Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Blog

  • Prizioù 2016: Loreidi / Les lauréats

    Prizioù 2016: Loreidi / Les lauréats

    19vet abadenn Prizioù Dazont ar Brezhoneg a oa aozet gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg.​ Dalc'het eo bet d'ar gwener 29 a viz Genver da 19e30 e sal an Avel Vor e Plougastell-Daoulaz.

    La 19e cérémonie des Prizioù, coorganisée par France 3 Bretagne et l'Office public de la langue bretonne, s’est déroulée le vendredi 29 janvier à 19h30 depuis la salle Avel Vor à Plougastel-Daoulas.

     

    Loreidi 2016 / Les lauréats 2016 :

    Kevredigezhioù / Association

    Priz 1 : Labourerien-douar Breizh, a ra gant ar brezhoneg evit o c’hehentiñ
    2l priz : ADEC 29, Kevredigezh evit Diguzhat ar C’hrign-bev e Penn-ar-Bed, evit bezañ embannet ur blegfollenn ditouriñ hag ul lec'hienn Internet divyezhek.
    3de priz : AREP, evit bezañ kinniget ur stummadur micherell e Brezhoneg, (CAP bugaligoù)

    1er prix: Agriculteurs de Bretagne, Labourerien-douar Breizh, pour l'utilisation courante du breton dans leur communication.
    2e prix: ADEC 29, Association pour le Dépistage des Cancers dans le Finistère, pour l'édition d’un dépliant d’information bilingue.
    3e prix: AREP, pour la création d'une formation diplomante en langue bretonne (CAP petite enfance).

    Levrioù faltazi / Livre de fiction

    Priz 1 : “Udora pe afer an ed-du”, romant skiant-faltazi gant Paskal an Intañv (Emb. Al Liamm).
    2l priz : “N’eus ket a garantez eürus”, romant gant Goulc’han Kervella (Emb. Skol Vreizh).
    3de priz : “Divemor”, romant gant Pierre-Emmanuel Marais (Emb. Al Liamm).

    1er prix : “Udora pe afer an ed-du”, roman de science-fiction de Paskal an Intañv (Ed. Al Liamm).
    2e prix : “N’eus ket a garantez eürus”, roman de Goulc’han Kervella (Ed. Skol Vreizh).
    3e prix : “Divemor”, roman de Pierre-Emmanuel Marais (Ed. Al Liamm).

    Strollegezhioù / Collectivité

    Priz 1 : CNFPT, evit bezañ lakaet e plas stummadurioù yezh evit kargidi ar strollegezhioù lec'hel.
    2l priz : Kumuniezh-kumunioù bro Kemperle, evit he c’hannadig “Mag16” lakaet e brezhoneg penn-da-benn hag evit he folitikerezh yezh mennet.
    3de priz : Ti-kêr Pontekroaz, en deus sikouret lakaat digeriñ ur skol Diwan en ur vro ma ne oa ket posupl deskiñ brezhoneg betek-neuze.

    1er prix : CNFPT, pour la mise en place de formations à la langue bretonne à l'attention des fonctionnaires territoriaux.
    2e prix : Communauté de communes du Pays de Quimperlé, pour leur politique linguistique et la traduction du magasine communautaire “Mag16” en langue bretonne.
    3e prix : Mairie de Pont-Croix, pour le soutien  à l’ouverture d’une école Diwan sur un territoire qui jusqu'alors ne disposait d'aucune offre d'enseignement bilingue.

    Kleweled / Création audiovisuelle

    Priz 1 :  “Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer”, teulfilm (52’) gant Mikael Baudu diwar-benn stad ar Gurded e Siria a-dal d'ar Stad Islamour (produet gant Gwengolo Filmoù).
    2l priz : “Enseller Panda”, heuliad filmoù bevaat evit ar vugale gant Gilduin Couronné ha Sébastien Hivert (produet gant JPL Films).
    3de priz : “Paotred al Loc’h”, teulfilm (28’) gant Ronan Hirrien (produet gant Frañs 3 Breizh), un istor karantez da daou baotr e Kreiz Breizh.

    1er prix :  “Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer”, documentaire (52’) de Mikael Baudu sur la situation des Kurdes de Syrie face à l'Etat Islamique (Production : Gwengolo Filmoù).
    2e prix : “Enseller Panda”, série de films d'animation pour enfants de Gilduin Couronné et Sébastien Hivert (Production : JPL Films).
    3e prix : “Paotred al Loc’h”, documentaire (28’) de Ronan Hirrien sur la vie d'un couple homosexuel en Centre Bretagne (Production : France 3 Bretagne).

    Embregerezhioù / Entreprise

    Priz 1 : NumériBulle, istorioù evit ar vugale da bellgargañ diwar Internet.
    2l priz : D’istribilh, ur vreserezh a Blouider he deus sachet brud warni gant ur video e brezhoneg hag a zo bet gwelet ouzhpenn 100.000 gwech war Internet.
    3de priz : Tachenn-gampiñ Kongell e Kiberen, evit he fanellerezh divyezhek.

    1er prix : NumériBulle, des histoires pour enfants à télécharger sur internet.
    2e prix : D’istribilh, une brasserie à Plouider qui crée le buzz avec une video en breton vue plus de 100.000 fois sur internet.
    3e prix : Camping du Conguel à Quiberon, pour sa signalisation bilingue.

    Pladennoù kanet e brezhoneg / Disque chanté en breton

    Priz 1 : “Skeud o roudoù” gant Nolwenn Korbell (Emb. Coop Breizh).
    2l priz : “Heol Gor” gant Dañs er Jeko (produet ganto o-unan).
    3de priz : “Brein” gant Brein (produet ganto o-unan).

    1er prix : “Skeud o roudoù” de Nolwenn Korbell (Ed. Coop Breizh).
    2e prix : “Heol Gor” de Dañs er Jeko (autoproduction).
    3e prix : “Brein” de Brein (autoproduction).

    Brezhoneger ar bloaz / Brittophone de l’année

    Priz 1 : Romain Sponnagel evit bezañ roet lañs da gelenn ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh e bro Sant-Brieg, hag evit bezañ krouet an arload Stag.
    2l priz : Krismenn evit e stajoù kanañ hag e sonadeg war al leurenn vras en Erer Kozh.
    3de priz : Darlene Arokoh, ur plac’h genidik eus Kenya a zesk brezhoneg hag a fell dezhi difenn yezhoù orin an dud.

    1er prix : Romain Sponnagel pour le développement de l’enseignement du breton et de la culture bretonne dans le  Pays de Saint-Brieuc, création de l’appli Stag.
    2e prix : Krismenn pour les stages de chant et concerts sur la grande scène des Vieilles Charrues.
    3e prix : Darlene Arokoh, une Kenyane qui apprend le breton et qui souhaite défendre les langues autochtones

  • Katalog Nedeleg 2015

    Katalog Nedeleg 2015, Keleier an embann n°19, zo deuet er-maez: kavet vo ennañ nevezentioù ar bloaz hag un dibab levrioù marc'had-mat.

    Prizioù da dalvezout betek an 31 a viz Genver 2016. Paeamant gant chekennoù hepken. Evit an estrenvro deuit e darempred ganeomp.

  • Istor Iwerzhon evit an holl

    Pennad klok bet embannet en Al Lanv n°135 - Here 2015

    (...)
    XVI - Drouk-berzh O’Connell.
    An naonegezh vras (1845-1848)

    War-lerc’h se, O’Connell, bet anvet da gannad, a gendalc’has start, e Kambr ar C’humunioù, da stourm evit e vro. War-dro 1840 ez adkrogas gant e brezegennoù hag e vodadegoù en Iwerzhon evit terriñ an unaniezh gant Bro-Saoz. Taol gwenn a reas ar wech-mañ. Dilezet gant yaouankiz Iwerzhon, taolet e prizon gant ar Saozon, klañv ha skuizh, e varvas en Itali e 1847.
    Kresket en doa pobladur Iwerzhon, betek dont, e 1840, da vezañ tremen 8.000.000 a dud. Kouerien oant evit an darn vuiañ, paour-meurbet. Evel er c’hantved a-raok, n’o doa da voued, koulz lavaret, nemet avaloù-douar. E 1845 e voe fall ar bloavezhiad, gwashoc’h c’hoazh e 1846. Un naonegezh vras, seurt n’oa bet gwelet biskoazh, a skignas neuze dre ar vro. E-lec’h reiñ skoazell diouzhtu, e kollas gouarnamant Bro-Saoz kalz amzer oc’h en em c’houlenn petra ober. E-keit-se e varve Iwerzhoniz a-vil-vern.
    E 1846 e tarzhas ar vosenn. Eus pep korn eus ar bed, eus ar Stadoù-Unanet dreist-holl, e voe kaset boued. Hogen re ziwezhat. E 1848, ma voe trec’het en diwezh ar walenn, ouzhpenn 500.000, 1.000.000 a dud marteze, a oa marv. Kalz a oa tec’het d’an Amerik, ha diwar neuze e teuas boas tud Iwerzhon da zilezel o bro da vont d’ar bed nevez. Ne chome en Iwerzhon, e 1850, nemet 6.500.000 den. (...)

    Koumanantit! Abonnez-vous! Subscribe!

  • Priz Langleiz 2015

    Aet eo Priz Langleiz 2015 da Nolwenn Korbell evit pozioù he c'hanaouennoù.

    Priz an danevell e brezhoneg 2015 (profet gant ti-kêr Karaez) a zo aet da Lan Tangi evit e zanevell "Ar bromesa".

    Gourc’hemennoù dezho o-daou !

    (© Tudu Huon evit ar skeudenn)

  • Yann-Bêr ar c’hontroller SNCF

    Pennad klok bet embannet en Al Liamm n°410 - Mae-Even 2015.

    Yann-Bêr ar c’hontroller SNCF gant Jil Penneg

    Yann-Bêr a oa kontroller en SNCF abaoe ouzhpenn ugent vloaz bremañ. Ne ouie ket c’hoazh penaos e oa en em gavet d’ober ar vicher-se. N’eo ket sur e oa graet evit ober se. E gwirionez ne oa ket gouest ar paotr da vezañ drouk. Rankout a rae teurel evezh ha chom seven, an dra-se zo sur. Ahel gentañ ar vicher a oa bezañ seven, ha leuskel un tamm hed etre ar gontrollerien hag ar veajourien. N’haller ket reiñ un dell-gastiz d’unan ho peus toullet kaoz gantañ betek re dres ur vunutenn a-raok. C’hoarvezet e oa bet gantañ e penn kentañ tout ha ne oa ket deut a-benn da reiñ un dellgastiz d’ur plac’h yaouank a oa o veajiñ hep bilhed. Anavezet he doa anezhañ pa oant bet o chom er memes kêriadenn. Met seurt traoù ne c’hoarvezont ket alies.
    Neuze chom sonn war e zivesker a ranke ar c’hontroller ober. Bezañ seven, mousc’hoarzhus met pas re memes tra. Arabat d’an dud soñjal e c’hellont ober forzh petra e-barzh an tren ! Buhez Yann-Bêr e oa an trenioù. Ken boas e oa da (...)

    Koumanantit! Abonnez-vous! Subscribe!

  • Kervarker

    200 vloaz zo oa bet ganet Théodore Hersart de La Villemarqué Kervarker, d'ar 7 a viz Gouere 1815, oberour ar Barzhaz Breizh. Lennit pe adlennit al levr meur-mañ embannet gant Mouladurioù Hor Yezh.

  • Hervez va zad-kozh

    Pennad klok bet embannet en Al Lanv n°134 - Mae 2015

    Danevell savet gant Jarl Priel, dramaour, 1885-1965. Dornskrid adkavet e-touez e baperioù gant F. Kervella, eus Roazhon. Embannet er gelaouenn Skrid, niverenn 37.

     

    Pell amzer a zo tremenet abaoe, dek ha pevarugent vloaz da nebeutañ, peogwir va zad kozh a oa neuze ur beg-melen, ur maltouter yaouank flamm. Bez’ ez eus en hor c’horn-bro ul lanneg vras ha digenvez, — lanneg ar Roc’h Ruz e vez graet diouti —, mann nemet brug, lann, balan ha spern ne gresk eno ha ne dalv ket zoken ar boan da gas ar saout da beuriñ en dachenn veinek-se. Bremañ ne van netra en e lec’h, nemet ur pikol bern mein, un dosenn hanterguzhet dindan al linad, an drez ha louzaouenn an tign, met gwechall e weled a-us d’an aber, war ribl an tornaod, dismantroù ur c’hastell. Den ebet er barrez, nemet marteze ar person hag ar skolaer, ne ouie pegoulz ez oa bet savet an ti-meur-se, nag abaoe pegeit e krogas da gouezhañ en e boull. Diouzh ar vrud a rede war-dro, gwelet e veze a-wechoù gouloù o lugerniñ e toull ar prenestroù hag an dorojoù, klevet e veze hirvoudoù ha youc’hadennoù euzhus o tont eus ar c’hambroù hep toenn na solier. Dre-se, a-dal ma tigore an noz, ha zoken war greiz an deiz, pa tigouezhe d’an amzer latariñ, evel ma c’hoarvez ken alies e-tal an aod, den ne grede tostaat d’al lanneg. En ur ger, tasmantet ec’h oa kastell ar Roc’h Ruz, hervez ma zad-kozh.

    Darn all, tud diaviz a-walc’h, a heje o skoaz : floderion, emezo, a dle en em vodañ eno pa vez teñval-sac’h hag a-ratozh e c’hoariont ar seurt troioù-kamm evit ober d’ar genaoueien pellaat gant aon rak aotronez ar c’hastell aet, pell ’zo, da
    anaon. C’hoarzhin outañ e-unan a rae va zad-kozh, rak tanav daonet ec’h oa e fri ha berviñ a rae gant ar c’hoant da sevel uheloc’h e karg. Mont a reas e-kerzh an hañv d’al lanneg da serr-noz, ha gant kalz a vec’h e teuas d’en em silañ e-barzh
    ar c’hastell, rak ne luc’he na loar na stered e bolz an neñvoù. Kaset en doa gantañ ur c’horn bara hag un drailhenn kig-sall da derriñ e naon mar bije ret, hag ivez ur vuredad hini kreñv, rak plijout a rae dezhañ ober gwech-ha-gwech-all un tammig revrad. « Chom a rin war-c’hed, emezañ, ken na tarzho an deiz ha mar fell d’ar floderion dont amañ, raktal e tapin krog en o c’habiez. Diwar an taol, meulet e vin gant ar c’habiten hag e-tailh ec’h on da vezañ anvet da vrigader a-raok d’am zro. An deiz-se ’vat, ec’h ayo kaol er soubenn !... ». En e gluch edo a-dreñv d’un torkad brulu ha troell diwanet en un toull er voger ha lonkañ a rae ur wech an amzer un dakenn hini kreñv war zigarez kalonekaat, rak a-bouez klevout meur a dra endro dezhañ e teue da santout goradoù merion en peb loer. A daol krenn, yudal a rae an aezhenn a-dreuz ar prenestroù hep stern na gwerinier ; logod-dall a darnije a-us d’e benn, ken (...)

    Koumanantit! Abonnez-vous! Subscribe!

  • Un distrap eus buhez Max Jacob

    Pennad klok bet embannet en Al Liamm n°409 - Meuzh-Ebrel 2015.

    Ur barzh o tiflukañ : 1905-1909

    Pep tra a erru en e goulz vat, war a lavarer, ha n’eo ket hep gwir abeg, moarvat. Emaomp e 1905. Pebezh cheñchamant krenn e buhez Max, heg e berr amzer ouzhpenn ! Emañ en e vutun e-touesk an arzourien, rak hini ebet anezho, evel-just, ne deufe en e benn ar soñj iskis da c’hoari warnañ da labourat na da embreger ur garg bennak evit gounit e vara. N’eus mui den, a-benn bremañ, evit teurel ar bec’h warnañ na da gousiañ e blijadur dezhañ en ur ober anv eus “micher”, eus “gopr”, eus “dimeziñ hag eureudiñ”, nag eus “dever” pe “dereadegezh”, anezho, a ouzoc’h a-walc’h, gerioù vil e meteier an arz. Ar c’hontrol an hini eo : e ziarbenn a reont, holl gwitibunan, da glask fred, poulzañ a reont anezhañ da zisteurel diwar e choug kement kabestr a zo, d’en em ouestlañ, korf hag ene, d’al lennegezh ha d’al livouriezh, ha da blediñ gant an arzoù nemetken. Max a raio diouzh o alioù, hag a-ziwar neuze, den ganet ebet ne welo mui Max Jacob oc’h implijout an darn vuiañ eus e oberiantiz evit gounit e vara. Arzour eo, skrivañ a raio, livañ ivez, ha derc’hel yud, na petra ! Mont a raio da heul e blanedenn, ha bevañ diwar e did, da lavaret eo diouzh an deiz, hep bout nec’het gant an amzer da zont, dichal-kaer gant an arc’hant, na pa rankfe chom paour ha duiñ anezhi e vuhez-pad. Kavout a ra dezhañ – rak ur mailh eo war Skritur-Sakr – emañ o heuliañ kelennadurezh ar C’hrist, pa lavar hennezh « Sellit ouzh al lili ; n’ouzont na nezañ na gweañ.
    Hogen Salomon e-unan n’eo bet biskoazh gwisket evel unan anezho ». Setu aze ur gwall vec’h diwar e gein ! Evit gwir, un diframm hag un dismantr-spered e oa bet e vloavezhioù kentañ e Pariz, pa oa anezhañ un den yaouank sachet ha  disachet etre teñsadurioù, krozadennoù ha tamalloù e dud – kaout ur vicher vat, ober e dreuz er vuhez – gourc’hemennoù groñs ar gevredigezh – bezañ arallreviat – hag e youloù donañ, a gase anezhañ war an tu-enep. (...)

    Koumanantit! Abonnez-vous! Subscribe!

  • Menez-Gwenn (4 807m): Ar gedour hag ar Roue

    Pennad klok bet embannet en Al Liamm n°408 - Genver-C'hwevrer 2015.

    Menez-Gwenn (4 807m): Ar gedour hag ar Roue
    Jean-Luc LE FLOC’H
    Lakaet e brezhoneg gant an aozer, gant sikour Tudu Huon, diwar un destenn bet embannet e galleg e-barzh La Montagne et Alpinisme, niverenn 131 (01/1983)

    Italianezed eo an dimezelled a ra war-dro ar Roue... Kement kraper a oar mat an dra-se. Na pegen uhel, na pegen hardizh, na pegen divent int dirak daoulagad paotred an Alpoù ! Setu aze peadra da hunvreal. Dirak ur vogeriad naturel gwenn-kann mod-se, eo arabat pennfolliñ, chom hep koll e furnez a dra sur ! Se zo kaoz e tiviz hon strolladig, evit krapat war penn uhelañ Menez-Gwenn (Mont-Blanc e galleg, pe ar “Blanc” berrig-berr, Monte-Bianco en italianeg, 4807 metrad), en ober en ur zibab hent ar “Gedour ruz” (la Sentinelle rouge pe Sentinella rossa). Dre-se avat e tlefe chom an diaesterioù d’ul live etre, e tlefe, ivez, ar wask psikologel war hon choug pouezañ nebeutoc’h. Titouroù bet tapet digant paotred ar meteo a ro un tamm fiziañs deomp : dispar e vo kalite an erc’h, ken kalet ha koad tener – ur blijadur e vo kregiñ e-barzh gant skoazell ar “c’hranked” (evel ma vez graet deus ar seulioù-dir tachoù lemm dezhe, da sankañ er skorn) – pa vimp ahont. Rak gant kalite an erc’h e tlefe an hent, gwall-hir se zo gwir, bezañ ken aes ha ma c’hell bezañ. A-benn ar fin n’eus nemet an uhelded ha ne c’hello ket cheñch, ouzhpenn 1 300 metrad a zo etre troad ha penn ar menez. Ha
    pik echu !

    *
    * *

    Gwener zo. War-dro 8 eur noz. E karter Dor Orléans emaomp, o paouez kuitaat Pariz. Ur mor a girri-tan a ruilh (pa ne chomont ket a-sav kentoc’h !) tro-dro deomp, a bep tu ! Mod-se emañ an traoù bep dibenn-sizhun amañ ! Tri faotr omp war an hent, p’emañ ar pevare ouzh hon gortoz e Chamonix (distagañ Chamoni, diwar an doare-skrivañ kozh : Chamouny). Rannet e vo kas ar c’harr-tan etrezomp-ni a-hed an noz : 200 kilometr pep hini d’e dro.

    *
    * *

    Sadorn zo. Setu-ni war leurenn Nadoz-ar-C’hreisteiz (Aiguille du Midi), 3800 metrad uhelded, tapet buan dre ar c’harr-banner. Bremaik e trid hon c’halonoù, en ur vale war (...)

    Koumanantit! Abonnez-vous! Subscribe!

Pajennoù

Subscribe to Blog