń ar pajennoł anezhań, a gavi ennań, Mai vihan, dezrevell feal ma foanioł, ma flijadurioł, ma strivoł, ma disouezhennoł. Klask a rin livań gant reizhded ha gant gwirionded kement a zo aet d’ober ma zammig buhez, hag ur frealz eo din sońjal e vo talvoudus dit an danevell a stagan hiziv ganti, hag e c’helli tennań splet diouzh kement emaon o vont da skrivań diwar vremań, hag en treuzkas, d’az tro, d’ar vugale a vo roet dit deiz-pe-zeiz. Dastumet em eus skiant a-hed ma buhez turmudus, ha, ma teurvezez lenn an danevell-mań betek penn ez po, amań-ahont, alioł fur da glevet diganin. »
Savet eo ar romant-mań e stumm un danevell-vuhez kinniget gant Erwan-Jozef a Gergelenn (1734-1797), ar moraer brudet, d’e verc’h-vihan.
Dindan pluenn gizidik, awenet-kaer ha titouret-mat Herve Gouedard e santer ar from, ar youl hag an nerzh a oa o virviń en askre ar merdead meur, a gave dezhań koulskoude ne oa, e gwirionez, netra all nemet ur c’hoariell e palv-dorn an tonkadur...

pajenn gentań

12 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 13 x 20 cm - 130 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-7368-0081-9

 

Embannadurioł An Alarc'h

BREZHONEG GOUELOŁ

Ronan Koadig

Brezhoneg Goueloł — hag a vez komzet dre vras etre Pempoull ha Gwengamp — eo moarvat ar rannyezh anavezet an nebeutań eus ar brezhoneg. Alies ne vez ket kemeret e kont, ’zo kaeroc’h, ha lakaet e vez da heul hini Treger. Mard eo gwir en deus kalz a berzhioł boutin gant hemań en deus kalz a berzhioł all dioutań e-unan ivez : e daol-mouezh da gentań penn, e c’herioł, e droioł yezhadur... Perzhioł en deus ivez hag a vez adkavet, pe e Kernev-uhel, pe e Bro-Wened, pe c’hoazh e brezhoneg Bro-Naoned. Hag evit gwir eo un darn eus « brezhoneg ar reter » a veze komzet e Breizh-Uhel gwechall.
Ronan Koadig, kelenner e skol-veur Roazhon 2, a ginnig dimp amań an doare brezhonek, adwelet ha kresket, eus ur studiadenn en devoa kaset war-raok e penn kentań er bloavezhioł 1980.

12 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14.8 x 21 cm - 150 pajenn - Skigner: An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-20-4

 

Embannadurioł Al Liamm

AR MARC'H GLAS

Riwal Huon

« Diwar ar bern patatez er c’hrignol e huchen a-bouez-penn war gement ton, d’an neb a venne selaou :
— Gant patatez Jili ’vez maget tud an ti ! Patatez Jili a zo tout… disi. Jili eo ma zad. »
« E Kerango e oa lusket hor buhez gant an avel, ar glav, gwrez an douar. Muzik yezh ma bro, momeder al labour, hini ma zud, hon amezeien, ha liammoł start gant Lan ma breur, a gase dańs ar vuhez en-dro. Pegeit e padas ar vuhez-se ? Amzer didermen ar vugale. »
« ...Tamm-ha-tamm e savas c’hwezh ar gwin fall e pep korn eus an ti.. .»
Diwar neuze ez a Gwenole gant e dud hag e vreur Lan, etrezek kźr, an tier bras, bed ar skol, hini al labour, disachet ha nec’het gant ar bed-se. Kuitaet e vugaleaj disoursi gantań, « hep hiraezh na keuz » e teu skiant dezhań e-ser chom da ruzal war bankeier liorzh ar C’hastell-Ruz, e straedoł kźr Vrest, pe ouzh taol ostaleri ar Rouzegan : poent eo dezhań toullań e hent er vuhez. Sekredoł buhez an dud deut, Jili ha Mathilde e dud, re Marsou an toer, gwir vignoniezh e vreur Lan, sioulder Treńvor, faltazi Marie-Anne... hag e veaj etrezek ur vro all.

 

pajenn gentań

12 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) -13 x 20 cm - 174 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-7368-0080-2

 

Embannadurioł Sav-Heol

UR VOUTAILH WAR AN TRAEZH

Mark Kerrain

Daouzek kontadenn evit an dud 'zo o teskiń brezhoneg. Daouzek kentel evit aesaat ar vuhez. Arabat laerezh ar bankoł. Arabat debriń fritez en tier-krampouezh. Arabat hunvreal e-pad an amzer-labour. Arabat troc'hań kig en ospital. Gwelloc'h diwall ouzh ar c'hazh. Teńzorioł a gaver war an aod. Ne vez ket evet gwin pa zihuner da hanternoz. Diaes eo bezań sekretourez. Aesoc'h eo bezań laer. Brav eo bezań krokodil. Dańjerus eo beajiń en amzer. Daouzek kentel evit aesaat ar vuhez d'an deskarded war ar brezhoneg.

7 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14.8 x 21 cm - 66 pajenn - Skigner: Sav-Heol
ISBN 978-2-9534848-3-0

 

Embannadurioł An Alarc'h

LANGOAT et ses noms de lieux

Kevredigezh "Vivre ą Langoat"

Studiet eo bet anvioł-lec'h Langoad (Bro Dreger) gant ar gevredigezh "Vivre ą Langoat" ha Divi Kervella. Kavet vo ivez el levr pennadoł diwar-benn istor ar vro ha studiadennoł diwar-benn ar gerioł "kźr" ha "komanant " ken niverus e Breizh Izel.


Studiadenn e galleg.


7 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14,5 x 20,6 cm - 114 pajenn - Skigner: An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-19-8

 

Embannadurioł T.I.R.

QUI VEUT FAIRE L'ANGE, FAIT LA BŹTE!

Patrick Malrieu

25 € (kuit a vizoł-kas) - 20 x 26 cm - 142 bajenn - Skigner: T.I.R.
ISBN 978-2-917681-09-1

 

Embannadurioł T.I.R.

GERIADUR AR BREDEROURIEZH

DICTIONNAIRE DE PHILOSOPHIE

Tugdual Kalvez

 

Ar geriadur-mań a c’hallo servij d’al liseidi er c’hlasoł termen, koulz ar c’hallegerien ha koulz ar reoł zivyezhek galleg-brezhoneg, d’ar studierien ha da gement hini a skriv hag a sońj e brezhoneg. Div lodenn a ya da ober ar geriadur : el lodenn gentań ez eus 2 841 termen galleg diwar-benn ar brederouriezh hag ar skiantoł displeget, ha kinniget o zroidigezh alamaneg, saozneg, italianeg ha brezhoneg. Pep termen a gaver e frazennoł da c’houzout penaos ober gante. En eil lodenn ez eus ur c’heriaoueg brezhoneg-galleg, 4 954 ger enni o taveiń d’an displegadennoł roet el lodenn gentań.
An aozer, Tugdual Kalvez, zo bet kelenner prederouriezh el liseoł ha kelenner psikopedagogiezh e Skolioł Normal Gwened. Kelennet en devoa ivez brezhoneg d’an danvez skolaerien.

25 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14,8 x 21 cm - 568 pajenn - Skigner: TIR
ISBN 978-2-917681-08-4

 

Embannadurioł Sav-Heol

NAONED, SENEGAL

Mark Kerrain

Prest oc’h d’ober anaoudegezh gant un toullad tud iskis ? Setu Kerloc’h-Omnes, enklasker ha debrer pizza ; ur reder-noz spontet, hag a chom er gźr bremań ; ur c’habiten eus Naoned ; ur vondianez eus Benac’h. Diwallit ouzh ar pesked a gavit en ho poest-lizheroł : pesked-Ebrel int marteze. Krenit o lenn gweladenn un amezeg war hon Douar-patatez. C’hoarzhit gant troiad Herve hag Enora da Virdi Roazhon. Selaouit istor ar prińs ha ne oa ket dimezet d’ur baourez. Hunvreit e Kźr Is hag ar brińsez Dahud. Dihunit goude emgann an Alre. Beajit da Afrika. Ha deskit penaos e oa ar vuhez a-raok amzer ar skinwel.
Unnek kontadenn, kozh ha nevez, evit ar studierien.

7 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14.8 x 21 cm - 73 pajenn - Skigner: Sav-Heol
ISBN 978-2-9534848-1-6

 

Embannadurioł Al Liamm

TRAOŁ KOUER

Herve Bihan

Herve Bihan ’zo bet ganet e Landreger e 1956. Kelenner brezhoneg eo e Skol-veur Roazhon 2 abaoe ur pemzek vloaz bennak. Ren a ra ar gelaouenn yezhoniezh Hor Yezh abaoe 1996. Tro en deus bet da embann danevelloł er gelaouenn Al Liamm hag ivez troidigezhioł diwar ar saozneg, ar spagnoleg, ar galizeg hag ar c’hembraeg, koulz e-barzh Al Liamm hag e-barzh Al Lanv.
Goude ma vije kriz a-walc’h an darvoudoł kontet gant Herve Bihan en e zanevelloł e tifluk prim hag en un doare dic’hortoz alies fent ha mousfent an Tregeriad a zo anezhań.
Lod eus an danevelloł a zo tost kar d’an danevelloł polis: memes framm, memes entan, memes from. Mont a reer da heul ur “serial killer” pe ur paotr yaouank trelatet gant ar relijion ha war glask ur garantez na c’hell ket kaout, kejań a reer gant ur c’higer aet skuizh gant e wreg ha mestr war ar c’hoari kontell...
Liesseurt eo an tudennoł er bed krouet gant Herve Bihan: kelennerien, klaskerien-vara, tud paour, lonkerien, hailhoned ha menec’h int ha kement hini anezho a c’hoari e berzh, mat pe fall, e poull-tro ar vuhez lusket gant karantezioł brevet, barradoł alfo ha dizesper, hurlinkoł deuet da wir, digasted ha sotoni an dud...
Lakaat a ra ivez Herve Bihan war-wel goulioł a vez pell o pareań pa’z eus kaoz gantań eus tonkad kriz ur paotrig yuzev e-pad an eil brezel bed pe mac’homerezh an arme c’hall en Aljeria.

12 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 13 x 20 cm - 148 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-7368-0079-6

 

Mouladurioł Hor Yezh

AR BLOUKED

Youenn Cóic

Ereg a gare ar vro-se. D'e sońj e kare anezhi gwelloc'h ha kreńvoc'h eget an dud bet ganet enni. Eń, ne oa ket genidik eus ar vro. Deuet e oa eus un tu bennak all. Ne oa ket bet diaes dezhań feurmiń un atant digant Pennkaol. Ar maezioł a oa troet da zidudań. Abaoe ur pennad ez ae kuit ar baotred, dreist-holl ar re yaouankań. Ne 'z ae ket mat an traoł. Tiegezh Pennkaol a yae da fall ivez. E dad a oa bet un aotrou pinvidik ha galloudus: politikerezh en doa graet. E dad-kozh a oa bet ur wech betek Roma. Pennkaol a yae war ziskar, a c'hellfed lavarout.

Dediet e oa bet al levr-mań "d'ar gen Emsav ha d'an holl strolladoł a emsaverien", e Bro Vigoudenn hag e lec'h all, hiziv ha warc'hoazh, graet Bagaudoł anezho gant Youenn Cóic.

"Les Ploucs" a zo ul levr sebezus anezhań, bet skrivet e penn kentań ar bloavezhioł dek ha tri-ugent gant un istorour e spered leun a yaouankiz hag a frankiz, da zizoleiń en-dro e brezhoneg.


15 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 14,8 x 21 cm - 172 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-86863-158-9

 

Embannadurioł Chapitre

MA BLOAVEZH TIGR E JAPAN

Sylvie Servan-Schreiber, tr. Marion ha Gireg Konan

Desk peseurt loened zo er zodiak sinaat hag ur bern traoł diwar-benn Japan.
Gra un degemer mat d’an TIGR asambles gant Alis ha Manoń.
Skriv un haiku ha tańva vioł tigrez !

 

Adalek 7 vloaz.

15 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 21,8 x 21,8 cm - 38 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-915345-28-7

 

Gwerzh dre lizher:

Kuzul ar Brezhoneg

 

Embannadurioł Sav-Heol

OLIFANT KALON-EVN

Mariasun Landa, tr. Mark Kerrain

"Bagad olifanted troet gant ar sevenadur a glask skolaerez gant spered a intrudu hag avanturus. Lojeiz e koadoł-meur Afrika. Boued : glazur nemetken. Gopr : kant tonellad bananez."
Pa gav ar skolaerez al linennoł-se er gelaouenn Trompilh an Olifanted, petra a ra ? Hastań buan respont da gemer al labour ! Skuizh eo aet ar paourkaezh plac’h o kelenn e skol ar c’hevnid ! Ha hi war nij da Afrika. Eno, er c’hoadoł-meur, n’eo ket heńvel an olifanted ouzh ar pezh zo skrivet el levrioł. Ha ne vez ket sioul ar stźrioł atav.
Tresadennoł gant Degast’.

 

Adalek 7 vloaz.

7 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 13 x 20 cm - 52 bajenn - Skigner: Sav-Heol
ISBN
978-2-9534848-0-9

 

Embannadurioł An Alarc'h

C'ETAIT COMME CA

Herve Herri

E 1982 ec’h embannas Al Liamm "Evel-se e oamp" (priz Langleiz 1981), skrivet gant Herve Herri, anv pluenn Per Roy. Kontań a ra ennań e eńvorennoł pa oa krennard o teskiń ar vicher en un ti-moullań e Montroulez e penn kentań an ugentvet kantved. Izili eus ar gevredigezh Kelc’h Sevenadurel Brezhonek Bro Montroulez o deus troet an destenn e galleg.

12 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 11,5 x 18,5 cm - 210 pajenn - Skigner: Coop Breizh
ISBN 978-2-916835-18-1

 

15 € an daou levr -galleg ha brezhoneg- (+ 3 € evit ar mizoł-kas)

  

 

Embannadurioł An Alarc'h

AR GITAR TREDAN

Jakez-Erwan Mouton

E dibenn an ugentvet kantved emań ar sonerezh punk gant e skedoł diwezhań. Erwan, paotr bord ar mor, eo gitarour ha pennkaner ar strollad The Privateers. Ha treuzań a ray e sonerezh ar speurenn en deus savet etre ar bed hag eń? Daoust ha lakaat a ray e galon da vezań leuniet gant karantez? Gwall rouestl a zegaso e buhez Estelle, plac'h kźr, poellek ha parfet, tapet he c'halon gant unan all dija.

Jakez-Erwan Mouton a daolenn dimp un istor tud ha karantez e kevredigezh disleberik ha reuzus studierien ha yaouankizoł an amzer-se. Priz kentań ar Yaouankiz en devoa tapet e 2007 gant e romant "Katrina".

8,50 € (+ 3 € evit ar mizoł-kas) - 12 x 19 cm - 102 bajenn - Skigner: An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-17-4