Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Blog - Category: No name

  • KEAV 2015

    Skol-hañv KEAV a zo anezhi ur bodad tud laouen oc’h en em gavout asambles evit klevet ha komz brezhoneg a-hed an devezh hag e-pad ur sizhun, pe ziv; bevañ e brezhoneg ha reiñ tro d’an deskarded da zeskiñ ar yezh o soubañ er brezhoneg a-hed an amzer.
    Anez gouzout diazezoù kentañ ar brezhoneg (ur bloavezh studi pe zaou) n’hall ket staj KEAV dougen frouezh deoc’h. D’an deraouidi e tegasomp soñj e vez aozet stajoù evite er memes mare.
    Degemeret e vez bugale gant o zud en ul ALSH (Accueil Loisirs Sans Hébergement).

    Kentañ ha diwezhañ evezhiadenn e galleg
    Le stage d’été de KEAV, c’est plus d’une centaine de personnes heureuses de se rencontrer pour entendre et parler breton. Pour chacun, le faire, c’est un choix, un plaisir : pour respecter cette volonté commune, chacun s’efforce de s’exprimer uniquement en breton. Cet effort est également un élément indispensable de l’apprentissage. Le stage de KEAV est connu pour cela. En s’inscrivant, chacun est donc conscient de l’engagement auquel il souscrit.
    LE BRETON EST LA SEULE LANGUE UTILISÉE PAR TOUS AU COURS DU STAGE.
    Le stage ne peut profiter véritablement qu’aux personnes ayant des bases élémentaires suffisantes du breton. Nous rappelons qu’il existe des stages pour débutants à la même période.

    Dalc’het e vo Skol-Hañv 2015 KEAV e Kastellin e lise ar Stêr Aon (lise labour-douar ha liorzhouriezh).
    Div sizhuniad studi ha dudi a vo kinniget :
    > Prantad 1añ (5-11/07/15)
    > Eil prantad (12-18/07/15).
    Eus ar Sul da noz betek ar Sadorn, goude pred kreisteiz
    E-pad an div sizhun-se e vo degemeret ar vugale 6-14 vloaz gant ur skipailh buhezourien en un « alsh ».

    (Ar prizioù a zo evit ar c’hentelioù, ar boued hag al lojeiz)
    Priz ur sizhuniad staj : 270 €
    Studierien amzer-leun ha tud dilabour : 230 €
    Ret eo paeañ an hanter a-raok ar staj kas ar chekenn gant ar folenn-enskrivañ da g-KEAV.

  • Lennegezh war Radio Kerne

    War Radio Kerne e c'haller klevout an danevelloù "An enklask" (a vo kavet en dastumad Karavell), "Elena" hag "An amprevanoniour" (Ar Roc'h) skrivet ha lennet amañ gant Yann Fulub Dupuy.

    Radio Kerne propose d'écouter les nouvelles "An enklask" (tirée de Karavell) ainsi que "Elena" et "An amprevanoniour" (Ar Roc'h) lues par leur auteur, Yann Fulub Dupuy.

    An enklask

     

    An Amprevoniour

    Elena

     

  • Prizioù ar brezhoneg 2015

    Ar blijadur hon eus da gemenn d'an izili eo aet priz brezhoneger ar bloaz gant Herve Sebille-Kernaudour evit e labour war dornskridoù Frañsez Vallée, Dictionnaire du breton du Trégor-Golo et de Haute Cornouaille embannet gant Kuzul ar Brezhoneg hag An Alarc'h.

    2 briz diwar 3 a zo aet e rann al lennegezh gant levrioù embannet gant tiez-embann ezel eus Kuzul ar Brezhoneg
    da eil: En-dro d'al lenn-vor gant Jef Gedez (Al Liamm)
    da drede: Ar pezh a blij din gant Soazig ha Saig Pouldu ha Noémie Lassalle (An Alarc'h)

    Gourc'hemennoù d'al loreidi!

  • Pennadoù Marsel - 4

    Ar mor

    Pegen brav eo sellet ouzh ar mor, dreist-holl pa vez plaen, glas, kreñv an heol. Un dudi eo mont da vale war an traezh pa vez tomm an amzer, divoutoù, diloeroù, pleget ar bragez betek an daoulinoù ha lakaet an treid en dour bep an amzer. Ur blijadur eo c'hwesha ar bezhin laosket war an traezh da vreinañ, sellet ouzh ar reier dizolo pa ziskenn ar mor, leun a vezhin stag outo, bigerniel stag outo, ar brennig du « ar re gozh melen o zokoù met kalet o gig ». Setu pezh a welan en hañv war bord ar mor etre Beg tour-tan Lilia hag aod Keruruz e Plouneour-Traezh. Mont a ran pa c'hellan gant va gwreg da droiañ betek aze d'ar Sul.

    Er goañv n'eo ket heñvel pa vez tarzhoù mor, leun a eonenn, ar mor vez livet fall ha pa vez feulzet neuze eo un dañjer mont en aodoù. Disul d'ar seitek eus ar miz Genver e oa leun a vorvrini o neuial, den ebet da zirenkañ anezho, bep an amzer e splujent da bakañ pesked, pebezh skeudenn gaer ! Ale, ma n'ouzoc'h ket pelec'h mont, kit 'ta en aodoù Bro Bagan war an traezh pe an tevennoù. N'ho po ket keuz tudoù !

  • Katalog Nedeleg 2014

    Katalog Nedeleg 2014, Keleier an embann n°18, zo deuet er-maez: kavet vo ennañ nevezentioù ar bloaz hag un dibab levrioù marc'had-mat.

    Prizioù da dalvezout betek an 31 a viz Genver 2015. Paeamant gant chekennoù hepken. Evit an estrenvro deuit e darempred ganeomp.

  • Pennadoù Marsel - 3

    Ar bleunioù

    Ar bleunioù, ar c'hareañ tra a zo war an douar, gant o livioù ken disheñvel, plijadur ar gwenan, ar balafenned, an nadozioù-aer, ar gwesped ha daoulagad an dud. Da Chanig e plijont, din-me kement-all. Ne 'z eus ket trawalc'h diouto er vro ; war bord ar c'haeoù e weler bleunioù gouez met alies e vezont glizhennet gant ar beizanted hep truez. Hadit tudoù, hadit pa ne vefe nemet evit an taol lagad hepken !

  • Priz Langleiz 2014

    Priz Langleiz 2014

    Prix Xavier de Langlais

    Roet eo bet Priz Langleiz 2014 da Fañch Kerrain evit e oberennoù war ar brederouriezh.

    Le Prix littéraire Xavier de Langlais 2014 a été décerné à Fañch Kerrain pour ses ouvrages de philosophie.

  • KaB e Karaez

    Gouel al Levrioù e Breizh -  Karaez 25 & 26  a viz Here 2014

    Festival du livre en Bretagne - Carhaix - 25 & 26 octobre 2014


    Sinadeg war stand Kuzul ar Brezhoneg
    Dédicaces sur le stand de Kuzul ar Brezhoneg

    D'ar Sadorn / le samedi :
    Herve Sebille Kernaudour evit kinnig Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo Vallée (Kuzul ar Brezhoneg)
    Aline Gleoneg evit troidigezh Danevelloù evit ur bloaz (danevelloù/Luigi Pirandelllo, Mouladurioù Hor Yezh)
    Kristian Braz evit troidigezh Chaokañ Mizer (romant/Flann o’Brien, Mouladurioù Hor Yezh)

    D'ar Sul / le dimanche :
    Alan Martel evit troidigezh An avel en haleg (romant/Kenneth Grahame, An Alarc'h)
    Herve Sebille Kernaudour evit kinnig Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo Vallée (Kuzul ar Brezhoneg)
    Daniel Carré evit troidigezh Le tournant de la mort (deizlevr brezel/Loeiz Herrieu, TIR)
    Kristian Braz evit troidigezh Chaokañ Mizer (romant/Flann o’Brien, Mouladurioù Hor Yezh)
    Olier Biguet evit troidigezh Shining (romant/Stephen King, Mouladurioù Hor Yezh)
    Noémie Lassalle evit tresadennoù Ar pezh a blij din (levr bugale, An Alarc'h)

    Roet e vo Priz Langleiz 2014
    d’ar Sadorn 25 a viz Here
    da 4 eur.

  • Pennadoù Marsel - 2

    Ar pour

    Pa vez echu ar rev ez eus moien da lakaat ar pour prim en douar . Ne c'houzañvont ket ar rev, devet e vezont, setu pa n'eus ket ken e c'heller lakaat anezho en o « zoull ». Ni a ra an toulloù gant ur varrenn-houarn, beget lemm, ur metrad ugent e tle ober hag aes eo neuze toullañ an douar hep plegañ ar c'hein. Pa vezont ment ur c'hreion eo ar gwellañ, bihanoc'h zo fall.

    Ar pour goañv a lakaer e miz Even, ne blij ket re ar gor dezho met an amzer goloet, ar glav-arnev, ar vrumenn a ya diouto. Mat int evit ar yec'hed ha da lakaat an dud da zizourañ !

Pajennoù

trouducru