Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Ar C'hrist d'an Amerindianed - levrenn gentañ

Skrivet gant: 

Ur beleg a zo eus Youenn Troal. Kaset e oa bet gant e eskob – war e c’houlenn – da Vro-bPerou evel misioner. Dre ziv wech eo aet du-hont: eus 1963 da 1968, ha neuze eus 1973 da 1979. Pa felle dezhañ mirout darempredoù gant e vignoned a Vreizh, e oa kroget da gas dezho bep an amzer ur follennig liestennet war baper gant stensiloù hag a oa bet anvet gantañ “Ar C’hrist d’an Indianed”. Un deizlevr eta e-lec’h ma konte e vuhez nevez gant e brederioù, e ziaesterioù hag ivez e levenezioù. Soñjet hon eus e oa prizius evit ar brezhoneg adkavout ar follennoù-se hag o embann e stumm ul levr. Re goustus avat e vije bet sevel unan a 400 pe 500 pajennad. Kinnig a reomp neuze el levrenn-mañ ar bloavezhioù 1963-1964, gant ar spi da c’hellout kenderc’hel diwezhatoc’h gant eil lodenn an deizlevr.

ISBN: 
2-86863-146-6
Bloaz: 
2007
Niver a bajennoù: 
0
Ment: 
15x21
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
15,00 €