Kronikennoù Herve Bihan en Trevoù. Kronikenn 3 : AR MORU
Ma zo ur pesk en devo merket sevenadur ar vro eo ar moru sec’h ha sall. Memor ar vro zo leun a veajoù hir ha kalet ar baotred yaouank, pe goshoc’h a-boan, aet da vorueta war-du ar morioù yen, war-du an Douar-Nevez pe an Island. Buhezioù spontus... Lod na retornent ket d’ar gêr, lonket ma oant bet gant ar mor yen-sklas didruez. Lod a retorne mogn, kamm, ampechet. Piv a c’hallfe gouzañv kement en dez a herie (...)