Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Beaj Eneour

Skrivet gant: 

Chañs en deus bet Eneour, hag eñ bugel 13 vloaz, d'ober ur bloavezhiad skol o treizhañ ar Meurvor Alantel e bourzh ar vag Fleur de Lampaul e-ser un toullad mignoned a-oad gantañ... Gellet en deus evel-se ober anaoudegezh gant tud disheñvel ha prenañ skiant ouzh o darempre- diñ : morviletaerien Madeira hag an Azorez, an Indianed Way ana hag Alapaï e koadeg veur Amazonia, Ray Darville anezhañ gward park broadel an Exumas, hep ankounac'haat gwarded arvor ar Stadoù-Unanet hag an douristed amerikan !
Tro en deus bet ivez da neuñvial gant delfined a bep seurt, gant c'hwezherien bras, da glevet kan hollvrudet ar balumed askellek e Silver Bank, ha da splujañ er c'houralegi liesliv evit o stu- diañ e West Caicos. Mil tra all en deus bet graet c'hoazh...
Ur bloavezhiad skol dispar eta, evel ma c'heller hetiñ da galz a vugale ; da c'hortoz e kinnig Eneour da bep hini ac'hanomp dont d'e heul a-hed e veaj vurzhudus en ur lenn e zeizlevr.

Ti-embann: 
ISBN: 
2868431860
Bloaz: 
2001
Niver a bajennoù: 
136
Ment: 
20 x 24
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
16,00 €
trouducru