Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Didrouz war an treuzoù

Skrivet gant: 

« …Pa oa bet degaset d’e spered ar soñj eus an darvoud-se c’hoarvezet d’ur mare ma empente evitañ un dazont ha na voe e hini biskoazh, e tigoras Jean-François un albom luc’hskeudennoù hag a groge gant ar re graet en e vugeliezh kentañ, pa oa c’hoazh er skol-vamm, e penn kentañ ar bloavezhioù tri-ugent. Profet e oa bet dezhañ war-lerc’h marv e vamm, tri bloaz ’oa. » Ha kompren a raio Jean-François ar perag eus e blanedenn dilufr en ur follennata e albom poltredoù ?

Eus Brest eo Paol ar Meur, ganet eno e 1960. Ul lignez Brestiz a-gozh e oa hini e dad. Brezhoneg a oa gant e dud-kozh a-berzh mamm, labourerien-douar e Kore. Aet e oa war ar vicher paotr-al-lizhiri e kêr e vugaleaj war-lerc’h bezañ bet sammer e tier-post e Pariz. Skrivañ a ra ingal pennadoù liesseurt o danvez evit meur a gelaouenn vrezhonek, rentaoù-kont beajoù pell en o zouesk.

ISBN: 
978-2-86863-206-7
Bloaz: 
2022
Niver a bajennoù: 
62
Ment: 
11x18
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
7,00 €