Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Bizied Eva

Skrivet gant: 

En deroù ne oa bet ganet Eva nemet evit c’hoari ha dizale ez eas ar c’hoari da reuzc’hoari. Un devezh ne oa nemet un dihued-amzer hag antronoz e oa deroù ul lazhadeg. Divarrek e vo, siwazh, ar poliser Eganton Kergrist hag e gomper Charles Allbright da lakaat harz e koulz d’an heuliad muntroù.

Krouet eo bet ar skrivagnerez romantoù-polis Katelin Kerisit — hag he haroz Eganton Kergrist — gant Yann Fulub Dupuy evit e romant “Milendall” (embannet gant an Alarc’h e 2013) ma weler anezhi o reiñ buhez en-dro da liorzh dilezet ar c’homedian brudet Herri Lostanlenn. Tra ma veze Katelin o tizoleiñ al liorzh diouzh he goueliad drez hag o tiskoachañ he c’hevrinoù en em roe ivez d’ar skrivañ. Setu amañ disoc’h ar romantig deuet ganti e-ser-se, romantig hag a c’haller lenn distag-krenn diouzh “Milendall”: a-raok, goude pe e-pad, pe hep lenn anezhañ zoken.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-916835-53-2
Bloaz: 
2013
Niver a bajennoù: 
168
Ment: 
12x19
Yezh(où) ar produ: 
9,50 €