Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Le breton des rives de l’Aven et du Bélon

Nebeut a skridoù zo bet embannet diwar-benn brezhoneg gevred Kerne. Dre ginnig yezh teir c’humun eus ar vro-se (Banaleg, Rieg ha Molan) e pedomp ac’hanoc’h deoc’h ober gwelloc’h anaoudegezh gantañ. Rannet eo al levr-mañ en ugent chabistr lec’h ma pleder gant dodennoù a denn da mab-ben, da gorf an den, d’e endro, d’an douar ha d’ar mor.
Ouzhpenn ul listennad gerioù eo al levr-mañ. Ar c’heriaoueg kinniget (war-dro 5 000 pennger) zo klokaet gant skouerioù a bep seurt, troiennoù, rimadelloù, troioù-lavar… Er pennad-digeriñ eo kinniget perzhioù dibar brezhoneg ar vro-se. A chabistr da chabistr e vez kaoz eus ar c’hleñvedoù, an amzer o tremen, ar pesketa sardin, an avaloù-sistr…
Blaz ha blazig c’hoarzh zo bet kaset da benn gant tri den eus kêrioù lec’hiet war harzoù ar vro studiet (Banaleg, Rieg, Molan), anezho animatourien Stajoù Brezhoneg Koad-Pin, o deus kenlabouret evit lakaat war wel pinvidigezh yezh o c’horn-bro.
Mona Bouzec zo a orin eus Rieg hag ar brezhoneg zo he yezh-vamm. Renet he deus stajoù brezhoneg abaoe ar bloavezhioù 1970. Savet he deus un hentenn evit deskiñ ar yezh,
Selaou Selaou, ha skrivet he deus kontadennoù, troidigezhioù…
Jos Goapper zo a orin eus Banaleg ha brezhoneger a-vihanik eo ivez. Kelenner biologiezh eo bet ha kas a ra en-dro beilhadegoù e brezhoneg e Konk-Kerne abaoe bloavezhioù.
Yannick Souffez zo a orin eus Molan ha mestr-skol eo en ur skol kentañ-derez.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-916835-86-0
Bloaz: 
2017
Niver a bajennoù: 
520
Ment: 
19x24.6
Yezh(où) ar produ: 

Dibaboù doare kas

Tarif: 
28€ + 6€ de frais de port
34,00 €