Ar gitar tredan
Skrivet gant:

E dibenn an ugentvet kantved emañ ar sonerezh punk gant e skedoù diwezhañ. Erwan, paotr bord ar mor, eo gitarour ha pennkaner ar strollad The Privateers. Ha treuzañ a ray e sonerezh ar speurenn en deus savet etre ar bed hag eñ? Daoust ha lakaat a ray e galon da vezañ leuniet gant karantez? Gwall rouestl a zegaso e buhez Estelle, plac'h kêr, poellek ha parfet, tapet he c'halon gant unan all dija. Jakez-Erwan Mouton a daolenn dimp un istor tud ha karantez e kevredigezh disleberik ha reuzus studierien ha yaouankizoù an amzer-se. Priz kentañ ar Yaouankiz en devoa tapet e 2007 gant e romant "Katrina".
Ti-embann:
ISBN:
978-2-916835-17-4
Bloaz:
2010
Niver a bajennoù:
102
Ment:
12x19
Yezh(où) ar produ:
Danvez:
8,50 €