Istor fentus stadoù hag impalaeriezhioù al loar
Skrivet gant:

Erru war al Loar, setu Dyrcona o yaouankaat dre vurzhud Gwezenn ar Vuhez hag oc’h ober anaoudegezh gant ur bed dianav par d’ur baradoz: annezidi o vont war o fevarzroad, o vevañ diwar vurezhioù, oc’h ober gant barzhonegoù evel moneiz, o sevel tiez heloc’h... Kejañ a ra ouzh gouizieien veur ha dre ar c’haozeadennoù en devez ganto e vo lakaet penn war benn kredennoù startañ Douariz koulz ha re Loariz. Met eno ivez en em gaver buan dirak al lez-varn pa adlakaer e kont lezennoù diazez ar Gevredigezh. Goude meur a daol-darvoud arvarus ne chomo nemet un diskoulm: en em laerezh en-dro war an Douar. Pezh a raio Dyrcona gant skoazell... an Diaoul.
Dindan ur stumm leun a vousgoap, ur gontadenn filozofek eus ar 17vet kantved lakaet da vezañ unan eus ar romantoù skiant-faltazi kentañ.
Dindan ur stumm leun a vousgoap, ur gontadenn filozofek eus ar 17vet kantved lakaet da vezañ unan eus ar romantoù skiant-faltazi kentañ.
Ti-embann:
ISBN:
978-2-916835-80-8
Bloaz:
2017
Niver a bajennoù:
114
Ment:
12x19
Troet gant:
Yezh(où) ar produ:
Danvez:
10,00 €