Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Blog

  • Skrivagnerezed 2

    Ar pesketaer

     

    Ur wech e oa, ur wech ne oa ket hag ur wech e oa bepred hag e oa ur pesketaer paour e anv Maodez al Luron o chom e Ploumanac'h. Paour e oa evel Job; koulskoude 'nevoa nemet e wreg hag eñ da vevañ gant ar frouezh eus e labour. Ur gazeg treut-treut en devoa hag ur gozh gwetur bet en aluzen digant unan eus pinvidien Perroz, na lârin ket e anv. P'an nije tapet un toullad pesked ac'h ae da Lannuon da werzhañ anezhe da gêriz. An holl a anaveze Maodez evit bezañ un den a feson hag un den onest ar seurt na valee ket nemeur war hent Perroz.

    Un devezh deus ar beure e savas abretoc'h evit an devezhioù all evit mont da besketa. Mont a reas ha pa oa erru en ribl ar mor, e kavas ur pesk bihan korf-ruz, unan eus ar bravañ. Tapout a reas anezhañ hep poan, hep e higen nag e rouejoù ha kerkent, ar pesk bihan a gomzas outañ hag a lâras dezhañ:

    “Taol ac'hanon er mor,” emezañ.

    “Na rin ket,” eme Vaodez.

    “Taol ac'hanon er-maez, lâran dit, rak re vihan ac'h on c'hoazh da vezañ pesketaet; kalz brasoc'h evidon a gavi aze er mor.”

    Maodez a sentas outañ hag e daolas er mor.

     

    (Kontadenn war he hed e Kroaz ar Vretoned 10 a viz Eost 1902. Embannet ivez en Al lanv niv. 113 Gouhere 2007)

    Marie-Louise Charran (Kervaria-Sular 1883, Lannuon 1934)

  • Skrivagnerezed 1

    Melkoni

     

    Gwenilied skañv, dudi ma daoulagad,

    Perak n'ho kwelan ken o fraoñval 'us d'ar prad?

    Kemeret peus an tec'h ha nijet pell deus Breizh,

    Ha pa oc'h aet e-kuit, me a zo trist e-leizh.

     

    Delioù ledan ha glas a ra kaerder ma bro,

    Perak e tougit-hu liv sklaset ar maro?

    Moarvat c'hwi wel o tont kañvoù kuzh 'vit tud Breizh,

    Dirak ho tremm liv koar me a zo trist e-leizh.

     

    Kloc'h bihan ma farrouz a gane ken seder,

    Perak ne glevan ken bemdez ho kalv tener?

    Tec'het eo an hini lakae buhez 'n ho kreiz,

    Ha pa ne ganit ken, me a zo trist e-leizh.

     

    Digabestr

    Mari-Jozefin Milon (Koadoud 1880 - Koadoud 1964)

  • Katalog Nedeleg 2019

    Katalog Nedeleg 2019, Keleier an embann n° 23, zo deuet er-maez: kavet vo ennañ nevezentioù ar bloaz hag un dibab levrioù marc'had-mat.

    Prizioù da dalvezout betek an 31 a viz Genver 2020. Paeamant dre chekenn pe dreuzvankadenn war anv Kuzul ar Brezhoneg. Evit an estrenvro deuit e darempred ganeomp.

  • Skrivagnerien o sinañ e Karaez

    Ar skrivagnerien-mañ a vo o sinañ e saloñs al levrioù e Karaez salon d'ar 26 hag 27 a viz Here 2019:

    Annie Coz: Lucio e-kreiz K 

    Erwan Hupel: Chuchumuchu , Conferançou curius, Klask 12

    Goulc'han Kervella: Gouel ar c'hlas termen, Malo ar soner violoñs

    Yann Gerven: Dre faot Faure

    Ólöf Pétursdóttir ha Mich Beyer: Baradoz hag ifern

    Fulup Lannuzel: Koroll an dasorc'h

    Yann-Fulub Dupuy: Beuzet diwar ar pont bras

    Anaig Lucas ha Daniel Doujet: Torkad

    Georges Cadoudal ha Gege Gwenn: 'Veze ket dañset plinn! 

    Bernard Gery: Unanet adarre 

    Loig Campion: Tasmant Canterville

    Yann Bijer: Diougan ar Seizh Sant

    Kristian Braz: Merc'hed war-dro

    Serj Richard: Ar baron pintet

  • gouel al levrioù 2019

  • Kenstrivadeg danevelloù 2019

    Evit ar 8et gwech e vez aozet gant kêr Garaez ha Festival al levrioù e Breizh ur genstrivadeg danevelloù. Ur priz 1 500 € zo evit ar gounezer.
    Amañ-kevret e kavot reolenn ar genstrivadeg. Mar fell deoc’h kemer perzh, trugarez da gas ar skridoù dimp dre bostel a-raok ar 25 a viz Gwengolo : festivaldulivre@gmail.com

  • PIKNIK E TERRUG

    PEDADENN D'AR PIKNIK FEST D'AR SADORN 14 A VIZ GWENGOLO DA GREISTEIZ WAR AOD TRAEZH-BELEG E TERRUG

    Ledenez KRAOZON - PENN-AR-BED

     

    Evit derc'hel bev hon anvioù-lec'h brezhonek, hor glad,

    liested ar yezhoù hag ar sevenadurioù...

    Deuit niverus gant ho poued, ho serviedennoù,

    ho pinviji sonerezh evit ar fest-deiz...

    PLIJADUR 'VO !

    Savet gant ur strollad kevredigezhioù ha gant Kevre Breizh

Pajennoù

Subscribe to Blog